Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 14

troet gant Frañsez Vallée.
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944  (p. 31-32)




PENNAD II
————


Ar Renerez, al Lezennou hag ar Gevredigez


Gwechall ar Vrezoned a sente ouz roueed ; hizio ez int diframmet gant ar c’habalou ha netra ne zigor gwelloc’h hent d’hon domani war ar broadou dishual-se eget o disunaniezou ; a-vec’h ma en em unan, diou pe deir foblad ouz ar c’henenebour ; gant-se pep-hini a stourm e-unan-penn hag an holl a vez trec’het.

(Dioc’h Takitus).


KEVRENN I : PENAOS E OA RANNET AR POBLOU ?


Rannet e oa ar Gelted koz e meuriadou. Teuta, touta, tota [1] a veze graet eus eur meuriad e keltieg koz, hag ac’hane e teu hor ger « tud » hag an iwerzoneg tuath. Bez’ e oa meuriadou a bep ment : ar re vihana n’hellent ket pourchas en tu-hont da seiz kant a vrezelourien. E-skoaz ar meuriadou bihan-se, avat, e oa meuriadou bras (mortuatha en iwerzoneg) a c’helle kas d’ar brezel dek mil, hanter-kant mil a dud, ouspenn a-wechou. Ar meuriadou bras-se, pe bobladou, ne oa anezo nemet meuriadou bihan en em strollet goude unani o banniel ha dibab renerien hag eun ano kevredel. Bez’ e oa eun tregont bennak eus ar meuriadou bras-se, pe bobladou, e-touez Breiziz er c’henta kantved goude H. S. E-mesk Kelted Galia, da vare an impalaer roman Augustus, e nivered tri-ugent anezo, e pep-hini, well-waz, pemp meuriad : unan galloudus-dreist ha pevar sujet da hemañ.

An holl veuriadou, bras ha bihan, a save o niver, e-touez Kelted Galia, damdost da bevar c’hant. En Iwerzon e oa, war-dro daou gant anezo.

Ar c’horn-bro dalc’het hag annezet gant eur meuriad bihan a voe graet anezan pagus e Galia, er marevez kelt-ha-roman. Dianav d’eomp ar ger keltiek a oa kenster da bagus. E Breiz-Izel, pagus a zo deuet da vrezoneg pou. Er broiou-krec’h, ez eo aet pagus da c’halleg pays, ha tennet eo bet dioutan, da genta, ar ger dinaouet paganus a zo an hena ster anezan « den diwar ar maez, maeziad », ha diwezatoc’h, pa voe aet pagus da pays, ar ger paysan « kouer, koueriad ». Trei poblou Galia ouz an Aviel, ouz ar gristeniez, a oa bet eul labour hir ha tenn en doa goulennet kantvedou (eus ar Ia kantved goude H. S. d’ar VIIet), hag, e-pad meur a gantvloaz (eus ar Ia kantved d’ar Vet), ne voe a gristenien nemet er c’hêriou bras (civitates). Gwirion e chome ar vaezidi da hen-gredennou ar vro. Ac’hano ar c’hemma-ster a c’hoarvezas gant ar ger paganus : eus « maeziad, kouer, koueriad », a oa e genta ster, e teuas da dalvezout « den divadez, nann-kristen », hag ar ster-se a zo chomet stag ouz ar furm c’hallek a vreman : païen « pagan ».

An dud a oa o ziez a-strew dre maeziou ar pagus o doa eul lec’h krenvaet bennak d’en em zastum ha da c’houdori, pa veze brezel. Dunon e oa moarvat ano al lec’h-se e keltieg, arx, castellum e voe e latin.

Ar pouiou e Galia a zo d’ezo peurliesa eun ano tennet eus eur stumm pe stumm eus an douar, stêr peurgetket. Da skouer, en hanternoz Galia, e oa eur pagus Mosavus, eur pagus Viminavus, a zeue d’ezo o anoiou eus ar stêriou anvet Mosa (Meuse eo stumm-breman an ano-se e galleg), Vimina. Stank an hen-geltieg avos (bet latinaet en avus) en anoiou-pouiou. En hevelep kevrenn a C’halia e oa eur pagus Vellavus hag eur pagus Batavus, aet da hollandeg Veluwe ha Betuwe. Avos a zo deuet da vrezoneg ou, o, e Goelou, Goelo, diwar *Vellavos.

Dishenvel an anoiou-pouiou-se, dre izelegez o ster, diouz an anoiou bras, an anoiou a lorc’h pe a vrezel, a veze peurvuia gant ar meuriadou bras : Katuvellauni « ar re galonek-tre en emgann » ; Bituriges « roueed ar bed » pe « ar roueed da virviken ».


  1. Teuta e oa ar furm gosa, ha tota an nevesa.