Levr pevare - Chap. V.
Victor Guilmer, 1836 (p. 329-333)
An istim a ra Doue eus a un dra, a so er reglen uniq hor be evit he istim d’ar just. Affectionou Doue a dle bea reglen hor re-ni.
Evit compren petra a dleit sonjal eus a Vari, ha peguement e tleit he c’haret, considerit an istim en deus great Doue anezi hac ar mercou a garantes en deus roet dezi.
An nombr[1] eus va phriejou, eme ar Speret-Santel, a so bras meurbet. Mæs beza e zeus unan pehini am beus, dreist ar re-all, carguet eus an oll berfectionou.
Ar pried-se, cherisset gant Doue en eur fæçon qer particulier, ar Verc’hes a dle eta ren, goude Doue, evel eur brinces var hor c’halonou, ha caout о oll santimanchou.
Carantes Doue evithi en deus er laqeat da accordi dezi an oll brivilaichou pere a alle he distingui.
Hоr c’harantes eviti a dle he distingui dioc’h qement a ell meritout, goude Doue, hor c’harantes.
Doue en deus he c’haret betec rei dezi an eil renq var an douar hac en êe.
En êe hac en douar, netra dignoc’h, goude Doue, eus hоr respejou.
Evel-se an oll dud just ho deus atao roet d’ar Verc’hes, en ho c’halon, ar c’henta plaç goude Jesus.
An tadou santel a lavar deomp penaus eо e væn e creder caret ar mab, ma na garer ar mam, ha penaus an diou garantes-se n’en em separent qet.
Ober a reont deomp consideri ar garantes evit Mari evel unan eus an securra mercou a alfet da gaout evit beza predestinet, hac evel unan eus ar preciussa donæzonou eus ar c’hraç.
Mæs ar garantes he deus Mari he-unan evidomp, ha nef-hi qet un exhortation continuel evldomp d’he c’haret ?
Studia a ra hon oll ezomou, santout hon afflictionou, diavanç hor goulennou, supporti hon defautou, ancounac’hât a ra hon ingrateriou.
Pebes ardeur eta ne dleomp-ni qet caout da ziques dezi carantes evit carantes. Profitomp gant sourci eus a bep occasion da blijout dezi.
Arabat eo, pa ves qestion da servicha ar Verc’hes, e considerfemp netra evel re vian. Pep tra, en effet, a so caër ha bras e qement a sell ous servich mam Doue, ar vestres souveren eus ar bed.
Greomp prompt, hac a galon vad, qement a sell ous he servich, qement a ell lacât he henori hac he c’haret.
Offromp dezi bemdes, eb manq ebet, hor pedennou, affectionou hac homaich hor c’halon. Consideromp evel un henor bras beza eus a niver he servicherien touet.
Savomp alies hor speret hac hor c’halon varzu he zrôn er barados, pe evit admira he grandeuriou hac he pherfectionou, pe evit goulen he phrotection.
Aluzennou hac œuvrou-all a drugares, yuniou hac exerciçou-all a vortification, greomp-hi en intantion da henori ar Verc’hes, oc’h imita evel-se he vertuziou. Freqantomp ar sacramanchou, deis he goueliou, evit o celebri guelloc’h, ha laqaomp avechou, mar gallomp, offr ar sacrifiç eus an auter evit trugarecât an Autrou-Doue eus ar graçou eu deus accordet dezi gant qement a larguentes.
Bisitomp alies ar chapelou savet en henor da Vari ; respetomp he imachou, an dud hac an andrejou consacret dezi ispicialamant.
Assistomp assiduamant, qement ha ma vezo possubl, en exercicou public great en henor dezi, er rosæra, er sermoniou e pere e parlanter eus he vertuziou, eus he phrivilachou, eus an devotion a behini pep calon gristen a dle beza carguet evithi.
Dre ar voyenou-se en em appliq bugale Mari da zisquës dezi ho c’harantes, hac e clascont meritout muioc’h beza caret ganthi.
Alvocades puissant, mam dener eus an dud, ô Mari ! lenn a rit em c’halon ar sincerite eus ar resolution pehini a qemeran da veza fidel da gement a so lavaret diarauc evit disquës deoc’h va c’harantes.
Trugarecaat a ran an Autrou-Doue eus ar santimanchou santel a garantes pere a inspir din en hoc’h andret.
Dre ma inspir din, em assur penaus em c’har.
Me rayo va possubl da veza qer fidel deoc’h hac ar re a velin beza ar re fidella ha fervanta en ho servich.
Petra na allan-me beza qen anflammet a garantes evidoc’h, ô va mam santel ! evel ma zeo an æles ho-unan ! Mæs ar bonheur-se a so reservet evit an êe.
- ↑ Cant. 6. 7.