Jesus-Christ maro var ar groas evit hon dilivra eus a gaptivite ar pec’het, a boaniou an ifern, hac evit militout deomp ar vuez eternel, cetu a ze ar virionez a hanvomp myster ar Redemption. Ar virionez-ma discleriet gant Doue a zo ur myster ; rac ne gomprenomp quet penos an eil ferson eus an Drindet, Doue evel an Tad hac ar Speret Santel, en deus bet ar vadelez da guemeret ur c’horf hac un ene henvel ous hon rê-nî, ha da souffr a bep seurt tourmanchou hac ar maro memes evit hon tenna eus a esclavach an drouc-speret ha digueri deomp dor an êe. Evel Doue ne alle quet mervel, mæs evel den en deus anduret ar maro, hac evel Doue en deus roet ur prix infinit d’e souffrançou ha d’e varo. En instant ma varvas, e ene pur en em zispartias eus e gorf ; mæs e zivinite a chomas ato unisset gant an eil ha gant eguile. Ar profet David, o parlant eus a vyster ar Redemption a behini Doue en devoa roet dezan anoudeguez aroc ma voue accomplisset, a lavar penos er myster-ma an drugarez hac ar virionez a zo eat an eil da gaout eben : misericordia et veritas obviaverunt sibi [1] ; da lavaret eo, eme an Tadou zantel, Doue er myster-ma en deus disquezet peguement e cassa ar pec’het, hac er memes amzer peguer bras eo bet e drugarez en hon andret. Ar guir zervicher d’ar groas, oc’h ober reflexion var ar c’homzou-ma, a gompren aezamant an horrol a dle da gaout ouz ar pec het ; ar garantez en deus bet Doue evidomp ; ar fizianç a dle da inspira deomp ar sin adorabl eus hon redemption.
I. Petra ell guell desqui deomp an horrol en deus Doue eus ar pec’het, eguet ar guel eus ar groas ?… Deomp assamblez d’ar C’halvar : sellomp ous Jesus-Christ stag ous ar groas, curunet a spern ; e dreid hac e zaouarn toullet gant an tachou ; e gorf freuzet, dispennet, bruzunet : consideromp ên goapeët, bafouët, blasphemet gant ar re a zo en dro dezan ; dilezet memes gant e Dad eternel !… Goulennomp ouzomp hon-unan petra so caus eus an tourmanchou diremed se, hac eus ar maro cruel-se pehini a souffr ? Ar feiz a respont deomp : netra-all ebet nemet ar pec’het. O piou eta a ell compren peguer bras drouc eo ar pec’het ! Nan, va Doue, hon tud quenta chasseet eus ar barados terrestr, abalamour d’o dizoboissanç ; an douar goloet dre un diluch universel, abalamour da zizurzou an dud ; Sodôm ha Gomorrh distrujet ha laqueet e poultr hac ê ludu, abalamour da viçou mezus o habitantet ; ar rouanteleziou affliget gant ar guernez, ar brezel hac ar vocen, abalamour d’o fallagriez, quemen-se-oll ne roont quet d’în da anaout, en ur fæçon quen sclær, peguer goas-tra eo ar pec’het, eguet ar guel eus a groas va Zalver ! Offancet hon devoa an Autrou Doue ê personach hon tad quenta, hac an offanç-se a ioa infinit ; rac ma en em guemere ouc’h ar vajeste infinit a Zoue : ar justiç divin a c’houlenne ur raparation proportionnet d’an injur ; mæs an den a zo rê-zister evit gallout rei ur seurt raparation : ne voa nemet un den-Doue capabl a guemen-ma. Red oa dezan beza den, evit gallout souffr, ha beza Doue evit rei ur prix infinit d’e souffrançou. Evel-se hor Zalver en deus quemeret ur c’horf hac un ene ; hac en deus soufFret a bep seurt tourmanchou, evel den, hac evel Doue, en deus roet dezo ur prix infinit, evit satisfia antieramant da justiç e Dad eternel evidomp. Ur gomparæson a rento ar virionez-ma sclerroc’h : ma ve ur roue insultet ha scoet en ur fæçon grevus gant unan eus ar re zisterra etouez e zujidi, an injur-se ne alfe beza raparet avoalc’h na gant an ini en deus scoet na gant nicun-all ebet eus e dud ; mæs, m’ar deu mab ar roue e-unan d’en em brosterni dirac e dad ha da lavaret dezan penos en em garg eus ar boan dleet d’an den coupabl, an humiliation ê pehini en em gav mab ar roue, a zo ur satisfaction proportionet d’an injur en deus recevet e dad : cetu a ze un imach eus ar pez en deus græt evidomp hor Zalver Jesus-Christ... Incomprenabl eo eta ar valiç eus ar pec’het.
II. Incomprenabl eo ive ar vadelez a Zoue en hon andret. Un den generus a ell exposi e vuez evit savetei unan bennac eus ar re a vêl var ar poent da berissa en un tân-goal ; mæs Jesus-Christ en deus roet e vuez evit hor præservi eus a dân an ifern pehini hon devoa militet... Ur mignon a ell sacrifia e vuez evit e vignon, hep gallout ober netra en tû-all [2], eme ar Speret Santel ; mæs hor Zalver adorabl en deus en em zacrifiet var auter ar groas, non pas hepquen evit e vignoned, mæs evit e vrassa adversourien, evit pec’herien obstinet pere ne denfont profit nac avantach-ebet eus e varo... Dibot eo ar roue a souffr ar maro evit mâd ha prosperite e zujidi, mæs Jesus-Christ, hon roue hon Autrou souveren, en deus scuillet betec ar veraden diveza eus e voad evit acquisita deomp a bep seurt madou temporel ha spirituel, evit an amzer hac evit an etemite. O pebes carantez evidomp-nî hac evit hor silvidiguez ! O va Jesus, compren a ran penos hoc’h eus hor c’haret evel-rê : nimiâ caritate dilexit nos [3]. O Jesus, souffret hoc’h eus ar maro, non pas hepquen evit an oll ê general, mæs evit pep-unan ac’hanomp ê particulier ; dre fæçon ma c’hallan ha ma tlean lavaret gant an abostol, penos hoc’h eus scuillet ho coad evidon, evel pa na vize nemedon va-unan var an douar : in fide vivo Filii Dei qui dilexit me et tradidit semetipsum pro me [4]. Ia, va Jesus, en amzer-ma c’huëzac’h an dour hac ar goad er jardin Olivet ; en amzer-ma voa ho corf benniguet stag ous a ur piller ha dispennet a doliou ; en amzer-ma toullet deoc’h ho treid hac ho taouarn, e songeac’h ennon hac e carac’h ac’hanon dre ur garantez dreist vuzul! Ha possubl eo, ô va Zalver, ne renten-me quet deoc’h, a viana, carantez evit carantez ! O Jesus, me a fell d’în destum an instrumanchou eus ho passion hac ober anezo evel ur boquet precius pehini a zouguin var va c’halon, hac eus a behini ar c’huez-vâd a zigaço d’în da zonch ac’hanoc’h, hac am c’houracho da vale var ho roudou ! Me a fel d’în, va Doue, en em guzet en ho couliou sacr pere, evel quellies a c’hinou, a intercedo evidon : ho croas, va Jesus, a gonsiderin evel ar squeul dre behini e tlean pignat en êe ; evel an alc’huëz pehini a dle diguen d’în dor ar barados ! C’hui, va Zalver, pehini a zo ar zantelez memes, hoc’h eus quemeret plaç an dud coupabl, en em zamet eus o fec’hejou, hac o douguet var ar groas, evit o lesqui eno dre an tân eus hô carantez divin : peccata nostra pertulit in corpore suo super lignum [5] ; eno hoc’h eus rentet deomp ar vuez oc’h effaci an arrêt a varo prononcet en hon enep: delens chirographum decreto quod erat contrarium nobis [6]; eno hoc’h eus accomplisset ar gourdrous ho poa græt d’ar sarpant penos lignez ar c’hreg a vruzunze dezan e ben : ipse [sic] conteret caput tuum [7]. O Doue, pe seurt actionou a c’hraç a allan-me da renta deoc’h evit quement a vâd-oberou ?
III. Da viana em bezo ennoc’h, va Zalver, hac en ho croas, ur fizianç ar vrassa : ar groas eo ur sarpant coëvr eus a behini ar guêl a dle hor parea ; ar banyel pehini hon rento victorius var adversourien hor silvidiguez ; ar gador eus a behini Doue e-unan en deus ar vadelez d’hon instrui ; al levr e pehini an oll a ell len ha compren ar vadelez a Zoue en hon andret ; an auter var behini Jesus an deus en em sacrifiet evidomp : an dribunal a zivar behini e clevimp un deiz ar zetanç a beoc’h hac a eürusded eternel !!!