Mari ar C’habitenn
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Mari ar C’habiten.
Selaouet holl, hag a klewfet
Ur werz a zo newez savet ;
Ur werz a zo newez savet,
Da Vari ’r C’habitenn eo gret ;
D’hi breur kloarek koulz ha d’ez-hi,
Memeuz maro ’n euz evel-t-hi.
Mari ’r C’habitenn a lare
Dimeuz ar ger pa sortie :
— Penherezik, chommet aze,
Me ia da ober ur bale ;
Me ia da ober ur bale,
Arruo er ger bars tri de. —
Mari ’r C’habitenn lavare,
’N ti hi breur kloarek p’arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Ma breur kloarek pelec’h ema ? —
Ar vates vihan a laraz
D’ Vari ’r C’habitenn, p’hi c’hlewaz :
— Ho preur kloarek er ger n’ man ket,
’Baoue ’r beure eo sortiet. —
Mari ’r C’habitenn, p’ deuz klewet,
Kerkent d’ar jardinn a zo et ;
D’ar jardinn hi a zo bet et,
Ur mab-bihan a deuz ganet ;
Ur mab-bihan a deuz ganet,
En douar a deuz-han plantet……
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Ar benheres a hirvoude,
Na gave den hi c’honzolje ;
Na gave den hi c’honzolje,
Met hi maerones, hounnes ’ ree :
— Tawet, fillores, n’ oelet ket,
Ganin-me da Lanwenn ’teufet ;
Ganin-me da Lanwenn ’teufet,
M’ho lakaï en kambr gant m’ dimezelled. —
— Tawet, maerones, brao eo laret,
Ken ’ ve kestion da welet.
Me ’ ia brema d’ Lann-Blounevez, [1]
Da c’houd ha ’ma m’ mamm en buhez ! —
Kerlies kammed ha ma ree,
Bet ’ ann douar hi a zemple.
En Lann-Blounevez p’eo arruet,
’Tall ar potanz eo daoulinet ;
’Tall ar potanz eo daoulinet,
Pardon hi mamm deuz goulennet.
— Aotro Senechal, lest m’ mamm en buhe,
Me ielo d’ar maro wit-hi ! —
— Na eo ket arru c’hoaz ann de,
Ma varw ann eil ’wit egile. —
— Me ’m euz tric’houec’h-mill skoed leve,
Kement-all en douar-newe ;
Kement-all en douar-newe,
Hag a reï dac’h holl ann ez-he. —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Mari ’r C’habitenn a lare,
’R vaz huella ’r skeul pa bigne :
— Ma breur kloarek n’ vo ket krouget,
Rag hennès na eo ket kiriek ! —
— Bet drouk gant ann nep a garo,
Kloarek ’r C’habitenn krouget ’vo ! —
Kloarek ’r C’habitenn a lare,
’R vaz-huella ’r skeul pa bigne :
— Mar be bolante ma Doue
’Savfe ur wezenn ’ dann tri-de,
Diwar bont ar C’hastel-newez,
Ewit diskleri ar wirionez ! —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
’R vinorezik pemp bloaz lare,
Euz Lann-Blounevez pa zortie :
— Na euz bugel war ann douar
’N euz kement ha me a c’hlac’har !
Ma mamm ’ zo krouget ha dewet,
Ha ma zad paour a zo laourek ! —
’R vinorezik pemp bloaz lare
War bont ’r C’hastell-newez p’arrue :
— Tud ar justiz, c’hui ’ zo manket,
’Veza ma eontr kloarek krouget !
Me well ur wezenn a zri-dez,
Na war bont ar C’hastell-newez ! —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .
’R vinorezik pemp bloaz lare
’N toul-dor hi zad pa arrue :
— Digorit ho tor d’inn-me, ma zad,
Wit ma chanjinn dac’h ho rochad ;
Wit ma chanjinn dac’h ho rochet,
Tric’houec’h miz ’ zo n’oc’h euz chanjet. —
— Penherezik, it al lec’h-se,
Rag mar chanj ’nn awell a goste,
Mar chanj ann awell a gostez,
C’hui ’laourfe dre doull ann alc’houez !
— Me ’ zo ama ’ tibri gant ’r c’hontron,
Prest int da gregin em c’halon ! —
— Bet ann awell ’n tu ma karo,
Me a garrie beza maro !
Na euz bugel war ann douar
’N euz kement ha me a c’hlac’har !
Ma mamm ’ zo krouget ha dewet,
Gant ’nn awell hi ludu gwentet ! —
— Pe-seurt torfed a deuz-hi gret,
Mar deuz meritet bout dewet ? —
— Da di ma eontr kloarek oa et,
Allas ! er ger hen na oa ket ;
Ur bugel bihan deuz ganet,
Hag en douar deuz-han plantet. —
— Da betra eo et d’ober-ze ?
Tamal d’in-me hi a halle…… —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Kanet gant Mari-Job Kado.
Plouaret, 1849.
- ↑ En la commune de Plounevez du Faou. Le Châteauneuf ou Kastell-newez dont il est parlé dans cette pièce est aussi Châteauneuf du Faou, dans le Finistère, arrondissement de Châteaulin.