Levr pevare - Chap. III.

Rouville, Alexandre-Joseph de (peotramant: Abbé d'Hérouville)
troet gant G*** L*** (Guillaume Le Lez).
Victor Guilmer, 1836  (p. 321-326)


CHABIST III.
Eus a c’hloar Mari en êe.


Ar Servicher.

Renit, Guerc’hes santel, renit da jamæs en evou, dreist ar batriarchet, a bere oc’h eus tremenet ar fidelite, ar feis ; dreist ar brophetet hac an ebestel, a bere oc’h eus tremenet an ardeur evit gloar Doue.

Renit dreist ar verserien a bere oc’h eus tremenet ar fermder ; dreist ar guerc’hezet, a bere oc’h eus tremenet ar burete ; dreist an oll dud just, a bere oc’h eus tremenet an humilite ; dreist an oll æles a bere oc’h eus tremenet an oboissanç ; dreist an oll seraphinet, a bere oc’h eus tremenet ar garantes.

Oc’h admira bac oc’h enori a ran vаr an trôn-se sqeudus ha brillant var behini oc’h savet, ha var behini, dre ho pouvoar e qichen Doue, e zoc’h refuich ar bec’herrien, souten an dud just, consolation ar re affliget, esperanç an den pec’her.

Trugaracaat a ran an Autrou-Doue ; mill bennos dezan, evit ar с’hloar immortel da behini en deus ho savet, ha da veza falvezet e vige ho corf memes participant er c’hloar se, arauc an deis eus ar resurrection general.

Just e voa e vige exant a vreinadures ar bet, ar c’horf-se qer chast ha qer pur, e pehini un Doue memes en deus priget en em ober den.

Mæs piou a allo jamæs he c’hompren, ar c’hloar-se ? Ma[1] n’en deus jamæs guëlet al lagad, nac ar scouarn clevet, na calon den comprenet petra en deus Doue preparet d’ar re er c’har, ha compren a raimp-ni petra en devoa preparet deoc’hui, deoc’hui, ô Mari ! pehini oc’h eus er c’haret muioc’h eguet an oll sænt assembles ?

Ar c’hloar a behini e jouissit a so proportionet, non pas ebqen da huelder ho renq, mæs c’hoas da huelder ho merit.

Evit gouzout peguen huel eo degre ho cloar, ne fautfe nemet consideri petra eo e vam veritabl glorifiet gant un Doue.

Mæs, evel er sænt, musul ho gloar a respont da vusul ho merit ; enoc’hui ive, huelder hoc’h enoriou a dle, dreist peb tra, beza estimet dioc’h o vertuziou.

Beza oc’h eus en êe eur renq particulier, atao, evit guir, infiniment izelloc’h eguet Doue, mæs ives atao cals huelloc’h eguet ar pes ne qet Doue.

Convenabl e zoa guelet an hini da behini Jesus en devoa roet pouvoar da gommandi dezan e-unan var an douar, o commandi en êe d’an æles ha d’ar sænt.

Ah ! gant pebes pres e maint-hi evel o clasq piou a rento ar c’henta obeissanç hac henor deoc’h er barajos, ô Mari !

Ravisset eus an domination oc’h eus varnezo, ho servichont gant un affection a galon dign a gomplæsanç Doue memes.

Mill bennos a ganont bepret da Zoue, evit ar privilaichou particulier en deus accordet deoc’h ; bepret en trugarecaont evit ar c’hloar extraordinal ha bursudus a behini ho c’henoront.

Nac a gri a joa hac a levenes er benedictionou pere a roont deoc’h oc’h-unan ! Pebes teneridigues er santimanchou ho deus evidoc’h !

Oh ! peguement e tesiront e veac’h anaveset, qer couls var an douar evel ma zoc’h en êe, evit, calonou an oll o veza gounezet deoc’h, ma veac’h enoret e partout !

O rouanes eus an êe ! qen dign eus va oll garantes, ha beza em bezo me ar bonheur da gana gant ar sænt meuleudiou ho mab hac ho-re ? Ha beza em bezo-me pers, un deis, en deliçou infinit pere a ra ho ponheur hac ho partaich ?

Mari.

Va mab, evit ho courachi hac ho souten er c’hombajou pere a renqit da livra evit forci, evel ma forcer un or, an oll difficulteou pere a en em oppos d’ho ponheur, songit alies er madou-se eternel pere a brepar Doue d’ho couraich ha d’ho fermder en e garantes.

Songit alies eo qestion a eur c’hloar pehini a zizommach infiniment dioc’h pep disprijanç hac a un tensor pehini a zigoll infiniment dioc’h pep miser ; a eur repos pehini a zigoll infinimant dioc’h an oll dregaç, hac a eur gonsolation pehini a zigoll infinimant dioc’h pep souffranç ha pep poan.

Evel ne deus a vras nemet Doue, ne deus nemetan capabl da rei recompansou bras ha guirion : en ifern e puniss evel un Doue, er barados e recompanç evel un Doue.

O va mab ! mar ho pes ar bonheur da gaout issu mad en affær eus ho silvidigues, e vellot Doue, er possedot, er c’harrot, ha jamæs ne squisot d’er guëlet, d’er possedi, d’er c’haret, abalamour Doue, bepret ar memes dre rapport dezan e-unan, a so bepret neves evit ar re eürus.

En demeuranç ravissant eus an êe, tout a so plijadur eb an disterra poan, joa eb an disterra chagrin, repos eb an disterra melconi, peoc’h eb aon ebet, jouissanç eb dic’hout.

Eno, qen bolontes, qen affectionou nemet bolontes ha carantes Doue. Doue a so tout e pep tra. Tout a gaver ennan : pinvidic, puissant, eürus e zoar gantan hac eveltan.

Evit obten ar bonheur-se, labourit va mab, labourit eb discuntunui. Na lavarit qet : Pell so e combattan ; goneset em beus dija qen alies a victor, ha n’em beus-me qet great aoualc’h ? Ne vezo[2] salvet nemet an nep en devezo continuet e servich Doue betec e varo.

Ar Servicher.

O Guerc’hes ! pehini a so, goude Jesus, va esperanç ha va bues, obtenit din ar berseveranç e servich Doue, ha grit din guëlet ho mab Jesus, goude ar vues-ma.

Mar deo an douçder ebqen eus e c'hraç evel un tanva eus ar barados, mar rо da santout da un ene peguement e verit beza caret, petra e vezo eta he velet hac er possedi e-unan ?



  1. 1 Cor. 2. 9.
  2. Math. 10. 23.