1. Ar Gardien koz a lavare, o da lon da, Pa droc’he bara d'he vugale, o da lon da, Dalondige Dalonda, odalondigeda !
2. Ma bugale baour mar em c’hredet, Da stang-all-lostennaou e nafot ket :
3. Ene[1] ’m euz kleet ’zo goal botred, Ene ’ma potred Lijon-Bre,
4. Ene ’ma potred Lijon-Bre, Ar goassa merc’heterien ’zo er vro.
5. — Na drouk ha mad neb a garo Da stang-all-lostennaou ni a ialo.
6. ’N otrou Dambliet a c'houlenne Ouz he bachik bihan eun deiz e oë :
7. — Pachik bihan d’in liviret, Piou an diou blac’h yaouank a zo digouet ?
8. — Ouefen ket laret piou a vent Named merc’hed d’ar Gardien,
9. Nemed Marik ar Gardien He c’hoar Annet’ a zo e-beñ.
10. — Mari ar Gardien d’in liviret : Enn dro zanz ganin a rafet ?
11. — Me zanso ganoc’h ha pe gerfet Enn honestiz e dansefet,
12. Me zanso ganoc’h a bep seurt giz Hag e peb bro enn honestiz.
13. ‘N otrou Dambliet a riote Ouz ar plac’h Mari dre ma danse
14. — Mari at Gardien d’in liviret, Ho prouz satin guen pegement e koustet ?
15. Pegement e koustet ho habit satin guen ? Hini ho c’hoar Annet a zo seï melen.
16. — Otrou Dambliet, oh ! exkuset, Saret oa ho ialc’h lec’h m’e oant paët.
17. — Mari a Gardien d’in liviret : Er gear-man henoez[2] e lojefet ?
18. — Er gear-man henoez ne lojen ket, Da di ma zad renken monet.
19. — ’N otrou Dambliet p’hen deuz klevet, Nag he glenze ’n euz divisket.
20. Mari ar Gardien ’n kodoranse ket, Hi habit satin guen e deuz tronset.
21. Tronsed hi habit satin guen Tenn’ dihani[3] eur gontel-lansen,
22. Hag a laz an otrou Dambliet, Breac’h he bachik bihan e deuz troc’het.
23. Annet’ na ree nemed goela Na gave den d'he c’honsoli.
24. He c’hoar Mari lare d’eï[4] bepred : — Tevet, ma c'hoar, na ouelit ket,
25. An enor d’on-ni[5] n’e ket kollet, Kar me ’zo kapab da viret.
26. N’in a ia breman da di hon tad Hag a iel neuze da jench dilled.
27. E visko bep a habit a voulouz griz Ha ma iamp neuze var-zu Pariz,
28. Beteg ar Roue ’zo red monet Da c’houlen gras pe da ve krouget ;
29. Bonjour d’oc’h Rou’ ha Rouanez Ni ’zo tud yaouank deut d’ho palaëz :
30. Ni ’zo deut yaouank d’ho kuelet Etre pemzek vloa ha c’huezek.
31. — Petra e ’n torfad ec’h euz great Mar zeuet ken yaouank d’hor guelet ?
32. — An otrou Dambliet em euz lazet, Breac’h he bachik bihan em euz troc’het.
33. — Mari ar Gardien d’in liviret : C’hui ’gombatefe eun dousen soudarded ?
34. — Na losket d’in e-barz ar porz Eun nao pe zek me na ran forz.
35. Mar gombataont enn eur renken Losket hanter-kant mar kefet.
36. Naontek aneo e deuz lazet, An dregont all a zo blensed.
37. An dregont all a zo blensed, An Roue he eun’ ’zo respetet.
38. Ar Rouanez pe deuz klevet, D’he flac’h a gamb e deuz laret :
39. Digas d’in liou ha paper guen Ma skrivin d’hê beb a feuillen,
40. Da vale hardi var beb tachen, Vaillanted merc’hed a zav o fenn !
|