Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 58

troet gant Frañsez Vallée.
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944  (p. 328-335)


KEVRENN II : AR GWISKAMANT


Gwiskamant ar Gelted a zo bet lïes stumm d’ezañ diouz an amzer hag, eun draïg ivez, diouz ar vro. En trede kantved kent H. S. hag e-pad ar c’hantvedou da heul, e veze resis-mat oc’h ober gwiskamant an darnvuia eus ar Gelted an tri fez-mañ : ar bragou, an doneg hag ar vantell.


Ar bragou. — Ar bragou a veze graet anezo e keltieg brakas, unander braka, eur ger a heñvel beza tennet eus ar germaneg. Bragou ar Gelted koz a ziskenne betek o daou ufern-treid [1]. Diouz ar poblou e oa, hep mar, al ledander anezo. Breiziz ha, war an Douar-bras, ar Velged a zouge, evit doare, bragou ledan a-walc’h. Martialis (kenta kantved goude H. S.) a zo meneg gantañ en unan eus e flemmganou eus eur wrac’h « kel ledan ha bragou eur paour Breizad ». E-touez an darnvuia eus Kelted an Douar-bras, kement ha ma c’hellomp merzout diouz skeudennou an Hen-amzer, e oa ar bragou stardet en-dro d’an daou-ufern ha striz a-walc’h, ma c’helled damwelet furm an divesker. Evelse e oa ivez ar stumm anezo en Iwerzon.

Giz ar bragou a voe degaset en Europa, war a greder, gant ar Skuthed, eur bobl a vrezelourien, a vesaerien hag a c’hovien, o komz eur yez heñvel ouz an hen-berseg, hag a dalc’he dindan o beli, er VIIet kantved kent H. S., an darnvuia eus ar brôadou o veva etre ar mor Baltek, an Danuvios izela hag ar mor Du. Eus ar Skuthed e tremenas ar bragou d’o amezeien, Thraked ha Germaned, ha, dre ar re ziweza-mañ, moarvat, e reas ar Gelted anaoudegez gant ar gwiskamant ken aes-se. An darnvuia eus ar meuriadou keltiek pe geltaet eus Iwerzon a viras gwiskamant koz Europiz, ma talc’he ennañ eur vrozig verr, o tiskenn betek an daoulin, lec’h ar bragou. Er c’henta kantved kent H. S. ar Romaned, o sellout ar bragou evel gwiskamant brôadel ar Gelted, a rae anezo al lesano a braccati « a zoug bragou ».


An doneg. — Disheñvel e oa toneg ar Gelted diouz hini ar C’hresianed hag ar Romaned dre ma oa d’ezi milginou o c’holoi an diouvrec’h betek an arzourniou. Berroc’h pe-hiroc’h e oa : peurliesa e tize penn-krec’h an diouvorzed ; gwechou all e tiskenne betek kreiz an diouvorzed pe zoken betek an daoulin. Digor e oa eus krec’h d’an traon a-ziaraok, hag e started anezi ouz an dargreiz gant eur gouriz.

Ar vrezelourien skeudennet war lestr arc’hant Gundestrup a zoug tonegou stummet-striz, heñvel a-walc’h ouz hor saeou gloan stamm bremañ ; hiniennou anezo a zo d’ezo milginou hir a diz an arzourn ; re-all o deus milginou berr o lezel an arvrec’h hag eun darn eus ar vrec’h ez noaz.


Ar vantell. — Ar vantell a veze sellet, evit doare, evel eur pez-gwiskamant a gement a bouez, da vihana, hag ar bragou. Dougen a raed anezi a-ispillh a-ziwar an diouskoaz ha stag war ar brennid gant eur spilhen-alc’houez pe veur a hini.

Niver ar seurt spilhennou kavet stank-ha-stank er beredou keltiek a ziskouez anat e veze douget ar vantell gant an holl gwitibunan ; paotred, merc’hed ha bugale.

Bez’ e oa mantilli hañvek, graet gant danvez skañv, ha re c’hoañvek danveziet fetis. Lies meurbet e oa furm ha neuz anezo. Anoiou hiniennou a anavezomp :

1. — Sagon a heñvel beza ano ar vantell-vrezel. E-touez ar Geltibered e oa ar sagon eur vantell deo, graet gant gloan du blevek heñvel ouz bleo gavr.

2. — reno, mantell-foulinenn hirvlevek a c’holôe an diouskoaz hag ar brennid betek begel ar c’hof. Reno a heñvel beza bet an hevelep ger ha *rani, *rano « bleo hir ha garo » e keltieg Breiz-Veur hag Iwerzon, deut bremañ da reun e brezoneg ;

3. — karakalla, mantell graet a veur a damm ;

4. — linna, mantell garrezek ha gwevn boaziet gant Kelted Galia hag ivez, moarvat, en enez Vreiz, pa ’z eo deut ar ger-se da lenn e brezoneg ;

5. — laina, mantell graet gant gloan garo meurbet ha hirvlevek ;

6. — kukullus, mantell verr na ziskenne ket izeloc’h eget an diouskoaz, ha stag outi eur penn-kab. Ar bardokukullus e oa hep mar an doare « kukullus » a veze gwisket gant ar varzed ; er c’henta kantved goude H. S. e steued anezi e diou gêr a C’halia : Andematunnon, e bro al Lingoned, ha Mediolanon e bro ar Santoned. Pelloc’h goude e voe hiraet ar « kukullus » a zeuas da veza ar « kougoul », mantell gabellek ar venec’h kristen.

Ano ar vantell vrezel, sagon, a gaver war greder, en anoiou meur a bobl : Tektosaged « ar re a zo golôet gant eur vantell », unan eus teir foblad eus an Azi-Vihana [2] ;

— ar Rigosaged « a zoug mantilli rouanez », meuriad keltiat e servij roue ar Siria, en em vrudas en eun emgamm ouz ar Veded, en tu-hont da stêr Digr, er bloaz 220 kent H. S. ;

— an Agosaged « a zoug mantilli e bleo loened kornek » [3], meuriad keltiek all sujet da roue Pergam er bloaz 218,


An arc‘henadou. — Tri doare arc’henadou da vihana a oa gant ar Gelted :

1. — sandalennou, anvet gallicae gant ar Romaned. Lezel a raent dizolo choug an treid hag e vezent staget gant lerennou. Teo meurbet e oa ar soliou anezo, doubl pe dri-zoubl a-wechou ;

2. — arc’henou-kroc’hen na c’holôent nemet an troad hag a oa heñvel, en o doare, ouz hor c’hofignonou bremañ ;

3. — bouteier-ler laset o c’holei an troad ha penn-traoñ ar c’har. A-wechou e oa outo eun doare geltrezennou heñvel ouz husa ar C’hermaned.

Kinklet kaer e veze an arc’henadou a-wechou ha peurliesa e oant stag ouz ar bragou. An dud izel a gerze alies diarc’hen. Ar vrezelourien skeudennet war geler-vaen ar winieg Amendola a zo diarc’hen an darnvuia anezo, nemet ar pengadour hag eun nebeut brezelidi a zoug eur seurt arc’henad soliet teo, trouc’h-didrouc’h an enebenn anezañ.

Er IIIet kantved kent H. S., ar C’halianed a oa d’ezo bouteier-ler teo evit ar goañv hag ar menez. Hannibal, kent treuzi an Alpou, a reas pourveziou anezo evit e soudarded. Bouteier prenn a veze implijet gant kalz a gouerien eus Galia.


An tog. — An tog ne veze ket e-touez ar Gelted stank-holl an implij anezañ evel en hon touez. O bleo a zougent hir ha teo, ar c’habell a oa stag bepred ouz o zoneg pe o mantell hag a c’helled pe ziskenn war ar choug pe sevel war gern ar penn, pa veze gwall-amzer, a aesae d’ezo dioueri togou.

Meur a zoare bonedou ha togou o deus bet, evelato, e gloan, feltr pe ler, nemet n’o anavezomp ket ervat. Menega a heller :

1. — ar boned begek, dierien en araok hag en a-dreñv, gwisket a vetal a-wechou ;

2. — eun doare turuban pe voned diou-gernek uhel a weler gant bageerien Lutetia skeudennet war aoter Tiberius ;

3. — an tog erienet ledan-meurbet douget gant doueezed bis-hanternoz Galia.

Damheñvel eo an holl dogou-se ouz ar re a veze boaziet gant ar pobladou illiriek eus kreiz Europa en oadvez Hallstatt (gwelout ar skeudennou embannet gant A. Bertrand ha S. Reinac’h en o levr Les Celtes dans les vallées du Pô et du Danube).


Gwiskamant ar merc’hed hag ar veleien. — Hervez skeudennou an Hen-amzer, e vije bet gwisket ar maouezed keltiat gant eur sae hir a goueze betek o zreid hag eur vantell, d’ezi milginou hir ha ledan, hag a oa serret war ar brennid gant eur skoulm, eun nozelenn pe eur spilhenn-alc’houez. A-wechou ivez o dije douget eun doare gouel a goueze war o diouskoaz hep kuzat o dremm [4].

Romanaet pe hellenaet eun draig e c’hallfe beza ar gwiskamant-se. Reisoc’h alberz a gemerfed, moarvat, eus gwiskamant ar merc’hed keltiat o sellout ouz an hini a zouge merc’hed ar Jutland en oadvez an arem. Dre ar furchadennou graet e krug Borum-Eshoi eo hen anavezomp. Gloan holl e oa, anezañ eur vroz hir dibleg, eur rokedenn verr ha ledan, outi milginou a leze an arvrec’h ez noaz, hag eur vantell vras. War ar penn eur roued gloan stammet ; en-dro d’an dargeiz, daou c’houriz gloan, unan anezo bevennet kaer ha stag outañ, da boueziou ha da ornaduriou, boulouigou teo [5].

Diwar-benn gwiskamant ar veleien n’eus ganeomp diskleriadur ebet. Evit an drouized, anat a-walc’h e oa ar gwiskamant anezo heñvel ouz hini ar pep all eus an uhelidi, nemet al liou. E Galia, er c’henta kantved goude H. S., an drouized, a drouc’h an uhel-varr sakr, a zo gwisket e gwenn. En Iwerzon, er Vet kantved, an dek drouiz en em unan da stourm ouz sant Patrik a zo ivez gwenn o dilhad.

Gwiskamant-dindan. — Beza a-walc’h o dije an uhelidi hag an drouized, e Galia, douget dindan o dilhad gloan eur c’hrez lin ; ar ger latin camisia « roched » a ziskouez beza keltiek ha deut eus ar vro-se. Anez, ne weler ket da betra o dije talvezet al linegou a founne ker stank war douar ar C’halianed, hervez skrivagnerien an Hen-amzer. Lin-holl e veze ivez marteze, e-touez ar Gelted evel e-touez ar C’hermaned, gwiskamantou ar veleien, an diouganerezed hag an hudourien.


Liou ha neuz ar gwiskamantou. — Ar pez a verke renk eun den e oa, evit doare, kentoc’h eget furm e wiskamant, al liou hag an danvez anezañ. Gant ar veleien e veze tonegou ha mantilli gwenn. Ar sklavourien a wiske dilhad-lifreou livet. Kalz a gouerien a zouge bragou foulinenn hag, hep mar ivez, tonegou eus an hevelep danvez. An uhelidi a blije d’ezo peurliesa dilhad livet-flamm ha lirzin. Roudennet ha karrezennet-stank e oa an tonegou hag ar mantilli anezo alïes, evel m’emañ bremañ gwiskamantou Skosiz. An dro-natur-se eus ar Gelted ouz an danveziou dilhad rikamanet he doa laket souezet ar C’hresianed hag ar Romaned. Eun arvest iskis ha pompus e oa d’ezo ar bennrenerien geltiat en o dilhad broudet, marellet a bep seurt ornaduriou gant an aour, an arc’hant, ar pri-gwer, ar goural, al limestra ha kant a liviou all [6].


An emganna en noaz, hag all. — Poblou keltiat a zo edo ar c’hiz ganto diwiska o dilhad, holl pe darn anezo, evit en em ganna. En Itali, en emgann Telamo (225 kent H. S.), ar C’haisated, goprsoudarded kaset di gant ar poblou eus an tu-hont d’an Alpou, en em gannas en noaz-dibourc’h ; Kelted an Itali, er c’hontrol, a viras e-pad an holl emgann o bragou hag o zonegou e danvez skañv. En emgann Kann (217), korn kleiz armead. Hannibal, en em gave e-keñver ar varc’hegiez roman, a oa anezañ marc’hegiez ar C’halianed hag ar Spagnoled. Gwisket e oa ar Spagnoled gant tonegou lin bevennet a limestra ; ar C’halianed a oa noaz o c’horf betek an dargreiz. En Azi-Vihana, en emgann menez Olumpos (189), ar C’halated a ziwiskas o dilhad evit en em ganna, « ar pez na reont nemet evit se », gouez d’eur skrivagner roman.

Kelted ar skeudennou a vez alies noaz pe hanter-noaz. En enep, goloet-striz e vez ar merc’hed peurliesa. Gouzout a reomp, koulskoude, e rankent, en enez-Vreiz, diwiska o dilhad da lida goueliou a voe en enor d’an doueed [7].


Ar c’hinklerez hag ar brageriziou. — Ar Gelted, ken paotred. ken merc’hed, a blije d’ezo meurbet en em ginkla. Ar brageriziou korf hag ar braoigou kavet er beziou a zo niverus ha lïez o doare : spilhennou-alc’houez, gourizou, troiou-brec’h pe c’houzoug, bizeier, kleierigou-diskouarn, hag all.

N’eus bez keltiek ebet na gaver ennañ spilhennou-alc’houez. Eun doare spilhenn a surentez e oa a dalveze da brenna an dilhad a-wechou, ha dreist-holl da zerc’hel ar vantell. Arem ez int peurliesa, nemet ez eus anezo ivez en houarn, en aour pe en arc’hant. Hiniennou a zo bravaet gant pri-gwer pe goural. Disheñvel-tre e vez an neuz anezo dioc’h ar vro hag an amzer. Eun darn anezo a zo eus ar c’haera.

Gloan pe ler e oa ar gouriziou pemdez, nemet, evit an deiziou lid, e oa gant ar binvidien gouriziou metal kizellet, arem, arc’hant pe aour.

Prenn, maen, gwer, houarn, arem, arc’hant, pe aour eo an troiou-brec’h peurvuia, lïes meurbet an neuz anezo. Darn a zo digor ha darn klos. Viria e oa ano eun dro-vrec’h widilus gant ar Geltibered ha viriola gant ar C’halianed.

An troiou-gouzoug a vez anezo peurliesa seurt gwigadennou digor en aour, en arc’hant pe en arem. An ano latin a « torques » a vez graet anezo el levriou henoniez. Maniakes e oa an ano keltiek anezo hervez Polubios ; en Iwerzon e lavared monikia.

Ar c’hleierigou-diskouarn a zo anezo alies paterennou gwer glas pe strink stropet en eun orjalenn arem pe gouevr. Evit ar bizeier, ar re gosa anezo n’int nemet laonennou metal moan, kelc’hiet klos pe diglos.

Ret-mat eo studia ar braoigou hag ar brageriziou-korf all d’an neb a venn anaout arz ar Gelted koz.

Gwiskamant ar Gelted degemeret gant ar Romaned. — Gwelloc’h e oa gwiskamant ar Gelted ouz temz-amzer hanternoz, kreiz pe reter Europa eget gwiskamant skañv ar C’hresianed hag ar Romaned. Rak-se e voe degemeret buan gant an neb a ranke, dre vicher, beva dindan an amzer : sklaved, labourerien-douar, soudarded, ijinerien, hag all. Ar bragou, a oa anezo ar pep pouezusa eus ar gwiskamant keltiek hag ivez an iskisa da Greisteiziz, a voe kemeret evel ar pep-all nemet krennet e voent e doare ma c’helled o c’huzat dindan an « toga », mantell vrôadel ar Romaned.

N’hellas ket, koulskoude, an trok-se beza kaset da benn hep ma stourmas dalc’hidi ar giziou koz. Pa voe argadet an Itali, er bloaz 69 goude H. S., gant ar penn-kadour roman Kekina e penn arme Galia, edo gwisket gant bragou ha mantell roudennet ha marellet ar Gelted. Er gwiskamant-se eo e tegemere kannadourien ar sened hag e prezegenne da bobl ar c’hêriou : sellet e voe kement-se gant an holl gwitibunan evel dismegañsus ouz bourc’hizegez Roma. C’hoaz er bloaz 377 goude H. S. e tifenne an impalaer Honorius dougen bragou e Roma, o tiskleria e oa ar seurt giz eun dismegañs, ouz ar gêr enorus-se (urbem venerabilem).


  1. Beza a-walc’h o dije eur boblad bennak anezo graet implij a vragou berr. Gwisket eo ar vrezelidi skeudennet war lestr arc’hant Gundestrup (Jutland), keltiek-rik an armou anezo, gant bragou berr ha striz, na ziskennont ket izeloc’h eget an daoulin.
  2. Ruz e oa mantell ar C’halated, hervez Tertullianus, De pallio.
  3. Agos « loen-korn », deut da ag en iwerzoneg.
  4. A c’hellfe beza e vije bet douget ar gouel gant ar merc’hed perc’hennet hepken. Gwiska ar gouel ha krenna ar bleo (kenveria ar bleo berr a-walc’h a zo gant ar Geltiadez yaouank eus ar C’hapitol lazet gant he fried, anezi marteze eur plac’h nevez-dimezet) a vije bet aroueziou evit anataat d’an holl perc’hennidigez eur vaouez gant eur gwaz. Skignet ledan, etrevrôadel kouls lavarout, eo bet ar c’hiz da ouelia ar plac’h nevez, pa ’z eo gwir hen kaver eus Galia hag Italia da Sina, Korea ha Birmania, Morris Jastrow, Veiling in Ancient Assyria, war Rev. arch. 1921, II, pp. 209-38. Gouelia ar vaouez perc’hennet a zo bet moarvat eur c’hiz deuet da Assiriz (evel kalz a draou-all) eus Azia-Vihana. An Hittited pe Heteaned a oa bet Iezennet garv ha striz ganto an darempredou etre paotred ha merc’hed, Contenau, La Civilisation des Hittites et des Mitanniens, 1934, pp. 173-4. — A c’hellfe beza ouspenn e vije bet ruz gouel ar C’heltezed (kenveria mantell ruz ar C’halated) evel ma oa ruz gouel-eured (flammeum) ar Romanezed hag an Etruskezed, ha ruz ivez gouel-penn ar Skuthez a zo bet diveziet he relegenn e Tchertomlitsk, Krimea ; Minns, Scythians and Greeks, 194 3, p. 161.
  5. Archedet e oa bet an hini varo en eur c’heler graet gant eur c’hef-dero faoutet ha divouedet ; d’an dourenn givij e tleomp miridigez ar gwiskamantou-se, hag i tregont kantved da vihana. Ar rokedenn verr a veze douget gant an holl verc’hed, dimezet pe get. Gant ar gwragez hepken e veze gwisket ar vroz hir dibleg, aet d’hec’h ober eur gwiad gloan en e bez. Dishenvel a-grenn e oa broz ar plac’hed yaouank. Eur verr-vroz e oa, anezi eun niver kerdenigou stag ouz ar gouriz hag o tapout an daoulin. Ar verr-vroz se, douget hepken gant ar yaouankizou diberc’henn, a hanval beza bet kalz kosoc’h ha skignet ledanoc’h er bed e-pad ar ragistorvez eget ar gouel-eured, pa ’z eo gwir he c’haver betek en Okeania en hon Amzer. En Europa, hec’h anavezer dre ar gavadenn graet e 1921 en Egtved, Jutland : eur veleganez triouac’h bloaz a zo bet diarchedet eno ; douaret e oa bet a-gevret gant aremennou (eur blakenn-c’houriz, diou gelc’henn-vrec’h, eul lagadenn-skouarn), eur grib korn, eur voest enni eur menaoued hag eul lasenn, eur c’helorn rusk tilh. Paket e oa ar plac’h en eur bugen. Prenn-derv e oa an arched. Ar pri melen houarnus, bet degaset ha berniet en-dro d’an arched gant Oadvezidi-an-Arem, en doa miret mat arched hag archedad, Thomsen, Egekistefundet fra Egtved fra den aeldre Bronzealder, war Nordiske Fortidsminder, II, fesk 4, pp. 165-214, 25 skeudenn, Kiobenhavn, 1929. Renta-kont dre ar munud gant Vallois war L’Anthr. 1930, p. 176.
  6. Lennit er seizvet pennad, « an Arz hag an Ijinerez », ar pennadig diwar-benn ar gweadennou (gwiaderez, liverez, brouderez).
  7. An noazded en emglannou hag el lidou-kredenn a zo hec’h andon en eun dreuzkredenn eus ar c’hosa a stage ouz ar stad-dibourc’h eur galloud herzel-droug, ha, dreist- holl, herzel-drougavel, eus ar brasa. War he diskar edo an dreuzkredenn-se e dibenn an eilvet milved kent H. S.