Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 49

troet gant Frañsez Vallée.
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944  (p. 239-240)



KEVRENN III : AR MARC’HEKAAT


Ar marc’h ne veze ket sterniet hepken, marc’heget e veze ivez. E-touez Breiziz hag Iwerzoniz e voe harzet, moarvat, ouz ar marc’hegerez da ober berz gant ar c’harr-emgann en em astennas ar voaz anezañ betek ar Ia pe an IIet kantved goude H. S. ; Kelted an Douar-bras, avat, dilezet ganto abretoc’h an doare-se da vrezeli, a oa anezo marc’hegerien dispar.

Ez vihanik e teske bugale an uhelidi mont war varc’h. Deut d’an oad gour, ne zilezent dibr o marc’h nemet gant ar vuhez. E Galia, er bloaz 51 kent H. S. marc’hegerien ar Rêmed a voe renet d’an emgann gant penn ar boblad, Vertiskos, hag heñ, en abeg d’e hir-oad ha d’e wanderiou, peuz-dic’houest d’en em zerc’hel war varc’h. E 49-48, Deiotaros, roue Kelted an Azi-Vihana, a gemer perz, hag heñ koz, er brezel etre Kaesar ha Pompeius Magnus. « Aba m’oa en oad tener », eme ar c’henvrezeliad hag ar mignon d’ezañ, ar breutaer roman Cicero, « en doa desket skiant an embreger gouiziek eus an armou hag ar marc’hegez ampart. E hir-oad en doa e lakaet divarrek a se. Gant-se, pa veze bet savet Deiotaros a nerz brec’h war e varc’h, e oa eur souez ganimp gwelout ar c’hoziad-se oc’h en em zerc’hel warnañ ker start ».

Merc’hed Keltia a ouie alies, kerkoulz hag ar baotred, marc’hegez ha ren kezeg. Er c’henta kantved goude H. S. ar C’halianez Salonina, pried ar penn-brezel roman Kekina, a heuilh hec’h ozac’h er brezel war eur marc’h kaer-dreist pallennet a limestra. En Iwerzon, c’hoar ar roue Kunokobros [1], eur fetizenn a blac’h yaouank ugent vloaz pe dost, a dalv da gaser-kezeg d’he breur : hi eo a ren karr ar roue pa ’z a hemañ da evneta.


An harneziou. — Aveet kaer e oa jaoed ar binvidien hag an dud a ouenn uhel gant an houarn, an arem, ar c’houevr, an arc’hant, an aour, ar prigwer ruz hag ar goural, o lufra a hep tu war an harneziou anezo. Ar weskenn, arem pe houarn, a oa anezi eur mat a bez-labour. Pignet e veze war varc’h gant ar gadourien izel hag ar varc’hegerien-vevelien alies hep dibr ebet ; ar pennou-brezel avat a oa d’ezo dibrou graet gant ler aozet kaer, galfrezet zoken a-wechou, war a heñvel. Ar stleug n’oa ster ebet anezañ [2]. Ar gentr, arem pe houarn, a raed dibaot. ganti, evit doare [3]. En Iwerzon er Grenn-amzer, e rae ar varc’hegerien, da lakaat striv en o jaoed, gant eur wialenn deo ivin pe onn, kaeraet a-wechou gant arem pe aour, a raent anezi echlase « kelastrenn-varc’h ».

Liva ar c’hezeg, darn pe zarn anezo, pe en o fez, a oa, moarvat, eun dra voaz dre-holl en Iwerzon, eun amzer a voe [4]. Eun danevell eus ar Grenn-amzer a zo meneg ganti eus ambrougerez eur priñs, ennañ hanter-kant marc’h gwenn diouskouarn ruz yeoet dre re ouz kirri, ha livet e limestra ar voue hir hag al lost anezo.


  1. Pe Kunokoberos. Deut da « Conchobar » e krenn-iwerzoneg ha Conachar en iwerzoneg bremañ.
  2. Gant ar Skuthed, etro an IIIet kantved kent H. S., eo bet ijinet ar stleug. Dianav, a-hervez, eo chomet da C’hresianed ha da Romaned an Hen-amzer, ha divalav-meurbet e voe d’en em leda. Hen kavout a raer er VIIet kantved goude H. S. en Turkestan hag e bro-Sina, en VIIIet kantved e Persia, en IXet kantved en Indez hag e-touez ar C’hresianed hag ar Spagnoled, en XIIet kantved e Bro-C’hall. Dre stabilaat ar marc’heg war gein e loen, ez eo bet ar stleug eur gavadenn a bouez e-kenver brezelerez. W. W. Arendt, Sur l’apparition de l’étrier chez les Scythes, war Eurasia Septentrionalis Antiqua, IX, 1934, p. 208 ; R. Grousset, L’Empire des Steppes, 1941, p. 37, danevell ha notenn 1 ; Lefebvre des Noëttes, L’Attelage, le Cheval de selle à travers les âges, I, 1931, pp. 206-10, 216-42.
  3. Hena kentr a zo bet anezi eun draen (spernenn, eus *sparno ; kenveria saozneg spur « kentr ») stag ouz eul louan a starded endro d’ar fer-droad (marc’heg kampaniat eus ar IVet kantved kent H. S. war eul livadur war vur e Kapua, Rev. des Et. Grecques, 1910, p. 209, skeudenn). Ar Gelted, evel ar C’hermaned hag ar Skuthed, ne zougent nemet eur gentr en o zroad kleiz, Déchelette, Manuel, II, p. 1204,
  4. Livet e vije bet ivez al loened-ti moumoun d’o mistri, koun pe gizier.