Kânet em euz war ma zelen entanet
Ma Breiz-Izel,
He giziou fur, he zent koz, he zud vrudet,
He yez santel ;
Hirie da stenna start d’ezi he c’herden,
Me am eus c’hoant
Ha kana warni dre eur zonig laouen
Ma dousig koant !
Ma dousig koant ! N’euz ket eur plac’h evelti
War an douar ;
Evit kredi eo red gwelet anezi,
Bleuen dispar,
Diwanet kaer en eun draouiennig a Vreiz,
Ha hi ken drant,
Eno he kav heol ha gliz-veure a-leiz,
Ma dousig koant !
Ma dousig koant ! Henvel eo ouz eun êlig,
Dous ha tener…
He daoulagad zo glaz, lirzin, birvidik,
Dalc’hmad seder,
He zellou dôn leun a spi, a garante
Zo eur zeblant
Dimeuz kaerder ha levenez hec’h ine,
Ma dousig koant !
Kaer dreist peb tra ez eo ma muian-karet,
Ma ferlezen !
He bleo ken flour a zo du ha klaouieret
War he zâl gwen ;
He diouchod ru ’ro d’ei kement a c’hened,
Ma laran drant,
Ez eo ar c’hoantan en touez an holl verc’hed
Ma dousig koant
He mouez sklintin a gomz d’in ken frealzus
En eur grena,
Ma trid em c’hreiz ma c’halonig evurus
Ha leun a joa…
He c’hân zo kaer evel hini an evned,
Eveltan drant,
Ouz e glevet ’nijan betek ar stered,
Ma dousig koant !
Evel ma plij d’an durzunel he c’hoajou,
Hi gar ive
Tremen didrouz en kreiz sioulder ar maeziou
He zam bue ;
Eno ar blijadur zo talvoudusoc’h
Eget arc’hant,
En gwirione, eno e karan muioc’h,
Ma douslg koant !
Ma dousig koant !… Oh ! pa ven en he c’hichen,
Evurusted !
Siouaz, pell, pell diouti, pebez anken
Ha poan-spered…
Me a garfe tremen ma amzer dalc’hmad
Hep nec’hamant,
Klevet e mouezig, gwelet he daoulagad,
Ma dousig koant !
Ac’han d’an devez ma vefomp unanet
’N eil d’egile,
E hirvoudin d’am dousig meurbed karet
Ha noz, ha de…
Ha goude enpad hon zammig buegez
Me gano drant,
Da c’hortoz mont gant Doue d’al levenez,
Ma dousig koant !
|