Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 54

troet gant Frañsez Vallée.
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944  (p. 294-307)


KEVRENN II : AN TI


Stumm an tiez. — C’houec’h penna doare-stumm a oa da diez ar Gelted.

1°) Bez’ e oa tiez kelc’hiek, brinikennhenvel, graet a gefiennou lakaet en o sav stok-ha-stok ha gwisket warno soul, raoskl pe rusk-gwez. Kosa doare tiez an Arianed eo hennez (domos, demos, veikos, vikos). Diouz ma tesk d’eomp ar genyezouriez ez oa d’an doare-ti-se eun nor (dhvor, dhvora, dhvoron) ha fenestr ebet [1] ;

2°) Tiez hir pevarzuek graet a ziou vur blaen stouet oc’h en em steki ar gorre anezo d’ober lein an ti, pe c’hoaz a ziou vur wariet oc’h ober eun doare bolz daougrommek ;

3°) Tiez, anezo eur voger gelc’hiek, hirgelc’hiek a-wechou, gant eun dôenn vegek a-ziouto ;

4°) Tiez pevarzuek, anezo diou genvur hir ha diou all verr gant eun dôenn dioubantennek pe volzet-daougrommek. Hiroc’h a galz ez oant eget ledanoc’h, hag e veze a-wechou digorniet ar c’hognou warno e doare ma vije hanter-gelc’hiek o zalbennou ;

5°) Tiez-dindan-zouar, kelc’hiek pe hirgelc’hiek darn ha pevarzuek darn all, o tont e-maez an douar an dôenn hepken anezo, ha hi krennvegek evit an tiez kelc’hiek, daou-zinaouek evit ar re-all ;

6°) Tiez-war-zour savet war beuliou-prenn e-kreiz ar geuniou pe a-zioc’h d’ar stêriou pe d’al lennou. Re gelc’hiek ha re bevarzuek a oa anezo evel eus an tiez-dindan-zouar.

Eus ar c’houec’h doare-tiez-se ne oa hini tra ar Gelted : bez’ e oa anezo kent m’oa ganet ar vrôadelez keltiek, boaziet ma ’z oant gant holl boblou an Europ. Miret int bet zoken gant pobladou-zo a vev ez digenvez e lec’hiou hanternosa an douar. O c’havout a raed e-touez ar C’hermaned, an Dhraked, an Illirianed, hag an hen-rummadou mesaerien eus an Itali. Mat ez oa an tiez-dindan-zouar ouz yenien goañv hag ouz gwrez hañv ; e gwarez ouz an enebourien hag al loened fero e veze an tiadou en tiez-war-zour [2].


Ment an tiez. — Tiez a bep ment ez oa tiez ar Gelted. Ar re zivoger, brinikennhenvel, n’hellent ket beza bras-bras ; kledourennou n’oant ken, graet a skourrou hag a wialennou gwevn. An tiez-dindan-zouar n’eus nemeto a gement o deus lezet war o lerc’h roudou doun a-walc’h ma c’helljed, anaout diouto peuz-difazi ment o mogeriou. Bras-tre ez int a-wechou. E-touez ar Vediomatriked, eur bobl eus reter Galia, ez oa kelc’hiek an tiez peurvuia pe hirgelc’hiek, d’ezo eus dek da ugent metrad treuz, tregont pe zaou-ugent metrad zoken darn anezo. Brasoc’h-mentet ez oa an tiez pevarzuek, hag i rouesoc’h er boblad-se eget ar re gelc’hiek ; n’o doa ket nebeutoc’h eget daou-ugent metrad led war zek pe bemzek treuz. E-touez ar Vituriged, eur bobl eus kreiz Galia, tiez bras pevarzuek a gaved peurvuia ; rouez ganto an tiez kelc’hiek. Darn eus an tiez bras-se a oa kant hanter-kant metrad led war bevar-ugent metrad treuz.

An tiez-dindan-zouar a oa etre daou ha pevar metrad an dounder anezo. Dibaot e savje da bemp metrad. Unan-dreist a zo bet kavet e bro ar Vediomatriked ha d’ezañ dek metrad dounder.

En Iwerzon, an ti-annez kelc’hiek a oa d’ezañ peurliesa eiz metrad treuz, hogen re vrasoc’h a oa ivez. Diouz an hen-skridou e welomp ez oa a-wechou en Iwerzon izel a-walc’h ar muriou a-us d’an douar d’eun den da ziraez gant e zourn gouriblou an dôenn. Gwechou-all, en eneb, ez oa ar muriou uhel-uhel : eun taol-nerz a dremened neuze teurel er vann eur rod e doare d’ober d’ezi tremen dre doull-moged an dôenn.

Hervez skridou Iwerzon ez oa sal vras ar bañveziou e ti roue-meur Iwerzon e Tara dek ha pevar-ugent metrad hed war bemp war-nugent treuz ha daouzek uhelder. Hogen e verk ar roudou diwarni eun hirder hag eul ledander brasoc’h eget se.


Lec’hia an tiez. — Gouzout a reomp dre skrivagnerien an Hen-amzer e kare ar Gelted a renk uhel sevel o ziez en amezegiez douriou-red ha koadou. An tiez-dindan-zouar a zo bet kavet en hon amzer ar roudou anezo er c’hoadou, war roz ar c’hrec’hiennou pe war uhelennou chomet fraost, a zo hogos bepred nes d’ar gwaziou-dour ha d’an eienennou.


An danveziou hag ar savadurez. — O veza ma kavent en-dro d’ezo danvez-prenn dreist d’o ezommou, ne rae ket ar Gelted nemet dibaot-kaer gant mein da sevel tiez [3]. Graet e veze ar muriou a beuliou hir ha kreñv, sanket doun en douar a-hed-da-hed. Ar gwask etre ar peuliou a stanked gant plenken pe gant gwiadennou, a goad bezo peurliesa. Deliou berniet ha moustret, dre lakaat ar voger teo a-walc’h, a rae harz ouz ar yenienn pe an tommder a-ziavaez. Da zerc’hel an holl draou-se e raed gant eur gwiskad teo a bri melen a vire ouz ar glebor da vont en diabarz. Eus dek santimetr ha pevar-ugent da eur metr pemp santimetr war-nugent ez oa ar muriou savet er stumm-se war diez ar Vediomatriked [4]. Soul eo a rae an dôenn [5], pe, pa veze diouer a soul, raoskl pe valan ; ledet a wiskadou teo war eur frammadur treustou ha kebrou. Kavet ez eus, meur a wech, darn pe zarn eus ar frammadur-tôenn-se e doun an toullou m’edont miret e-mesk pri pe taouarc’h. An tammou treustou dero pe fao dizouaret evelse a zo d’ezo a-wechou c’houezek pe seitek metrad led war dregont pe daou-ugent santimetrad treuz. Damzivrazet a-daoliou bouc’hal n’oa ken an treustou e tiez a oa ; e tiez all, avat, ez oant diwariet piz, o tiskouez dre an doare ma ’z oant bet kilviziet, micherourien dourniet-dreist. Anat zoken war darn anezo roudou an toullou, ar steudennou hag an ibilou a dalveze d’o c’henframma.

En Iwerzon, her gouzomp dre an hen-skridou, ez oa harpet en diabarz tôenn an tiez bras kelc’hiek war eur peul-prenn hir ha kreñv en e sounn e-kreiz an ti. En tiez bras pevarzuek ez oa eur renkennad peuliou-prenn pe ziou zoken mar beze an ti ledan-tre.

E tiez hir pevarzuek ar Gelted, evel e re ar C’hermaned, en em gave peurliesa an nor penna war an talbenn, da lavarout eo war unan eus ar mogeriou berr. A-us d’an nor en em gave eun toull kelc’hiek a veze graet anezañ augadoro « lagad an nor » gant ar C’hoted, vindauga « lagad-avel » gant ar Saozon (ac’hano ar saozneg bremañ window « prenestr »).


Annezadur-diabarz an ti. — Tiez ar Gelted peurliesa n’oa ket a solieradur warno hag e veze digombod an diabarz anezo. Graet ez oa al leurdi eus eur gwiskad pri moustret, golôet a c’holo, broen pe geot c’houez-vat. E-kreiz edo ar maen-oaled, a-zioutañ eun toull en dôenn da rei tremen d’ar moged. En Iwerzon e save kador ar roue pe ar perc’henn-ti (tigernios} a-dreñv an tan rag-enep d’an nor. An denou penna a azeze en daou du d’ar gador a-hed ar voger. Da gousket en em astenne an dud war al leurdi o fenn ouz ar voger hag o zreid trôet ouz an tan.

E tiez bras Iwerzon, piaouet gant tud a uhela dere, ez oa a-hed ar voger doareou keliou pe gombodou a dalveze da gambrou-kousket. Pep kombod, anvet imda en iwerzoneg, a oa digor diouz an nec’h, o veza na save ket ar speurennou en-dro d’ezañ betek an dôenn ; ennañ e veze, diouz ma oa bras pe vrasoc’h, eur gwele evit unan, evit daou pe evit tri. Kement ha ma c’heller merzout diouz an dam-ziskleriaduriou a gaver e skridou ar C’hresianed hag al Latined, ez oa tiez-meur Kelted an douar-bras heñvel a-walc’h an diabarz anezo ouz re Iwerzoniz, gant o dor-borz eur baled prenn a-ziouti, o rakti e-lec’h e veze skourret dibourc’hiou da eñvori gourdrec’hiou ar perc’henn, o c’hambrou-kousket hag, e-kreiz an ti, ar sal-vras lorc’hus, lec’h ar bodadennou hag ar banveziou, ma flamine enni tan an oaled gant e drezenn-bod, e gaoteriou hag e veriou.

Aliesoc’h, war a heñvel, e lec’h grounna an holl gombodou dindan eun dôenn hepken, e kaved aesoc’h sevel d’ezo pep a di disrann. Bez’ e oa evelse en Iwerzon, e tiez an dud uhela, eun ti, pevarzuek peurliesa, a raed gantañ da sal-vanvez, ha tiez-kousket, kement anezo ha ma ’z oa a bennou en tiegez. Tiez all a rôe lojeiz d’ar vevelien ha d’an diavaezidi.

Ti-meur ar roue Kunokobros en Emania (kenta kantved goude H. S.), a oa ennañ tri zi penna : en unan anezo e vired pennou hag armou an enebourien drec’het ; en eil e veze gorrôet goafiou, skouedou, klezeier, listri ha kerniel-eva brezelourien Bro-Ulad ; eus an trede e rae ar roueed o annez.

Hervez lezennou Iwerzon e tlee beza d’ober maner eun uheliad a izela dere (bo-aire « uheliad a vuoc’h »), da nebeuta, seiz ti disrann : — 1) an ti-annez, kelc’hiek, d’ezañ 8, 10 m. treuz, da vihana ; — 2) an ti-kegin kelc’hiek ; — 3) an ti-forn kelc’hiek, ma c’helled ober gantañ da graza ed ; — 4) eur c’harrdi pevarzuek e-lec’h e veze dournet ed ha grignolet ; — 5) eur staol-leueou pevarzuek ; — 6) eur staol-deñved kelc’hiek ; — 7) eur c’hraou-moc’h kelc’hiek. — Da gloza an dachenn ma save enni ar strollad tiez-se ez oa eur foz hag eur c’hleuz gant eun nor hepken, kreñv ha war zaou stalaf peurvuia [6].

Ar saout hag ar c’hezeg o doa evito en diavaez kloziou anvet badhun (boudunon) en iwerzoneg, buorz (bougorta) e brezoneg. E keltieg Iwerzon e raed *magosedon (machad) eus eur c’hlazenn a dalveze da lec’h-gorro ha ma vired ennañ ar biou e-pad an noz. Kenveria mandusedon (mandu = eun doare-marc’h), ano-lec’h a Vreiz-Veur er marevez kelt-ha-roman.

En Iwerzon, e tiez an uhelidi vras e veze alies eun ti a-ratoz evit degemerout ar weladennerien : tech immacallamae « ti-kaozeal » a raed anezañ. Ar merc’hed o devoa eur ranndi pe eun ti d’ezo o-unan el lec’h heolieka eus an dachenn annezet. Grianan (e latin solarium) « heolienn » a veze graet eus al lec’h-se hag e stegned ennañ gwiadou pluñv evned pa veze re domm an heol. An ozac’h a oa d’ezañ a-wechou eur grianan m’en em denne ennañ pa felle d’ezañ beza e-unan. E Cruachan, annezlec’h roueed Bro-Gonnac’h edo ar grianan a-zioc’h ar fordorus « gourin », da lavarout eo a-us da zor an ti.

Meneg a gaver e skridou iwerzonek eus ar Grenn-amzer eus ar priveziou a raent anezo fialtech « ti ar ouel » eus fial « gouel » ha tech « ti », hag eus an « troazlec’h », fualtech, eus fual « troaz ».

Emaez ar c’hloz e weled eun nebeut glazennou. Aurla a raed en iwerzoneg eus an hini nesa ha faithche eus an hini pella d’ar c’hloz. Da valiou, da ec’hoazlec’h en hañv, da c’hoarilec’h, ha da beurvan d’ar meot e talvezent.

Da c’hounit louzou-kegin e raed gant eur c’hloz distag, anvet en iwerzoneg lubgort (lubigortos pe lubigorta « kloz-louzou ») [7] ; hadet e veze ennañ dreist-holl kaol, pour hag ognon. E Galia, en oadvez kelt ha roman, e veze graet verkaria, auergaria, eus eun dachenn-douar dindan c’hounid, eur c’harz endro d’ezi, e-harz an ti [8].


An difennou. — An tiez a ziskouez peurvuia beza bet kreñvaet ; ret ha ma voe en eun amzer ma reuzie ar brezel dibaouez ha ma veze, pa arzaoe war argad-tud, da zouja rag argadadegou loened fero, bleizi dreist-holl. Diouz braster an ti ha dere ar perc’henn e veze an difennou, anezo pe eur c’harziad stank a vrousgwez spernek, pe eur c’haead barrou kenweet ha kefiou-gwez, pe c’hoaz eur savenn-zouar eur foz dirazi. Kelc’hiek pe hirgelc’hiek ez oa ar c’hloz-se peurliesa, a-wechou hirgarrezennek pe garrezennek.

An difennou war savennou-douar, anvet rata pe ratis, a gaved stank en Iwerzon, e Breiz-Veur ha war an douar-bras. War ar savenn e c’helle beza eur c’harz pe eur gaeliad peuliou ; aliez ivez e haded warni kelvez, kerzin [9] ha gwez all. Bez’ e veze en-dro da diez ar roueed betek tri foz ha tri c’hleuz. An dachennad-diabarz a raed anezi lissos, lisson pe lissa. E-kreiz, war eun dorgenn diwar labour-den edo en e sav ti ar perc’henn, a c’helle, evelse, diwar dreuz e zor, arvesti, dreist da gribenn ar savennou, ar maeziadou tro-war-dro [10]. En dachennad tro-dro e planted a-wechou gwez : kerzinenned, kelvez hag avalenned.

E broiou meinek a zo, en Iwerzon ha war an douar-bras, e veze stummet difennou ar roueed a vein ledan berniet an eil war egile hep raz na pri d’o liamma. Heñvel ez oant ouz muriou kuklopel ar C’hresianed.

Bez’ e veze alies, e diabarz ar c’hloz, kambrou dindan-zouar e furm ruskennou-gwenan, na weled neuz ebet anezo a-ziavaez, hag a raed ganto, moarvat, da c’hrignoliou pe, ma tigouezje enebourien ez trumm, da warezi ar merc’hed hag ar vugale.


An anoiou a raed eus an ti hag an difennou. — Eun niver geriou a oa e keltieg da envel an ti hag an difennou anezañ. Setu amañ ar re anezo a anavezomp :

1) Tegos, tigos, tro-envel lies tegesa, deut en iwerzoneg da tech, liester tige, ha da ti e brezoneg ;

2) Attegia « logig » ;

3) Barka « ti-prenn, ti-soul kelc’hiek », hen-iwerzoneg barc « palez-prenn, kreñvlec’h » ;

4) Kapanna, kembraeg caban, galleg cabanne ;

5) Sedon, kembraeg sedd « sez, azezenn, chomlec’h » ; keñveria hen-norvejieg setr, hen-skandinaveg set « chomlec’h, ti-prenn », Rev. Celt. 1917-9, p. 302 ;

6) Vasso-, iwerzoneg foss « chomlec’h », kembraeg gwas « ti-meur, palez » ; keñveria gresianeg astu, wastu « kêr », sanskriteg vastu « lec’h », vas « chom en eul lec’h » ;

7) Kaion, deut en iwerzoneg da cai « ti » ; hen-vrezoneg cai « kae » ;

8) Gorto-, iwerzoneg gort « kloz » ; hen-vrezoneg garth « kae » ;

9) Vâlo-, iwerzoneg fal, kembraeg gwal « moger » ;

10) Dumio-, iwerzoneg duma « moger » ;

11) Ambio- ; eur ger ster-ledan ez oa, moarvat, ma raed gantañ da envel pep doare kloz, moger pe savenn. Diveret eo eus ambi- « en-dro da ». Deut eo ambi- da imb-, imm- en iwerzoneg, da amm- e kembraeg, da am- ha em- e brezoneg. Ambio- a zo deut da imbe « klozadur » en hen-iwerzoneg. Ar ger-se eo a gaver ivez, gwirheñvel, en Ambiorix « roue ar mogeriou », ano eur pengadour d’an Eburoned e Galia an Hanternoz, kenta kantved kent H. S., hag e Ambiomarkae « kezekenned ar mogeriou » (da lavarout eo moarvat « gwarezourezed » ?), ano doueezed war eun enskrivadur eus Galia an Hanternoz ;

12) Lissos, lisson ; ac’hano an iwerzoneg lis, les « tachenn-douar bevennet gant eur rath » ; en hen-vrezoneg lis « lez » ;

13) Rata pe ratis ; deut en iwerzoneg da rath, raith « savenn-zouar, kreñvlec’h », hen-gembraeg rath. Bez’ e kaver ar ger-se er brezoneg-bremañ da eil-gevrenn bered (evit bezred) ;

14) Briga « kreñvlec’h war eur « bre » (war an uhel) » ; iwerzoneg bri ; brezoneg bre « menez » ;

15) Dunon (war an douar-bras), dunos (en Iwerzon) « kastell mogeriet, kêr greñv ». En Iwerzon ez oa an dunos kastell eur rix pe roue. Deut da dun en iwerzoneg, din e brezoneg ;

16) Bona, iwerzoneg bun « diazezadur » ; bonna, iwerzoneg bonn, kembraeg bon « diazez » ;

17) Qrennakon ; deut da crannog en iwerzoneg. Hennez ez oa, en Iwerzon ar Grenn-amzer, ano an ti-war-zour ; tennet eus grennos « prenn » en abeg, moarvat, d’an niver peuliou-prenn ma tiazezed warno ar seurt ti [11]. E keltieg an douar-bras e tlee prennakon beza furm ar ger-se a vije deut da prenneg e brezoneg-bremañ. Keñveria, e Galia, an ano-lec’h Komprinniakos (prenne « arborem grandem » war-geriadur Endlicher, prinni « prenn » war Deiziadur Coligny, Komprinnus ano-den) ;

18) Tana « toull dindan-zouar, goudorenn dindan eur roc’h, keo » (e Galia, oadvez kelt-ha-roman) ; keñveria krenn-vrezoneg tnou = *tenavo- (Rev. Celt., 1922, p. 57) ;

19) Balma « keo, mougeo » [12] ;

20) Balion (tro-envel unan) « chomlec’h », balia (tro-envel lïes) « bourc’h, strollad-tiez » ;

21) Treba « kêriadenn », hen-iwerzoneg ha hen-gembraeg treb « kêr », hen-vrezoneg treb « kêriadenn », kerneveg goudrev « annezlec’h bihan », trevenn « annezlec’h » [13].

Attegia, sedon, kaion, briga, ha dunon a weler alies en anoiou-lec’hiou keltiek, miret d’eomp dre skridou an Hen-amzer : Attegia, Attegiolae, « al log », « al logig » (e Galia, aet da c’halleg Athis, Etioles} ; Matukaion « kae an arz » pe « kae an den anvet Matus (arz) » (Norikon) ; Nertobriga « kreñvlec’h eun den anvet Nertos » (Iberia) ; Aliobriga « an eil kastell » (Bessarabia) ; Kambodunon « kreñvlec’h eun den anvet Kambos (kamm) » (Vindelikia) ; Moridunon « kastell ar mor » (Breiz-Veur), « kastell al Lenn » (Morat e Bro-Suis, Ortenau e Bad) ; Melosedon « annezlec’h Melos » (Galia), hag all.


An arrebeuri. — Nebeut a beziou-annez a oa gant ar Gelted. Golôet e veze al leurdi a blouz, a vroen, a c’heot pe a zeil kras a vernied d’ober gweleou en noz. Amañ hag a-hont e stigned krec’hen loened, koun pe vleizi peurvuia, d’an dud da azeza warno, kroaziet o divesker e-giz kemenerien. Er pinvidika tiez palennou marellet a liviou flamm, bet gwiet ha livadennet er vro, a gaerae al leurenn hag ar muriou. Irc’hier prenn a weled ivez ma tastumed enno pennou balzamet an enebourien a stad uhel lazet gant ar penn-tiegez (war an douar-bras, en IIet kantved kent H. S.), pe bleud an ti (Iwerzon, er marevez kristen) [14].

Gwir arrebeuri eun ti keltiat ez oa ar c’hlaoiou a bep doare, da skei pe d’en em zifenn, da vrezeli, pesketa, hemolc’hi, a weled e-skourr ouz ar muriou hag, ouspenn, al listri a bep stumm hag a bep ment, prenn, pri, houarn, arem, aour hag arc’hant, ma raed gant darn anezo da virout boued ha died ha gant ar re all da serri an traou prizius, brageriziou ha peziou-moneiz.

D’eur mare nesoc’h d’hon amzer e weler taoliou, skiñvier, skebell, gweleou prenn, torchennou, goubenneriou pluñv. Kelted Galia eo a ijinas ober keder-brec’h-broen ha golc’hedou-gloan. Seurt traou ne weled, avat, nemet e tïez ar pennou-pobl hag ar pinvidika uhelidi. C’hoaz e derou ar c’henta kantved goude H. S. e kouske ar pep muia eus ar Gelted war ar plouz, grounnet en o mentell.


Ar sklerijenni tiez. — En tiez digombod an diabarz anezo e teue sklerijenn an deiz dre an nor hepken, pa veze digor, ha dre doull-moged an doenn. D’an noz, sked an tan o flamma en oaled a oa a-walc’h da dud n’o doa ket ezomm da lenn. Diouz red, e raed, moarvat, da c’houlaoui gant tammou koad pin pe gant pilligou arem ma losked enno peg pe rousin. Dindan aotrouniez ar Romaned e teuas d’en em skigna dre ar vro boazadur ar c’hleuzeur-eol (*loukarna) metal pe bri [15].

Neuz ha kinkladur tiez ar Gelted. — An Hen-Gelted, diouz ma ’z eus bet displeget araok, a oa a-walc’h ganto, gant ar peb uhela zoken, tïez dilorc’h meurbet. An tïez a zo bet kavet an dismantroù anezo e geuniou Glastonbury (Breiz-Veur) a oa eur souez neuz koueriat peuz-c’haro o diavaez e kemm braventez al listri neuziet-flour hag ar brageriziou kaer e metal prizius labouret-piz a gaved en o diabarz.

Tïez a oa, evelato, anezo moarvat estr eget foukennou bras mogedet. Peziou prenn kizellet-mat a zo bet kavet e kêriadenn Glastonbury hag e kêr-war-zour Loc’hlee. En Iwerzon, hervez m’her gweler diouz skridou ar Grenn-amzer, e veze muriou an tïez marellet a veur a liou an diabarz hag an diavaez anezo ; prenn kizellet e veze bannou ha gourinou an dorojou, kouls ha darniou all eus an ti. Danevellou, dezrevellet enno darvoudou c’hoarvezet e-pad ar pevar pe bemp kantved kenta eus an oadvez kristen, a ra meneg a dïez-roue, kaeraet o muriou dero hag o speurennou-diabarz gant kinkladuriou arc’hant, kouevr, hag arem, ha gant kizelladuriou prenn-ivin ruz. War vein-bez ar « Vosges », stummet diouz skouer tïez pevarzuek, kaeraet eo talben an tïez-se gant kelc’hiou, kroaziou ha rodou-heol. Eur jarlig kavet en Itali, hag hen stummet heñvel ouz eun ti, a zo a-us da lein e doenn eur rezad a zaoualarc’hed linennekaet [16].

An ober war eun dro gant al liesliverez, ar c’hizellerez hag an danveziou arc’hant, arem ha kouevr, da gaeraat ar savaduriou prenn, a c’helle rei d’ezo eun doare kened espar, heñvel pe heñveloc’h ouz an hini a gav ar veajourien-vremañ e kêriou-zo eus an Nepal kaeraet er stumm-se [17]. Koulskoude en hini ebet eus an hen-skridou deut betek ennomp ne gaver testeni o dije ar Gelted graet kemend-all gant an danveziou a oa dindan o dourn. Mar n’o deus ket her graet dre n’o deus ket mennet ober an hini eo. Skiant-vlaz, gouiziegez hag ampartiz a-walc’h o doa da c’hallout kas da benn er savadurez-prenn taoliou-micher da lakaat e par gant ar re o deus graet er metalerez, er gwiaderez hag er c’harrerez [18].


Tiez Numantia ha Bibrakt. — Tïez Numantia, — er bloavez 133 kent H. S., — a oa pevarzuek. Graet ez oa o mogeriou, an troad anezo a vein-pastur bihan a-walc’h liammet gant pri, hag ar peur-rest a vrikennou-kriz bras. Lifret e vezent gant eur gwiskad ardilh deliou. Pri moustret, pavez mein mentek a-wechou, ez oa al leurdi enno. Diouz m’edo torosennek an dachenn, e c’hoarveze n’edo ket war gompez saliou an ti hag e tremened neuze eus an eil d’eben pe dre vont gant eur grapenn a dalveze da zereziou, pe dre lammout gant eur maen uhel lakaet a-ratoz evit-se. Kalz a dïez a oa war gaviou ma serred enno greun. Da sevel framm an dôenn e raed gant treustou dero pe bin.

Tïez Bibrakt a zo bet savet e derou ar c’henta kantved goude H. S. An darempredou o vont war stankaat bepred ouz poblou ar mor Kreizdouarek ha, dreist-holl, ar stagedigez eus rann vrasa Keltia da impalaerded Roma a zeuas war o lerc’h kemmaduriou bras e doare tïez ar Gelted. C’hoaz e kaver e Bibrakt tiez prenn ha pri ; eun niver a diez pevarzuek a weler ouspenn, avat, savet en o fez a vein n’int ket benet, hogen kenglotet piz, pri hep raz ouz o liamma. Ne da ar mein-benerez nemet d’ober ar c’horniou-mogeriou hag ar bannou dorojou. Dindan zouar ez int betek an hanter anezo, gant derezennou en diabarz da ziskenn enno. Pri moustret pe gregailh teol al leurenn. Tôennet e soul ez oant peurliesa, a-wechou e teol roman. Gwir siminaliou a zo enno, hag i peurvuia e stumm eur pikern pri kreñvaet gant peuliou prenn. En oaled e veze landeriou pennmaoutek golôet a skantennou-mein.

An tïez-se, a dalveze da lojeiz ha da labouradegou da c’hovien, teuzerien arem ha prigwererien, a zo alies gwall-striz o ment. Hogen, en eur rann-gêr all a Vibrakt ez eus kavet diazezou tïez bras, enno kalz a gambrou. Savet diouz tres an tiez roman ha diouz doare sevel savaduriou ar Romaned gant mein, brikennou ha pri-raz, e talvezent da dïez-annez d’an uhelidi.


Tiez ar Gelted dindan aotrouniez ar Romaned. — An dud paoura hepken, ma vire outo o dienez da heulia giziou koustus degaset a bell-vro, a zalc’has d’an tiez prenn ha pri diouz stumm an amzer goz. Ar peb all eus ar bobl, avat, a zegemeras a-nebeudou doare-tïez ar Romaned gant an holl stummou anezo : domus ; villa rustica, urbana, pseudo-urbana.

Evit ar vent hag al lorc’h e c’helle tïez ar C’halianed hag ar Vrezoned pinvidik mont a-heligenta ouz re an Itali. Bez’ e kaved enno, peurvuia, meur a borz-diabarz hag eun niver kambrou, saliou-degemer, saliou-kibella, kambrou-gweleou, pondaleziou, hag all, kaeraet gant kolonennou, delwennou, taolennou livet, leuriou marellet. En abeg da demz-amzer yen Keltia e vezent tommet er goañv gant forniezou dindan al leurenn bavezet, ma save ar gor diouto en holl gombodou dre brikennou kleuz a-stok ouz ar muriou.

Teol e vez peurliesa tôenn an tïez e kreisteiz enez-Vreiz ; war-du an hanternoz e raed kentoc’h gant mein-sklent. Kalz a dïez e kêr Virokonion a oa golôet a daolennou maen-krag laonennaouek ha skantennaouek eus ar vro, a rae d’ezo, moarvat, steredenni ouz bannou an heol. Gwerennet e veze alies prenestrou an tïez e kêriou Breiz-Veur d’ar c’houlz-se [19].


  1. Gwelout Zaborowski Les peuples Aryens d’Asie et d’Europe, 1908, pp. 407-9, hag ar skeudenn embannet e Quatrefages, Hommes fossiles et hommes sauvages, p. 583.
  2. A. Bertrand, Archéol. celt. et gauloise, eil mouladur, 1889, pp. 184-8 (ti dindan-zouar gant al Laponed ; skeudennou) ; Gaule avant les Gaulois, eil mouladur, 1891, pp. 104-6 (tiez dindan-zouar, keviou-annez gant ar Finned, Vogouled, Siberiaded), 113-6 (gant ar Skuthed, Sardiniz, Baleariz, Kaokaziz, Dardaniz, Aquitaniz, h. a.), 174-81 (prenneg, ti war zour ; skeudennou), 318-p (Arianed) ; Pro Alesia, 1909, pp. 548, 551-2 (ti savet war gelc’h a-us d’eur c’hao, kranhenvel e gorf, brinikennhenvel e dôenn gant an Ddiouvached, ar Soyoted) ; d’Olonne, Les derniers Barbares, 1911 (tiez bras dindan-zouar evit ar goanv gant Tibetiz a ouenn wenn, marc’heien ha mesaerien-loened) ; L’Anthr. 1929, pp. 311-3 (Tanna-Touva), h. a., h. a.
  3. Diwar mare ar ragistorvez e kaved, koulskoude, e lec’hiennou roc’hek a zo eus Iwerzon, logouigou e doare ruskennou-gwenan, hag i savet e mein en o fez. N’oa ket benet ar mein, hogen dibabet gant evez ma klotent mat kenetrezo. Dre-holl, er ragistorvez, e veze graet gant prenn da zanvez ar savaduriou. Dalc’het e voe d’ar c’hiz-se e-pad pell amzer betek en eun niver broiou brudet dre o sevenadurez. Er C’hres e vanas war sav ken ar VIet kantved kent H. S. ar boaz da sevel e prenn an tiez, ar feunteuniou, ar gourenlec’hiou (palaistrai), ar saliou-emvoda, kerkouls ha chapeliou, templou ha delwennou an doueed. E Bro-Indez e voe graet gant prenn er savadurez ken an IIIet kantved kent H. S. (Rev. arch., 1908, pp. 362-3 ; M. Maindron, l’Art indien, Paris 1898, pp. 11-3).
  4. Bez’ e oa ouspenn, hervez, muriou graet a gefiou-koad stok-ha-stok, heñvel ouz an tiez-prenn (log-houses) e trevadennou Amerika an Hanternoz.
  5. A-wechou e veze graet en he fez a dufennou dero.
  6. An nor-se eus ar c’hloz a oa a-zioutañ peurliesa eur pez-prenn kaeraet a anved en iwerzoneg aurduine (*aredunion) « rag an dun », pe immdorus (*ambidoron) « amzor » (en-dro d’an nor). War an douar-bras, gwirheñvel, e lakaed alies da gaeraat ar baled-prenn-se klopennou an enebourien lazet gant mestr an ti. Holl-ariek e heñvel beza bet ar boaz-se da winta savaduriou prenn a-zioc’h dor ar c’hloziou. Keñveria, e-metou Arianed an Indez, an toranas, anezo doriou-tal (10 metr uhelder war 6 metr led) war gloz sakr krugell vras Sanchi (250 kent H. S.). Ouz ober an doriou-se daou beul peder-dremmek ha tri gouryeo a-zioc’h an eil d’egile. Hag i graet en o fez a vaen benet ha kizellet (bet, ouspenn, livet da genta), e tiskouezont dre o neuz hag o frammadur beza diouc’h eur c’henta patrom e prenn. (Maindron, Art indien, pp. 15-21, skeud. 1-2). Thietmar (976-1018 goude H. S.), o taolenni kêr Rhetra e bro ar Slaved pagan, a zeu ano gantañ eus eun nor war ar gêr-se, a ziouti eun ti-bedi savet ampart e prenn ha dalc’het er vann war gerniel loened. Anavezet-mat eo boaz ar Slaved kristen da sevel chapeliou a-us d’an doriou-kêriou (L. Léger, Mythol. slave, 1901, p. 145). Heñvel ratoz a oa d’an eil re ha d’ar re all : lakaat ar galloudeziou dreist-natur da ziwall dor ar c’hloz an hini a c’hoantaed. Doriou krugell vras Sanichi a zo a-us d’an uhela gourin anezo aroueziou herzel-droug : ar rod hag ar forc’h tribizek. Eun hevelep mennad a oa d’ar c’hlopennou ha d’ar pennou trouc’het ouz dorojou ar Gelted, o veza ma kreded gwechall hogos dre holl ez oa eun nerz gwarezus e pennou trouc’het an enebourien. Ac’hano an evez a lakaed d’o mirout ha d’o c’haeraat : balzamet e vezent pe, eur wech digiget, e veze kaeraet ar c’hlopennou anezo gant engravaduriou flour, gant enskantaduriou prigwer hag aour. Sellout ouz ar c’hlopennou engravet skeudennet e Quatrefages, Hommes fossiles et Hommes sauvages, pp. 150, 196-7. Sellout ivez Anthropologie, 1921, pp. 389-90 ; Rev. celt. 1913 (les têtes coupées et les trophées en Gaule gant A. Reinach).
  7. An hevelep ger eo hag ar brezoneg liorz, kerneveg luworth, lowarth, kembraeg lluarth ; — *lubi « louzou », hen-iwerzoneg luib (saozneg leaf « delienn », alamaneg laub « deil, glazvez ») ; — *yorto-, *garto- « park, kloz, trevad », hen-iwerzoneg gort « kloz », kembraeg garth « liorz », brezoneg garz.
  8. Rev. celt. 1923, p. 216.
  9. Ar c’herzin (hen-iwerzoneg cairthen = kairotino, kembraeg cerdin, kerneveg cerden = karotino) a veze graet anezañ fid na-ndruad « gwez an drouized » gant Iwerzoniz ar Grenn-amzer (Rev. celt. 1920-1, pp. 144-5). Keñveria De Quatrefages, Hommes fossiles et Hommes sauvages, études d’anthropologie, Paris, 1884, p. 600.
  10. An torgennou-se eo a vez graet anezo e gaou « motennou gladdalc’hel » (mottes féodales). O lakaat da dalvezout a reas tud ar c’hladdalc’helez krenn-amzerel. N’eo ket ganto avat ez int bet savet, ar furchadennou graet enno o deus hen lakaet anat bep gwech. Henvel eo evit ar c’hrenvlec’hiou-douar, pevarc’hornek peurliesa, kenn-houarn enno a-vern, anvet châtelliers. Lakaet ez int bet alies da dalvezout gant Krenn-amzeriz, nemet koshoc’h kalz eget ar Grenn-amzer ez int, anezo labouradegou, govili, aozerezou-houarn eus oadveziou an Ten hag Hallstatt, bet e dalc’h pe eun ti-noblans keltait, pe eur boblad, pe eun neved bennak, Florance, Les Ponts chartrains et les mottes féodales en Loir-et-Cher, war Rev. des Et. anc. 1922, pp. 145-8 ; Classement chronologique des camps, buttes et enceintes de Loir-et-Cher, 1919 (mouladur distag ; diwar Bull. de la Soc. préhist. francaise, hevelep bloaz) ; Maitre, Géogr. industrielle de la Basse-Loire : les forges et ateliers fortifiés, 1919 (diwar Rev. arch.)
  11. War an douar-bras Dubrodunon « kastell an dour » a verke marteze eur c’hreñvlec’h war beuliou e-kreiz dour. En IXet kantved goude H. S. e lavared Dubridun ; Doeveren (Bro-Holland) ez eo bremañ. E-keñver Dubridun ez eus e Breiz an Dourdi, ano-lec’h er XVet kantved.
  12. Aet da c’halleg balme, baume, da brovanseg baumo.
  13. An hen-geltieg duros, duron, a gaver stank da eil gevrenn anoiou-lec’hiou, a zo bet rôet d’ezañ alies an dalvoudegez a « vourc’h », Eur fazi n’eo ken, kerkoulz hag an diskleria a zo bet graet eus ar ger-se dre an iwerzoneg dur « kalet », kembraeg dir « nerz », brezoneg dir, Dottin, Langue gauloise, p. 255. Duros, duron a zo furm goz ar gouezeleg dur « tremenlec’h, treiz » a gijer outañ en anoiou-lec’hiou a Vro-Skoz a seurt gant Caladar (Callender), Bealadar (Balater). Eun ano-lec’h hengeltiek a seurt gant Brivoduron, da skouer, a zo « treiz ar pont » pe « tremenlec’h ar pont » an dalvoudegez reiz anezañ. (Rev. celt. 1922, pp. 155-6).
  14. *Blâtobulga a oa, hep mar ebet, ano ar sac’h-ler (bulga e galianeg) ma veze serret ar bleud (*blâto-). Er marevez kelt-ha-roman, ez oa, e kevrenn enez-Vreiz etre an diou voger (Vallum Hadriani ha Vallum Antonini) eul lec’h anvet Blatobulgion, ennan moarvat sanailhou evit bividigez an arme.
  15. Kavet ez eus e Calaceite, er Spagn, eun aremenn diwar-lerc’h amzervez ar Gelted (?), anezi marteze eur c’hantolor. Ouz hen ober diou rodig a-blên, an eil a-us d’eben, eur c’harenn sounn etrezo, ha delwennig eur marc’h linennekaet, harp e dreid war ar rodig-traon ha trebarziet e zargreiz gant ar c’harenn. Sellout skeudenn an aremenn-se war ar Rev. archéol. 1909, p. 320. — « Gouloulestr », diwar ar c’herneveg, a vefe eur ger mat da envel en hor yez ar c’hleuzeur-eol, metal pe bri, eus an Hen-amzer, lucerna ar Romaned.
  16. Sellout an engravadur, Rev. arch. 1909, p. 100. skeud. 35. Eur jarl-ti all eus al Latium, gant daoualarc’hed linennekaet war nen an dôenn, a vo gwelet e Chantre, Mission scientitique en Cappadoce, p. 90, sk. 83.
  17. Diwar-benn neuz espar ha boemus ar seurt kêriou sellout ar pez a lavar Maindron, Art indien, pp. 112-3, o venegi Le Bon, les Civilisations de l’Inde, 1887, p. 542. Dre holl, en Henamzer, e raed gant al liesliverez. E Bro-C’hres delwennou, izel-vosou ha skultereziou an templou, peulvanou-koun ar beredou a oa livet, Rev. des Et. anc. 1908, pp. 165-7 ; H. Lediat, la Sculpture grecque, 1922, pp. 37-9, 52-3. Evelse e c’hoarveze ivez en holl Europa ar Grenn-amzer. Livet e oa ar c’hizelladuriou m’oa kaeraet ganto kroaziou-maen brudet Iwerzon gristen, Joyce, Social History, I, p. 567.
  18. Lenn war se selledou Jullian, Hist. de la Gaule, II, pp. 322-4.
  19. Thomas Wright, the Celt, the Roman and the Saxon, pempet mouladur, London, 1892, p. 205.