Naved pennad — I
D’al lun, an 9ed a Wengolo. — Hirie ’n em gav evidomp gouel an Asansion : rak hirie e tle ar belerined ’n em vodan ’vit an oferen bred war mene er Gwe Oliv, ’læc’h ma laraz Jezus kenavo d’e ziskibien kent pignal d’ar baradoz.
Ar veleien eo arabad d’ê bean re zivezat, ’mar fell d’ê oferenni eno.
Abred eta ec’h on war droad, ha ’vit mont buhanoc’h e kemeran plas en eur oetur. N’eomp ket avad dre bont ar Sedron, rag ac’hane da veg ar mene a zo eur c’hra re reut da zevel. Kemer a reomp tro ar mene Skopus a zo en tu antronoz d’ar gær, war hent Sikem hag ar Samari. Eur wech tapet e griben, hon deuz hent plen betek mene ar Gwe Oliv. Hag an hent-se eo brao hen heuilh, da vihanan ’vit ar beure.
War hon dorn deo, en tu all d’an draouien don, en em led kær Jeruzalem, war diou pe daer grec’hen. Ouz he mogerio, ouz bolz moskeen Omar hag ouz hini ar Be Santel, hanter beuzet ’barz an devalijen, ec’h omp o sellet, pa welomp a greiz-holl tanio ru, ru vel glaouenno, o krigi duman ha duont war diarauk an tier. Kouent Itron Varia Frans dreist-holl e larfe ’nen e vije o tevi gant eun tan-goall : kemeret gant gwer he frenecho liou goad, en em lakont holl da lugerni.
Daoust petra ’ta a c’hoarve gante ? Eur zell war hon dorn kle hag hen goarfomp. Paran ’ra warne an heol, a zo o sevel duont pell-pell a-uz da veneio Moab. A dammigo bihan e tistag euz ar re-man eur voul danet a zigas bete Jeruzalem, a-dreuz d’ar vro, he liou ru gant he sklerijen skeduz.
He zomder, avad, na zanter ket c’hoaz : n’he deuz ket c’hoaz kaset e-kwit holl freskadurez an noz. Nag eo *gradus gant an nen beaji breman, e-kichen ec’h eo beaji war greiz an de !
Evidon da vean en em laket en hent beure mad, e kavan koulskoude kemeret an holl auterio ’barz ar voskeen. Ya, lennerien ger, en eur voskeen em oa c’hoant d’oferenni. Ha na vezit ket feuket, mar hen laran d’ac’h.
Læc’h ma ’n em ’zibradaz Jezus deuz an douar evit pignal d’ar baradoz, n’euz ken iliz e-bed. Diou pe daer a zo bet savet eno : bet int, ’vit-se, diskaret, ha Muzulmis o deuz græt gant ar vein eun templ evit o frofet.
Fe vad, n’eo ket eun dra bennag a gaer. Kelc’hek eo ’vel templ Lanleff[1], mes kalz bihanoc’h. Plas ’zo ebarz marteze ’vit pemp pe c’houæc’h euz hon auterio lem-lak, a zo bet fichet ouz ar voger, tro-a-zro. Ar voger, hi, a zo noaz-pilh.
Mes c’hw’istim penauz eo deut a-benn ar gatoliked da zevel auterio en eul læc’h dizakr evel heman ? ’Toue sur, en damani na zell ket ken berr Mahometiz ouz ar voskeen-man, hag e sellont ouz meur a hini all a zo santeloc’h evite, ’vel hini Omar hag hini El-Aksa. Eur bakchij eun tamm druoc’h, peadra da lardan toull an alc’houe, a zo traoalc’h da lakat an *dioaller da zigeri dor ar porz ha dor ar voskeen.
Roet eo bet d’ean gant renerien ar pelerinaj e werz butun. Setu perag e kavan daouzek auter harpet ouz moger ar voskeen, darn anê diabarz, ha darn all diavæz. Ouz unan euz ar re ziavæz en em lakan, ha warnan e kinnigan d’an Au. Doue ar zakrifis adorabl. ’Pez a c’houlennan digantan evidon, ’vit ma zud, ’vit ma mignoned ha ’vit ma c’henvroiz Breiz-Izel, eo ar c’hras da bignal ni hon-unan warlerc’h Jezus d’ar Baradoz.
Ar Baradoz-ze, seblantout a ra d’in gwelet ’nean duont e-krec’h pell-pell, en tu all da volz glaz an eñvo, pa zavan ma fenn da vare ar goureo, ha pa heuilhan gant ma daoulagad korf ha goad hon Zalver a dalc’han savet etre ma daouarn.
Ya, braz eo breman ma dudi ; ha c’hoaz me ’gred e vije brasoc’h, ma klevjen kanan epad ma oferen, gant Breiziz a galon, ar c’haeran euz o c’hantiko, Kantik ar Baradoz. Na pe na glevjen nemet ar pevar boz-man, e vije stad ennon.
1. Pa zellan en eñvo, 2. Kerkent ha ma vezo 3. Tremen a rin al loar 4. Pa vin ’uz d’an douar, |
Breiz-lzel, n’am euz ket da dougen goall bell ma zello evit he gwelet ac’han, euz mene ar Gwe Oliv. Aman, hep mont pelloc’h, e kavomp anei hag ouspenn en eul læc’h. Mes gortozomp eun nebeudik kent pleal ganti.
- ↑ Eur barrouzik eus a Vro-Oelo.