Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 45

troet gant Frañsez Vallée.
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944  (p. 216-227)



KEVRENN II : AR MAGA-LOENED


Keltia a oa enni peurvaniou d’al loened dre gant ha kant hag a bep doare. Pradeier dourek geotet stank, hir ha druz, foenneier tirienn o geotennou saourek, lanneier, balaneier, brugeier ha radenneier, bevennou ha frankizennou ar c’hoadou bras, dervenneier ha favenneier da vare ar mez hag ar finij, en em eile war hed leoiadou ha leoiadou c’hoaz, eus aod ar mor ha glann ar stêriou bras betek erc’hegou uhel an Alpou. Geoteier ha koadeier a ginnige dre-holl d’ar chatal peuri ha gouzer dreist d’an ezommou. E Galia, er c’henta kantved kent H. S., edo da vihana ker puilh ar foenn hag an edou.

Gant-se, magerien vat a loened ez oa ar Gelted. Unan eus kosa skrivagnerien c’hresian o deus komzet eus Keltia [1] a ra anezi eur vagerez vras a chatal hag ar re a zeu war e lerc’h ne reont ken nemet harpa e lavar.

Prizeta furm ar binvidigez gant ar Gelted ez oa an tropellou, dre ma oa an aesa hini da gas ganto ha da zilec’hia diouz o c’hoant, gouez da Bolubios. Darn eus o meuriadou a heñvel zoken beza bet anezo mesaerien ha magerien-chatal kentoc’h eget labourerien-douar. Evelse ez oa ar Geltiked a veve stlabezet e bourc’hiouigou eus kornog bro-Spagn, ar c’houec’h poblad keltiberiat a zalc’he an uhelennou ma tarz diouto mammennou an Tagos hag an Durios, hag ivez meur a veuriad eus enez-Vreiz. Kaesar, er c’henta kantved kent H. S., a laka evez pegen stank edo ar chatal er vro ziweza-mañ.

War an hevelep mare, e kemenn Varro da berc’henned domaniou bras ma kemerfent kentoc’h Kelted da vesaerien. « Dereat int kenañ ouz al labour-se », emezañ, « dreist-holl pa vez d’ober war-dro loened-samm. » Hag e tezrevell kement a zo ret da zanvez eur mesaer mat hag a gaver er Gelted : « Eur paotr kreñv e tle beza, gouest da zibrada ar c’hargou evit samma al loened, mat da gerzout, sart ha ouesk, frammet start e izili, akuit da heulia al loened fiziet ennañ, da redek zoken pa ve red, ha da deurel spegou da zifenn an tropellou ouz al loened fero hag al laeron. »

Penna loened doñv gant ar Gelted ez oa ar marc’h, ar c’hi, ar vuoc’h, ar pemoc’h hag ar maout.


Ar marc’h. — A vilierou eo e c’helljed niveri ar c’hezeg a veze savet en o feurvaniou gant penna poblou Keltia. Rak n’edo ket ar marc’h evit ar Gelted eul loen-tenn talvoudus-dispar hepken, al loen-emgann dreist peb-all ez oa anezañ ivez. Staget ouz ar c’harr-emgann pe zibret, ez oa, en trôadou-brezel ha war ar c’hannlec’hiou, keneil ha kenoberour d’an uheliad ha d’ar pep gwella eus ar vrezelourien. Gant-se, e rôe ar Gelted d’e vaga aked hag amzer vras.

Setu amañ an disklêriadennou a gavomp, tamm amañ tamm ahont, gant skrivagnerien ar C’hreisteiz diwar-benn gouennou kezeg Keltia hag ar maga anezo.



Labourer-douar o haelat alar (engravadur war roc’h eus oadvez an arem, Skandinavia).


En trede kantved kent H. S. ar Roman Plautus, barz ha saver peziou-c’hoari farsus, a gomz eus kezeg spaz Kelted an Itali a werzed gwall-izel briz. Ar beajour gresian Poseidônios (135-50 kent H. S.) a ro meuleudi d’ar c’hezeg keltiberiat : gant o liou gell-brizennet ez oant heñvel ouz kezeg brudet ar Barthed ; boaz ez oant da grapat meneziou hag ivez buanoc’h ha gwelloc’h ouz ar skuizder eget ar re-all. Er c’henta kantved kent H. S., ar C’halianed a veze ganto, gouez da Gaesar, kalz a varc’hegerien. Savet e voe, evit doare, gouenn kezeg-emgann ar C’halianed, er mare-se, diwar wellaennou stank a-rumm-da-rumm ; korfet kaer ha mentek ez oant, war a heñvel, ha buan, nemet n’oant ket re start d’al labour. Kezeg ar C’hermaned, en enep, bihan divalo ha d’ezo nebeut a herr, a oa start-kenan. En enez-Vreiz, er c’henta kantved goude H. S. ar c’hezeg a veze staget gant Kaledoniz ouz o c’hirri-emgann a oa bihan, herrek ha difaezus.

Kement ha ma c’heller merzout diouz niver ar varc’hegerien a c’hallent kas d’ar brezel, setu amañ ar poblou a Geltia en doa graet berz eus ar gwella en o zouez, da vare ar frankiz, ar maga-kezeg ; e Galia, Trevired ar Belgion (Galia an Hanternoz), an Aedued hag an Arverned etre stêriou Sequana ha Garumna ; — e-touez Kelted an Danuvios, an Daurisked hag ar Vastarned ; — Galated an Azi-Vihana. En enep, an Helveted, hag i gouest da lakaat en armou en tu-hont da 50.000 a vrezelourien, n’oa ganto, e 58 kent H. S., nemet pemp kant a varc’hegerien ; gant an Nerved, poblad vrezelgar eus hanternoz Galia, n’oa hini ebet.

Anat e oa e Galia, er c’henta kantved kent H. S., eur ouenn gezeg-samm, diouz ma lavar Diodôros diwar-benn ar bagadou kezeg a gas staen eus glann mor-Breiz d’ar mor Kreizdouarek. O veza ma rae Kelted an enezennou ha re an Douar-bras gant eun niver kirri war ziou pe beder rod, ez eo ken anat all ez oa ganto eur ouenn gezeg-tenn pe veur a hini [2].

Brudet e oa kezekenned ar Gelted dre an holl ved roman e mare an impalaerded. En IIIet kantved goude H. S., soudarded Claudius II a zegasas d’an Itali eur maread anezo. Senedourien Galia, chaseourien douet ma ’z oant, a veze ganto en o marchosiou jaoed-red dispar diwar zibabou-gouenn gouiziek, ma verkent aketus an holl nesanded anezo. Er skeudennou graet en hevelep amzer, hag a zo bet kavet en hanternoz Galia, e weler taolennet, war a greder, unan eus gouennou kezeg ar vro-se, d’ezo eur fri kromm, diouskoaz uhel hag eun talier ledan, roudennet doun a-walc’h [3].

Uhel brizet e oa gant ar Gelted ar c’hezeg estrenn ; meurbet ker o frenent digant ar varc’hadourien o degase d’ezo hag e raent o mad eus kement tro a gavent evit o fiaoua. War-dro ar bloaz 170 kent H. S., ar gannaded, kaset gant Kinkibilos, roue Kelted an Danuvios, da Roma, a c’houlennas digant sened ar gêr-se an aotreadur da brena kezeg ar vro ha d’o c’has emaez an Itali : pep a zek marc’h italian a yeas gant izili ar c’hannaderez-se. Anavezet eo ar gwall-zarvoud a c’hoarvezas gant ar C’helt Kentauretos ; lazet en devoa en emgann Antiokhos, roue ar Syria, hag, o veza kemeret ar marc’h anezañ e pignas kentiz war e gein. Disent ouz ar weskenn, al loen en em strinkas e torrodou e-lec’h e tizas mervel gant e rener.

Bez’ e oa e keltieg, evit doare, eun niver geriou da envel ar marc’h, diouz an oad, ar vent, ar ouenn hag an implij anezañ. Setu amañ ar re a anavezomp : 1) epos, marc’h dre vras [4] ; — 2) epâlis, ebeul ; — 3) kabo, kabonos, marc’h bras ; — 4) kaballos, marc’h samm pe sugell [5] ; — 5) marka pe markos, marc’h-emgann ; — 6) mandus, mannus, eur marc’h-sternia bihan ; — 7) vorêdos, pe verêdos, ar marc’h a staged ouz an doare karr herrus a anved « rêda » [6].

Aet eo an anoiou-se da zanvez eur maread anoiou tud ha lec’hiou eus Keltia. Menegomp, da skouer, Eporedorix, ano douget gant daou benn-brezel aedu (kenta kantved kent H. S.) ; Ateporix hag Eposognatos, daou roue ar Gelted eus an Azi-Vihana ; Atepo hag Atepomâros, daou C’halian miret d’eomp an anoiou anezo gant enskrivaduriou Nemossos (Nimes) ha Narbo (Narbonne) ; Epomanduoduron, eur vourc’h eus ar Sequaned ; Epossios, ano meur a gêr a C’halia en o zouez eur gêriadenn eus an Drevired : Epotios ano eur pagus eus bro ar Vokonted ; Markoduron, eur vourc’h eus hanternoz Galia, tost d’ar Rênos ; Vorêda ha Manduessedon, kêriou a Vreiz-Veur ; Eporêdia, eur gêr eus an Itali-Uhela [7] ; Sextanmanduios, pou (pagus) e bro ar Rêdoned.

An holl anoiou-se a zo anezo kement-all a desteniou eus ar bri douget d’ar marc’h gant ar Gelted hag eus an aked a lakaent d’e vaga.



Marc’h fri-kromm Galia (Elouges).


Hervez Plinius, e rae ar Gelted eporêdias eus an damesaerien vat a gezeg. Dre ar Gelted a brederie hag a zamesae kezeg eo, hep mar, en em silas el latin kement a c’heriou keltiek o sellout ouz ar chalboterez, evel verêdos ha petorriton. Ar varc’hadourien-gezeg, ar baotred-varchosi, ar vulerien hag ar garrenerien a Geltia eo o deus degaset e Roma hag en Itali-holl azeulerez an doueez Epona. Juvenal a ro d’eomp da c’houzout edo ar voaz en e amzer (kenta kantved goude H. S.), liva skeudennou Epona er marchosiou. An den penn-roll eus an Azen aour, eur marvailh gant Apuleius (IIIet kantved goude H. S.), oc’h en em gavout en eur marchosi, a wel ouz ar post-kreiz a zalc’h treustou an ti, eur volzig enni skeudenn Epona bravaet gant rozennou nevez-kuntuilhet. War vogeriou eur staol e Pompei ez eus bet kavet, en hon amzer, unan eus ar skeudennou-se a Epona meneget gant Juvenal hag Apuleius : eul livadur-war-vur eo o taolenni en eur c’hustod eur vaouez yaouank veleganez gwisket e gwenn, ha hi azezet war eur vulez o kerzout. Gant he dourn kleiz e talc’h eur bugel paket en eun dilhad liou gwer. A-is d’ar c’hustod emañ eur sklav o ren daou vul.


Ar c’hi. — E-touez ar Gelted, ar c’hi (, tro-c’henel kunos, tro-envel lies kunes) [8], a veze graet gantañ kerkouls d’ar brezel ha d’an hemolc’h. Rak-se, ne raent ket fae outañ e giz poblou all, evel ar C’hresianed da skouer, n’o doa ket a goun-emgann [9]. Gant Breiziz hag Iwerzoniz a veze zoken eun ano meulus d’eur c’hampion pe d’eur brezelour-meur. Al lesano « Ki Koulann » a raed peurliesa eus ar c’hadour brudet Setantios ; eus eur c’hadour all, kevezer ha kenvro gantañ, e veze graet Kû-rovesies [10] « ki ar gompezenn » pe « ki an dachenn (-emgann) ».

Brudet-bras e oa en Hen-amzer koun ar Gelted. Er c’henta kantved kent H. S. e prized dreist-holl ar re vaget gant Breiziz ha Belgiz an Douar-bras. E-touez ar gouennou koun a gaved e Galia e c’hellomp menegi :

1) ar c’hi-emgann, a veze graet gantañ ivez da gi-hemolc’h. Agroku « ki lazadeg » e heñvel beza bet an ano anezañ en Iwerzon [11]. Bez’ e oa er vro-se, er c’henta kantved kent H. S. hervez danevellou ar Grenn-amzer, eur brudet a gi-emgann, anvet Albios, a vije bet a-walc’h anezañ e-unan-penn da ziwall holl rouantelez Leinster ;

2) ar segusios pe sukambros, eur pikol ki nerzus, garo da welout, kalonek ha start, a raed gantañ, a greder, da hemolc’hi moc’h-gouez ;

3) ar vertragos, eun doare levran mentek ha stummet-kaer a lakaed da zihelc’hat kirvi, yourc’hed ha gedon. Leun a dan, hag ivez speredek hag ampart, e ouie ar vertragos degas d’e vestr ar gedon hep o labeza [12] ;

4) ar petronios a oa anezañ, evit doare, eur c’hi-puze, mentet-etre ;

5) an dem-vleiz, ganet diwar eur giez hag eur bleiz. Ar C’halianed a bleustre an dam-vleizi d’ober anezo bleinerien o chas. Pep bagad chas a veze en e benn eun « dem-vleiz ». « Ar c’houn », eme Blinius Secundus, « a gerz d’e heul hag a sent outañ » ;

6) an agassaios, ki-hemolc’h bihan eus enez-Vreiz.

Er Ia, IIet, IIIet ha IVet kantvedou goude H. S., e veze gant senedourien Galia bagadou chas-red eus ar c’haera ma notennent ar rollou-nested anezo gant kement a evez ha re o c’hezeg. Ar c’houn pleustret gant ar C’halianed da hemolc’hi moc’h-gouez a oa brudet dre holl er bed roman.

D’an hevelep mare e save Iwerzoniz koun hag a oa brudet, dleet ha ma oa, evit o ment, o nerz hag o c’hrizder. Graet e veze ganto da hemolc’hi ar bleiz. Kement e oant hag ezen pe ebeulien. E 391 goude H. S., eur Roman, e ano Flavianus, o paouez ergerzout enez-Vreiz, a gasas d’e vreur, ar c’honsul Symnachus, seiz ki iwerzoniat (scotici canes) evit c’hoariou ar c’helc’hva e Roma. Ar c’honsul a drugarekaas en eul lizer a zo deut betek ennomp : « Roma a-bez », emezañ, « he deus sellet a-bann outo gant saouzan, hag a gred d’ezi ez eus renket o degas du-mañ e kaouedou houarn [13] ».


Ar vuoc’h. — Ar vuoc’h a zo bet d’ezi eur bras a lec’h gant ar Gelted. En o zouez, evel e-touez ar peb-all eus Europiz e veze ar vuoc’h ar penna moneiz-eskemm. Priziet e veze e buoc’henned pinvidigez eun den, talvoudegez eun dra, prenadur eur wreg ; gant buoc’hed e veze akuitet dic’haou an torfedou hag ar mestaoliou ; dre rei buoc’hed eo e paeed eur brenaenn pe e c’hopred eur vad graet.

Betek e-kreiz ar Grennamzer ez eo bet miret gant Kelted Breiz-Veur hag Iwerzon ar voaz da gonta dre vuoc’henned pe dre benn-saout, hag e c’hellfed rei a se eun niver a skoueriou. E-touez Iwerzoniz, eur gaoter vrao nevez-flamm, hep beza aet d’an tan, a vez priziet a dalvoudegez gant eun ejen ; eur gaer a sklavez a dalv tri ejen-alar pe deir buoc’henn pe bemp penn-saout a dalvoudegez-etre (ounnered daou vloaz pe yaouankoc’h eget daou vloaz). Hounnez eo ivez war-bouez nebeut, taolenn-briziou ar C’hresianed d’ar mare ma savomp da heul barzoniezou Homeros : gwelout a reomp en unan eus ar barzoniezou-se eur sklavez, eul labourerez-dreist anezi, lakaet a briz gant pevar ejen.

Ar Gelted koz a save ar vuoc’h evit he laez, ma event eun darn anezañ, hag eun darn all a lakaent d’ober amann ha keuz. An ejen a veze graet gantañ, dreist-holl, da loen-samm pe da loen-tenn. Stlejet e veze an alar keltiek gant eur yeoad ejened, dibaot avat, war a heñvel, gant kezeg [14].

Nebeut a zisklêriadur a zeu deomp eus skridou an Hen-amzer diwar-benn gouennou saout ar Gelted. Buoc’hed an Alpou, gouez da Blinius, hag i bihan-tre, a zo founnus da rei laez. E Galia, gant laez buoc’hed meneziou Kebenna ha Lesura e raed keuziou brudet. Columella (kenta kantved goude H. S.) a veneg eur ouenn vuoc’h eus an Itali-Uhela anvet keva pe geva. Meulet eo gant Varro (kenta kantved kent H. S.) an ejened a vez maget gant Kelted an Itali ; ar wella gouenn eo, gouez d’ezañ, a gement a zo en Itali, hag an duêta d’al labour. Diek eo, en enep, oc’hen al Ligured.

Bous, tro-c’henel bovos, ez oa unan eus anoiou ar vuoc’h e keltieg [15]. Aet eo ar ger-se da bou en hen-vrezoneg hag en hen-iwerzoneg ; bou-tig « ti-buoc’h » a veze graet en hen-vrezoneg eus ar c’hraou-saout. Tarvos e oa ano an taro hag anderos, andera anoiou al leue hag an ounner [16].

Tarvos hag ar geriou tarzet dioutañ Tarvios, Tarvillos, Tarvakos a zo bet graet ganto alies da anoiou tud er mare kelt-ha-roman. Tarvisos (hizio « Trévise ») gant Kelted an Itali-Uhela, ha Tarvenna (hizio « Thérouanne ») gant Kelted Galia a zo anezo anoiou kêriou tennet eus tarvos. Tarvedon a raed eus eur beg-douar a Vreiz-Veur, eun ano krennet marteze a Tarvo-sedon « kêr an taro ».


Ar moc’h. — Ar pemoc’h (mokkos, *orkos) [17], ez oa, goude ar vuoc’h, ar priziusa hag an talvoudeka eus al loened. Diwar ar c’hig anezañ a veved dreist-holl er broiou keltiek ha kerkouls prizet e oa gant ar pep uhela ha gant an izela tud. Stank-stank e veze, gant-se, e pep lec’h. Bez’ e oa en Iwerzon bagadou moc’h diniver piaouet gant roueed, uhelidi ha koueriaded pinvidik, hag evelse ivez e c’hoarveze gant Breiziz ha Kelted an Douar-bras. O kantren war ar maez e veze dalc’hmat ar bagadou-se, hag an noz a dremenent er parkeier pe e gwasked ar c’hoadou. En dervenneier hag er favenneier e kavent eur boued founnus a-genstriv gant ar moc’h-gouez. Kelted, an Itali a c’halve anezo d’ar peurvan dre seni ar c’horn-boud.

Ker bras puilhentez a voc’h a oa e Keltia ken, goude ma veze trawalc’h gant ar c’hig anezo da vaga broiz, ec’h ermaezied c’hoaz diouto dre galz d’ar broiou all. Evel-se, er c’henta kantved kent H. S., an tropellou moc’h diniver savet gant Kelted an Itali-Uhela [18] a oa anezo hepken hogozik peadra da vaga poblañs Roma, ha hi stank-dreist. Gouez da Gato (IIet kantved kent H. S.), e weled en Itali foziou da virout ar c’hig sall, enno betek 3.000 ha 4.000 palefarz-kig eus Keltia. « Ar builhentez chatal, deñved ha moc’h dreist-holl, a vez gant ar C’halianed », eme Strabôn (marvet war-dro ar bloaz 20 goude H. S.), « a ro da veiza penaos e c’hellont pourvezi gant kig-seson ha gloan, neket Roma hepken, hogen an darnvuia eus marc’hadou all an Itali ». Eus bro ar Sequaned, e Galia, e teue, er c’henta kantved goude H. S. gwella kig-sall a zebred e Roma.



Marc’h fri-kromm Galia (Yonne).


Eur bras a loen ez oa ar penn-moc’h keltiek, hir-friek ha korfet-treut. Uhel-c’haret ez oa-heñ ha damdost ker mat da redek hag ar chas. Ker kreñv ha dizaon ez oa ma oa risklus-bras d’ar bleiz zoken mont d’ezañ. Diasur e veze tostaat da voc’h Galia da neb n’oa ket anavezet ganto. Reizataet piz-ha-piz e voe gant lezennou koz Iwerzon an dic’haouennou da baea evit ar gwall-daoliou bet digant ar moc’h.

Ar Gelted a ouie, diouz red, larda mat o ferc’hell. Meulet eo gant Varro ar moc’h lardet gant an Insubred, unan eus poblou keltiek an Itali. Ken teo e oant ha ken lart ma n’hellent ket kerzout ; o dougen war girri a renked ober.


An deñved. — An holl Gelted a oa ganto tropellou bras a zeñved, nemet e heñvel ar maga-deñved beza graet berz, dreist-holl, gant ar Geltibered, ar C’halianed, Kelted Italia ha Galated Azia-Vihana. Hervez Strabôn, diweza roue ar C’halatia, Amuntas [19], a oa perc’henn da dri-c’hant tropell deñved, er c’horn kreisteiz eus e rouantelez hepken.

Maget e veze an deñved evit ar c’hig, ha dreist-holl evit ar gloan anezo. Diouz gouennou al loened edo lies-lies talvoudegez d’ar gloan. Deñved Galia, evit an darnvuia, re an Insubred en Itali-Uhela. ha meot du ar Geltibered a rôe eur gloan garo ha dister, kreñv avat ha teo, a dalveze, er c’henta kantved goude H. S., da wiska ar soudarded hag ar sklaved. E-touez ar gloanou flour e veneged gloan gwenn ar Bodinkos, ar brudeta, gloan an tropellou a vrouste er peurvaniou war stêr Skultana hag en-dro da gêr « Mutina », hag, e Galia, gloan gouennou meot eus an hanternoz hag ar reter.

Gwiadennou gloan eus bro ar Seguaned (reter Galia) kavet er beziou keltiek eus marevez ar frankiz, a zoug testeni eus eur ouenn deñved moan-dreist ar gloan anezo. Er rann-amzer gelt-ha-roman e rôe meot ar Belgion eur gloan eus ar moana ha brudet meurbet.

Deut e oa unan eus anoiou keltiek ar maout, moltos, multos « maout », da geja gant latin Galia, ha savet e voe diwarnañ, e yez romanek ar vro-se, ar ger kreskadennet *multone, hizio « mouton » e galleg.


An azen hag ar mul. — Distank, dizanav zoken, e oa an azen en darnvuia eus ar broiou e dalc’h ar Gelted, pa n’her c’haved nemet gant ar re anezo a veve er C’hreisteiz. Ar muled savet gant Kelted an Azi-Vihana pe gant Galianed ar C’hreisteiz a zo meneg anezo gant ar skrivagner gresian Ploutarkhos (kenta kantved goude H. S.) : ker speredek ha ker sentus e oant ken e veze a-walc’h gant mouez an den d’o bleina. Goude donedigez ar Romaned hepken e stagas, evit doare, ar Gelted eus hanternoz ha kornog Galia da vaga ezen ha muled. Enskrivaduriou eus an oadvez kelt-ha-roman, kavet e gwalarn Galia, a zo warno ano eun doue Mullo bet marteze doue ar muled. Eur vojenn diwar-benn kezeg diou-reiz an Drevired (korn biz Galia), deut d’eomp digant Plinius, a dle beza kuzet dindani eur baradurez bennak eus ar marc’h hag an azen.

Ar ger oc’h arouezia an azen a gaver marteze e Galia, er bloaz 51 kent H. S., en ano eur penn arverniat, keneil d’ar Romaned. Epasnaktos a veze graet eus an den-penn-se, eun ano a zo aet, gwirheñvel, d’hen ober teir c’hevrenn (ep-asn-aktos), e vije ar genta epos « marc’h » pe epa « kazeg », an diweza eun dilostger hag an hini greiz asnos pe asna, ano keltiek an azen pe an azenez. Epasnaktos a dalvezfe kement ha « mab marc’h hag azenez » pe « mab kazeg hag azen ».


Loened-ti all. — A-vetou al loened-ti disteroc’h e c’heller envel ar c’havr, ar waz hag ar yar. Stank e oa ar c’havr dreist-holl er broiou meneziek, nemet he c’haved ivez e broiou all. En em ziskouez a ra an ano anezi en anoiou-tud Gabros, Gabrios (Breiz-Veur, Galia) hag en anoiou-kêriou Gabrosenton (Breiz-Veur), Gabromagos (Norikon), Gabriakos (Galia). Ar gwazi a veze savet dreist-holl gant Belgiz. Goude stagedigez Galia ouz impalaeriez Roma ec’h ermaezied bagadou bras anezo en Itali. Ganta a veze graet war riblou ar Rênos eus ar waz wenn ventet-bihan. Gant ar plu hag an dum anezo, en oadvez kelt-ha-roman, e leunied ar goubenneriou.

Dre-holl e saved gwenan e talveze ar mel anezo da sukr ha da zanvez an dour-mel. Unan eus anoiou ar ruskenn-wenan, diouz an hen-iwerzoneg, a oa e keltieg *melutinos « prenn-mel ». Lakaat e-keñver, evit an dibenn-ger, rumpotinos « peul-gwini » (prenn-gwini) ; rumpos, e keltieg an Itali, a dalveze kement ha « gwinienn a grap ouz gwez ». Diwar-benn eun ano all d’ar ruskenn, *besêna, galleg koz besaine, sellout ouz Dottin, la Langue gauloise, p. 233. Ar galleg ruche a zo diwar eun hen-geltieg *ruska-, *rasko-, brezoneg rusk.

  1. Skrivagner dizano eus ar IVe kantved kent H. S., bet miret d’imp pennadou dioutañ gant Dionusios a Halikarnas (kenta kantved kent H. S.)
  2. Eur martezead gant Kamilh Jullian n’eo ken. Kirri a bep stumm a zo bet en Hen-amzer, nemet bez’ ez oa anezo-holl kirri bihan ha skanv, dre ma oa dianav da Hen-amzeriz an doare-sternia oberius-dreist a vreman dre lorc’hennou, sugellou-tenna ha morgo-skoaz pe sivelenn-vrusk (en Xet kantved goude H. S. eo bet ijinet an doare-sternia-se a zo laket drezan da dalvezout holl nerz ar marc’h). Divoas e oa d’ezo an ambilha-loened, dre ma vez diefed an ambilha gant an doare-sternia hen-amzerel. A-zaouou dindan ar yeo, evel an ejened, e veze sterniet ar c’hezeg gant Hen-amzeriz : daou varc’h kenver-ha-kenver ouz pep karr, en o c’herc’henn peb a sivelenn pe lerenn-c’houzoug ledan a-ere ouz ar yeo. Dre o gouzoug eo e sache an daou varc’h ar c’harr war o lerc’h, hag, anez taga, n’oant ket evit dibrada karradou pounner-meurbet. Xenophon (Vet kantved kent H. S.) hag an dastumad-lezennou De cursu publico (Vet kantved. goude H. S.) a laka da 1.500 livr-pouez roman (500 kilogramm) ar pounnera karrad a c’helle beza dibradet gant eun tenn-loened, kezeg pe oc’hen. Eus an daou fed-se, ar stleja-kirri dre ar gouzoug hag an dister a bouez a veze gant ar c’harradou, e c’hoarveze kement-man : da genta, e veze laket bepred merc’h-kalloc’h ouz o c’hirri gant Hen-amzeriz, dre ma ’z eo tevoc’h ha krenvoc’h o gouzoug gant ar merc’h-se eget gant ar c’hezeg-spaz (da loened-samm pe da loened-dibr ez ae ar re-man) ; d’an eil, ezomm n’o doa ket Hen-amzeriz a ouennou-kezeg bras-kenan ha nerzus-dreist, evel m’eman breman e Bro-C’hall ar percheroned hag ar bouloneziaded, hag e Breiz-Veur ar c’hludesdaled. An doare sternia galloudus ijinet en Xet kantved goude H. S. hag ar bras a astenn eus ar chalboterez a zo bet da heul eo o deus laket ar gouennou-se da sevel. Evel-se er Grenn-amzer, ar pounner a houarngen gwisket gant ar varc’heien a lakas da c’henel eur ouenn gezeg bras ha krenv dispar, ar c’hezeg-goaf pe kezeg tournamant, a zo aet da get a-gevret gant houarnwisk ha doare-stourmadenni gladdalc’herien ar Grenn-amzer. Lefebvre des Noëttes 1931, I, pp. 154-64. H. a.
  3. Salomon Reinach, Bronzes figurés de la Gaule romaine, p. 285, niverenn 298 (Tonnerre) ; — Encore Epona, pp. 11-12 (Elouges).
  4. Hen-vrezoneg ep, a zo anezañ c’hoaz er ger kenep. En iwerzoneg ech ( = *eqos) a verke eur marc’h a ouenn dreist.
  5. Iwerzoneg capall, marc’h na vern a be ouenn, marc’h dre vras ; hen-vrezoneg kaval, Zaborowski, Peuples aryens d’Asie et d’Europe, p. 383.
  6. Vorêdos pe verêdos a zo deut e kembraeg da gorwydd « jao-red ». Amprestet gant ar Romaned, e c’hanas ar ger briz paraveredus, kosa stumm ar ger gallek palefroi « palafrez ». Paraveredus, en em silet er germaneg, a zo deut d’an alamaneg-bremañ pferd « marc’h ».
  7. Epomanduoduron, Epossios, Epotios hag Eporêdia a zo hizio Mandeure (Doubs), Ivois, Upaix ha Ivrée.
  8. Kunes a zo deut da koun, kon, e brezoneg. Bez’ ez eus anezañ c’hoaz er geriou ha liesgeriou-mañ : kounnar, bara-koun, boued ar c’houn, fanul-gon.
  9. Gresianed an istorvez n’o doa ken a goun-emgann. Gresianed ar ragistorvez o doa bet. O gwelout a raer skeudennet war podou ha listri an amzer-hont. Graet eo bet an eveziadenn-man gant S. Reinac’h en eur renta-kont diwar-benn levr nevez-embannet Herri d’Arbois de Jubainville, La civilisation des Celtes et celle de l’Epopée homérique. War Gazette des Beaux-Arts eo bet moulet ar renta-kont-se, mar kounan ervat.
  10. Kû-rovesies a zo deut da Curoi e skridou ar Grenn-amzer.
  11. Da vihana, an ano a archu, graet eus ki Ailbe (*Albios) en eur skrid iwerzonek eus ar Grenn-amzer, a c’houlenn en e raok eur furm hen-geltiek *agroku, eus agron pe agra « lazadeg » deut da air, ater en hen-vrezoneg. Archu a vije aergi e brezoneg-bremañ.
  12. Vertragos, aet da vertragus, vertraus e briz-latin Galia, a zo deut dioutañ ar ger gallek veltre, vautre.
  13. Ar « c’hi iwerzoniat » a oa anezañ c’hoaz er Grenn-amzer. Diouz skridou an amzer-se, e veze ermaeziet diouto, da zonezoni ar roueed hag an impalaered, betek e bro-Bers hag en Indez. Pa voe peurziouennet ar bleizi en Iwerzon, er XVIIIet kantved, ez eas ar mellou-koun-se da draou didalvoudek hag e voe lezet da vont da goll ar ouenn anezo.
  14. « Nepred » a vije gwiroc’h, moarvat. An doare-sternia hen-amzerel, dre c’houzoug ar marc’h, hen lake didalvoudek d’an arat, Lefebvre des Noëttes, 1931, I, pp. 51-2. Diwar an Xet kantved goude H. S., goude kavidigez an doare-sternia a vreman, eo e voe distroadet tamm-ha-tamm an ejen gant ar marc’h el labour-douar, arat hag ogedi, id. pp. 130-1.
  15. Ar c’heltieg a vez kemmet gantañ e b ar gw pe g dre ar staon, eus an indezeuropeg. Deut eo, gant-se, ar geriou indezeuropek gwôus « buoc’h », gwena « maouez », gwel « luc’ha, devi, laza » da veza e keltieg bous, bena, bel (ac’hane, war an Douar-bras Belenos, doue heolel ; e Breiz-Veur, Belatukadros « kaer pa laz », lesano doue ar brezel ; hag, e keltieg Iwerzon, *atebelant « e varvont », deut en iwerzoneg da atbalat).
  16. Ac’hane, e galleg koz, andier (bremañ landier). Sellout Dottin, La langue gauloise, p. 227.
  17. Ar c’heltieg a goll ar p eus an indezeuropeg e derou ar geriou pe en o c’hreiz etre diou vogalenn. Deut eo reiz-mat an indezeuropeg porkos da *orkos e keltieg ha da orc en iwerzoneg. Keltiek eo ore hep p-derou. Evit hor ger porc’hell, ne deo ket avat, tennet ma ’z eo eus al latin porcus.
  18. En IIet kantved kent H. S., Polubios, diwar-benn frouezusted kompezennou bras Itali an Hanternoz dalc’het gant ar Gelted, a lavar ar geriou-mañ : « Eun dra a ray merzout niver ar mez taolet gant an dervenned a zo a-skign a-bell-da-bell e kompezennou an Itali Uhela : kalz a voc’h a lazer en Itali, ken evit ar vevidigez bemdez, ken evit bevañs an armeadou, hag eus ar maeziou-se e teu an darnvuia anezo. »
  19. Eun ano gresieg eo Amuntas, Diaraoger Amuntas Dejotaros, a oa d’ezañ eun ano keltiek. Diwar an IIIet kantved kent H. S. e kaver Galated ha d’ezo anoiou gresiek : Apatourios, Lusimakhos, hag all.