Myster an Incarnation

L. Prud’homme, 1846  (p. 18-23)


myster an incarnation.

En em incarni a sinifi quemeret corf, en em ober den. An eil ferson eus an Drindet, Doue ar Mab, en deus quemeret ur c’horf hac un ene henvel oc’h hon rê-nî, ê corf ar Verc’hes glorius Vari pehini e deus er c’honcevet hac er ganet hep offanç-ebet d’he guerc’hded, hac hep an disterra poan ; mæs o chom bepret guerc’hes, evel ma eo chomet hor Zalver bepret Doue, petra bennac ma en deus en em visquet eus an natur humen. N’en deus quet quitteet an êe evit beza disquennet var an douar, na deut da veza biannoc’h o cuzet e zivinite hac e c’halioud dindan furm ur c’hrouadur : evel-se, ne ziminu netra eus e berfectionou divin, o cuzet e gorf, e voad, e ene hac e zivinite dindan ar speçou a vara hac a vin er sacramant eus an auter. Ar c’horf hac an ene-se en deus quemeret ê corf ar Verc’hes Vari, dre fæçon, Mab Doue ha Mab Mari, a zo ar memes person divin, ar memes Jesus-Christ, guir Doue ha guir den, pehini er moment ma eo bet concevet en deus unisset assamblez an natur divin hac an natur humen, hac a zo deut en ur moment, da veza den parfet, evel ma oa Doue parfet a bep eternite. An union a zo etre ar c’horf ac an ene pere a zo diou zubstanç quen diffarant, a ro deomp un imach eus an union a so etre an natur divin hac an natur humen. Ne gomprenomp quet ar guirionezou-ma, mæs Doue en deus o discleriet deomp en e Scritur, ha quemen-se a so avoalc’h ; na ell nac hon trompla, nac en em drompla e-unan. Adoromp eta ar pez ne allomp da gompren, ha consideromp perac hac e pe fæçon en deus an eil ferson eus an Drindet en em c’hraet den.

I. An den, o tont var an douar a zo un objet eus a goler Doue, filius iræ [1] abalamour ma’z-eo ar frouez eus a un tad hac eus a ur vam goupabl, da lavaret eo, abalamour ma tisguen eus a lignes Adam hac Eva pere a zizentas ous Doue er barados terrestr. O fec’het en devoa serret ouzomp dor an êe, savet ur voguer a zisparti etre Doue hac an den ; ê laqueet da goeza dindan esclavach an drouc speret. Piou eta en tenno eus a ur stad quen din a druez ? Pa asten an Autrou Doue varzu-hac-ennan an dorn eus e drugarez, an dorn-ma a zo arretet gant an dorri eus e justiç pehini a c’houlen satisfaction ; mæs allas ! oll œuvrou-mad an dud just ne allent quet satisfia evit ar pec’het a behini ar valiç a zo infinit. Petra e teuï eta an den da veza ! O furnez , o trugarez, o madelez infinit eus va Doue ! Evit savetei an den, hep offanci nicun eus e berfectionou divin, Doue a ro deomp e Vab unic, an objet eus e oll gomplezançou, phini, dre e volontez e-unan, a zisquen eus an êe evidomp hac evit hor silvidiguez, en em c’hra den, a ro e gorf, a scuill e voad, a sacrifi e vuez evit satisfia da justiç e Dad, hon tenna eus a gaptivite ar pechet, ha digueri deomp dor ar barados.

II. En em ober a ra den, o quemeret ur c’horf hac un ene eveldomp, ê corf sacr ar Verc’hes Vari, dre vertus ar Speret Santel. An den a zo composet eus a ur c’horf hac eus a un ene, evel-se, Jesus-Christ a guemer ive an eil hac eguile : o c’hemeret a ra ê corf ar Verc’hes Vari, da lavaret eo, penos er c’horf sacr-se, oc’h en em zervichout eus a voad hac eus a zubstanç ar Verc’hes santel, e furm hac e c’hunis an natur humen gant an natur divin ; ha quemen-ma a erru, non pas naturelamant, mæs dre vertus ar Speret Santel, da lavaret eo, dre ur miracl eus a berz Doue. Ar miracl-ma a zo attribuet d’ar Speret Santel, abalamour incarnation ar Verb a zo unan hac ar vrassa memes eus an oll œuvrou a garantez Doue, pere a vez attribuet d’ar Speret Santel, evel ma vez an œuvrou a c’halloud attribuet d’an Tad, hac an œuvrou a drugarez d’ar Mab ; mæs an tri ferson divin o deus quement a berz an eil evel eguile en oll œuvrou exterior, ha dre eno, en œuvr-ma. Ar Verc’hes sacr, pehini he deus concevet ha laqueet er bed hor Zalver, a zo eta veritablamant mam da Zoue, calite quen caër, eme sant Bernard, quen na eller quet he c’hompren. Doue, emezan, a ell crouï ur bed-all caëroc’h evit hêma, mas impossubl eo dezan accordi brassoc’h calite da ur grouadurez ; Jesus-Christ a zo eta assamblez, guir Doue ha guir den. Beza ez-eo guir Doue : an oll aelez, eme an abostol, a dle ên adori : et adorent eum omnes Angeli ejus [2] ; n’en deus bet, eme sant Ian, commançamant ebet : in principio erat Verbum [3] ; o veza ma’z-eo Doue, eme sant Lucas, en deus ar galloud da effaci ar pec’hejou : quis potest dimittere peccata, nisi solus Deus ? [4]... Beza ez-eo ive guir den : hac evel den eo bet sujet d’an naon goude beza yunet : jejunavit, posteà esuriit [5] ; d’ar sec’het : en amzer e bassion e c’houlen da eva : sitio [6] ; d’an dristidiguez, d’an enouamant ha d’an oll infirmiteou eus ar vuez-ma nemet d’ar pec’het da behini ne alle quet beza sujet, o veza Doue ha den assamblez... Jesus-Christ o veza guir Doue ha guir den, en deus eta ive ennan e-unan diou natur ha diou volontez : an natur divin hac an natur humen ; ur volontez divin hac ur volontez humen. An diou natur-se a zo unisset an eil gant eben, evel ma’z-eo unisset an ene gant ar c’horf ; mæs pep-unan e deus he c’haliteou particulier ; evel-se, ar galloud, an immortalite a zepand eus an natur divin, er c’hontrol, ar zempladurez hac ar maro a zo partach an natur humen... An diou volontez a oa e Jesus-Christ a alle en em gontrolia, mæs ar volontez humen a zouble ato d’ar volontez divin : Va Zad, eme hor Zalver, pellaït diouzin ar c’halir-ma ; cousgoude, ho polontez bezet græt, ha non pas va ini [7]... An diou natur hac an diou volontez-se a zo assamblez er memes Jesus-Christ, mæs quemen-ma a zo ur myster pehini ne allomp quet da gompren : avoalc’h eo deomp beza certen penos Doue en deus en discleriet en e Scritur ; hoguen Doue a brometas da Adam ha da Eva penos en devize digacet e Vab var an douar evit rapari an injur o devoa graet d’e vajeste divin dre o fec’het, hac a vize c’hoas græt dre bec’hejou o bugale var o lerc’h : Doue ive a revelas d’ar profet Isaï, var-dro seiz-cant vloas aroc ma oa ganet Jesus-Christ, penos ar Messi en devize ur Verc’hes evit mam : ur Verc’hes, emezan, a goncevo hac a lacai er bed ur mab pehini a vezo hanvet Emmanuel, da lavaret eo, Doue deut da chom etouez an dud [8]. Ar moment eürus, destinet evit reconcilia an douar gant an êe o veza erruet, Doue a gaças un æl d’ar guær a Nazareth da gaout ar Verc’hes Vari en amzer-ma oa en oræson en he zy, evit discleria dezi penos en devoa he choaset evit beza mam d’hor Zalver. An æl, leun a respet evit an ini a gonsidere evel e rouanez, a lavaras dezi : Me ho salud, leun a c’hraç ; an Autrou Doue a zo gueneoch… Mari, cavet hoc’h eus graç dirac Doue ; conceo a reot ha lacat a reot er bed ur mab pehini a hanvot Jesus : bras e vezo e pep fæçon, ha dre ar burzudou a raï e vezo anavezet evit mab an Oll-Galloudec [9]… Er memes instant e voue concevet hor Zalver, hac accomplisset oll desirou ar batriarchet, ar brofetet hac an dud just pere o devoa quement huanadet varlerc’h donediguez ar Messi... Me hoc’h ador, o Verb incarnet, me a gred ez-oc’h guir Doue ha guir den assamblez ! me ho trugarecâ, a greiz va c’halon, eus ar guir hoc’h eus acquisitet d’în en êe dre hoc’h incarnation, ho souffrançou hac ho maro ! O madelez eus va Doue, ra viot meulet a vrema da jamæs ! Recevit ive, m’ar plich gueneoc’h, ô Guerc’hes sacr, an homach eus va c’halon, c’hui pehini a zo mam ha guerc’hes assamblez ! Ha c’hui, sant Joseph, tad maguer ha gardien va Zalver, pebes enor na dlean-me quet da renta deoc’h ! Da viana e quemeran ar resolution da brononç alies, hac ato gant ur respet ar brassa, an tri hano zantel a Jesus, a Vari hac a Joseph. Va Doue, roit ive d’în ar c’hraç d’o frononç evel ma’z-eo dleet, en heur eus va maro ! J. M. J. !!!

  1. [Eph. II, 3.]
  2. [Heb. I, 6.]
  3. [Joan. I, 1.]
  4. [Marc. II, 7 ; Luc. V, 21.]
  5. [Matth. IV, 2 : Et cum jejunasset quadraginta diebus, et quadraginta noctibus, postea esuriit.]
  6. [Joan. XIX, 28.]
  7. [Marc. XIV, 36; Luc. XXII, 42.]
  8. [Is. VII, 14 (gw. uh.).]
  9. [Luc. I, 28.]