Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 40
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944 (p. 176-180)
An ornadurez linennek. — E-touez poblou koz ar C’hreisteiz, Gresianed, Etrusked, Romaned, an arz en em ziskouezas dreist-holl dre skeudennadur engravet, kizellet pe livet, tud, anevaled, pe blantennou. Dibaot-kaer avat e kaver skeudennou an traou beo e-touez holl boblou hanternoz pe guz-heol an Europ, ne vern a be vrôadelez [1]. Ar Gelted ne deont ket a-enep d’al lezenn-se. Ganto e weler an arz o para hogozik hepken dre gened pe goantiz ar furmiou rôet d’ar c’hlezeier, d’an hern goafiou, d’ar gouglezeier, d’ar skouedou, d’an togouhouarn, d’an troiou-gouzoug pe vrec’h, d’ar spilhou-alc’houez, d’al listri, hag, ouspenn-se, dre an ornaduriou peurlinennek o deus engravet, kizellet, koagrennet pe voulet.
An ornaduriou-se a vez anezo poentou, linennou eeun, kamm pe wagennek (kamm-digamm), oc’h ober tric’horniou, pevarc’horniou, drezennou, kelc’hiou, viñsou, hag all. Steuet int kevret e kant ha kant a c’hiziou gant ijin bras hag ivez alies gant kalz a skiant-vlaz, o veza ma oar hogozik atao ar c’hempennour dibab e zanveziou ornadur a zoare, d’ezo da glota dereat kenetrezo.
Eul linenner ha neket eur skeudenner e oa anezañ. Ne glaske ket, en e oberou, mont diouz ar pez a wele en-dro d’ezañ ; ne gare ket, evel ar Gresian, heñvelekaat ar vuhez ; poania a rae da groui, da gaeraat, hag e loske e faltazi da redek. Darn eus an traou ijinet gant ar Gelted, dre o furm neuziet-flour hag o ornadur kenedus, a zo damdost ken klok ken n’oufed hizio, gant holl aezamantou hon arz hag hon ijinerez bremañ, ober en tu-hont d’ezo. Bez’ ez eus diwarno gweskennou oberiet kaer-tre, gouglezeier houarn gant dournellou ha feuriou arem a dalvoudegez vras ; ar pep gwella, avat, evit studia an arz keltiek eo an troiou gouzoug pe vrec’h hag ar spilhennou-alc’houez.
An tresa traou skeudennek. — Beza re drec’h dioc’h eun tu a ra d’an den alies beza koll dioc’h eun tu-all. Ar vailhded gounezet gant ar vicherourien geltiat en ornadurez linennek a lakaas anezo deskarded pa vennjont, war skouer Kreisteiziz, dont da dresa skeudennou.
War-dro an IIIet kantved kent H. S. hepken [2], e stagas ar vicherourien geltiat da skeudenni ar pez a welent en-dro d’ezo, da genta an anevaled hag an traou a rôent perz d’ezo en o lidou sakr pe er brezel : skeudennou loened a gaeraas an togou-houarn, ar skouedou, an dournellou kontellou ; moc’h gouez a voe pintet e penn fustou an arouezintiou-brezel ; pennou fromus a savas war staon ha war aroz listri-mor ; loened, pe wirion pe faltazius, a ornas feuriou pe laonennou ar c’hlezeier, aremennou ar gwiskamant, sterniou ar c’hezeg emgann. Loened faltazius a voe livet war al listri pri.
Engraverien a stummas war ar peziou moneiz skeudenn binviou al lidou sakr : an delenn a eile ar c’han-pedi, krib ar pennadou bleo gouestlet d’an doueed, an trebeziou, listri ha kaoteriou ar sakrifisou, rod an heol, lagad an deiz, kresk al loar, ar melchon, ar bederdelien, ar bodig glas ; anevaled ar marvailhou brôadel : kezeg dishual o taoulammat, bleizi, moc’h gouez, arzed, erered ha naered ; ardameziou brezel : kleze, « karnux » pe trompilh emgann, goaf, penn trouc’het an enebour.
An holl skeudennou-se n’int ket fall : eun darn anezo a zo buhezek ; neuziet int garo ha nerzus ha treset asur, rik ha gwirion. Rouez eo ar re-se, avat, hag en arz keltiek, ne vern e pe vare e verzer ervat dic’halloud an arzour, pa venn skeudenni an noueañsou beo, hag ar pleg didrec’hus e denn dalc’hmat d’an ornadurez linennek. Eur c’halz eus ar furmiou den pe aneval a weler kizellet pe vorzoliet war an oberiaduriou keltiek a zo, evel ma vez lavaret, « linennekaet » (stilizet), da lavarout eo trôet da gempennadur, da zanvez ornadurez.
Petra a zeuas da veza an arz keltiek war an douar-bras. — An arz keltiek n’eo ket bet mouget en eun taol gant an arz gresian ha roman : e Galia, da skouer, e-pad an oadvez roman e voe savet gant tud ar vro eur rummad traou a zalc’h da bara enno stumm anat an ijinerez keltiek. Menegomp en o zouez :
1) gwennou (masklou) graet gant follennou arem pe arc’hant e doare dremmou tud, neuziet-gourt hag enno na buhez na santidigez ; profou koun ez int, moarvat ; — pennou merc’hed en arem ; — delwennou bihan merc’hed e noaz en arem ivez. Ar gwella eus an holl oberiaduriou-se eo eur penn plac’h pe baotr yaouank divarv, bet kavet e-kichen Mediolanon (Evreux), hag a zoug engravet war e sijenn an ano keltiek Esumopas ;
2) delwennou anevaled en arem : moc’h gouez, kirvi, ejened, kezeg, hag all ;
3) ar spilhou-alc’houez a reer anezo « spilhou-loen-heñvel » dre ma skeudennont peurliesa loened trôet da ornadur pe linennekaet (stilizet) : kirvi, kezeg-mor, tirvi, konikled, gleskered, evned, pesked, a zo an drolinenn anezo trouc’het treuz-didreuz er metal. Arem peurvuia hag a-wechou arc’hant eo ar spilhou-se. Kaeraet int alies gant prigwer ruz, glas, gwer pe wenn. Pennlec’h an obererez anezo a heñvel beza bet ar Belgium.
E-touez an ijinou niverus degaset da Gelted an douar-bras gant ar Romaned : saverez-tier, benerez, liverez, leur-varigellerez, poderez-gwer, e venegimp hepken ar maengizellerez, gouestlet ken d’an doueed, ken d’ar re varo, a vleunias eus ar c’henta dreist-holl e-mesk Kelted Bro-C’hall. N’eo ket en defe savet taoliou-micher : hini ebet eus an izelvosou pe an delwennou, deut d’eomp diwar dourn ar Gelted, ne sav en tu-hont d’ar « peuz-vat ». Diskleriadur a rôont avat, eus an talvoudusa, war doueed ha micheriou Kelted an douar-bras, ar C’halianed dreist-holl, er c’henta, en eil, hag en trivet kantved goude H. S.
Petra a zeuas da veza an arz keltiek en enez-Vreiz hag en Iwerzon. — An arz keltiek, e kevrenn enez-Vreiz na sente ket ouz Roma, n’eo ket bet peurvouget gant an arz kreisteizel ; e lec’hiou-zo, gwirheñvel eo, e talc’has da veva betek derou an oadvez kristen. Iwerzon a oa manet bepred frank diouz ar yeo roman ; enni eo e voe an arz keltiek miret ar gwella. Derc’hel a reas da veva ha da deurel peziou-labour ar c’haera e-kerz ar pemp kantved kenta eus hon oadvez.
Donedigez ar Gristeniez (pempvet kantved goude H. S.) a zegasas en Iwerzon, evel e Breiz-Veur, anaoudegez eun danveziou linennek eus an doare-ornadur a voe heuliet en Italia hag e Bro-C’hres, adalek ar IVet hag ar Vet kantved hag a c’heller envel « doare-ornadur Itali-Buzantion ». An danveziou-se : glazuriou, gweaduriou, hag all, keltaet evit an darnvuia, ha kemmesket ijinek gant danveziou doare-ornadur an Ten, o deus ganet eun arz nevez a anver « an arz keltiek kristen ». Komz amañ eus an taoliou-micher en deus savet e vije mont en tu-hont da vennad hon labour. Lavaromp hepken e reas ouspenn sevel oberiaduriou e metal, evel kroaz Kong, kalir Ardagh, kammell eskob Lismor, spilhenn-alc’houez Tara ; graet en deus berz ivez en eun dachenn a oa bet krenn dizanat d’an arz keltiek pagan : enlivadur an dournskridou.
- ↑ En em virout evelse hogos en holl d’an holl diouz skeudennadur an noueañsou beo a zo unan eus an traou penna o toarea sevenadur poblou hanternoz an Europ : Rak-Kelted eus Galia, enez-Vreiz hag Iwerzon, Kelted, Germaned, Skuthed pe Skoloted, adalek an XXet kantved betek ar c’henta kantved kent H. S.
- ↑ N’heller ket lakaat war ano ar Gelted ar pevar rummad-mañ a skeudennou eus an Europ ragistorek : 1) an engravaduriou war rec’hier eus ar Skandinavia, garo meurbet, o skeudenni bagou, kirri, eler, rodou-heol hag all ; 2) an engravaduriou war rec’hier eus al Liguria, garo-tre ivez, o skeudenni ejened stag ouz eler pe ogedou, brezelourien, armou hag all ; 3) ar mein-hir furm-den eus Bro-C’hall ; 4) engravaduriou ar « situlae » pe kelorniou arem eus kreiz Europa, o skeudenni prosesionou, festou, redadegou kirri. Ar c’henta rummad a zo diwar dourn ar C’hermaned, an eil diwar dourn al Ligured : an trede a zo bet savet gant pobladou rak-keltiek Galia, ar pevare gant ar vistri-vinterien illiriat pe sigun.