Levr pevare - Chap. VI.

Rouville, Alexandre-Joseph de (peotramant: Abbé d'Hérouville)
troet gant G*** L*** (Guillaume Le Lez).
Victor Guilmer, 1836  (p. 333-336)


CHABIST VI.
Eus ar gouraich a dle eur c’hrouadur da Vari caout evit interest ha gloar e vam.


Mari.

Va mab, me a so ho mam : a guement-se e roan deoc’h testeniou continuel, dre va madoberou.

C’hui a so va c’hrouadur, hac er galite-se e rentit din bommaich ; va guervel a rit d’ho sicour en ho tentationou hac en ho poaniou ; esperout a rit em galloud dirac Jesus.

Mæs, etre an oll voyenou da zisquës din ho carantes, e zeus unan hac a negligit cals.

Ar Servicher.

Pliget ganeoc’h er rei din da anaout, ô mam vad ! Me fell din en em acquita eus va oll deveriou еn oc’h andret.

Mari.

Ne glasqit qet aoualc’h procuri va benor ha va gloar. Seblantout a ra memes oc’h eus poan oc’h va difen dirac ar re pere am attaq.

Qemerit sourci, laqit oc’h oll acqet da zifen va interest, da lacât glorifia, henori ha caret ho mam, evel ma qemeran pep sourci ac’hanoc’h.

N’en deo qet aoualc’h rei din, goude Jesus, ho calon, ma na brofitit eus an occasionou pere a gavit evit gounit din calonou-all.

Guelit, va mab, ar boan a guemer an heretiqet, ar gristenien fall evit distruja an henor pe evit semplaat an henor a recevan digant ar guir gristenien.

Deoc’hui eo, va mab, da repari an outrajou-se, erves ho calloud, evit gloar Doue.

Ar Servicher.

An ifern, en effet, a so bet atao dichadennet a enep deoc’h, ô Guerc’hes santel !,

An hano a Vari, an hano-se qer venerabl ha qen douç evit an oll dud fidel, a so bet atao casseat gant an droug-sperejou.

C’hui a so ar[1] vaoues-se a behini e parlante Doue e commançamant ar bed, ha pehini a dlie un deis bruzuna penn ar serpant, рenn an droug-speret.

Chetu eno ar pen-caus eus ar gassoni o deus an droug-sperejou a enep deoc’h. Evel ma о defe c’hoant da goll an oll dud, o defe c’hoant ive n’en defe den recours deoc’h.

Falvout a rafe dezo distruja, mar guelfent, en hor sperejou, ar fizianç vras hon deus ennoc’h hac en ho calloud, dreist peb tre e qever ar mæstr souveren a bep tra.

Infiniment henorabl e zeо evit Mari ne ves nemet heretiqet o sevel a enep dezi, ha ne defe evit adversourien nemet adversourien Jesus.

O Guerc’hes ? tour David[2] oc’h pehini e zeus a zispill mill ha mili seurt armou, oc’h adversourien discaret d’an douar a servicho evit an henor eus ho triomph. Doue, oc’h pen, a zigasso diffennourien ardant eus ho cloar.

Nan, ô Guerc’hes ! dorojou an ifern hac e zrouc-æles n’o devezo jamæs avantaich ebet varnoc’h.

Pe seurt actionou a c’hraç ne dlean-me qet renta da Zoue da vesa great din guenel er guir ilis, e pehini em beus ar bonheur d’oc’h anaout ha d’ho caret.

Mæs, va mam, mar ho caran, e tlean en effet difen oc’h interest ha profita eus an occasionou da brocuri ho cloar.

Hivisiqen eta me en em implijo da gresqi, qement ha ma c’helin, an niver eus ho servicherien.

Pa en em bresanto an occasion, me a rayo da anaout d’am c’herent, d’am mignonet, d’am anaoudeyen, exerciçou a zevotion en

oc’h en or. Va phlijadur a vezo en em antreteni ac’hanoc’h gantho.

Ma ne alian, dre va c’homsou, alumi a neves er c’halonou yeneat ar garantes a so dleet deoc’h, me a rayo, da viana, va fossubl d’en ober dre va exemplou.

Dreist peb tra, ne souffrin jamæs oc’h attaqfet dirazon.

Ah ! an nep noc’h anaves qet ne verit qet beza anaveset. Ne fell din caout mignon ebet pehini n’ho carfe qet.

Pedi a ran Doue da scuilla e c’hraç e calonou an oll dud, evit ma tuint oll, goude beza anaveset ha caret an Autrou Jesus-Christ, da zesqi ives anaout ha caret ar Verc’hes, o mam gommun.

An dud hac hi a alfe eta beza eb nep seurt carantes evit eur Verc’hes pehini, a bep eternite, a so bet an objet eus a gomplæsançou Doue memes ?



  1. Gen. 3. 15.
  2. Cant. 4. 4.