Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 33

troet gant Frañsez Vallée.
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944  (p. 127-128)



KEVRENN IV : KOSA SKOLIOU IWERZON


En Iwerzon, e-keñver ar skoliou dalc’het gant an drouized, e oa skoliou all dalc’het gant an divinourien pe veletes. Meneg a vez alies eus ar skoliou koz-se a Iwerzon er skridou a sell ouz ar marevez pagan. En IIIet kantved goude H. S. ar roue Korbomaqos maqos Arti [1] a savas e Tara, chomlec’h ar roue-meur, teir skol, unan a vrezelouriez, an eil a zanevellouriez, an deirvet a reiz hag a wiraouriez.

Pleustret-dreist e voe, moarvat, en Iwerzon, war gelenn an istor a c’henou da c’henou, en tri chantved kent hag en tri c’hantved goude donedigez H. S., pa heñvel gouizieien iwerzoniat ar mare-se beza miret a rumm da rumm, hep skoazell ar skritur, koun darvoudou ker koz, da skouer, hag argadenn Galiani [2] (da lavarout eo Kelted Galia) en IIIet kantved kent H. S. Muntret e oa bet eur roue iwerzoniat eus an amzer-se gant ar roue-meur. Mab an hini lazet a dec’has war-du ar Reter : tremen a reas en enez-Vreiz hag ac’hano war an Douar-bras, e-lec’h en em lakaas e dalc’h roue tud Menapia [3]. Hemañ, savet ennañ karantez ouz an divroêt, e gasas en-dro da Iwerzon gant 300 lestr, warno 2.200 Galian, brezelourien o goafiou houarnet ledan. Skoazellet ganto, an divrôet a skôas d’ar maro roue Iwerzon, 30 roue dindanañ, ha 700 a vrezelidi. Brudet e voe ar C’halianed evel gwella kadourien Iwerzon [4]. Diazeza a rejont er c’horn gevred eus an enezenn, el lec’h m’en em gave, en IIet kantved goude H. S., eur gêr anvet Menapia ha meuriad ar Menapii.

Pa voe prezeget an Aviel gant ar veleien gristen ha gounezet Iwerzon d’ar wir feiz, e voe kaset da get kelennadurez an drouized. Gwelet e voe o sevel war he lerc’h skoliou dalc’het gant menec’h ha desket enno ar gresianeg hag al latin. N’emañ ket en hor mennad komz eus ar sked a daolas skoliou kristen Iwerzon eus ar VIet d’ar VIIIet kantved, eus ar brud o devoe dre Europa a-bez, eus engroez ar studierien estren a ziredas d’ezo, eus ar visionerien a gasjont e Breiz Veur ha war an Douar-bras da aviela ar baganed. A-walc’h e vezo d’eomp lavarout e talc’has da veva, keñver-ha-keñver gant skoliou ar venec’h, ar skoliou renet gant ar veletes pe file, eur wech kristenaet ar re-mañ, hag e voe kendalc’het da zeski enno yez, lennegez ha lezennou Iwerzon. Roud ebet ne gaver er skridou koz eus an distera kasoni pe zrougiez etre an daou rummad-se a skoliou. Ken douget ha ken douget e oant holl, menec’h ha liked, evit yez, lennegez ha hengouniou o bro hag en eun tu da rei lusk d’o studia dre-holl, gwella ma c’hellent.


  1. Cormac mac Airt e skridou ar Grenn-amzer.
  2. Deut eo ar ger-se da « Galiain » en iwerzoneg, er Grenn-amzer. Al lost-ger an, er ger-se, a zo an hevelep hini hag e Romani (eus Roma), Tolosani (eus Tolosa).
  3. Er c’hantved kenta kent H. S. ez eo ar Menapii unan eus meuriadou ar Belgion (kevrenn hanternoz Galia). Derc’hel a raent aodou mor an Hanternoz, eus aber ar Rênos d’ar striz-mor a anved neuze raz Galia (bremañ raz Calais). E gre an argadennou graet gant Kaesar e Galia, o devoa c’hoaz en tu-hont d’ar Rênos, e Germania, douarou, atantou ha kêriadennou, De bello gallico, IV, 4. Kalz a vigi o devoa ha listri-mor warno goueliou liesliou, eme Dacitus (Ia kantved goude H. S.).
  4. Kaesar en deus lavaret ivez e oa ar Velged gwella brezelourien Galia. — An danevell kaer-dibaot-se a zo bet gwall-zistreset gant gouizieien iwerzoniat ar Grenn-amzer diwar o studi eus ar Skritur-Sakr. Ar ger Menapia o veza aet da « Menia » en iwerzoneg krenn, e voe trôet ganto tir fer Menia « douar am dud a Venia » en tir Armenia « douar Armenia ». Eur skouer eo, etre kant a re-all, eus ar c’hemmesk hag ar rouestl o deus laket gouizieien Iwerzon ar mare-se en henistor o bro, goude lenn ar Skritur-Sakr ha leoriou ’zo eus an danevellourien c’hresian ha latin.