Levr pevare - Chap. XI.

Rouville, Alexandre-Joseph de (peotramant: Abbé d'Hérouville)
troet gant G*** L*** (Guillaume Le Lez).
Victor Guilmer, 1836  (p. 349-351)


CHABIST XI.
Eus ar beden a c’halver Salutation Angeliq.


Bemdes e recitit ar beden-se evit invoqi ar Verc’hes santel. Mæs, hac ober a rit-hu attantion oc’h ar pes a gompren a henorabl evit Mari, hac a gonsolant, a instructif memes evidoc’h ?

Grit var guement-ma reflexion avechou, e treid an auteriou, evit, pa he recitot, ma er greot atao gant ar respet a inspir hac an attantion a c’houlen.

SaLudi a rit Mari evel leun a c’hraç. Ha comprenet oc’h eus c’hui ar pes a gompren ar c’homsou-ma a c’hrandeur ?

Qement-se a so lavaret d’ar Verc’hes he deus bet evit he phartaich, ar c’hraç santifiant, ar graçou actuel, ar vertuziou dreist-naturel, oll donezonou ar Speret-Santel.

Pa ho phrononcit, en em rejouissit eus an abondanç-se a vadou a behini e zeо bet carguet, ha pedit-hi da rei eur pers benac deoc’h en e zensor qer pinvidic.

Lavaret a rit d’ar Verc’hes : An Autrou-Doue a so ganeoc’h, Doue, en effet, a yoa e Mari en eur feçon particulierroc’h eguet ne ma en traou-all, eguet ne ma memes en dud just.

Doue a yoa e Mari dre eur brotection special, о cundui oll buissançou he ene. Formit en ho calon, o lavaret ar c’homsou-se, un desir ardant ha sincer da gaout pers er bonheur dreist musul eus ar Verc’hes.

Ah ! pa ves an Autrou-Doue ganeomp, petra dleomp da zezirout c’hoas ? Petra na ves qet da esperout ? Gant petra e c’heller en em afflija ?

Complimanti a rit Mari o veza ma zeo binniguet dreist an oll gragues, da lavaret eo, abalamour ma en deus Doue accordet dezi privilachou pere n’en deus accordet da hini-all ebet.

Disquesit dezi, en ho calon, ar joa oc’h eus o veza ma zeo bet qer caret gant Doue, hac o veza ma en deus he binhiguet ha laqeat e binniguen hac en êe ha var an dоuar.

Ajouti a rit gant santes Elisabeth : Binniguet eo ar froues eus ho corf, Jesus. Mab Mari a so, en effet, binniguet, adoret, glorifiet partout dre ar bed.

Tanvait un instant an oll blijadur a ra un hevelep consideration da eur galon pehini a gar Jesus.

An ilis a ra deoc’h, goude, goulen oc’h ar Verc’hes ma pedo evidoc’h, pec’her. An ilis a fell dezi, dre eno, rei deoc’h da entent penaus ac’hanoc’h oc’h-unan, goude ar pec’hejou oc’h eus commettet, e zoc’h indign da veza chelaouet, mæs penaus Mari en obteno, mar ped evidoc’h. Ya, Doue he exauço, abalamour ma zeo e vam.

Abalamour da se, an ilis a ra deoc’h he invoqi dindan an hano a vam Doue, pehini a so qen qer ha qen henorabl dezi.

Ar memes tra eo evel pa lavarfac’h : Santes Mari, c’hui a so mam da Zoue ; ho pouvoar a so eta eb musul e qichen ho mab, hac ar pouvoar-se, assembles gant ho madeles, a fount va esperanç ennoc’h.

Erfin, goulen a rit oc’h ar Verc’hes ma pedo evidoc’h brema hac en heur eus ho maro. Hed ar vues, an danger eus ar silvidigues a so continuel. Bepret eta oc’h eus ezom eus a eur brotection qen puissant.

Mæs, en heur ho maro, e pehini hoc’h adversourien a redoublo ho effort evit ho coll, ar brotection a Vari a vezo c’hoas necesserroc’h deoc’h. Amser ar maro, amser effroyabl ! mæs eur guir servicher d’ar Verc’hes Vari ne varvo jamæs e stad fall.