Naved pennad — III

R. Prud’homme, 1903  (p. 271-274)



III


*Peniti Gabrielan ar Yeodet. — Bask ha Breiz e-gevred.


Keit ec’h omp, ec’h omp. Gwelomp dioustu, war vene ar Gwe Oliv, eun dra all hag a zigas adarre sonj euz a Vreiz-Izel : lojennik Gabrielan ar Yeodet.

Mont a riz d’ei goude bean peurc’hræt ma zro dindan *klastr ar Bater, hag en berr amzer : e kichen eman, en eul logel douar a zo da gouent an Itron Varia Sion. Eno, ar blavez 1881, e reaz an Tad Ratisbonne, saver ar gouent, kleuzan eun toull ’barz eur roc’hel evit e Vreizadez : rak eno he devoa c’hoant d’en em dennan, ’vit serviji gwelloc’h an Autro Doue. Ar gleuzen, ’vit-se, ’oa re vouest an diabarz anei : dre-ze e reaz an Tad sevel eul lojennik a-uz d’ar roc’hel.

Enni eo e reaz Gabrielan he chomaj, epad an daou viz divezan euz he bue. War an de ec’h æ hag e teue dre Jeruzalem hag en dro da Jeruzalem evit gwelet al læc’hio santel, ha pedi enne. Da zerr-noz e pigne war ar mene, ’vit ’n em dennan en he lojen, hag eno e tremene he nozvez, gourveet en eun arched.

Mervel ive eno he dije kared. Doue, ’vit-se, na roaz ket d’ei he *mennad : lakaat a reaz ’nei da dremen, ar 5ed a viz gouelen, en leandi an Itron Varia Sion, en kær Jerusalem. Eno eman he be, ’vel hon deuz lavaret e læc’h all.

He *feniti, a c’heller c’hoaz hen gwelet war vene ar Gwe Oliv.

Eur bedennik hepken a ran ouz lojennik Gabrielan, ha neuze ec’h an da bedi en chapel al leanezed Karmez, wardro gant ar belerined all. Ouz an auter e zo eur belek euz a Vro-Vask, an Au. Etcheverry, person leanezed ar Groaz Bayonn. Neve-grog eo gant e oferen bred pan arruan, hag en koulz ec’h on ’vit klevet ar brezegen gaer a ra d’imp diwar-benn Savedigez hon Zalver.

Goude an oferen, an Tad Beneat, an *treizer am euz pleustret ar muian war lestr an Itron Varia Zilvidigez, a deu da gâd anon. « Hola ! emon-me, c’hwi aman, ma Zad ! — Ya ’vad, emean. — Me ’gave d’in e oac’h æt eün d’Abou-Gosch, ’læc’h ho peuz eur manati da zevel. — Bet on duont oc’h ober eun tammik tro. Mes distro ec’h on, ’boue daou pe dri de ’zo. Deut on da bedi anoc’h da zont da leinan duman. — Duze ? D’Abou-Gosch ? N’eo ket, ’onn ’oalc’h ? — Nan, emichans. Aman, ’stok. Aman eman ma gær, da c’hortoz ken am o savet ma c’houent neve, aman, ’ti ma breudeur Sant-Beneatis. Deut, hag e welfet. »

Ha me d’hen heuilh. Nao pe dek kammad hepken, ha setu me en leandi Sant-Beneat. Daou pe dri vanac’h, ha daou pe dri velek euz ar pelerinaj a zo ouz taul a-benn breman, Ha me ’lar d’ac’h ec’h int laouen : na pa vijent breudeur, na vije ket muioc’h a stad enne oc’h en em gavout a-gevred. Hag, evit gwir, bugale int d’ar memez bro, da Vro-Vask, eur vro an em gav war varc’h war ar mene Pirene, ha tost d’an Osean. Lod anei a zo en Bro-C’hall, ho lod all en Bro-Spagn. Eur yez d’ê o deuz hon Basked, ha komz a reont ennan etreze elæc’h komz en gallek.

War ma digoue, ’vit-se, e tilezont anean hag e troont war ar gallek evit ma zaludi. « Eur Breizad gwirion », eme an Tad Beneat, ’n eur ziskoel anon d’ê : « Dre-ze, kouls laret, eur breur d’imp-ni, Baskiz, pa red en e oazio ’vel en hon re goad a *ouenn koz-koz. Muioc’h breur c’hoaz d’in-me, pan on deut me da vean eun hanter-Vreizad, ha pa ’n em garomp evel daou vignon. Azeet, mar plij, autro, ha græt eveldomp. »

Ha me dioustu-tak ouz taul, hag o stagan da gauzeal gant mac’h amezeien. Penauz bean *abof, pa na welan nemet talio seder, pa na glevan nemet komzo deread en-dro d’in ? c’hoant dibri, avad, n’am euz ket : leinet ’m euz dija dindan *klastr ar Bater « ’Vit ma figez, bepred ! ’me an Tad Beneat, eo red d’ac’h tanva ’nê. Figez Abou-Gosch ! Daoust ha souzan a rafec’h diwarne ? — Ma ! ’meon. Gwelomp ’ta ! »

Diou pe daer figezen a ya ganin, ha mont a raje ouspenn, mar silaoufen ma *staon : blazet mad int, blazet euz ar gwellan.

Ha setu perak kement gwech e zo digoueet d’in aboue dibri figez, e zo deut *koun d’in euz Abou-Gosch hag euz an Tad Beneat.


————