Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 48

troet gant Frañsez Vallée.
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944  (p. 233-238)


KEVRENN II : AR C’HIRRI [1]


Ar Gelted a oa ganto kirri a bep doare, a bep ment hag evit pep seurt implij. Eun dra hag a ziskouez, dreist-holl, edo ar Gelted mailhed war ar c’harrerez eo o deus ar Romaned amprestet diganto o c’hirri a lies stumm, hag, ouspenn, an anoiou keltiek a raed anezo :

1) karros, hennez e oa moarvat, e-touez ar Gelted hag ar C’hermaned, ano ar c’harr-red, a staged outañ daou loen-kezeg. Etro an oadvez kristen, war an Douar-bras, e oa anezañ eur seurt tumporell war ziou rod, a staged outañ kezeg hag ejened hag a raed gantañ da zougen pakadou ha pourveziou. En Iwerzon, ez oa ar « karros » eur c’harr disneuz, stlejet gant ejened, a rae ar verourien gantañ da charrea ed ha da garrdeilat.

2) essedon, karr-emgann war an Douar-bras hag e Breiz-Veur. Ar Romaned a reas anezañ eur gariolenn.

3) kovinnus, karr-emgann gant ar Velged ha Breiziz. Er marevez kelt-ha-roman e oa anezañ eur c’harr-beaj a veze renet gant ar beajour e-unan. Ar ger kovinnus a zo manet roudenn dioutañ er c’hembraeg cywein « charrea ».

4) kision pe kisson, karrig war ziou rod, stlejet gant eur jao pe zaou. Evel ma oa skañv-tre e raed gantañ pa venned mont founnus. Aozilh gweadennet e oa, moarvat, ar gludell anezañ ; da vihana, ar ger iwerzonek ciss « paner » a c’houlenn en e raok eur furm hengeltiek kisson.

5) benna, karr skañv en aozilh, boaziet war an Douar-bras hag en enez Vreiz. Deut da benn « karr » e kembraeg.

6) kolisaton, karr war ziou rod.

7) karpenton, pe karbanton, karr war ziou rod stlejet gant daou jao. E-touez ar Romaned e staged outañ eur stel gant eul lien-stign hag e oa kempennet-kaer. Ober a raed gantañ alies el lidou-azeuli hag en ambrougou-kañv. Karbanton pe karpenton a zo anezañ e meur a ano kêriou e Keltia : Karbantorigon (hanternoz Breiz-Veur), Karpentorate (kreisteiz Breiz-Veur), Karbantia deut da carbat en iwerzoneg, hag e skridou ar Grenn-amzer cath-carbat [2] a verk karr-emgann ar gadourien iwerzoniat er Ia kantved kent H. S.

8) petorriton, karr war beder rod a raed gantañ da zougen tud, paotred pe verc’hed.

9) karruka, karr war beder rod. Bez’ e oa anezañ gant ar Romaned eur c’harr pompus, kaeraet gant arem, arc’hant pe aour kizellet.

10) rêda, karr herrek war beder rod, heñvel, evit doare, ouz hor c’harr skaoñek. An hevelep ano a veze graet anezañ gant ar C’hermaned. Pep hini eus an daou varc’h a staged ouz ar rêda a raed anezañ e keltieg an ano a vorêdos ; deut eo ar ger-se e kembraeg da gorwydd « jao-red ».

Darn eus ar geriou-se, amprestet gant al latin, o deus dalc’het da veva e yez romanek Galia, nemet trôet e voe d’ezo a-nebeudou o zalvoudegez. Karruka, karpenton, ha benna a zo hizio e galleg charrue « alar », charpente « framm » ha banne « paner vras ».

Bez’ e oa ouspenn e keltieg Iwerzon daou c’her all da envel kirri :

1) *Korbos, savet diwarnañ an ano *Korbomaqos « mab ar c’harr », da lavarout eo « ganet en eur c’harr », a voe douget en IIIet kantved goude H. S. gant eur roue-meur a Iwerzon ; — 2) *vegnos (deut da fen en iwerzoneg), anezañ, evel ar karros, eur c’harr disneuz stlejet gant ejened ha boaziet gant an dud izela. Ar ger-se a gaved er germaneg dindan ar furm *voghnos : an alamaneg wagen eo hag ar galleg wagon « bagon ».


Ar rod hag an ahel. — Pe emprennet pe diemprenn ha graet en eur pez e oa rod (*rotos pe roton) kirri ar Gelted. D’ar c’hirri pompus, kirri emgann, red pe vale, e vired ar rodou emprennet ; war rodou en eur pez e veze savet kirri ar goueriaded. En Iwerzon, ar karros hag ar vegnos a oa d’ezo, anat a-walc’h, rodou diemprenn. War zarn eus ar c’hirri emgann pe bompus e oa an emprou hag ar bendell-rod metal holl, arem pe houarn. Emprou prenn a c’holoed a-wechou gant arem kizellet. Peurliesa a veze kreñvaet ar gammed gant eur c’helc’h houarn anvet *kantos. Eus a 0 metr 90 da 1,30 e oa treuz ar rodou.

Alies meurbet e veze an ahel en arem. Kirri ar Gelted, evel re ar C’hresianed hag ar Romaned, n’oant ket war winterellou [3].


Ar c’hastell-karr. — Pe brenn holl pe brenn hag aozilh, gweadennet e oa ar c’hastell-karr. Livet e oa gant liviou flamm hag, a-wechou ivez, peur-c’holoet a laonennou arem kizellet pe gouevr lufret pe arc’hantet. Ar Gelted a oa ganto ivez, evit doare, kirri o c’hestell prenn kizellet heñvel ouz kirri an Illirianed, a weler ar skeudennou anezo war ar c’helorniou arem kavet en Alpou : kirri war ziou pe beder rod hag a-us da bevar c’horn ar c’hestell anezo pennou evned kizellet.

E kludell ar c’hirri diou-rodek n’oa ket lec’h peurvuia nemet evit daou zen, ar mestr pe ar vestrez, hag ar c’haser (*aras, tro-c’henel aratos, e keltieg Iwerzon) [4].

D’he gwaskedi ouz an heol pe ar glao e veze stignet alies a-zioc’h ar gludell-garr eun deltenn pe c’holôenn lem-laka ler pe c’hloan (war an Douar-bras) pe c’hoaz e pluennou evned ar vro (Iwerzon). Kirri peder-rodek ar Gimbred (IIet kantved kent H. S.) a oa outo eun dôenn graet gant klouedou [5].


Ar walenn-garr hag ar yeo. — Kaeraet e oa a-wechou dibenn ar walenn-garr gant tammou arem kizellet ha gant tachou penn gouralet pe brigweret. Ar yeo (*yugon) a oa livet.


Ar stern. — Ar c’hirri keltiek a oa daou loen outo peurvuia. Gant kezeg eo e veze sterniet kirri ar roueed, an uhelidi hag ar vrezelourien, e lec’h e veze stlejet peurliesa re an dud izel pe nann-brezelour gant ejened. Karr sant Patrik (Vet kantved goude H. S.) a oa tennet gant daou ejen.

Ar sterniad-loened, pe eur re gezeg pe eur c’houblad ejened e vije, a veze flemmet gant eur broud beg arem pe houarn. Ar skourjez ne raed ket ganti, war a heñvel, da vihana kent ar marevez kelt-ha-roman.


Talvoudegez-dreist kirri a voe. — Kirri pompus ar Gelted eus an Douar-bras, kaeraet ma ’z oant gant metalou prizius, a dlee tizout, darn anezo, eun dalvoudegez dreist. Nemet ne gaver war skrivagnerien an Henamzer neb diskleriadur pervez war ar poent-se. E skridou iwerzonek ar Grennamzer ez eus meneg eus kirri war ziou rod o talvezout peder maouez sklavez pe zaouzek buoc’henn (war-dro 3.750 lur). En dezrevell-veur, hec’h ano « Skrapadenn buoc’hed Kualnge », ar rouanez Medua a lavar rei d’eur c’hadour, mar gallfe laza Setantios, eur c’harr a oa an dalvoudegez anezañ peder buoc’henn ha pevar-ugent (hogos 25.000 lur) [6]


Dishenvelderiou-diazez etre kirri-sternet Hen-amzeriz (holl guitibunan, neket ar Gelted hepken) ha kirri-sternet hon Amzer. — Tri rummad a c’heller ober anezo diouz ma tennont pe d’ar stern, pe d’al loened sternet, pe d’ar c’harr e-unan :

1° dishenvelderiou-diazez er stern : dianav e oa da Hen-amzeriz ar stern galloudus a vreman : morgo-skoaz, sugellou hag ambilha (e derou an Xet kantved hepken e voe ijinet ar stern-se). Dre o gouzoug eo e veze ereet ar c’hezeg ouz ar yeo. Gant an doare-sterna-se diyac’hus d’ezo n’oant ket evit dibrada na kirri bras na karradou pounner. Eus ma oa dianav da Hen-amzeriz morgo-skoaz ha sugellou, e c’hoarvez ma oa divoas ganto an ambilha, rak didalvoud e teu an ambilha gant an doare-sterna hen-amzerel. Kirri Hen-amzeriz a veze outo daou loen skoaz-ouz-skoaz dindan ar yeo. Pa veze andouilhet an tenn-se dre lakaat daou a gezeg-all, unan a-gleiz hag unan a-zehou, e oant aze hepken evit ar gwel, ar pompad, ar fouge, tamm ebet evit skoazia da sacha ar c’harr war raok ;

2° dishenvelderiou-diazez el loened sternet : dianav e oa da Hen-amzeriz an houarna kezeg war-bouez tachou. Da heul, e chome gwall-gizidik paoiou o loened. Buan e teue uz en o c’harmou gant an hentou kalet, an douarou meinek pe roc’hellek. Gant o zreid dishouarn ne vijent ket bet evit dibrada karradou gwall-bounner. Ouspenn-se, e oa anezo loened-etre, ken e-kenver ment, ken e-kenver nerz. Evit o c’hirri bihan sammet-dister, n’o devoa ket Hen-amzeriz ezomm eus gouennou kezeg bras-meurbet ha nerzus-dreist ;

3° dishenvelderiou-diazez er c’harr : eus an dister a nerz a veze gant an tenn eo e teu an ezvezans a girri bras gant Hen-amzeriz. Bihan e oa o c’hirri, ar re war beder rod zoken. Eur si fall-all a oa ouspenn gant ar c’hirri peder-rod savet ganto ; n’oant ket evit trei krenn, evit trei buan nag a-gleiz nag a-zehou, dre ma oa dianav d’o saverien ar c’hilhorou, da lavarout eo an dindan-rakkarr-tro war ziou rod vihan a c’hell mont dindan ar gludell pe ar c’hastell-karr pa vez ar c’harr o trei (en Alamagn, er XVIet kantved, e voe ijinet an dindan-rakkar-tro). Eus ar si fall-se e c’hoarvez ma veze stankoc’h e boaz gant Hen-amzeriz ar c’hirri war ziou rod eget ar re war beder rod.

An De cursu publico, embannet e 438 goude H. S., anezan Reizadur bras ar c’harrata liziri, beajourien ha marc’hadourez dre an Impalaeriez roman, a laka a-wel ar c’hemm bras a oa, e-kenver an ampletusted d’al labour, etre kirri bihan sternet-fall Hen-amzeriz hag ar c’hirri bras sternet a-zoare a zeuas e boaz en Europa war-lerc’h an Xet kantved goude H. S. Ar Reizadur se a laka evel-hen ar garg bounnera lezennet da bep doare-karr o redek war hentou ar bed roman :

Kirri-skanv evit al lizergaserez
Birota 200 livr-pouez roman (= 66 kilogr.)
Vereda 300 livr-pouez roman (= 99 kilogr.)

Kirri hanter-skanv evit ar veajourien, an traezou prizius ar varc’hadourez skanv
Currus 600 livr-pouez roman ( = 198 kilogr.)
Rheda / Vehiculum / Carpentum 1.000 livr-pouez roman ( = 330 kg)

Kirri frammet(start evit an traou pounner, ar chalboterez
Angaria / Clabula 1.500 livr-pouez roman ( = 492 kg)

A-walc’h eo lenn an niverennou dister-se ha kaout koun e c’hell eul loen-bas, marc’h, mul pe ejen, dougen aes-meurbet war e gein eur garg a gant kilogrammad, evit dont da veiza raktal perak n’o deus biskoaz Hen-amzeriz paouezet da ober gant bagadou stank a loened-samm evit dougen-dizougen marc’hadourez [7], ha gant brec’hiou tud, brec’hiou sklaved peurliesa, evit an traou gwall-bounner ha landrammus, kefiou gwez bras, mein meur, h. a.

  1. Heñvel eo, er gouryezou indezeuropek hogozik-holl, ar geriou da lavarout ar marc’h, ar rod, an ahel hag ar yeo, ar pez a ziskouez anat edo ar c’hirri gant kezeg stag ouz eur yeo ar voaz anezo en Europa d’ar mare ma rae c’hoaz an indezeuropegerien eur bobl hepken ha ganto an hevelep yez (war-dro an XXVet kantved kent H. S.).
  2. Cath « emgann » en iwerzoneg, katus en hengeltieg.
  3. Ha padal ar gwinterellou a oa anavezet. En eur guziadell deuzer ez eus bet kavet, e-touez meur a dra all, gwinterellou-biñs.
  4. Deut da ara, tro-c’henel arad, en iwerzoneg
  5. Eur bobl c’hermanek e oa ar Gimbred, nemet peurgeltaet, gwirheñvel, evit kement a selle ouz an armou hag’ an arrebeuri.
  6. Lur-aour ar C’hallaoued e 1917.
  7. En amzer m’edo Karthada en he bleunv, e rae ar c’haravanennou o treuzi ar Sahara gant bagadou ejened-bas. Dindan an impalaer Septimius-Severus (193-211 goude H. S.), anezan eun Afrikad eus Leptis-Magna, e stagas ar c’hanval-samm hag an dremedal-red (genidik an eil hag egile eus Arabia) d’en em leda er Sahara a-gevret gant Berbered yuzevekaet (e-kenver kredenn) eus Kurenaïka. Ouspenn ejened-samm, o deus bet Karthadiz olifanted-samm eus ar ouenn a oa o veva e kevrenn hanternoz Afrika en Hen-amzer. Daouzek kant kilogrammad eo pouez ar bounnera karg a c’hell mont gant eun olifant e barr e nerz. E. F. Gautier, Le Sahara, 1923, pp. 96-106 ; L’Islamisation de l’Afrique du Nord : les siècles obscurs du Maghreb, 1927, pp. 162-218 ; L’Afrique noire occidentale, 1935, pp. 119-66. Loened-all a zo bet laket gant Hen-amzeriz da zougen sammou : ezen, gevr, antiloped. Hizio c’hoaz, en Tibed, e vez laket ar c’havr da zougen pakadou bihan. E Galia, e c’houzomp dre Blautus (250-184 kent H. S.) e veze graet kanterios eus al loennbas pe loen-samm. Er vro-se ha d’ar c’houlz-se e oa ar marc’h a veze al loen-samm boazieta. Diwezatoc’h e voe desavet muled brudet, dreist-holl gant ar Biktoned (Poatou).