Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 41
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944 (p. 180-192)
Ar Gelted koz o deus gouezet ober gant an darnvuia eus an danveziou a reer ganto hizio : aour, arc’hant, ploum, kouevr, staen, arem, houarn, askorn, prenn, pri, goularz, goural, gwer, lin, kouarc’h (kanab), gloan ha ler.
Ar pep brasa eus ijinerez ar Gelted e oa an tenna hag al labourat metalou.
Ar mengleuziou metal. — Eus ar Vet d’ar c’henta kantved kent H. S. n’oa ket bet c’hoaz gweleadou metal Europa paouret evel m’emaint breman da heul ouspenn tregont kantved a c’hounidigez start ha dibaouez. Founnus e oa an holl vetalou, ken ar re uhelbriz, ken ar re dalvoudeka, e kement korn eus ar bed keltiek koz.
Ar re-mañ e oa ar mengleuziou penna a c’hounezed neuze :
Aour : e kreizenn ha reter Europa, mengleuziou ha dilavlec’hiou bro an Daurisked ; dilavlec’hiou ar Salased, en Alpou ; mengleuziou an uhelenn treuziet gant ar steriou anvet Maris ha Samos (Transilvania bremañ) ; — en Italia, mengleuziou Verkellae ; — en Europ ar c’hornog, mengleuziou aour Galia (re Volked Tolosa hag an Darbelled e oa ar re binvidika anezo) ; mengleuziou aour ar Spagn ; mengleuziou aour Iwerzon.
Arc’hant : e kornog Europa, mengleuziou arc’hant ar Spagn, a oa pinvidik souezus. Ker stank e kaved enno ar metal-se ma rae an Durdetaned, pobl iberiat, en IIIvet kantved kent H. S., tonnellou arc’hant ; prezebou arc’hant a savent ivez d’o c’hezeg ; mengleuziou Galia, bihan, stank-stank avat ha skignet dre ar vro a-bez : re venez Kebennon e oa ar re binvidika ; mengleuziou arc’hant enez-Vreiz hag Iwerzon.
Houarn : e kreizenn Europa mengleuziou brudet an Daurisked, re ar Gotined (Silezia) ; — e kornog Europa mengleuziou houarn Galia ; mengleuziou houarn ar Spagn ; re enez-Vreiz hag Iwerzon.
Kouevr : e kreiz Europa ez eus bet, hep mar, mengleuziou kouevr gounezet, nemet ne deu ger diwar o fenn gant skrivagnerien an Henamzer ; — en Italia, mengleuziou Bergamon ; — e kornog Europa, mengleuziou Galia (hogozik koazet er marevez keltiek, nemet re an Alpou hag Aquitania) ; mengleuziou ar Spagn ; mengleuziou enez-Vreiz hag Iwerzon.
Staen : e kornog an Europ, mengleuziou ar Spagn ha Galia peuz-diviet er c’henta kantved kent H. S. ; mengleuziou enez-Vreiz, gounezet diwar ar c’henta kantved kent H. S., hag a-raok marteze, a bourveze an Europ d’ar mare kelt-ha-roman.
Ploum : eun niver a vengleuziou er Spagn, e Galia, e Breiz-Veur hag e kreiz Europa.
Eus holl vroiou ar bed hen-geltiek, ar Spagn e oa ar vetalusa. Stank ha stank e veze kavet en he douar an holl vetalou war eun dro. « Pep menez, pep krec’henn a Vro-Spagn », eme ar beajour gresian Poseidonios (kenta kantved kent H. S.), « a ziskouez beza eur bern danvez-moneiz aozet gant dourn an doueed ». War-lerc’h e teue Galia gant he mengleuziou aour hag houarn pinvidik, ha, goude, bro an Daurisked, ma kaved enni ivez an daou vetal-se, enez-Vreiz hag Iwerzon ha d’ezo, ouspenn an aour hag an houarn, mengleuziou staen, kouevr ha ploum founnus-dreist.
Edo an holl vengleuziou-se e barr o gounidegez da vare ar Gelted. Gant ar Gelted e oa bet digoret eun darn anezo, nemet, evit an darnvuia, e oant gounezet gant an henvroidi pell kent donedigez ar Gelted. Gant an Ibered e oa gounezet mengleuziou ar Spagn ha gant al Ligured re C’halia ; mengleuziou aour Iwerzon a heñvel beza bet e barr o ampled etre an XXet hag an Xet kantved kent H. S., da lavarout eo d’eur mare n’oa ket c’hoaz, anat a-walc’h, a Gelted en enezenn-se : an aour eus Iwerzon, graet troiou-gouzoug anezañ, a veze neuze skignet gant ar c’henwerz-mor dre enez-Vreiz, e gwalarn Galia ha betek er Skandinavia.
Dindan mestroniez ar Romaned, e voe dalc’het da c’hounid ar mengleuziou startoc’h eget biskoaz ; neuze eo e voe peur-ziviet an darnvuia eus mengleuziou aour Gaiia hag e reas mengleuziou houarn enez-Vreiz o founn puilha.
Lezet o deus ar Gelted koz, eus o labour-mengleuzia birvidik, kalz a verkou a c’heller gwelout hizio c’hoaz : roudou toullou, puñsou, hentou dindan douar ; dismantrou forniou da deuzi ha da bura ar metalou, berniou koc’hiennou ha, gwechou zoken, barinier metal. Eur varenn bloum, kavet e Breiz-Veur, e lec’h e oa bet kollet e treiz eur ster, a zeue, hep mar, eus mengleuziou ar « Geanged » pe « Kianged » ; teuzet e oa bet er bloavez kent ar stourmad bras renet gant ar rouanez Boudikka, hag e lenned warni an daou enskrivadur-mañ e latin : Neronis Aug. Ex Kian III Cos Brit. — Ex Argent. Capascas XXX. En hevelep bro, al lec’hiou ma’ z edo mengleuziou ha teuzerezou houarn bras « bro goadet ar Silured » ha re goad Anderida a zo merket c’hoaz gant berniou ec’hon koc’h-houarn a ra eur gwiskad teo d’an douar hag en em astenn a-hed meur a gilometrad. Enno e vez kavet alies tammou podou eus ar marevez kelt-ha-roman, a-wechou zoken peziou moneiz. Klaskerien aour bro an Demeted, en hevelep amzer, o deus lezet krugellou bras divent a vaen-kouarz drailhet ha bruzunet a weler c’hoaz tost da Llanbedr (Bro-Gembre).
Harpet eo an testeniou-se gant skrivagnerien an Hen-amzer : Kaesar (kenta kantved kent H. S.) a lavar e oa ar Vituriged, broad Kelted Galia, a founne ganto ar mengleuziou houarn, ampart da doulla an douar ha da gleuzia dindanan hentou hir. Strabon (kenta kantved kent ha kenta kantved goude H. S.) a gomz eus forniou-teuzi-arc’hant uhel-uhel ar Spagn hag eus goveliou kaer ar Betrokored, poblad Galia. Ar beajour Aethicus Istrius (IVet kantved goude H. S.), a weladennas Breiz-Veur, a zo meneg gantañ eus ampartiz Breiziz e kement doare ijin a sell ouz ar mengleuziou ha labour ar metalou. D’ar mare-se, kenta kêriou an houarn e oa Arikonion, Blestion hag Alauna ; er gêr diweza-mañ e vije bet an dud, hogozik holl, goved [1].
Teskaoui a c’heller er skridou latin ha gresianek eun diskleriadur bennak diwar-benn an doare m’en em gemere ar Gelted da denna metalou. Bez’ e oa ganto mengleuziou digor (a reas ar Romaned secturae anezo) ha mengleuziou gant puñsou ha bolziou dindan douar. E-touez ar binviou ma raed ganto da doulla e c’heller menega horziou pounner e maen pe houarn. An aour a gaved pe e gwazennou e rec’hier ar meneziou, pe e pailhetezennou pe valzennou (greunennou) en douarou lec’hidek ; meur a stêr a ruilhe en o zraez pe o lec’hid pailhetezennou aour ; e-touez ar stêriou aourus-se eus ar bed keltiek e c’heller envel : an darnvuia eus stêriou ar Spagn, en o zouez an Tagos (Tage), meur a stêr eus kreisteiz ha kreiz Galia, ar Rênos (Rhein), ar gwaziou-dour eus bro an Daurisked, darn eus kenstêriou an Danuvios hag, en Italia, ar Bodinkos (Pô). Dastum a raed an aour e tri doare :
1) tennet ha dilavet e veze traez ar steriou aourus, e doare ma vije taolet an traez er-maez ha miret ar pailhetezennou aour. Eul labour ken aes e oa se ma veze lezet peurliesa gant ar merc’hed, pe an dud koz pe vac’hagnet ;
2) en aouregou dizour, a gaved er gwiskadou douar lec’hid, e veze torret ar moudennou lec’hid aourus ; gwalc’het ha dizouaret e vezent, goude-se, dre o doura en dilaverezou ha teuzet an dilavadur anezo e forniezou. Degaset e veze an dour war al lec’h dre ganiou prenn a saved war chafod da dreuzi ar stankennou ;
3) aet e veze dre ar mengleuzia ; toullet e veze ar roc’h da heulia ar gwazennou ha, goude, e veze bruzunet ar c’houarz gant horziou ; eul labour tenn ha poanius hennez, nemet gopraet e veze a-wechou gant kavadenni tolzennadou aour peuz-rik (peuz-digemmesk).
Ne vezer ken ker souezet rak an ampartiz diskouezet gant ar Gelted hag o sujidi e labour ar metalou, pa soñjer ne oa ket ar mengleuzia eur skiant nevez en Europa. Bez’ e oa bet anezañ adalek oadvez armou ha binviou ar maen lufret (dic’harvet) ; evesaet o doa Europiz ar mare-se e oa ar c’hailhastr, ma raent gantan dreist-holl danvez o armou hag o binviou, aesoc’h da labourat pa veze fresk, da lavarout eo pa veze o paouez beza tennet eus an douar, eget pa veze aet da vili kavet war ar barr. Gant-se e kleuzient puñsou, doun a-walc’h a-wechou, ha hentou dindan douar, hir meurbet darn anezo, da heulia ar wazenn gailhastr.
Mengleuziou all. — E mare frankiz ar Gelted,, en tu-hont d’ar mengleuziou metal, e veze gounezet meur a vengleuz holen. Implijet e voe ivez, er mare kelt-ha-roman, an uhela gwiskadou eus ar gweleadou glaou-douar niverus-se a sav, e Breiz-Veur, a-rez da c’horre an douar. Ar skrivagner latin Solinus (IIIvet kantved goude H. S.) a gomz eus ar mein a losked, en enez-Vreiz, war aoter doueez an eienennou dour melar : glaou-douar e oa, anat eo. Koc’hiennou diwarnañ a zo bet kavet war oaledou meur a hini eus ar c’henkiziou roman kaer a gare Breiziz pinvidik eus an IIet, an IIIet hag ar IVet kantved goude H. S. beva enno. Puilh e kaver anezo ivez e kaviou-tomma eus tier Virokonion, eur gêr vras war ar Sabrina (Havren, Severn). Erfin, hogos an holl gêriou bihan mogeriet hag ar c’hestell brezel a save a-hed moger Hadrian, Segodunon, Konderkon, Vindobala, Kilurnon, Prokolitia, Borkovikus, Vindolana, Amboglana, Konvogata, Gabrosenton, Tunnokelon, en em domme an dud enno gant glaou-douar.
Kavet ez eus dioutañ, neket hepken koc’hiennou losket, hogen berniou a-bez dilosk c’hoaz.
Anoiou ar metalou e keltieg koz. — Anaout a reomp an anoiou hengeltiek eus metalou-zo : ar c’houevr a veze graet anezan omios pe omion [2], ar ploum loudon pe loudion [3], an arc’hant arganton [4], an houarn êsarnon pe isarnon. N’ouzomp ket ano hengeltiek an aour ; hor ger brezonek aour, or en iwerzoneg, n’eo nemet ar ger latin aurum, eur furm distreset eus ar ger indezeuropek ausom.
Labour an aour hag an arc’hant. — Ar Gelted a ouie teuzi an aour, e astenn e neudennou pe e laonennou, e ganna e feilhennou, e leda dre wiskadou tano war an arem. A-wechou e peurc’holôed gant laonennou pe feilhennou aour togou-houarn ha hobregonou pompadus penvrezelourien. Dre ar c’hizella pe ar c’hoagrenni e veze kaeraet an traou en aour. Graet e veze gantan ornaduriou a enskanted dre ar morzolia, er prenn, er metalou, er skouedou, er feuriou ha dournellou klezeier pe gouglezeier. Beza hon eus, diwar dourn ar Gelted, spilhou-alc’houez en arc’hant laonennet a aour ha neuziet kaer, kleierigou diskouarn ha bizeier en aour, kelc’hiou-penn en aour, troiou-brec’h, troiou-gouzoug gweadennet en aour fetis. Graet e veze anezañ « faleriou » (seurt ornaduriou) da gaeraat bruched ar vrezelourien ha neudennou da steui brouderez en o gwiskamant.
An arc’hant a veze graet gantañ damdost e kement doare ma raed gant an aour. Graet e veze anezañ kelc’hiou-brec’h, troiou-gouzoug, kleierigou-diskouarn, spilhou-alc’houez. Podou ha pladou arc’hant fetis a raed evit ar renerien. Gant arc’hant kizellet e kaeraed ar skouedou hag ar gwiskamantou. Ledet e vez ivez arc’hant a-wiskadou war ar c’houevr. Hervez skrivagnerien an Henamzer, e vije bet pleustret war an arc’hanta gant micherourien Alezia, da genta evit an harneziou kezeg ha da c’houde, evit ar c’hirri-emgann (esseda) hag ar c’hirri peder rod (petorrita). E 120 kent H. S., karr-emgann Bituitos, roue an Arverned, a oa arc’hantet-holl.
Diwar an IIet kantved kent H. S., diouz skouer ar C’hresianed, ar Gelted a gemeras an aour hag an arc’hant da zanvez peziou moneiz. Peziou aour hag arc’hant hon eus ha warno anoiou Verkingetorix, pennrener-brezel Galia, Gaisatorix, mab Kritosiros (pe Ekritusiros), roue an Daurisked (kenta kantved kent H. S.), Kunobelinos, mab Taskiovanos, roue ar Vrezoned (kenta kantved goude H. S.).
Labour an arem. — E labour an arem ar Gelted a zo bet dreist, pa anaveze an darnvuia eus o aremourien ar gwella pegementadou eus ar c’houevr hag ar staen, a zeue diouto ar gwevna hag al lufra kemmesk. Rak-se, arem ar Gelted a zo a-grenn dioutan e-unan an doare anezañ : dre e galetder hag e wevnder e tenn d’an dir. Tri stumm a oa d’e labourat :
1) ar « morzolia », a veze graet gantañ evit an traou kenaozet a veur a damm, evel an togou-houarn, ar skouedou, an trompilhou, ar c’haoteriou. Riñvedet e veze an tammou anezo an eil ouz egile gant ijin bras, e doare ma talveze ar rinvedou penn-plên pe penn-begek da gaeraat c’hoaz an oberiadur en e bez ;
2) ar « moula » e moulou maen pe bri ;
3) an « teuzi diwar moulou koar », a veze graet gantañ da sevel traou labouret-dreist ha korfet diblaen.
Ar Gelted a gaerae an aremennou dre ar c’hizella hag ar c’hoagrenni dre ziabarz pe dre ziavaez.
Gant ober dre an teuzerez e ouie ar Gelted plega an arem da bep doare skeudenn. Kosa testeniou ar skulterez keltiek eo ar pennou tud arem a raed ganto dournellou klezeier ha kontellou, pe al loened arem a yae da gaeraat skouedou pe togou-houarn. Evit poderien arem ar Gelted, peziou kaer dreist o deus savet.
E-touez ar peziou arem deut d’eomp digant ar Gelted, e c’heller envel : tachou, riñvedou, chadennouigou, aheliou kirri-emgann, ornaduriou evit koufr ; gwalenn ha yeo ar c’hirri hag evit an harneziou kezeg ; — feuriou klezeier ha gouglezeier, skouedou, togou-houarn ha hobregonou gant tresou engravet warno, trompilhou-emgann, skeudennou evit an arouezintiou-brezel ; — kontellou ha loaiou, evit al lidrôadou, rodouigou ha traezou all enep d’an hud (tilsamou) ; — listri a bep doare hag a bep ment, kelorniou, skudellou, pladou, hanafiou, kaoteriou ; — beriou-rosta ; — binviou d’en em ginkla, spilhou, minaouedou, gweltreou, aotennou, melezouriou (e Galia, diwar ar c’henta kantved kent H. S.), nozelennou, spilhou-alc’houez, bizeier, troiou-brec’h, troiou-gouzoug, gouriziou, kleierigou, faleriou (ornaduriou-brennid ar vrezelidi) ; — korniou a dalveze da rufla moged diwar eul louzaouenn vezvus bennak, kouarc’h (kanab) emichañs ; — peziou-moneiz (diwar an IIIet kantved kent H. S.) ; — alc’houeziou (e Galia, diwar ar c’henta kantved kent H. S.).
Labour an houarn. — Gallout a reer lavarout e voe labour an houarn, dreist ar re-all, ijinerez brôadel ar Gelted. Ha, koulskoude, an traou niverus o deus graet en houarn, hag a zo deut betek ennomp, n’int ket kerkoulz stummet peurvuia hag an traou graet ganto en arem. Kiriek da se e vije, war a greder, dre na veze labouret an arem nemet gant eun nebeut micherourien eus an dibab : rouez e oa ar maen-kouevr pe staen ha, gant-se, ne veze aremourien nemet e-touez ar pobladou pinvidik ha galloudek. En-enep, ar maen-houarn a gaved e pep lec’h, ha gant pep meuriad, kouls lavaret, e veze teuzerien ha goved. War kel lies all a labourerien n’helle beza, anat eo, nemet eun nebeudig a gement a vije mailhed war o micher. Gwir eo, al labouriou savet gant ar re-se a zo tost d’ar parfetded : beza hon eus diganto klezeier, da skouer, pe emprouhouarn evit kirri-emgann, a zo anezo taoliou-micher e gwirionez, e c’hallje beza stad diwarno e micherourien hon amzer zoken. Mistri-goved ar Gelted a dize uhel a-walc’h o anaoudegeziou micher : n’oant ket diouiziek war an « dira », hag e raent, a greder, gant an dourennou-kreñv. Da vihana, dre implij dourennou-kreñv eo e tisklerier an tresou koant kizellet pe engravet war feuriou ar c’hlezeier pompadus.
E-touez an traou en houarn diwar dourn ar Gelted, bet meneg anezo gant skrivagnerien an Henamzer pe dastumet er mirdiou en hon amzer, e c’heller envel : emprou ha kelc’hiou rodou, kibou aheliou, frammou evit koufr ar c’hirri pe ar skouedou, hern goafiou, daredou pe saeziou ; klezeier, gouglezeier, kontili, aotennou, gweltreou da zivleva mezer pe da douza loened, gwestennou kezeg, feuriou klezeier, saeou mailhet, ibilhou, riñvedou, tachou hag i bras-divent a-wechou, krogou, spilhou-alc’houez, bizeier, troiou-brec’h ha troiou-gouzoug, spilhou, nadoziou, higennou, chadennou ha chadennouigou, eoriou, bouc’hili, morzoliou, heskennou, geveliou, livnou, raklerezed, engravoueriou, gwignedou (strepou), filc’hier, filzier, drezennou, kaoteriou, korniou da vutuni kanab, alc’houeziou ha melezouriou (kenta kantved kent H. S.), hag all.
Labour ar c’houevr, ar staen hag ar ploum. — Ar c’houevr hag ar staen a veze kemmesket da furmi arem, a raed dibaot ganto ez digemmesk. Nemet e kouevr rik e veze graet koulskoude peziou-zo eus harnez ar c’hezeg ha darniou eus an togou-houarn hag eus koufrou ar c’hirri. Eur feilhenn gouevr a c’holoe a-wechou dournell ar gouglezeier. Gant kouevr e veze graet ivez traouigou evel ourouleriou, troiou-brec’h, hag all. Staen a veze ledet war traou kouevr da rei d’ezo neuz ha lufr an arc’hant. Ar Vituriged a veze sellet evel kavadennourien ar « staena ».
Ar ploum a zo anezañ eur metal re wak evit ma ve implijet stank. Gantañ e veze graet korzenn darn eus an trompilhou, rodellou ha traezou all enep-hud, hag ivez, war a greder, mammvoulou da sevel moulou pri.
Labour ar prenn. — Ar prenn e oa ar c’henta eus an danveziou ma saved ganto an tier. Ouspenn framm an doenn, a raed gant prenn evel breman, ar muriou hag ar speurennou anezo a oa prenn ivez. Ar prenn a oa anezañ meur a implij a-hend-all. Graet e veze gantañ pontou, bagou, kirri, tonellou evit ar gwin, pentoniou evit an dour-vel hag ar bier, kelorniou, pladou, skudellou, botou-prenn evit an dud diwar ar maez, troiou-brec’h, skouedou, fustou goafiou, daredou hag arouezintiou-brezel, feuriou klezeier, boestou aotennou, irc’hier, ha dreist-holl, evit doare, diwar ar c’henta kantved kent H. S., taoliou, bankou ha skaoñiou. Gant prenn, maen, pri ha douar unanet e veze savet mogeriou ar c’hrenvlec’hiou.
Ar c’hizellerez koad n’oa ket dizanav : en Iwerzon bannou ha gouryeo an doriou war darn eus an tier, e Galia, staon hag aroz listri a veze graet gant prenn kizellet. Kavet ez eus peziou prenn kizellet e-touez dismantrou kêriadennou keltiek a Vreiz-Veur a oa bet savet war lennou-dour pe e-kreiz paludou.
Ar c’hantennerez (boutegerez) a oa stankoc’h an implij anezañ eget en amzer-vremañ : stummet e veze gant aozil gwiet, ouspenn a bep seurt mannou ha panerou, ar pastelladur war ar c’hirri, ar pontou hag an tier ; graet e veze gant aozil, klouedou, skouedou hag, e Galia, er c’henta kantved goude H. S., kadoriou-brec’h.
Ar vicherourien goad ne oant ket koll, moarvat, evit an ampartiz, war ar vicherourien vetalou. Gouzout a ouie ar garrerien unani skiantek ar prenn hag ar metal e doare da aoza peziou ar skañva hag ar c’hreñva war eun dro : an holl doareou kirri o doa ijinet a voe degemeret gant ar Romaned. Ar gilvizien hag ar saverien-dier a ouie trouc’ha, aoza hag ibilha treustou ar chafodou an diaesa ker prim ma vanas Kaesar estlammet outo : e 52 kent H. S. e welas ar Gelted, lakaet ar seziz warno e kêr Avarikon, o sevel hag oc’h uhelaat touriou prenn an difennerez ker buhan hag e save e soudarded-heñ touriou ar sezizerez ; solieradur a save war solieradur ha, kerkent, e veze ledet war ar c’hoadaj eur gwiskad ler.
Labour ar pri, poderez pri. — Ar pri a veze graet gantañ mogeriou ha leur an tier ; lakaet e veze ivez d’ober forniou ha moulou da deuzi ar metalou. E Galia, en eil hanterenn eus ar c’henta kantved kent H. S., e stummed gant pri siminaliou ha landeriou penn-maoutek. Er vro-se ivez d’an hevelep mare, e veze graet gant pri, e lec’h raz, da vañsoni tier maen a stagas ar C’halianed da sevel diouz skouer Kreisteiziz.
En holl vroiou keltiek, e talveze ar pri, dreist-holl d’ar poderez, nemet, o veza ma rae ar Gelted ar pep brava eus o fodou gant metal, n’en deus ket savet ar poderez pri en o zouez taoliou-micher heñvel ouz ar poderez pri gresian pe italian. Listri ordinal an tiegez n’eo ken peurliesa : jarlou, podeziou, pladou, podou-dour, skudellou hag asiedou, hep skouarn na golôenn peurvuia, aes ha kreñv, disneuz avat. Kaera skoueriou ar poderez a zeu eus bro an Aedued, ar Belgium, an Arvorig hag enez-Vreiz.
Goude alouberez ar Romaned, e kement bro geltiek a voe sujet da Rom e voe kresket souezus da labourat ar pri. Graet e voe gantañ podou, skeudennou, brikennou, teolennou. Nemet e poderez an amzer-se n’ez eus stumm a gement a vije dioutañ e-unan, o veza ne glask ar boderien geltiat nemet ober diouz ar boderien italian. E-touez ar brikennou, e c’heller envel brikennou melen Bibrakt a zo ar re gosa (dibenn ar c’henta kantved kent H. S.), ar vrikenn kavet e dismantrou Sextantio, warni skeudenn eur marc’h gant eun evn war e dailher.
Ar goularz, ar goural, ar prigwer hag ar gwer. — Evit ar braoigou hag an ornadur, e rae ar Gelted gant ar goularz (glêson, vebron) [5], eur rousin-douar liou melen a gaved war aodou mor an Hanternoz, hag ar goural, eun danvez ruz-gwad tennet eus goueled ar mor Kreizdouarek gant ar besketourien liguriat en-dro da Vasalia. Graet e veze, dreist-holl, gant ar goularz paterennou pe pladennouigou a strolled d’ober troiou-gouzoug. Ar goural, lakaet e nozelennou pe e brinikennou, a yae da gaeraat, er Vet hag er IVet kantved kent H. S., ar c’hlezeier, ar goafiou, ar skouedou, an togou-houarn, ar spilhennou-alc’houez, an troiou-brec’h, an troiou-gouzoug, ar gouriziou, an harneziou kezeg. Sterniet er metal, hep stagell ebet ken, e veze ar gouralennou a-wechou ; gwechou all e vezent staget gant tachou bihan treuz-didreuz.
Evel ma oa ar goural eun danvez a-ziavaez-bro koustus a-walc’h, e klaskas abred ar Gelted e zevreza hag e kavjont ar prigwer ruz, diflach al liou anezañ. Kelted « ar Mor Bras », Breiziz ha Galianed, a zo bet mailhed war ar prigwererez, an ijinerez-se peuz-dizanav d’ar C’hresianed ha d’ar Romaned : o micherourien a zivouede er peziou-metal roudennou pe toullou-gwenan, munut-tre a-wechou, ha, goude teuzi enno ar prigwer hag e lezel da galedi, e livnent hag e kompezent anezañ en hevelep doare na rae, da welout, nemet unan gant ar metal m’edo sterniet ennañ. Ken heñvel eo a-wechou prigwer ar Gelted ouz ar goural ken e vez ezomm eul lunedenn-greski d’o digemma an eil diouz egile.
D’ar mare kelt-ha-roman, ouspenn ar prigwer ruz (« ruz » houarn pe bloum), e raed ivez prigwer gwenn, melen ha glas (« glas » kobalt). Prigweret e veze an holl draou edo ar c’hiz, da genta, o c’haeraat gant goural, evel dourgennou podou pompus en arem ha tokarmou arem.
Gant ar gwer e tiskouez ar Gelted beza klasket heñvelekaat ar mein rouez pe brizius. Gouzout a raent aoza gwer a veur a liou, gwenn, glas, gwer, du, hag ober ganto braoigou : troiou-gouzoug graet gant paterennou strollet, troiou-brec’h en eur pez. Dindan aotrouniez ar Romaned hepken e voe staget d’ober listri gwer ha gwerinier tiez.
Labour al ler. — Ar Gelted a ouie kivija krec’hin hag, en o zouez, e oa kivijerien dispar. Gallout a c’hellent ober gant ler bouteier kreñv, kabellou, dibrou ha harneziou kezeg, gouhinou klezeier, bodriellou, gouriziou, korreennou, skouedou, goueliou evit listri ar Mor-Bras, kouc’hiou bagou, seier. Bulga a veze graet eus ar sac’h-ler e keltieg ; al ler e-unan a veze e ano letron (diwarnañ lezr e brezoneg-krenn).
Ouspenn ma raed gant al ler kivijet, e veze stummet ivez ar c’hrec’hin blevek, pe da ballennou da azeza pe d’en em astenn warno, pe da wiskamantou. Graet e veze ganto mentell, kreziou, brageier zoken. Gant ar gouerien, dreist-holl, e veze douget, moarvat, ar brageier foulinenn ; ar binvidien, uhelidi pe get, a wiske peurliesa dilhad gloan pe lin.
Ar gweadennou, gwiaderez, liverez, brouderez. — Ar Gelted a c’houneze diou blantenn mat da wea : al lin hag ar c’houarc’h (kanab). Gant ar c’houarc’h e veze graet kerdin ha funiou ; gant al lin e veze gweet lienou a raed ganto, war a greder, evit al lidou relijius, gwiskamantou ar veleien hag ar merc’hed, hag an dilhadou-dindan [6].
Ar gwea lin, er pemp kantved a-ziaraok H. S., n’oa ket anezañ eun dra nevez, eun ijinerez koz-koz e oa e gwirionez. En atredou diwar ar c’hêriadennou savet war lennou en oadvez an armou hag ar binviou maen (en-dro d’an XXXet kantved kent H. S.) ez eus bet kavet, miret gant al lec’hid, kerden ha kerdenigou lin, rouedou pesketa, tammou lien lin brao, kaeraet gwech ha gwech-all gant broudereziou o testenia eun oberour dourniet mat-tre. N’hon eus, siouaz, lienenn lin ebet deut war-lerc’h ar Gelted, nemet, en eur vro tost d’o bro c’henidik, er Sued, ez eus bet kavet en eur bez eus ar IXet - VIIet kantved kent H. S. eur pennad lien lin gweet moan.
E-touez ar Gelted eus ar Vet - Ia kantved kent H. S. an danvez ma raed gweadennou gantañ peurliesa e oa ar gloan, a veze pourvezet founnus gant ar bandennadou deñved. Adalek derou oadvez an arem, poblou hanternoz an Europ (Jutland ha Skandinavia) a ouie gwea gloan ; kavet ez eus bet er broiou-se, miret mat gant an dourenn givij eus dero an archedou, gwiskamantou en o fez paotred ha merc’hed an amzer-se : bonedou, rouedou, stammet da c’holei ar bleo, kreziou, mentell, bodreou, gouriziou ha saeou gloan digemmesk pe gloan kemmesket a vleo kirvi. Ar gevrenn-se eus ijinerez an Huperboreaned koz n’oa ket aet war fallaat etre douarn ar Gelted. Eus ar gweadennou gloan o deus stummet n’hon eus ken nemet tammou dister, bet miret betek ennomp stag-ha-stag ouz peziou-houarn merglet, ha, padal, diwar an tammouigou-se e c’hellomp anaout ne oa ket ar wiaderien gelt tud dizampart. Testeni ar skrivagnerien goz eus ar C’hreisteiz hon eus ouspenn : brasa meuleudi a rôont d’ar mezeriou gweet gant ar Gelted, re C’halia dreist-holl. Skañv, gwevn, tomm ha kreñv war eun dro, e tereent kenañ ouz tud a rene o holl vuhez en avel. Dont a rejont da veza brudet e-touez ar Romaned hag ar sujidi anezo, hag e voent degemeret gant an holl dud a vrezel pe a labour. Er c’henta kantved goude H. S., e veze ano, er bed roman, eus ar mezeriou keltiek evel ma vez ano hizio, er bed holl, eus lienajou kotons Bro-Saoz. Gant pep brôad keltiek e veze, gwirheñvel eo, he c’hommerien hag e gwiaderien, nemet kenta lec’hiou evit ar gwiskamantou gloan e oa neuze Turnakon, Nemetakon, Andematunnon ha Mediolanon [7].
Ar Gelted a oa anezo liverien gouiziek. « Gant livadur tennet eus louzaouennou », eme ar Roman Plinius Secundus, « e ouzont heñvelekaat limestra Tyr, al limestra kregin hag an holl liviou-all ». An noblañs keltiat a blije d’ezi ar mezer livet splann. En 274 goude H. S., an impalaer galian-roman Esuvius Tetricus (Esuvios Tetrikos) a oa gantañ eur vantell ruz, eun doneg ha bragou melen. Prizet-tre e veze an danveziou briz-roudennet : graet e veze ganto brageier, tonegou, mentell. E 222 kent H. S., ar roue kelt Virdumâros, a voe lazet e Mediolanon [8], en Italia, en eun emgann ouz ar Romaned, a zouge bragou roudennet. Er bloaz 61 goude H. S., ar rouanez Boudikka a oa ganti eur sae vriz-karrezet ; an darnvuia eus he zud, eme Diôn Kassios, a oa gwisket gant dilhad marellet evelti. Ar c’hiz koz keltiek da wiska dilhad, ma rae roudennou a veur a liou karrezennou moan warno, a zo bet miret betek-hen gant Skosiz.
Ar brouderez n’oa ket dizanav. Ar pennou a zouge gwiskamantou broudet a aour, hervez ar Gresian Strabon (kenta kantved goude H. S.). Roched brezel ar roue Virdumaros, en IIIet kantved kent H. S., a oa kaeraet gant aour, arc’hant ha liviou flamm. Ar verb gallek broder « brouda », ar ger iwerzonek brot (« beg, flemm ») hag hor ger « broz » a zo didarzet o zri eus eur ger hen-geltiek brozdo. Tokarmou, ornaduriou engravet warno, eus oadvez ar frankiz, skeudennouigou hag izelvosou eus an oadvez kelt-ha-roman a c’hell marteze rei d’eomp eun tañva eus ar broudereziou keltiek.
Darn eus an danveziou gloan aozet gant ar wiaderien geltiat, hag i teo, blevek ha lies-liou, a dalveze a-wechou, en tiez ar roueed, da balennou pe da lennou. Dre o liviou birvidik hag o ornadur linennek e tegasent da goun, heñvel eo, d’ar Romaned desket eus ar c’henta kantved goude H. S., ar pallennou brudet a wied e kêriou Aleksandria ha Babilon hag e bro ar Barthed.
- ↑ Kement-mañ hervez eur skrid eus ar Grennamzer, Buhez sant Egwin.
- ↑ Deut da umae en iwerzoneg, emid en hengembraeg, efydd bremañ. Kenveria omao war peziou-moneiz Galia.
- ↑ Deut da luaide en iwerzoneg.
- ↑ Ac’hano an anoiou-tud hen-geltiek Argantos, Argantinos, Argantillos.
- ↑ Deut da veza gwefr e kembraeg-bremañ.
- ↑ Martezeou n’ez eo ken, laket a-wel evit diskleria perak e oa stank al linegou gant ar Gelted. Diouganerezed ar Gimbred, poblad c’herman (IIIet kantved kent H. S.) a wiske skerbou lin. Gwiskamant ar Germanezed, er c’henta kantved goude H. S., a oa anezañ gweadennou lin kaeraet gant roudou limestra. En emgann Kann (216 kent H. S.) e oa gant ar varc’heien spagnol (Kelted marteze en o zouez) tonegou lin bevennet a limestra.
- ↑ Hizio Tournay, Arras, Langres ha Saintes.
- ↑ Milano hizio.