Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 15

troet gant Frañsez Vallée.
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944  (p. 32-39)


KEVRENN II : AR RENEREZ


Ar roueed. — Ne vern pe vras pe vihan e oa ar meuriad, bepred e veze eur roue en e benn. Rix (rigos d’an doare-ano genidik) a veze graet eus « roue » e keltieg koz [1], ha rigion eus « rouantelez ». Dlead ar roueed e oa ren hervez henvoaziou ar meuriad hag e ranke o beli tremen diouz aliou pennou ar meuriad. Dilennet e vezent gant an noblañs ha diuzet alies, hañval eo, en hevelep tiegez.

O veza ma renent war veuriadou bras pe vihan, e oa, da vihana, daou doare roueed ; 1° Roue eur meuriad bihan, a veze graet anezañ, e keltieg Iwerzon, *rix hep-tra-ken, pe *rix-teutes (diwezatoc’h ri-tuaith). E keltieg an Douar-bras e veze graet anezañ eun ano-all a zo bet trôet gant ar Romaned er ger latin regulus « roueig ». — 2° Roue eur meuriad bras, anvet en Iwerzon *roaireks « penn bras » (diwezatoc’h ruire). Bez’ e oa en Iwerzon pemp *roaireks, pep hini anezo o kaout dindan e veli eur bempvedenn eus an enezenn.


Ar roue meur. — A-us da roueed ar meuriadou bras, e oa, en Iwerzon ha war an Douar-bras, eur roue-meur pe roue-dreist. Anvet e oa ar roue-meur, e keltieg Iwerzon, *rix roairekon « roue ar roueed » (diwezatoc’h ri-ruirech). E keltieg an Douar-bras ar roue-meur a oa anvet, war a greder, biturix « roue ar bed », pe « bepred roue » (semper Augustus, gouez d’ar Romaned).

Kelted an Douar-Bras o deus anavezet, moarvat, an ano hag ar garg-se war-dro ar pempvet hag ar pevare kantved kent H. S. Bez’ e oa marteze en o fenn d’ar mare-se eur galloud uhel unanet a-walc’h, ha se a dalvezas, emichañs, da stabilded o folitikerez a-ziavaez, d’o zrechiou er brezel, ha d’o gounidou-bro a zegouezas da heul. Klevout a reomp ano gant ar skrivagnerien roman eus ar biturix Ambikatus, en em astenn e veli war Geltia a-bez. Dindan e renadur, a reas berz eus ar c’henta gant puilh-dreist e voe an eostou, e kreskas kement poblañs Keltia ma teuas re stank evit beza renet gant eur roue hepken ha ma voe an douarou gounezet re nebeut anezo evit he beva. Ambikatus, deut war an oad ha c’hoant d’ezañ da zizamma e rouantelez diouz an dreist-niver-se a dud, a fizias en e zaou ni, mibien e c’hoar, paotred yaouank ha hêr, o blenia war-du broiou nevez. Tri c’hant mil a dud a yeas kuit war o lerc’h. Darn anezo, gant Belovêsos, a aloubas Italia ; darn-all gant Segovêsos, goude ober o hent en Illiria war gorfou maro ar vroidi trec’het, a ziazezas e Pannonia [2].


Pinvidigez ha galloud ar roueed. — Miret eo bet d’eomp gant an istorourien gresian ha roman ano ar roueed keltiat a zo savet a-bell dreist d’ar roueed-all, o c’hemprediz, dre o finvidigez hag o galloud. E-touez Kelted Galia e venegont ano :

Luernios, roue an Arverned, en IIvet kantved kent H. S., a zarnaoue brokus an aour d’ar varzed, a rae kelc’hia gant kaeliou eun dachennad, d’ezi en tu-hont da ziou leo tro, a vernie warni bevañs ha beoliou leun a win, a chufere hag a vier, hag a roe d’ar bobl banveziou a bade meur a zervez ;

Bituitos, mab Luernios : ne oa ket hepken roue an Arverned, e veli en em astenne war Galia a-bez : sentet e veze outañ eus ar Mor-Bras hag ar Pireneou betek ar Rênos. Daou gant mil a dud ha bagadou diniver a gon-emgann a gerze dindan e aroueziou-brezel ;

Dêvikiakos, roue ar Suessioned, e derou ar c’henta kantved kent H. S. Holl boblou ar Belgion (kevrenn hanternoz Galia) a sente outañ hag, ouspenn-se, darn eus poblou enez-Vreiz. E warlerc’hiad Galba, daoust n’en doa ket piaouet, d’e heul, e holl c’halloudegez, a voe dibabet gant ar Velged da benrener-brezel a-enep Kaesar e 57 kent H. S. [3] ;

E-mesk Breiziz :

Kassivellaunos, ar galloudusa eus roueed kreisteiz enez-Vreiz, e 54 kent H. S. Gant daou vil karr-emgann ez a da ziarbenn Kaesar ha c’hoaz ne oa ar bagad-se nemet eur rann dister eus e armead ;

Kunobelinos, e-pad an hanterenn genta eus ar c’henta kantved goude H. S. War greisteiz an enezenn a-bez ec’h astenne e veli, eus an eil mor d’egile. Kavet ez eus betl kalz a beziou moneiz, merket warno e ano. Kamulodunon (Colchester hizio) e oa e gêrbenn. Daou eus e vibien, Togodumnos « To doun » ha Karatakos « Karadek », en em vrudas o vrezeli ouz ar Romaned eus ar bloaz 43 d’ar bloaz 51. Ano Kunobelinos, aet diwezatoc’h da « Konvelen », a zo manet pell brudet e-touez ar Vrezoned ;

Prasutagos, roue an Ikened, e-kreiz ar c’henta kantved goude H. S. Teñzoriou bras-divent en doa dastumet ha, war e varo, en dro d’ar bloaz 61, e kemeras da getaer gant e ziou verc’h an impalaer roman Nero.


Rouanezed. — Skrivagnerien Bro-C’hres ha Roma a verk d’imp, gwech ha gwech-all, merc’hed e penn ar poblou keltiek, ha n’eus ket eno peadra d’hor lakaat souezet pa ouzomp en em gavas a-wechou, etouez broadou hegad [4] an Hanternoz, Kelted ha Germaned, brezelerezed. Setu amañ ar rouanezed a venegont an ano anezo :

E-mesk Kelted an douar-bras, Onomaris, a c’hourc’hemenne war ar Gelted a dreizas an Danuvios (Vet pe IVet kantved kent H. S.). Pa voe bet gounezet dre an armou ar vro e kreisteiz ar stêr-se, e teuas da rouanez warni ; — e-kreiz Breiziz, Boudika, intanvez Prasutagos ha rouanez an Ikened ; hi a rene an armead vras a Vrezoned a voe trec’het gant ar Romaned er bloavez 61 [5] ; — Kartismandua, rouanez ar Vriganted er bloavez 51.

Diwar danevellou bloaziek Iwerzon, lakaet marteze dre skrid evit ar wech kenta war-dro ar Vet kantved goude H. S., e welomp e renas war ar vro-se, er IVet kantved kent H. S., eur rouanez a anvont Macha Mongruadh « Macha Moue-ruz ». Lakaet he defe sevel kreñvlec’h Emania, a voe brudet diwezatoc’h evel chomlec’h roueed an Uladed.


Renerien, senedou. — Galloud-dreist roueed a voe hag an droug-implij a reas, emichañs, darn anezo eus ar galloud-se a zihunas aon hag oaz an noblañs. Wardro kreiz ar c’henta kantved kent H. S., e-touez Kelted Galia, an darn vuia eus ar roueed a oa bet lakaet en o lec’h penrenerien dilennet evit eur bloaz gant an dudjentil. Ar poblou a oa peurliesa en o fenn daou, eus ar renerien-se : eur penreizer anvet vergobretos [6] hag eur penvrezelour. Dilennet e veze hemañ gant an arme, pa veze brezel.

Diuzet e veze ar vergobretos en nevez-amzer gant an uhelidi en eul lec’h sakr ; aotreet e veze dezañ e aotrouniez gant ar penrener o tont a garg, ouz e eila pennou ar meuriadou hag ar veleien. Ar vergobretos en devoa holl veli eur roue : eur barnour-meur a oa anezañ gant ar gwir a vuhez hag a varo. Evez bras a oa bet lakaet avat da virout outañ da vont da zireiz-vrezelour pe da alouber : 1° ne bade e garg nemet eur bloavez ; — 2° e keit-se n’helle ket kerzout e penn an arme a veze fiziet ar renadur anezi etre daouarn pennou-all ; — 3° n’helle ket mont er-maez eus harzou ar meuriad.

Ouspenn-se, evit kefridiou a-bouez, evel diskleria ar brezel, ober ar peoc’h, sevel eun emgleo-keveria, ar vergobretos n’helle ober mann anez kuzul pennou ar meuriad hag ar pez o deus ar Romaned anvet senatus, ar sened.

Senedourien ar C’halianed n’oa ket anezo, evel senedourien ar Romaned, tud koz, en em dennet eus trevell ar vuhez, atao dare d’en em voda da rei ali. Eur vodadeg a vare da vare ne oant ken, gwirheñvel eo, etre pennou ar c’hêriadennou. Pep senedour, moarvat, a oa anezañ eur c’hantenour, da lavarout eo penn eur bagad a gant den, a vese hag a varne en o c’hêriadenn, e mare ar peoc’h, hag a vlenie, er brezel, war an emgannlec’h, o vervel ganto pa veze ret.

Rannet e oa Kelted an Azi-Vihana e teir foblad ha pep-hini eus ar pobladou e peder c’hevrennad. E penn pep kevrennad e oa eur roue, eur barnour, eur penvrezelour ha daou is-penvrezelour. A-ziouto hag oc’h ober evel daou gevre etre an teir foblad e oa : 1° eur c’huzul-meur savet diwar kevredad an daouzek roue ; 2°, eur strollad a dri c’hant barnour, en em vode en eul lec’h anvet Drunemeton hag a varne ar breujou savet diwar vuntrerez.


Al lezennou. — A1 lezenn hag ar c’hiz a reolenne ar vuhezegez e-touez ar Gelted. An darnvuia eus o foblou a oa ganto eur reizadur a dremene dre c’henou a rumm da rumm. Rektus a veze graet eus ar « reiz » e keltieg. Nebeut a dra a anavezomp eus al lezennou a reizenne ar Gelted koz,

An torfedou o labeza enor, surentez, pe frankiz ar vrôad, evel ar barad, ar mac’homerez, laeronsi eun teñzor sakr, muntrerez eun estren, ar grevusa faziou er brezel, dilerc’hia d’en em gavout er vodadenn-vrezelourien, a veze kastizet gant ar maro, dre an tan peurliesa ha gant jain. Ar rummad torfedou-se hep-mui-ken pe damdost, a oa fiziet, anat a-walc’h, ar c’hastiz anezo er benrenerien.

An avoultriez (hini ar wreg) hag al laeronsi edo ivez ar c’hiz o c’hastiza gant ar maro, nemet n’o deveze ket peurliesa ar benrenerien da emellout er seurt traou, a selle ouz gwitibunan, d’an neb a veze bet gaouiet da denna kastiz evito. Evel-se ivez, pa veze bet lazet eun den pe zen, e oa aotreet ha dleet d’e gerent nesa kas dre bep hent laza ar muntrer : lezenn ar « c’hrog-evit-krog » an hini eo, a gaved en holl boblou koz Europa, ha pa ne ve ken.

Eun habaskadur a oa d’al lezenn-se : ar muntrer a c’helle mirout e vuhez ma asante kerent an hini lazet kaout digantañ an treuzvarc’had, da lavarout eo eur gendalvoudegez bennak (e chatal, arrebeuri, aour), lakaet gant ar c’hiz, ha pouezus pe pouezusoc’h diouz renk ha stad an hini lazet. Dirêia [7], eur ger tarzet eus diros « gwirion », e oa ano an treuzvarc’had e-touez Kelted enez-Vreiz hag Iwerzon.

Da gomz reiz ha fraez, e oa eus an dirêia priz ar c’horf hepken. Nemet paea ouspenn a ranked ober evit an enor pe « an dremm » evel ma veze lavaret. Enebwerz (*vepoverton ?), a veze graet eus priz an enor gant Breiziz. Iwerzoniz a rae eric (hen-geltieg *erikka « peurbare, peur-bae ») eus an dic’haouadur en e bez. Bez’ ez oa en eric (*erikka) priz ar c’horf ha priz an enor staget an eil ouz egile.

Priz ar c’horf evit ar gwaz-distag en Iwerzon a oa 7 sklavez [8], pe 21 vuoc’h, pe 35 penn-saoud a dalvoudegez-etre. Eur penn-saoud e oa priz an dremm evitan, ha kemend-all e oa evit eun uheliad yaouank. Eus an izel-dereou-se d’an uhela dere, hini ar roue-meur, a-dreuz da holl renkadou an noblans, ez ae war greski priz an enor evel-hen :

Uheliad eus ar 6et renk : 3 fenn-saoud (ounnerezed tri bloaz).
....... — ........ — 5et —  : 1 sklavez, pe 5 penn-saoud.
....... — ........ — 4et —  : 2 —
....... — ........ — 3et —  : 3 —
....... — ........ — 2et —  : 4 —
....... — ........ — 1a —  : 6 —
Roue ar meuriad .. : 7 —
Roue ar rannvro .. : 21 — pe 60 vuoc’h, pe 105 penn-saoud.
Ar roue-meur .. : 28 — pe 84 buoc’h, pe 140 penn-saoud.

*Sagra a oa e keltieg Enezennou meur ar Gwalarn an ano laket d’an taol dismegans, ha *sagragita ano an dell-gastiz a dlee an dismeganser paea evit dic’haoui. Aet eo *sagra da iwerzoneg sàr ha *sagragita da gembraeg sarhaed, saraed. An iwerzoneg smacht « poan, treuzvarc’had » a c’houlenn en e ziagent eur furm hen-geltiek *smaktus « dismegans, taol-dismegans » [9].

An neb a laze eur c’har, unan eus e dud, nemet eur bugel d’ezan e vije, a veze forbannet ha lakaet an hu warnañ : an holl a c’helle e laza hep mont war var da baea an dirêia. En hevelep doare, neb a bake eul laer e gwall-ober hag e laze, n’en doa mann da baea da gerent an hini lazet. Lezennou damheñvel o deus renet en holl boblou an Henamzer.

O veza n’int ket bet skrivet, lezennou ar Gelted koz n’int ket deut betek ennomp. Eun damskeud a c’hellomp kaout anezo diwar lezennou Iwerzoniz ha Kembreiz, a voe lakaet dre skrid etre ar Vet hag an XIIet kantved goude H. S. Ar spered koz o deus miret mat a-walc’h, ha n’o deus ket pleget nemeur d’ar reiz roman na d’ar reiz kristen. Evel labour-spered, n’eus netra, moarvat, en tu-hont d’ezo da uhel-vruda Kelted ar Grenn-Amzer. Dreist-holl lezennou Kembreiz a zo trec’h a bell da lezennou poblou-all Europa er mare-se. « Diskouez splann a reont eur spered rik ha lemm-kenañ ha tuet mat-tre d’ar poellad prederouriezel. » (J. Loth.)


Ar gwiriou. — Leveou poblou Galia, er c’henta kantved kent H. S., a oa pourchaset dre wiriou a bep doare, tailhou, aneriou, hag all, a boueze dreist-holl war ar werin. Treizwiriou a veze gant ar stêriou hag an hentou. Aotreou mont ha dont pounner a-walc’h a oa lakaet, e porziou Mor-Breiz, war an trokadennou gant enez-Vreiz. Da gredi eo e veze al leveou dastumet evel-se, lakaet da virout e stad vat mogeriou ar c’hreñvlec’hiou, an hentou hag ar pontou, da baea ar gargidi, da c’hopra ar c’hoprsoudarded, da ober armou.


  1. Aet eo rix da ri e brezoneg koz. Ar ger-se a gaver hizio c’hoaz en anoiou-badez evel Riek (a vije bet Rigakos e keltieg). Ar geriou-all da lavaret « penn » pe « rener », er yezou brezonek, roue (kerneveg ruy, ruif, kembraeg rhwyf), tiern, ha brientin (kembraeg brenin) e oa e keltieg rêmos (liester rêmi « ar re genta », « primi » e latin, ano diou boblad keltiek, unan e Galia, eben e Breiz-Veur), rigernos, ha brigantinos ar furmou anezo.
  2. Belovesos a dalv, war a greder, « a oar laza », ha Segovesos « a oar trec’hi ».
  3. Nemet distreset e vije bet Luernios gant skrivagnerien ar C’hreisteiz, ne dalv ket an ano-se « Louarn » evel ma ’z eo bet lavaret ken alïes. Ar brezoneg-breman louarn a oa *loverno ar stumm anezan e keltieg koz, hag ar furm-se a gaver en ano-lec’h Loverniako « Louarneg », aet da Louverny e galleg. — Bituitos a zo dinaouet eus bitus « bepred » ha « bed » (« an hini peurbadus » dre ma krede ar Gelted e peurbadelez ar bed). Diwar-benn bitus hag an anoiou tennet dioutan, lenn D’Arbois, Noms gaulois. — Dêvikiakos a zo diwar dêvo « doue ». Galba a dalv « kuilh, lart ». — Izeloc’hik en danevell, Kassivellaunos a zo ennan daou c’her a gaver stank en anoiou-tud hen-geltiek. Evit kassi, kenveria : 1° an anoiou-pobl Sukasses (meuriadig o veva en eun draonienn eus Pireneou ar Reter), Trikasses (Troyes), Durokasses (Dreux), Vidukasses (Vieux), Bodiokasses (Bayeux), Veliokasses (Roan-vor) ; 2° kassano, aet da chêne e galleg ; 3° an iwerzoneg caisse, caise « karantez, bri- » a c’houlenn en e ziagent eur furm hen-geltiek *kassia ; an ano-gwan-doarea cais « kaer, neuziet-mat, kempenn » eur furm *kassis. Evit vellauno, kenveria ar brezoneg gwell, diwar *vello.
  4. Hegad, kadel, kadek (e brezoneg koz kadol, kadok), a dalv kement ha « brezelgar ».
  5. Diskleriet e vez Boudika peurliesa dre an hen-geltieg boudis, bodis « trec’h », aet da grenn-vrezoneg buz. Ouz Boudika kenveria an ano-den brezonek Buzik, diwar eur stumm kosoc’h Budik. Bez ’ez eus bet ivez eur ger hen-geltiek *bodio aet da iwerzoneg buide « melen » ha kenveriet eo bet an iwerzoneg budichass « melenrodellek » ouz ar galianeg Bodiokasses.
  6. Vergobretos a zo ouz e ober daou c’her : vergo, deuet da veza guerg « efedus » e hen-vrezoneg, ha bretos, a zo tennet marteze eus ar ger breta, brita, aet da berth « barn » en iwerzoneg. Hor ger breud, en iwerzoneg brath e oa bratus ar furm anezañ e keltieg.
  7. Dîrêia a zo deut da veza dire en iwerzoneg ha dirwy e kembraeg.
  8. Eur sklavez (cumal) a dalvoudegez-etre a dalveze en Iwerzon 3 buoc’h, pe 3 ejen-arat, pe 5 penn-saoud.
  9. Rev. celt. 1924, pp. 222-5.