Me a laka ma fizians
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Me a laka ma fians.
Me a laka ma fizians
Gwerc’hez en ho sikour
Deut ’ta m’ho ped gant doujans
D’argas ma enebour
Pa vo ma eur diweza
Ra zeuy ho karantez
D’ober d’in mont d’azeza
E-kichen an Aelez.
O Mamm leun a drugarez,
O Gwerc’hez vinniget,
Ra bemnoz ha bemdez
Gant ho prec’h skoazellet :
Kinnigit d’ho Mab santel
Pedenn ho pugale,
Ha selaouet ’vint kent pell,
Sur omp a gement-se.
Gant c’hoant da greski ar gloar
’Zo dleet d’eoc’h, Gwerc’hez,
M’ho karo war an douar,
'Vel Mamm ha Rouanez ;
Ouspenn e fell d’in, Itron,
Dougen d’hoc’h enori
Kement den ’zo dindano(u)n
Ha ganto ho meuli.
Sellit ’ta ouz ma daerou,
O Mamm a vadelez :
Ma frealzit em poaniou
Hag em zristidigez ;
Torrit ma holl chadennou,
Kemerit ma c’halon,
Koulz ha war sent an Nenvou
Renit ivez warno(u)n !