Na pegen kaer eo Mamm Jezuz

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Pegen kaer ez eo Mam Jezus !.

A. Prud’homme, 1934  (p. 58-59)



N° XLIX. — Na pegen kaer eo Mamm Jezuz.
Ton : XIX.


Diskan.

Na pegen kaer eo Mamm Jezuz,
Pegen dous ha karantezus,
Pegen mat ha madelezus !


  1. Lavar d’in-me, den an Arvor,
    Ha ken kaer eo da vag war vor.
    Gant he goueliou gwenn-kann digor ?

  2. Lavar d’in-me, den an Argoad,
    Ha ken kaer deliou glas ar c’hoad,
    Pa zeu an heol splann d’o sklaeraat ?

  3. Lavar d’in-me, den an Are,
    Ha ken kaer eo lein ar mene(z),
    Gwenn-kann gant an erc’h, d’ar beure ?

  4. Lavar d’in-me, mesaer loened,
    Hag-hen z’ eus steredenn ebet
    Ken kaer en noz steredennet ?

  5. Lavarit d’in, tud ar maeziou,
    Ha ken kaer eo ar glazennou
    O lintra gant ar glizennou ?


  1. Lavarit d’in, bugaligou,
    Er pradou o kutuilh bleuniou,
    Ha bleunv ken kaer ’zo er pradou ?

  2. Nag en Arvor, nag en Argoad,
    Er menez, en oabl, nag er prad,
    Netra ken kaer, netra ken mat.

An Ao. Kermarker.