Naved pennad — II

R. Prud’homme, 1903  (p. 268-271)



II


Merk troad hon Zalver. — Kouent ar Bater hag he *c’hlastr. — Enor d’ar brezonek !


Goude bean oferennet, ec’h an da drugarekat an Au. Doue diabarz ar voskeen. Fellout a ra d’in dreist-holl poket d’eur men a zo enni war blad al leuren : war ar men-ze e pouezaz da zivezan treid Jezus, ’rauk ma savaz d’ar baradoz. Dougen a ra c’hoaz rouden unan euz e dreid. Gant fe grenv eta ha gant karante birvidik e stokan outan ma muzello. Neuze e laran kenavo da Voskeen an Asansion, hag e kemeran an hent a ya da Garmez ar Bater.

An hano-ze a roer d’eur gouent savet tregont ’la ’zo war dosen ar Gwe Oliv gant ar brinsez La Tour d’Auvergne. Euz urz Karmez eo al leanezed a vev enni, ’n eur bedi ha ’n eur ober pinijen. En em gavout a ra ’læc’h e tiskaz Jezus d’e ebestel, ’vit an eil gwech, an doare da bedi e Dad, da laret eo komzo ar Bater : « Hon Tad pehini ’zo en env… » Setu perak eo hanved kouent ar Bater.

Eno, dindan ar *c’hlastr, e kavomp o vogedi ar gauter hon deuz gwelet desadorn ar beure ouz telten ar mene Sion ; leun eo adarre a gafe-læz. Bep a vannac’h a roer d’imp da zouban hon bara zec’h, ha war rauk !


Pa laran « war rauk », e skoan koste eun nebeudik, Rak na gerzan breman nemet ’vit ober eun droik d’ar c’hlastr. Eur valeaden hag a dalv ar boan bean græt.

Pevar goste an euz ar c’hlastr hag i ingal, E pep-hini anê eiz *goarek o pouezan war bosto, hag e-keñver pep goarek, stag ouz ar voger, eun daulen ec’h eo skrivet warni ar Bater. Mes arabad eo klask war an holl daulenno ar memez girio na zoken ar memez lizerenno. Pep-hini anê he deuz he *yez : daou yez ha tregont, evit ken liez a daulen.

Chom pell dirake na ran ket, D’ober petra ? pa n’ouzonn lenn kazi hini ’bed anê.

Eun daulen hepken a glaskan. Honnez, avad, pa ’m euz he c’havet, a dalc’h anon eur pennad. Komz a ran deuz an daulen vrezonek. C’hanta ! poan am euz o lenn anei penn da benn. Adalek ar girio kentan ec’h a droug ennon. « Ma, ’vit-se ! emon me ; na dalv ket ar boan bean laket aman girio brezonek, mar boa ’vit o skrivan en briz-brezonek, Disneu int holl : n’oufen ket laret pesort liou o deuz, pe ’c’h int gallek, pe zauznek, pe allemanek, Mez am ije dirak ar re ec’h on a-gevred gante, penevet n’ouzont ket ar brezonek. »

N’an ket zoken da ziskouel d’ê ec’h on feuket, Oh ! nan : me ’zo sur e welont lorc’h ennon pa laran d’ê ’n eur rei tro d’am mouez : « C’hwel aze *yez Breiz-Izel, yez ma bro. N’eo ket vit ’e em veuli, ma zudo kæz ! mes penegwir en deuz ar brezonek an enor da vean aman etouez ar yezo ar muian brudet euz ar bed, e fell d’an holl anzav ec’h eo, heñ e-unan, eur yez a zoare. Arabad eo eta ober d’ean dismegans, ’vel e zo, siouaz ! meur a hini hag hen ra. »

Setu yennet ganin eur *plede ’vit ar brezonek dirak unan euz taulenno ar Bater. Mad, mar chom en spered ar re o deuz e gleved !

An Au. Kerjean, heñ, an euz graet muioc’h evit komz. O vean ma tisplijaz d’ean, ’vel d’in, doare *iskis brezonek an daulen, an euz laket en e benn, dal m’eo bet distro d’ar gær, ober adskrivan ar Bater, war eun daulen neve, gant skritur reisoc’h. Mes evitan, eun dra laket da vad en e benn a zo eun dra græt. Setu perak e lenner hirie war unan euz taulenno ar Bater girio brezonek euz ar c’houekan, skrivet gant lizerenno neve-flamm. Lugerni ’ra ’vel eur rouanez etouez an taulenno all, hag ober ’ra enor d’ar brezonek. Ya, ganti eman al lore, war lavar an Au. ar Gof, person Gwengamp, an Au. Pennek, kelenner en kloerdi Sant-Briek, hag an Au. Emile Neumager, eun den a zoare euz a Wengamp. Ar re-man o deuz he gwelet ’kers miz Gwengolo 1902, ha lorc’h enne, emichans.

Trugare d’an Au. Kerjean ha d’ar Vretoned o deuz bet sikouret ’nean gant o yalc’h.


————