Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 59

troet gant Frañsez Vallée.
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944  (p. 335-365)


KEVRENN III : AN TEMZ-SPERED


N’eus ket nemeur da evesaat ouz ar pez a zo bet lavaret gant ar C’hresianed hag ar Romaned diwar-benn temz-spered ar Gelted. Ne vez barnet eur bobl gant eur bobl all peurliesa nemet diwar skañvadurez-spered, diouiziegez ha treuz-kredenn gwerin, ouz o zrenkaat c’hoaz alïes an droukrañs hag ar gasoni maget gant eñvoridigez emgannou tremenet ha drouziveziou gouzañvet. Eur Roman pe eur Gresian, pa vennent barn ar Gelted, a oa diaes d’ezo ankounac’haat, ar c’henta emgann an Allia hag an tan lakaet war Roma, an eil gwastidigez ar C’hres e 280-279. Re c’hloazus eñvoriou e oa ar re-se, etre kant a re all, evit na bouezjent ket war o barnedigeziou. A-hend-all, e-mesk eur boblañs evel hini Keltia, enni mil-ha-mil a dud a veur a ouenñ disheñvel, ret-mat e vije en em gavet, dindan an unvaniez a ziwar-c’horre gant unvez ar yez, kalz a speredou-pobl disheñvel. En eun hevelep engroez ez eus bet, hep mar ebet, evel m’o deus lavaret skrivagnerien ar C’hreisteiz, sodien, skañbenneien, tud rankles, disleal ha kriz. Nemet n’oufe biken eun den a boell kredi e vije bet an holl Gelted evelse, pe e vije bet ar seurt tud stankoc’h en o zouez eget e-touez ar poblou all. Eun niver skoueriou diskleriet gant Kreisteiziz o-unan a ziskouez anat n’oa ket gwir kement-se. Rak mar barnont garo ha diwirion-splann alïes ar Gelted dre vras, evel pobl, e teu an ali ganto disheñvel-kaer pa gomzont anezo dre heñ-ha-heñ meuli a reont enno kalz a oberiou a vadelez, a lealded, a zic’hoantegez, a spered hag a nerz-voul.


Ar gadarnded. — Eun nebeut skoueriou a zigaloniez a c’heller da venega e-touez ar Gelted. An anavezeta anezo eo hini merc’hed Gergovia e 52 kent H. S. O welout ar Romaned e-harz ar mogeriou d’eur mare m’edo kêr hogos hep difennerien, e taoljont d’an enebourien o brageriziou, arc’hant ha dilhad ; disparbuilhet o askre hag astennet o divrec’h, ec’h aspedont anezo da lezel o buhez ganto ha gant o bugale ; hiniennou zoken, ouz en em lezel da rikla gant ar voger, en em ro d’ar soudarded.

Nemet eun direizder n’eo ken ! Skridou an Hen-amzer a ziskouez splann, er c’hontrol, n’oa tech ebet boazetoc’h e-touez ar Gelted koz, ken paotred ken merc’hed, eget ar gadarnded.

Ar c’hopr-soudarded, kaset gant roue ar Sikelia, en nevez-amzer eus ar bloaz 368 kent H. S., da skoazella tud Sparta, a zellezas dre o c’hadarnded meuleudiou Lakedemoniz o-unan, hag i ar galoneka hag ar wella da vrezeli eus poblou ar C’hres. « Ar C’hresianed », eme an danevellour Diodôros, « pa felle d’ezo amproui an diavaezourien-se, o lakaas er renk kenta en emgannou. Ar Gelted en em renas ez kadarn hag e rejont da enebourien Lakedemoniz koll eur maread a dud. Goude tenna sellou warno dre o nerz-kalon hag o ampartiz en embregerez an armou, e voent enoret gant Lakedemoniz, m’o doa graet kalz a vad d’ezo, hag e tistrojont er Sikelia war-dro dibenn an hañv. »

En emgann an Thermopulou (Doriou-tomm) taerder ar Gelted a zegase da goun d’ar C’hresianed eus kounnar dall al loened gouez. En em ganna a raent keit ha ma chome eun elfenn vuhez enno ; gloazet, e tiframment ar speg o zreante, d’e stlepel en-dro ha skei gantañ ar Gresian en em gave war hed taol d’ezo. Golôet a c’houliou ha skôet d’an douar, ne ziskrogent ket evit se : hag er maro n’ez ae ket diwar o dremm ar skeud euzus e veze bet warni e-pad an emgann.

An emgann bras etre Helveted ha Romaned, c’hoarvezet e Galia en hanter-vezeven eus ar bloaz 58 kent H. S., a badas eus kreisteiz da guz-heol. Er c’heit-se ne voe gwelet nikun eus ar Gelted o trei kein hag o tec’hout. Dirak ar c’hirri, m’edo warno ar pakadou, ec’h en em astennas an emgann betek diwezat-pell en noz ; ar merc’hed hag ar vugale en em gannas eno ken taer ha ker kalonek hag ar wazed.

En emgann ar Sambra, eilvet rann anezañ, p’o devoe ar Romaned adkemeret o c’hreñv, e tiskouezas ar Gelted en emzifenn kement a nerz-kalon hag en argad : kentre ma koueze unan anezo er renk kenta e teue an hini a oa a-dreñv da gemerout e lec’h ; sevel a rae war e gorf maro d’en em ganna. « Eus ar c’horfou maro-se berniet », eme Gaesar, « e raent d’ezo eur voger, ma taolent diwarni o spegou ha ma stlapent en-dro ganeomp an daredou a skôemp ganto. N’oa ken eur souez ganeomp o dije kredet tud ker kadarn treuzi eur stêr ledan, krapat riblou serz, en em ganna en eul lec’h diemzao ; kilet e oa an diaesderiou-se dirak brasder o c’hadarnded. » Pa ehanas an emgann, eus a 60.000 brezelour a oa deredet da argadi ar Romaned, a vec’h e vane 500 en o sav, hag eus ar 600 senedour o doa o renet d’an argad, ne vane ken nemet tri.

E seziz Avarikon, ar Gelted a zifenne ar gêr-se o doa graet eun dilammadenn er-maez kêr ha lakaet an tan war ar savadennou hag an touriou prenn savet gant ar Romaned. « Neuze », eme Gaesar, « e voe tennet hor sellou gant eur c’haer a daol, hag heñ dellezek-tre da veza brudet. Dirak dor ar c’hreñvlec’h edo eur C’helt a stlape en tan, a-ziwar lein eun tour, boulou soa ha peg a dremened d’ezañ a zourn da zourn. Eur saez tennet gant eur « scorpio » e dizas en e gostez dehou hag e lazas. An nesa d’ezañ a gemeras kerkent e lec’h hag a voe lazet en hevelep doare. Eun trede a heulias ha, goude c’hoaz, eur pevare, ha ne voe dilezet al lec’h gant e zifennourien nemet ken na voe mouget an tan ha lakaet dre zrouziwez ar C’halianed dizarbennet a bep tu, termen d’an emgann ».

Er bloaz 46, e-pad brezel an Afrik, e voe test ar Romaned d’eun taol kaer dreist-kred. Tregont marc’heg keltiat, e gopr Kaesar, a yeas a-herr da 2.000 marc’heg numid [1], o c’hannas hag o c’hasas dindan o zec’h betek e-harz mogeriou kêr Hadrumetum.

E 363 goude H. S., e-mesk ar strollad soudarded roman a zifenne kêr Amida [2] grounnet gant. ar Bersed, ec’h en em gave diou « legio » nevez-tennet eus Galia. An istorier Ammianus Marcellinus, hag a oa eno, a zanevell eun argadenn kadarn-dreist ouz ar c’hrounnerien a voe kaset da benn gant ar Gelted-se. E-kreiz eun nozvez teñval ha diloar, goude gervel skoazell Doue war o dezo, ez ejont didrouz dre eun nor guz er-maez eus kêr, ganto bouc’hili ha klezeier. Soupren a reont gedourien ar Bersed ha laza soudarded eur rakward anezo, hag e tegouezont e-barz ar c’hamp. Tizet o dije al lec’h m’edo savet tinell ar roue paneve garm ar re c’hloazet, strap an armou ha trouz o c’hammedou a reas d’an holl armead dihuni ha deredek d’o zaga. « Ar Gelted, ker kadarn a galon ha ma ’z oant nerzus a gorf, a zalc’has penn, o tiskar gant o c’hlezeier kement enebour a grede stourm outo a-dost. Lazet e oa bet, avat, meur a hini anezo ; ar re all en em wele war-nes beza mantret dindan eur grizilhad saeziou a daoled ganto a bep tu, rak kenstrivadou eun engroez-tud en em drôe holl ouz ar vandennadig-se ha, bep an amzer, e kreske niver o enebourien. En em lakaat a rejont, eta, da argila war-du kêr, nemet ne zistrôas nikun e zremm. Kila a raent kammed ha kammed, o skei o zreid evel e muzul. » Evel-se e tistremenjont foz ar c’hamp hag e tinesajont a-nebeudou ouz mogeriou Amida, o c’houzañv krogad war grogad ha bouzaret gant trouz an trompilhou. « E tarz an deiz hepken », eme Ammianus, « e c’hellas ar Gelted distremen doriou kêr, gloazet darn anezo grevus, darn skañv. Pevar c’hant a oa kouezet en nozvez-se, rak n’eo ket gant Rhesus, kousket gant eun nebeut Thraked e-harz mogeriou Troja, o doa bet d’ober, hogen gant roue ar Bersed e-unan, o dije lazet en e dinell, e-kreiz e gant mil a soudarded, ma vije plijet gant an Tonkadur ober a-du ganto. »

Kelted, e derou ar c’henta kantved kent H. S., a oa ganto kement a zispriz ouz ar maro hag a gadarnded fougeus ma weled anezo o tivizout, evit arc’hant pe vuzuliadou gwin, lezel o laza : pignet war eur chafod, e tarnaouent an evaj pe an arc’hant etre o c’heneiled vuia-karet, en em astennent war o skoued hag e kinnigent dizaon o gouzoug d’ar gontel [3].


Gwell ankou eget mez. — Kalz a Gelted ne derment ket evit trei o armou outo o-unan hag ouz o zud : 1° pa n’houlent ket derc’hel da veva goude beza bet trec’het ; 2° pa gave d’ezo e c’hellent, dre o maro, ober vad d’o c’henvrezelidi ; 3° pa felle d’ezo dizarbenn diouto o-unan pe diouz o gwragez hag o bugale mez ar sklaverez.

Grounnet e oa bet kêr Numantia gant ar Romaned. Pa welas Numantiz e oant o vont da veza taget gant an naonegez, e rejont o menoz da glask maro ar re gadarn en eun emgann diweza. Aoza a rejont o-unan o fred-kañv ma kemerjont ennañ o gwalc’h a gig dam-boaz hag a vier. Hogen e nac’has pengadour ar Romaned kaout outo krogad ebet. Kelc’hia a reas warnezo gant eur foz, eur gloued-peuliou ha pevar c’hamp. Peurgollet ganto pep spi da vervel, o armou en o daouarn, war an dachenn-emgann, e lakajont an tan e pevar c’horn kêr hag ec’h en em lazjont gant an dir, an tan hag ar c’hontamm. Ne vanas gant ar Romaned prizoniad ebet, na preiz diouto rak paour e oa ar re drec’het ha pulluc’het o devoa o armou kent mervel.

Ar pengadour roman Cato, c’hoant d’ezañ da gaout termen gant brezel ar Spagn, en doa gourc’hemennet lemel o armou digant an holl wazed o veva en tu-mañ da stêr Iberos. Ken dismegañsus e kavjont ar seurt gourc’hemenn m’en em rôas kalz anezo taol ar maro. « An dud her-se », eme eun danevellour roman, « n’oa ar vuhez netra d’ezo eur wech kollet ganto o armou. »

En emgann Telamo (225 kent H. S.), Aneroestos, penn ar Gelted, pa welas e oa kollet an devez hag e genbengadour Konkolitanos paket da brizoniad, en em dennas en eul Iec’h distro gant keneiled emouestlet d’e donkadur, o lazas gant e zourn e-unan hag a rôas, goude, termen d’e vuhez.

E 21 goude H. S., Sagroviros, e penn ar C’halianed en em savet, a voe trec’het e-kichen Augustodunon. En em denna a ra en unan eus e genkiziou hag ec’h en em laz gant eur gougleze. E geneiled o doa e heuliet en em lazas kenetrezo, hag an tan lakaet ganto war an ti a bulluc’has o c’horfou. Ar rener all d’ar stourmad, Florus, en em lazas ivez.

Goude gwasta santual Delph (279 kent H. S.), armead ar Gelted, luziet ma ’z edo gant kirri ha gloazidi, a voe eus an diaesa an distro anezi a-dreuz d’eur vro veneziek : taget e vezent dibaouez ha lamet a-ziwar o hent ar chatal hag ar bevañs gant broiz en em savet outo. Brennos, hag a oa gloazet, a rôas renadur an arme d’e is-pengadour hag a lavaras d’e geneiled-vrezel : « En em zisammit diouz an holl c’hloazidi ha devit ar c’hirri ; n’eus tro all ebet ken da virout ho puhez. » Eva gwin a reas hag, o rei ar skouer e-unan, e sankas e gontell en e galon. Ar pengadour nevez a gasas d’ar maro 10.000 a dud a oa re dizet evit padout da gerzout, ha, goude an emwana kriz-se, e c’hellas armead ar Gelted skañvaet diraez trumm harzou hanternoz ar Vakedonia.

E 271 kent H. S., eur vandennad Kelted e gopr roue an Ejipt, war-nes skoulma an emgann gant Makedoniz, a lazas loened d’an doueed da enklask an diouganou. Diabarz al loened lazet a ziouganas an drouziwez. Neuze e rojont d’ar maro o gwragez hag o bugale hag, o lammat gant ar C’hresianed o c’hlezeier en dourn e kouezjont holl gwitibunan.

Dindan Tiberius, 400 Galian, bourc’hizien Roma, grounnet e ti Kruptorix gant ar C’hermaned, a voe gwell ganto en em laza kenetrezo eget en em zaskori ha mont da sklaved.

E 84 goude H. S., ar Romaned o veza trec’het e-harz menez Graupios Kalgakos ha Brezoned an Hanternoz, eun darn vras eus ar re-mañ a skôas d’ar maro o gwragez hag o bugale evit mirout outo da goueza ez veo etre daouarn ar Romaned.


Ar balc’hder. — Bras e oa balc’hder ar Gelted. War-dro kreiz an IIet kantved kent H. S., e savas brezel etre ar C’halated ha roue Pergam hag e tileuras ar Romaned kannadourien da gas habaskaat an traou. Bez’ e voe eun emwel etre P. Licinius, penn ar gannadourien, ha Solovettios, rener ar Gelted. Hemañ, avat, n’helljod e neb doare e blega ha ne dalvezas holl bedennou ar Romaned nemet d’e lakaat diblegusoc’h c’hoaz. « Eur souez e voe gwelout », eme Ditus Livius, « edo hantererez ar gannadourien, hag heñ a-walc’h anezañ da zizarma rouanez galloudek ar Siria hag an Ejipt, dibouez-holl war ar Gelted. »

Bastarned Klondikos a zeue ganto prezegennou leun a fougaserezou hag a c’hourdrouzou ouz ar Romaned. Ar c’homzou her hag ar vent uhel anezo, an nerz hag ar gwevnder marzus a ziskouezent en holl c’hoariou-ouesk a lakaas kement a fiziañs e Makedoniz ma teuas da gredi d’ezo e vije ar Romaned digalonekaet o welout an dud taer-se, ha na gredjent ket zoken gortoz anezo.

E 58 kent H. S., Kaesar, flastret gantañ war glann gleiz an Arar eur meuriad a Helveted, a zegemeras kannaded a-berz ar peb-all eus ar boblad kampet war ar c’hlann zehou. Er penn anezo edo Diviko, eur c’hoziad meur, en devoa renet, hanter-kant vloaz a oa, an Helveted pa faezas ar re-mañ ar pengadour Cassius, kar da Gaesar, ha pa rejont d’e armead dismantret tremen dindan ar yeo. Diviko a zegouesas, sounn e benn ha gourdrouzus, ha ne voe ket e brezeg an hini a c’helljed da c’hortoz digant penn eur boblad trec’het, hep ti nag aoz, o komz ouz ar galloudeka eus ar Romaned, hag heñ e-kreiz e armead o paouez trec’hi. Degas a reas da goun da Gaesar « an drouzivez gouzañvet gwechall gant eur c’har d’ezañ ha kadarnded an Helveted brudet a-viskoaz. Hag heñ trec’h d’eur meuriad distag, miret ouz ar re all gant eur stêr herrus da vont d’e skora, Kaesar ne dlee ket re fiziout ennañ e-unan nag o disprizout. An Helveted o doa desket digant o gourdadou fiziout kentoc’h er gadarnded eget er gwidreou hag er spiou-brezel. Ra ziwallo Kaesar, eta, da lakaat al lec’h m’edont end-eeun da veza brudet da viken e koun an dud dre wall-reuziad ar Romaned ha dismantr e armead. »

Antronoz kemeridigez Avarikon gant ar Romaned, Verkingetorix a zisklerias d’e re « n’eo ket bet trec’h ar Romaned dre gadarnded hag en emgann reizet, hogen dre eun doare ijin er sezizerez a c’houzont gwell eget ar Gelted ; dre e aked-heñ ez a ar brôadou disrannet betek-hen diouz mad an holl d’en em gevredi gantañ, oc’h ober eus Galia a-bez eur c’horf unvan, ne vije ket ar bed-holl evit herzel outañ ».

Kendalc’h-meur pennou Galia en doa divizet goulenn digant pep poblad eun niver a soudarded da sevel an arme vras a dleed da gas da skoazell Alesia ; ar Vellovaked, brôad galloudus, a c’halle lakaat war an dachenn-vrezel kant mil a soudarded, a nac’has kas an dek mil a vrezelourien a c’houlenned diganto. Diskleria a rejont e felle d’ezo brezelekaat ouz ar Romaned en o ano ha d’o grad-i, hep senti ouz den.

Al lorc’hentez a rae da Gelted-zo stourm ouz an elfennou zoken : mont a raent gant o armou d’ar mor kounnaret a c’houneze war o zevennou ; ne dec’hent na rak an tangwall war o zïez na rak ar stêriou o tic’hlania ; eur vez e vije bet ganto m’o dije diwallet diouz eur voger pe eun dôenn o koueza. D’ar seurt fougaserezou, moarvat, e tleas ar Gelted beza brudet evel eur ouenn disakr, diskleriet ganto ar brezel ouz an Natur, a denne ar c’hleze ouz tonnou ar mor, a daee ar gurun hag a daole saeziou gant ar gourventenn.


An dalc’husted (kendalch-ober). — Gwall-damallet eo bet d’ar Gelted gant skrivagnerien an Hen-amzer beza digendalc’h. « An distera kolI o digaloneka hag o diskar », emezo. An istor anezo ne ro ket da gredi kemend-all. En Italia, ar c’hant daouzek meuriad eus poblad ar Voged a reas penn d’ar Romaned eus ar bloaz 228 d’ar bloaz 190. Na drouziwez war zrouziwez, na dismantr o bro mac’het euzus gant eur ribitailh soudarded aet e gouez n’hellas o lakaat da zizarma. Bep bloaz e weled ar brezel adtarzet, ar c’hêriadennou entanet, an trevadou gwastet, ar chatal skrapet, an tiegeziou o kantreal a-stlabez amañ hag a-hont, hemolc’het ha muntret, ar merc’hed gwallet ha gwerzet da sklavezed da bell. Ha bep bloaz e weled anezo ivez o terc’hel digellusk gant ar stourmad dindan renadur o fennou Ariovistos (223), Krixos ha Magalos (218), Korolamos (196), Dorulakos ha Boiorix (191). Pa davas ar brezel, e voe dre ziouer a vrezelidi : eus eur boblad vras, kadarn ha hegad, ne chome mui war sav nemet kozidi brevet gant an oad hag ar glac’har ha bugaligou.

Er Spagn, Numantiz n’oa ganto nemet 8.000 a gadourien ; ar gêr anezo, hep touriou na mogeriou, a save ouz ribl stêr Duerios (Douro) war eur grec’henn izel a-walc’h. Stourm a rejont, evelkent, e-pad pevarzek vloaz ouz ar Romaned, ouz o zrec’hi meur a wech en emgannou kollus bras. Ar Geltibered a voe dleourien d’o dalc’h-ober kerkouls ha d’o c’hadarnded ma voent anvet gant ar Romaned « nerz ar Spagn », robur Hispaniae [4]. « Er brezel ouz an Hellened », eme ar Gresian Diodôros, « eur predig-amzer hepken a hell diarvari an trec’h ; er brezel ouz ar Geltibered, an noz a zisrann peurliesa an emgannerien hag e talc’her ganti ker start ha ker start, e-kerz ar goañv zoken. Rak-se, e c’hallfed ober eus brezel ar Geltibered eur « brezel-tan ». Ar skrivagner-mañ, end-eeun, a evesa « e tiskouez al Luzitaned, hag i ar re galoneka eus an Ibered, kalz nebeutoc’h a gendalc’h e gwall-blegennou pouezus ar vuhez eget ar Geltibered ».

En enez-Vreiz, ar Silured, war anzav an danevellour Tacitus e-unan, a savas ouz ar Romaned (eus ar bloaz 44 d’ar bloaz 78 goude H. S.) eur stourmad taer ha dalc’hus dreist-kred. « Nag an aon nag an drugarez n’hellent gounid tra diganto. Dalc’hmat an armou en o daouarn, n’oa nemet al « legionou » bepred kampet a gement a c’helle o derc’hel sujet ».

E Galia, pa zegouezas argadenn ar Gimbred hag an Deutoned, ar Gelted, dre n’oant ket evito war an dachenn, en em serras en o c’hreñvlec’hiou, hag eno, bourreviet gant an naonegez, kentoc’h eget en em zaskori, e voe gwell ganto harpa o buhez o tebri ar re a oa lakaet dre o oad pe o reiz divarrek d’an emgann. Tri-ugent vloaz diwezatoc’h, e seziz Alesia, pa savas dienez war ar bevañs, Verkingetorix a vodas eur c’huzul d’en em zivizout diwar-benn o stad. Darn a oa meneg ganto en em zaskori, re all a alie ober eun dizailhadenn ouz ar c’hrounnerien e-pad ma vane ganto nerz a-walc’h d’en em ganna. Kritognatos, kadour brudet eus poblad an Arverned, o prezeg d’e dro, a zisleberas evel digalon an neb a venege en em zaskori, a gondaonas evel dievez neb a alie ober eun dizailhadenn, hag a ginnigas d’ar vodadenn heulia ar skouer a oa bet rôet gant o zadou e-pad ar brezel ouz ar Gimbred. Divizet e voe e vije pleget d’hen ober mar bije ret, ha mar bije daleet re bell d’o skoazia, kentoc’h eget digeri doriou kêr d’ar Romaned ha degemerout ar peoc’h.

Brezeliou ar C’halianed ouz Kaesar o deus tennet sked war veur a zen a skouer, enno kalon, meiz ha nerz-korf, ha, war eun dro, kendalc’hus-tre en o menoz. Eus ar re-se e voe Ambiorix, roue an Eburoned, Kommios, roue an Atrebated, ar C’harnut Gutuatros, hag ar Senon Drappes. Dalc’hmat o redek war varc’h gant ar c’hrec’hiou hag an traoñiou, e rejont d’ar Romaned e-pad meur a vloavez eur brezel didrugarez. Ambiorix a welas e boblad kaset da get hag e benn lakaet eur gopr warnañ gant Kaesar ; rankout a reas klask repu e-touez ar C’hermaned. Kommios, gwirion d’al le en devoa graet « na welje biken dremm eur Roman nemet war an dachenn emgann », en em dennas en enez Vreiz ; Gutuatros, taolet da breiz da soudarded Kaesar, a voe merzeriet ganto ; Drappes, paket da brizoniad, a nac’has debri boued hag a varvas gant an naon.

En hevelep bro, e-pad ar brezel-se end-eeun, e voe gwelet eun taol-kaer a nerz-kalon. Verkingetorix o veza diskleriet da bennou ar C’halianed e ranked kemma en holl d’an holl an doare da vrezelekaat, poania da lemel diouz ar Romaned ar bitailh hag ar boued kezeg, entana an tiez distag hag ar bourc’hiou, leski betek ar c’hreñvlec’hiou a oa lakaet en argoll dre zistervez o mogeriou pe diemzao o lec’hiadur, holl ec’h asantjont d’ar mennad-se. En eur ober eun dervez, en tu-hont da ugent kêr ar Vituriged a voe lakaet e ludu. Heuilhet e voe ar skouer anezo gant ar pobladou tro-dro, hag e welas ar Romaned mantret eur c’helc’h a dan a bep tu d’ezo.


Ar vadelez. — Saouzanet e oa bet Kreisteiziz gant krizder ar Gelted er brezel. Er bloaz 281, Belgios pengadour ar Gelted, o veza trec’het war Vakedoniz, a reas lakaat d’ar maro en eul lidrôad d’an doueed ar pep kreñva hag ar pep brava eus ar brizonidi ; ar re all, staget ouz gwez, a dalvezaz da bal d’ar Gelted da denna d’ar gwenn gant o goafiou-bann. Brezelourien Kombutis hag Orestorios, argadet ganto an Etolia, a vuntras kement den gourel a gavjont, hep erbedi ar gozidi nag ar vugale. Ar gwragez hag ar merc’hed yaouank, n’en em lazjont ket o-unan, a voe gwallet eus ar gwasa. Er bloaz 114, ar Skordisked, goude flastra eun arme roman a oa deut d’ezo betek en o bro, a redas war-raok, heñvel ouz eur froud drasterez, betek ar mor Adriatik : rei a raent taol ar maro d’ar re c’hloazet war an dachenn emgann, muturnia ha disleberi korfou ar re varvet, jahina ar brizonidi dre an tan hag ar moged, eva e klopenn an enebourien lazet ; er c’hêriou kemeret a-daol-nerz, e tigorent kof ar gwragez dougerezed hag e tiframment diouto o frouez « evit ma vije merket war bep krouadur-den pouez o droukrañs ». Vindelikiz, en argadennou a raent e tu kreisteiz d’an Alpou, a ziskoueze an hevelep krizder. « Ker kounnaret ez int ouz an Italianed », eme Straboñ, « ma lazont ar vugaligou gouezel ha ma ’z eont betek muntra ar gwragez dougerezed a lavar o beleien hag o divinourien e c’hanfent mibien ». Er bloaz 15 kent H. S., ar Romaned o veza arsailhet bro an Daurisked, e voe gwelet merc’hed ar boblad-se, pa n’o doa ken a spegou, o vrevi o bugale ouz an douar hag o skei anezo, goude, gant pennou ar soudarded roman. Er stourmad bras eus ar bloaz 61 goude H. S., Breiziz a drouc’he divronn ar merc’hed, o berie ouz peuliou lemm, a laze, a grouge, a stage e kroaz kement-hini a goueze etre o daouarn ; dek mil den ha tri-ugent, Romaned pe keneilidi ha sujidi d’ar Romaned, a gavas o maro evelse.

N’oa ket ar seurt oberiou, hag int leun a grizder d’hor meno, a-enep da lezennou ar brezel, evel ma intented ha ma raed anezañ en Hen-amzer. Sevenaeta poblou an oad-se, Ejiptiz, Assirianed, Persed, Gresianed ha Romaned, e bro o enebourien pe e brezeliou en o bro o-unan, o deus graet hevelep torfedou. Hogen, an holl dud-se, hag a ziskoueze beza war an dachenn-emgann gwir ziaoulou dislonket gant an ifern, a veze peurliesa disheñvel a-grenn ar stumm anezo, p’en em gavent e peoc’h e-kreiz o c’herent hag o c’heneiled.

Da anzav holl skrivagnerien an Hen-amzer, e oa ar Gelted degemerus meurbet, oc’h ober degemer mat d’an diavêzidi a dremene dre o bro. Ne serrent nepred an nor war o zïez hag an tremeniad a zeue e-barz en deveze e lod eus o fred. « Ar Geltibered », eme Diodôros, « a zo kriz meurbet ouz an dorfetourien hag an enebourien, nemet brokus ha hegarat ez int ouz o ostizien. Beva a reont laouen an divroidi oc’h ergerzout o bro ; heligenta a vez ganto gouzout piou a roio bod d’ezo hag e veulont ar re a vez a-gevret gant an diavêzidi, pa gred d’ezo ez int karet gant an doueed ».

E 147 kent H. S., Numantiz a zegemer en o c’hêr tud Segida a dec’he rag ar Romaned. Erbedi a rejont evito, pa grede d’ezo kaout gwir d’hen ober, o veza ma oant chomet er-maez eus an diweza brezeliou. Roma a nac’has rei trugarez d’an dec’hidi hag a c’hourc’hemennas da Numantiz lezel o armou. Ar re-mañ ne dermont ket neuze da staga drezo o-unan gant ar brezel ouz ar Romaned.

Er bloaz 123 kent H. S., an Allobroged a ro repu da Deutomalos, roue ar Salied, eur boblad keltiek ha ligurek, o paouez beza bet distrujet gant ar Romaned. Daoust da c’hourdrouzou ar re-mañ, e nac’hont e zaskori d’ezo hag ez eont d’an armou.

E 363 goude H. S., e-pad seziz Amida gant ar Bersed, e voe ar Gelted, en em gave e-touez difennerien kêr, lakaet er-maez anezo o-unan o welout ar c’hrizderiou a rae ar Bersed gouzañv d’o frizonidi. — « Eur beurevez », eme Ammianus, « e weljomp eun engroez tud o kerzout war-du kamp ar Bersed. Kêriz Ziata nevez-kemeret gant ar Bersed ha kaset ganto e sklaverez an hini e oa. Evel m’edo an holl dud eus ar broiou tro-dro en em dennet er gêr-se, ar Bersed o doa paket eno eun niver a brizonidi. Bez’ e oa en o zouez kozidi gabac’h ha gwrac’hed brevet a gozni. Pa zeue e nerz da c’houita gant hini pe hini eus an dud reuzeudik-se, diviet gant hirder an hent, ar Bersed a drouc’he d’ezañ e seuliou treid pe e arzelliou hag e zileze war al lec’h. Ar soudarded keltiat, teneraet gant an arvest doanius-se, a vennas ober eun dizailhadeg hag a ginnigas laza o zribuned [5], ma talc’hjent d’o herzel da vont ».

Eun danevell eus ar Grenn-amzer [6] a laka esmaet ivez gant eun hevelep barrad truez ar c’hadour Setantios, Ki Kulann, gwasa medour pennou tud en dije redet biskoaz tachennou brezel Iwerzon. Kerent nesa an dud lazet gantañ a oa en em gevredet hag o doa savet eun arme outañ. Dont a reont e Bro-Ulad hag e kerzont war-du Emania, ar gêr-benn anezi, e-lec’h m’edo Setantios. Dre ma tremenont ne chom ken nemet regez-tan ha korfou maro. Grounna a reont Emania ha moged an taniou-gwall, o deus c’houezet er gompezenn tro-dro, a ra eur goumoulenn ec’hon divent a beur-c’holo anezi. Daoulamm o mirc’hed ha stroñs rodou o c’hirri-brezel a ra d’an douar krena betek en diabarz kêr. An aer a zasson gant o garmou-emgann ha strap o armou. Netra ne ra da Setantios plega, nemet leñverez ar merc’hed hag ar vugale, tec’het ha muntret betek e-harz ar mogeriou, a denera e galon. — « Biskoaz betek-hen », emezañ, « n’em ’eus gallet klevout merc’hed ha bugale o klemm hep mont d’o skoazell. » — Ha daoust da bedennou ar gwragez hag ar plac’hed yaouank en em vod spouronnet-holl en-dro d’ezañ, e wisk e zilhad-brezel, e laka staga e zaou varc’h ouz e garr hag e red er-maez a gêr, gant e baotr-karr hepmuiken, evit mont d’eun emgann e oa e donkadur mervel ennañ.


Ar vuanegez. — An hirc’houzañv, an emvestronia, e oa, anat eo, an dellidou a vanke an aliesa d’ar Gelted koz. Bez’ e oa anezo, evit an darnvuia, tud taer, buanek, diaes-dreist ober outo. War-dro ar bloaz 238 kent H. S., an daou roue a oa e penn Boged Italia, Atis ha Galatos, c’hoant d’ezo d’ober brezel ouz ar Romaned, en enep d’ar bobl, o devoa gopret meur a vil a venezidi eus an Alpou. Ar bobl, aet e kounnar, a gemeras an daou roue, o muntras hag a reas d’ar venezidi distrei d’o bro war o c’hiz. E Galia, er bloaz 56, senedourien an Aulerked hag al Lexoved, o veza nac’het kemerout an armou ouz ar Romaned, a voe lazet gant ar bobl.

En emgann menez Olumpos (Azia-Vihana, 189 kent H. S.) e c’hoarvezas d’ar Gelted, ganto da armou gouzifiadou ha goafiou, beza faezet dindan ar grizilhad saeziou ha daredou taolet outo eus a bell gant ar Romaned. Oc’h en em santout dare, ez ejont e gouez, ma krenient war an douar, skôet gant ar seurt barradou a sav diwar ar gounnar en he gwasa, e keit ha ma ledanae ar re barfeta anezo, gant o daouarn o-unan, ar gouliou a c’houzañvent, dre m’o c’havent mezus pa n’oant, ket a-wel a-walc’h. Goude emgann menez Magaba, e weljod ar brizonidi geltiat, droug enno ken ma eonennent, o torrimellat war an douar en eur santa o chadennou hag o klask en em vouga kenetrezo [7].

Aminianus Marcellinus a laka evez e oa an eiz mil Kelt en em gave grounnet e kêr Amida mat d’en em ganna war an dachenn plaen, nemet divarrek e oant lakaet gant o zemz-spered feulz da zifenn eur gêr vogeriet ha d’ober en-dro d’an ijinou-brezel. « Ober dizailhadennou amzere ne ouient ken, ma tistrôent en-dro bep gwech bihanaet o niver, goude en em ganna kalonek, nemet n’o devoa ket graet muioc’h a se evit difenn kêr eget eun den, e sell mouga eun tan-gwall, hag a yaje d’ezañ gant eur flac’hadig dour. »

Pa raent skouarn vouzar ouz pedennou o zribuned, e voe divizet nac’h hiviziken digeri an doriou d’ezo. Gwelet e voent neuze « o skei gant o c’hlezeier ouz an doriou serret hag o yudal, evel kel lïes-all a leoned hag a digred, gant ar redi o lakae distrivant. Eur rann-galon e oa d’ezo, en o balc’hder, meiza e rankjent, ma kouezfe kêr Amida, mervel dindan an dismantrou anezi, hep lezel war o Ierc’h koun eun taol-kaer bennak, pe zoken e c’hellje beza dic’hrounnet warni kent m’o dije graet o divrec’h mann da harpa brud kadarnded ar Gelted ».

O natur-spered taer ha techet d’an droukrañs a reas a-wechou d’ar Gelted terri kengwir ar poblou. E 284 kent H. S., e teuas ar Senoned da c’hrounna Aretium, eur gêr etruskek e gwarez ar Romaned. Sened Roma a zileuras war-du ar Gelted kannadourien evit gourc’hemenn d’ezo dic’hrounna hebdale. Ne ouzer ket reiz-mat petra a c’hoarvezas en emweladenn-se : pe lavariou rok ar gannadourien a lakaas ar Gelted da vont e gouez, pe unan eus pennou ar Senoned, o kas talvout d’ezo eun dismegañs bennak graet d’ezañ e-unan, a voe kiriek d’ar gwall-zegouez. Ne vern penaos, muntret e voe ar gannadourien roman ha skignet an izili anezo, gant o saeou ha merkou o renk, en-dro da vogeriou kêr.

Buanegez ar Gelted, pa na gave ket he zu da reuzia ouz an dud, a reuzie ouz an traou. Er bloaz 114, ar Skordisked, droug enno o welout ar mor Adriatik oc’h herzel outo da gerzout war Roma, e gunujennas hag a strinkas en e donnou o goafiou-bann hag o saeziou.


Ar gerreizded (kempouezder-youlou). — Setu amañ, en dic’haou, diou zanevell o tiskouez splann e oa gouest ar Gelted a-wechou da zerc’hel war o buanegez hag o droukrañs, ha diwar gwir abeg e vijent.

Ar gannaded, dileuret gant sened Roma d’ar Gelted a c’hrounne Clusium, o doa torret ouz ar re-mañ kengwir ar poblou [8]. Pell diouz o c’hastiza, ar sened o anvas d’an enoriou. Pa glevjont kement-se, ar Gelted a savas enno droug bras. Disanka a rejont eus an douar o arouezintiou-brezel hag e kerzjont trumm war-du Roma. An engroez-se a dud, a girri hag a gezeg en em astenne er pellder war eun dachennad ec’hon-divent hag e save diouto, dre ma kerzent, eun tousmac’h heñvel ouz ar mordrouz. An dud a ziwar ar maez a dec’he razo ; re ar c’hêriou a oa mall ganto serri o doriou ha redek d’an armou. Gant euzus e oa bet an dismegañs graet d’ar Gelted, edo an holl o c’hortoz eus o ferz gwastadennou ar skrijusa. Hogen, en enep da spouron an holl, ne rejont ket a grizderiou hag ec’h en em virjont diouz pep preizerez. Pa dremenent ebiou d’ar c’hêriou, e youc’hent n’o doa ken d’ober nemet ouz ar Romaned hepken, hag e vije sellet ganto an holl boblou all evel keneiled.

Roue ar Vakedonia, Perseus, a savas c’hoant d’ezañ d’ober brezel d’ar Romaned. En em glevout a reas da gaout skoazell eur strollad brezelourien geltiat eus poblad ar Vastarned, a oa kampet en Illiri, ha d’ezi 10.000 a varc’heien ha kemend-all a droadeien o redek ker buan hag ar c’hezeg hag a gemere, en emgann, lec’h ar varc’heien lazet. Divizet e voe en dije digant roue ar Vakedonia pep marc’heg dek pez aour ha pep troadeg pemp. Rener ar vandenn, ar roue Klondikos, a zegemerje e-unan 1.000 pez aour. Pa glevas kelou e tostaent, Perseus a c’hourc’hemennas d’ar c’hêriou ha d’ar c’hêriadennou war o hent dastum ed, gwin ha chatal. Ar Gelted a ehanas e-harz kêr Dessudaba, e rannvro Maedika, o c’hortoz ma vije paeet d’ezo an arc’hant divizet. Ar roue a zileuras neuze etrezek enno unan eus tud e lez, Antigonos, da gemenn d’ezo dont betek Bulazora, eur gêr eus ar Beonia, ha da bedi ar renerien anezo da zont niverus d’e gavout. Antigonos a zezrevellas d’ezo ar bevañs a bep seurt en doa ar roue graet danzen war o hent hag an donezonou, aour, kezeg, harneziou, gwiskamantou-brezel, a oa bet prientet d’ar bengadourien. Ar re-mañ a eilgerias e weljent, pa vijent war al lec’h, petra a zeuje eus ar geriou-se hag a c’houlennas ouz ar c’hannad ha degaset en doa gantañ an arc’hant a oa da veza darnaouet d’o soudarded. Evel na responte ket Antigonos, Klondikos a lavaras d’ezañ : « Kea da gemenn d’az roue na raio ar Gelted kammed ebet war-raok ken n’o devo bet an aour hag ar gouestlou-tud ». Perseus a addileuras neuze Antigonos d’ar Gelted evit rei da anaout d’ezo n’en doa ken ezomm a gel lies a gadourien hag e vije trawalc’h d’ezañ gant 5.000 a varc’heien hepken. Pa welas ar Vastarned e oa bet graet d’ezo kuitaat o bro d’ober kammed goullo, e savas droug ha kroz ganto. Klondikos a c’houlennas ha paeet e vije da vihana, d’ar 5.000 marc’heg-se an arc’hant divizet. Antigonos o veza respontet etre ya ha nann, Klondikos e gasas war e giz, hep aotren ma vije graet d’ezañ an distera droug, — a-vec’h m’en doa Antigonos e-unan kredet gortoz kemend-all ! — Ar Gelted a stagas gant penn o hent war-du an Danuvios, o preizata, d’en em zic’haoui, ar bourc’hiou war harzou an Dhrakia.


An dic’hoantegez. — Tamallet eo bet d’ar Gelted gant skrivagnerien an Hen-amzer beza re duet d’an arc’hant ha c’hoantek-dreist a breizerez. N’heller ket nac’h n’o dije alïes lakaet eur priz gwall-ger d’o servij, ha ret eo anzav n’en em ziskouezjont ket atao gwirion-rik er marc’hadou hag e rejont, techet ma ’z oant d’ar skraberez, gwall-daoliou erezus a-wechou.

E brezeliou ar Spagn, ar pengadour Roman Marius Cato, taget ha war var da veza faezet gant eun armead niverus a Ibered, a zileuras kannaded da c’houlenn skoazell digant ar Geltibered. Ar re-mañ a zalc’has warnañ ma roje daou-c’hant a dalantou (eur milion a luriou) [9]. — Unan eus ar rouanez war-lerc’h Aleksander-Veur en doa gouestlaouet eur vandennad eus Kelted an Danuvios, degas a rejont ganto o gwragez hag o bugale ha, pa voe paouezet gant ar brezel, e c’houlennjont ar gopr evit o zud kerkouls hag evito o-unan. — « Eur pez aour a zo bet divizet dre benn Kelted », emezo ; « ar re-mañ daoust ha n’eo ket Kelted ez int ? »

— An doare-se da seveni ar feur divizet, hag a save an arc’hant dleet d’ezo eus 30 talant (150.000 lur) da 100 (500.000 lur) ne voe ket kavet mat gant roue Makedonia hag ez eas an arguz etrezo war daeri. Ar Gelted o veza kinniget laza ar gouestlou-tud lakaet e kred etre o daouarn, e rankas ar roue mont d’ezo gant holl widreou eur Gresian evit ma tizfe savetei e ouestlou, mirout e arc’hant hag en em zizober diouz ar skoazellourien-se ken amjestr.

En Erux, er Sikelia, e oa bet hoalet gwall-c’hoantegez ar c’hoprsoudarded keltiat e servij Karthada gant teñzoriou an templ, ar pinvidika eus an enezenn. Evel ma veze eveziet ha dalc’het warno gant kêriz hag ar pep all eus difennourien kêr, e tec’hjont kuit eun nozvez hag e tremenjont d’ar Romaned. Kelenn a rejont ar re-mañ e doare ma trec’hjont da gemerout ar c’hreñvlec’h. E-kreiz ar veskadeg a savas da heul, ar Gelted a beurwastas an templ.

En enep d’ar skoueriou-se e c’heller lakaat ar re-mañ :

— Sened Roma a ginnigas d’ar Gelted, a c’hrounne Clusium, arc’hant bras, ma karjent ober o dilez eus kastiz an tri c’hannad o doa torret outo kengwir ar poblou. Ar Gelted a nac’has hen ober hag a zalc’has start warni ma vije kastizet ar re gablus. — Ar Skordisked o devoa touet war o le chom hep degemerout pe virout aour en o zïez, ne vern evit pe gefridi.

— Hervez ar Gresian Diodôros, ar Gelted (war an Douar-bras) a gas ganto penn an enebour o devez lazet, nemet e lezont an dibourc’h anezañ d’o mevelien. Uhelidi Iwerzon a rae kemend-all : ar c’hadour Setantios, lazet gantañ ar pevar sklerijenner a ziaraoge armead ar rouanez Medua, a drouc’has o fenn outo ; ar c’horfou maro, avat, a lezas war an daou garr-emgann hep lemel diouto o dilhad, o armou hag o bragereziou, hep zoken distaga ar c’hezeg. Divalo e vije bet war e veno, kemerout an holl draou-se.

Eur C’helt, anvet Kavaros, en doa aloubet, en eun argadenn vrezel, eur C’hresianez a voe degaset gantañ da sklavez en e gêr. Pried ar wreg-se a zeuas d’e gaout hag a ginnigas d’ezañ he dasprena digantañ. Ar C’helt a ziskouezas beza ostiz mat ha brokus ha ne vennas degemerout nemet eur priz-daspren izel a-walc’h. Ar wreg a reas d’he fried anzav en doa degaset kalz muioc’h a arc’hant eget m’en doa kinniget, hag hen diskuilhas da Gavaros, oc’h alia hemañ da laza hec’h ozac’h, a gasae emezi, evit laerez digantañ e vadou. Pa guitaas an den gant e wreg, goude paea an dasprenadenn anezi, e reas Kavaros eur pennadig ambroug d’ezo. Deut koulz ar c’himiad, war zigarez kinnig eur rôad d’an doueed, e reas d’ar C’hresianez derc’hel krog en aneval a oa da laza, nemet, e lec’h trouc’ha e benn d’al loen, ar vaouez an hini a zibennas. Neuze e tezrevellas d’an ozac’h trubarderez e bried hag e taskoras d’ezañ arc’hant an dasprenadenn.


Al lealded. — Skrivagnerien an Hen-amzer a zegas da skouer eun taol bennak a zislealded hag a drubarderez graet gant ar Gelted. E-pad ar brezeliou diwar-benn mestroniez ar Spagn, eun arme roman hag eun arme garthadat en em gavas, eun deiz, keñver-ouz-keñver. Ar Romaned a oa nebeut anezo, nemet o doa ganto 20.000 a Geltibered. Pengadour Karthadiz a weladennas e kuz pennou ar re-mañ hag o hoalas, gant eur yalc’had vras a arc’hant, da gas kuit ganto o brezelourien. — « Ne gavjont ket kasaüs ar c’hinnig-se », eme an danevellour roman Titus-Livius, « rak n’oa nep meneg ennañ da drei o armou ouz ar Romaned. Kinnig a raed d’ezo evit lezel ar brezel kement hag evit hen ober. Ar soudarded, gounezet gant ar spi da welout o ziegez, a voe ken aes o zrei hag o renerien. A-greiz-holl, ar Geltibered a sav diouz an douar o arouezintiou-brezel hag en em denn ac’hano hep teurvezout selaou ar Romaned a asped anezo da chom. » — Ar pengadour roman, pa oa divarrek da zerc’hel dre nerz e genvrezelidi, ha n’helle ket stourm e-unan ouz Karthadiz, a rankas eeuna trumm an argiladenn.

En Ejipt, 4.000 Kelt, gwarnizonet e rannvro Memphis, oc’h ober o mad eus m’edo ar roue, Ptolemaios Philadelphos, dalc’het gant eur brezel ouz sujidi en em savet outañ er penn-all eus e rouantelez, a gavailhas da deurel an dourn war deñzor ar roue ha da vestronia an Ejipt-Izela. An amzer a c’houitas d’ezo da c’hallout kas o dezo da benn. Ar roue, avat, a zamglevas eun dra bennak ha, pa na grede ket o c’hastiza gant an armou, e reas d’ezo tremen, war eun digarez gwidreüs, en unan eus enezennou an Nil hag o lezas da vervel eno gant an naon [10].

E 243 kent H. S. Antiokhos Hierax (ar Sparfell), e brezel ouz e vreur Seleukos diwar benn rouantelez ar Siria, en doa gouestlaouet en e arme eur strollad mat a Gelted eus poblad an Dolistoboged. En eun emgann bras e-harz menez Taurus (Azi-Vihana) e voe faezet Seleukos hag e kreded zoken e oa lazet. Ar Gelted, pa glevjont ar brud, a ziwanas en o spered laza Antiokhos hag argadi Siria. E gortoz e oant, ma n’hellent ket he yeoa, e c’helljent, da vihana, e-skeud an dizurziou a savje gant gouenn ar rouanez kaset souden da get, he gwasta aesoc’h a se. Lakaat a rejont o dourn war Antiokhos, na zeuas a-benn da virout e vuhez nemet dre rei d’ezo e deñzor. C’hoaz, pa ne grede ket o c’has diwar e dro, e reas ganto eur feur d’o gouestlaouiñ a-nevez.

En enep, Kelted Antigonos Gonatas, roue ar Vakedonia, e servijas ez leal en e vrezeliou ouz Purrhos. Int-i hepken a zaleas an drouziwez anezañ hag, e-keit ha ma tec’he ar soudarded vakedoniat ha ma tremenent d’an enebour, e talc’hjont penn ken na voent lazet holl gwitibunan (274 kent H. S.).

Kelted Purrhos ivez a ziskouezas beza leun a lealded. Rak-se, ar roue a rae brao-dreist d’ezo, o fiziout enno, en emgann, al lec’hiou risklusa da zifenn ha, goude an trec’h, e c’hounidou-brezel brasa da virout.

E brezel ar Sikelia (261-241), ar Gelted gopraet gant Karthada a zalc’has d’ar ger divizet ez gwirion ha kalonek keit ha ma voe paeet reiz o gopr, ma voe bitailh a-walc’h ha ma reas an Tonkadur a-du gant Karthada.

Er Spagn, kêriz Segovia, kentoc’h eget terri al lealded touet d’ar Romaned, a voe gwell ganto gouzañv an euzusa arvest ; lazadeg o gwragez hag o bugale gourc’hemennet gant al Luzitaniad Viriathos [11].

Deiotaros, roue ar C’halated, daoust d’an diouganou da veza fall pa gimiadas da gevredi gant armead Pompeius Magnus, n’houlas ket mont a-enep ar feiz hag ar garantez en doa touet d’ar bobl roman. O kerzout da zifenn frankiz ar Romaned, lakaet en arvar gant Kaesar, e ouie e rae e zlead : hennez a oa, war e veno, kalz en tu-hont d’e rouantelez ha d’e vadou.


An doujañs ouz an anaon hag an doueed. — N’heller ket diskredi war doueüsted ar Gelted. Ha, koulskoude, hiniennou eus skrivagnerien an Hen-amzer o deus tamallet d’ezo o dizeoliez.

Pa wastas Makedonia, Brennos n’espernas ket an templou. Lavarout a rae en eur c’hoapaat « ez oa an doueed pinvidik a-walc’h da rei traou d’an den krouet, hag, o veza ma tarnaouent ar madou d’an dud n’o devoa ezomm ebet anezo evito o-unan » [12].

Ar Gelted o dije diskouezet a-wechou ken nebeut a zoujañs ouz ar re varo hag ouz an doueed. Goude emgann an Thermopulou, e vanas ar C’hresianed mantret o welout na rôent d’o brezelourien lazet sebeliadur ebet hag e tilezent anezo d’ar bleizi ha d’ar guped [13]. P’en devoe Purrhos, roue Epeir, aloubet Makedonia (274 kent H. S.), e warnizonas e soudarded er c’hêriou penna ha kêrbenn koz ar rouantelez, e-Iec’h m’edo beziet ar roueed, a zegemeras Kelted. Ar re-mañ o klevout e oa bet ar roueed vakedonian sebeliet gant dilhad pinvidik ha traou prizius, a zigoras ar beziou, o gwastas hag a stlapas en avel relegou ar rouanez.

Diouz eun tu gant an tamalladur a zizoueüsted savet ouz ar Gelted e c’heller lakaat ar skouer-mañ a zo bet miret d’eomp gant eur skrid iwerzoniat eus ar Grenn-amzer. Drouized Iwerzon a lavare e oa i o doa graet an oabl, an douar hag ar mor, an heol hag al loar. Eur gredenn goz n’oa ken, degemeret gant meur a bobl, hag a gelenn e oa ar Beleg a-raok ar bed hag en deus krouet anezañ dre an azeulerez hag an huderez. Diwar an oadvez pagan zoken he dije kavet ar gelennadurez-se tud da ziskredi warni. Ar roue-meur Korbomaqos mab Artos (maro e 258 goude H. S.) a voe unan eus ar re a nac’has kredi. Eun Iwerzoniad all, brudet dre e skiant reiz, en dije lavaret d’an drouized : « Grit ma paro an heol hag al loar d’an Hanternoz da sklerijenni tud ar bed hag e kredimp neuze ez eo gwir kement a livirit. »


Ar garantez bro, gouenn ha meuriad. — Ar garantez-vro n’helle ket beza gwall-greñv e-touez poblou ha n’oant ket, an darnvuia anezo, diazezet er broiou, ma vevent er c’henta kantved kent H. S., nemet eun nebeut remziou a oa, hag o devoa tremenet en a-raok a lec’h da lec’h, hag int o virout an eñvor eus an holl divrôadennou-se. Dre an niver souezus a c’hopr-soudarded a skuilhas Keltia, e-doug meur a gantved, war ar Spagn, an Itali, ar C’hres, enezennou ar mor Kreizdouarek, Afrika an Hanternoz hag Azia ar C’huz-heol, e weler pegen diliamm e oa ar Gelted diouz o bro c’henidik.

Ar garantez-ouenn n’oa ket, moarvat, dizanav d’ar Gelted koz. An holl C’halianed a lavare diskenn eus doue ar maro. Iwerzoniz a anaveze da dad d’ezo Miles, mab Belios [14], ha tarzet eo Belios, evit doare, eus ar wrizien bel « mervel ». An hevelep kredenn a dlee beza e-touez Kelted ar broiou all. Ha d’ezo beza disrann, ar Gelted diazezet du-mañ du-hont a ziskouez a-walc’h beza dalc’het koun eus o c’herentiez. Er bloaz 218 kent H. S. e teuas ar gannadourien roman davet meuriadou keltiek kreisteiz Galia evit alia anezo da herzel ouz Hannibal da dremen. Eilgeriet e voe d’ezo n’o devoa bet ar C’halianed na mad a-berz ar Romaned na gaou a-berz Karthadiz ma kemerfent an armou pe evit Roma pe ouz Karthada, nemet e ouient e oa tud a ouenn ganto argaset diouz an holl Itali gant ar Romaned ha gwasket gant tailhou ha heskinerez. — Philippos, roue ar Vakedonia, graet gantañ e venoz da vont d’ar Romaned betek en Italia a c’houlennas skoazell ar Vastarned. Berra hent d’ar mor Adriatik a dreuze bro ar Skordisked hag edo e gortoz e lezje ar re-mañ ar Vastarned da dremen, dre ma oant heñvel outo a yez hag a c’hiziou, ha zoken en em unanjent ganto laouen a-walc’h.

Breiziz a gasas skoazell d’ar C’halianed e-pad ar brezeliou a renkas ar re-mañ embreger ouz Kaesar e 57 ha 58. E 55, Kaesar, o prienti e argadenn ouz enez Vreiz, a c’halvas d’e gaout eun niver a varc’hadourien c’halian ; goulenn a reas outo pet poblad a oa en enezenn, pet a vrezelourien a c’hellent kas d’an emgann, petore giz-vrezelekaat a veze ganto, pere e oa ar porziou aesa da zegemerout kalz a listri bras. D’an holl c’houlennou-se e reas ar varc’hadourien a-ratoz kaer respontou luziet ha lavar-dislavar na zeskas Kaesar netra diouto, hag, e kuz, e rejont diskulia da Vreiziz ar gwall a oa ouz o gourdrouz.

Ar garantez-ouenn ne harzas nepred ouz ar brezeliou etre poblou Keltia. En hevelep doare, ar garantez-veuriad, ha hi kreñvoc’h a-bell-kaer eget ar garantez-ouenn, a voe dic’halloud ouz an dizunaniezou, emgannus alies, a save e-kreiz ar boblad. Reizet ervat, da lavarout eo lakaet da genober a-gempouez gant ar garantez-ouenn, ar garantez-veuriad he dije gallet talvout da binvidigez ha da verz-mat Keltia, dre vaga eur gendamouez frouezus etre ar poblou anezi, hep terri an unaniez ret da virout kenetrezo evit beza kreñv. Ar c’houlz, avat, n’oa ket deut ha n’oa ket dare an dud c’hoaz evit eun hevelep burzud. Evel ma oa, ar garantez-veuriad a voe, moarvat, en he c’hiriegez, dreist da bep tra all er bed, diskar Keltia. Dre na daole ket e sellou en tu-hont d’e harzou striz, pep meuriad a Geltia a leze e amezeien da veza flastret hep rei skoazell d’ezo ha ne save d’an emgann nemet, end-eeun, p’edo an enebourien war e gein e-unan. Dre ma felle d’ezo kreski dreist d’ar bevennou reiz galloud ha pinvidigez o foblad ha lufr ha brud hec’h ano, e voe ar Genomaned en Italia, an Aedued, ar Remed, al Lingoned e Galia renavied ouz kaoz difennerez Keltia, darn dre chom er-maez eus ar brezeliou etre Kelted ha Romaned, darn-all dre feuria brezelekaat a-du gant Roma ha pourchas d’ezi soudarded d’en em ganna ouz o breudeur.


Ar meiz. — Balc’hder ha spered hedro ar Gelted a zisleberas enno alies ar c’haera donezonou-natur, ken a benn, ken a galon, nemet n’oufemp ket lakaat en arvar o dije bet an eil re kerkoulz hag ar re all. Gouezet o deus o rouanez dibab d’o stadou ha d’o c’hêriou lec’hiaduriou emzao : dre o c’havadennou, ar vicherourien hag al labourerien-douar anezo o deus kendrec’het da astenn tachenn ar Ouiziegez ; taoliou-ampartiz e-leiz a zo bet graet gant o fenvrezelourien : Brennos a ouie dreist bleina e dud ha ren e armead en eur vro veneziek ha diaes evel ar C’hres ; Verkingetorix a lakas en argoll Kaesar, an akuita, moarvat, eus holl bennou-brezel an Hen-amzer.

Mat ha prim e oant da zeski. Autaritos, penn ar c’hopr-soudarded e servij Karthada, a gomze ar phenikianeg kerkoulz hag ar c’heltieg hag a zistage, er yez ken diaes ha ken disheñvel diouz e hini, prezegennou helavar. Ar C’halianed hag ar Gelted all eus an Douar-bras sujet da Roma a zeskas buan al latin hag a voe alïes par d’ar Romaned d’ober gant o yez, evel m’her gweler dre niver ar yezadurourien, ar brezegerien, an danevellourien a rojont da Roma. Er c’henta kantved goude H. S., Agricola a veule skiant-natur lemm ar Vretoned « dreist », emezañ, « da skiant desket ar C’halianed ».

N’oant ket diaked ha ne serrent ket, a-ratoz, o daoulagad ouz ar skoueriou mat a zeue d’ezo a-berz ar poblou all. Pa verzjont e oa ar Romaned en em greñvaet dre urzia o arme, reolia o soudarded ha ranna anezo etre « legionou », e rejont diouto. Ar Geltibered, en eilvet kantved kent H. S., a oa d’ezo eul « legio » reizet-mat, enni 4.000 den war droad ha 200 a varc’heien, an dibab eus o arme. Er c’henta kantved kent H. S., Deiotaros, roue ar C’halated, en doa teir « legio », desket hag armet e giz ar Romaned. Kenta preder Verkingetorix, e 52, e voe sevel e-touez e soudarded eur reol heñvel ouz an hini a rene en arme roman, oc’h embann poaniou garo ouz ar soudarded disent ha disuj ; ober a reas d’ezo bep noz kaelia war o c’hamp diouz skouer ar Romaned, dre sevel en-dro d’ezañ eur foz hag eur vur, hag e stummas eur strollad nevez a droadeien armet-skañv.

Bez’ e voe zoken, e-mesk ar Gelted, meur a zen hag a ouias gwelout dreist d’al labour pemdeziek ha d’an harzou striz lakaet gant ar garantez-veuriad. Verkingetorix ha Sagroviros e-touez ar C’halianed, Karatakos ha Kalgakos e-touez Breiziz a rakwelas evel eur C’halia hag eur Vreiz a vije unanet kement pobl a oa enno ouz enebour an holl. Panevet da Bergamon ha da Roma c’hoari outañ dre zindan, en dije trec’het Ortiagon d’ober eus ar C’halatia eur vroad-tud unvan ha galloudek.


Ar prezeg. — Ar Gelted a fougee, dre m’her c’havent goureloc’h, gant eur son mouez kreñv ha garo. « Pe beoc’h e vent pe vuanekaet », eme Ammianus Marcellinus, « ez eus dalc’hmat en o mouez soniou gourdrouzus ha taer. » Er vuhez bemdez, etre kerent ha keneiled, e teue ganto divizou rouez, dre frazennou berr, trouc’het krenn, lemm ha setañsus. Traou damlavaret e-leiz, gwirioneziou dam-zizolôet, geriou c’houezet diouz eur c’hiz a ziaesae d’an divroidi heulia o c’haozeadennou.

Eun tañva a c’hellomp kaout eus an doare-prezeg-se dre frazennou berr ha skeudennet en divizadenn da heul tennet eus « Dismantr kastell Da Derga » [15]. Eun danevell iwerzoniat eus ar Grenn-amzer eo, nemet eun darvoud c’hoarvezet, hervez, er c’henta kantved kent H. S. a ra ar steuenn anezi. Roue-meur Iwerzon a zo bet souprenet gant laeron-vor a Vreiz-Veur e-pad ma kave bod e kastell Da Derga ; eun taer a emgann a savas neuze ma kouezas ennañ roue Iwerzon. Goude en em ganna kalonek, e tizas ar brezelour brudet Conal Cernach tec’hel diouz ar c’hreñvlec’h, leun e gorf a c’houliou. Kerzout a reas ken na zegouezas dirak ti e dad, en e zourn an hanter hepken eus e skoued, e gleze hag e zaou gaison [16] a dammou. E dad, Amorgen Bleo-houarn, a gavas dirak toull e zor e Taltiu.

— « Buan ar chas o deus da hemolc’het, mab ! » a lavaras e dad.

— « Setu gant petra omp bet gloazet, kadour koz : eur garo a grogad ouz brezelourien », a eilgerias Conal Cernadi.

— « Ha kelou a zo ganez eus kastell Da Derga ? » a c’houlennas Amorgen. « Ha beo eo da aotrou ? »

— « Beo n’eo ket ! » a lavaras Conal.

-— « Me a dou da Zoue pez a dou meuriadou meur an Uladed [17] : digalon an den a zo aet beo ac’hano, o lezel e aotrou o vervel gant e enebourien en-dro d’ezañ. »

-— « N’eo ket gwenn va gouliou, kadour koz », eme Gonal Cernach.

Hag e tiskouezas d’ezañ e vrec’h a zouge ar skoued, a oa enni teir gwech hanter-kant gouli. Ar skoued he golôe eo en devoa he miret ; ar vrec’h zehou, avat, hounnez he doa degemeret an holl daoliou hag e oa, ar vrec’h-se, dispennet ha muturniet ha gloazet ha pistiget ken n’oa ken nemet an elvou anezi a gement he dalc’he c’hoaz stag ouz ar c’horf.

— « Ar vrec’h-se he deus en em gannet henoz, mab », eme Amorgen.

— « Gwir eo, kadour koz », eme Gonal Cernach. « Stank ar re m’he deus skuilhet d’ezo eun evaj a varo en noz-mañ ouz toull-dor ar c’hastell. »

Dirak e-leiz a selaouerien hag en darvoudou lidus bras, m’edont enaouet gant ar vreutadeg pe gentraouet gant ar gounid, e prezegenne ar Gelted hir hag aes souezus. Boazet ma ’z oant d’eun doare-prezeg skeudennus, e kavent neuze dre gant ha kant troiou birvidik ha sebezus, ken evit meuli hag uhelaat o dellid-i o-unan, ken evit goapaat ha disteraat o enebourien. War an dachenn-vrezel, kent en em ganna, e veule ar ben-vrezelourien taoliou-kaer o zadou koz hag o foblad hag e kunujennent an enebour.

Skrivagnerien an Hen-amzer o deus lakaet war ar Gelted meur a eilgeriadenn prim ha lemm. Setu amañ hiniennou anezo :

Ar Romaned, sichet gant Brennos e-barz ar C’hapitol, a brenas distro ar Gelted evit mil livr aour. Pa voe pouezet priz ar marc’had-se, e klemmas taer ar Romaned dre ma rae ar Gelted gant poueziou gaou. Kerkent Brennos a lakaas ouspenn pouez eur c’hleze en eur lavarout goapaus : « Gwa d’ar re drec’het (Væ victis !) »

Da Aleksander-Veur o c’houlenn outo : « Petra a zoujit-hu dreist da bep tra all er bed ? » e respontas kannaded ar Gelted : « Netra nemet e kouezfe an oabl. Evelato », a stagjont, « e prizomp meurbet mignoniez eun den eveldout. »

Crassus, o vont da vrezeli ouz ar Barthed a dremenas dre C’halatia e-Iec’h e welas ar roue Deiotaros a lakae e boan da sevel eur gêr nevez, hag heñ deut tre war an oad. — « Penaos, va friñs », emezañ, « staga a rit da sevel eur gêr d’an daouzekvet eur eus an deiz ! » — « Ha c’houi end-eeun », eme Zeiotaros, « ne luskit ket re abred da vrezeli ouz ar Barthed. » Crassus a oa neuze en e dri-ugent vloaz hag a ziskoueze beza kosoc’h c’hoaz.

Herder-natur ar Gelted a vire outo da veza paket berr er plegennou an diaesa :

Kent argadi Makedonia, e kasas Belgios hiniennou eus e dud evit kinnig ar peoc’h d’ar roue Ptolemaios Keraunos, mar karje e brena a briz aour. Ar roue a savas droug bras ennañ hag a zisklerias n’hallje beza meneg a beoc’h etrezañ hag ar Gelted ken na rojent da ouestl o armou hag o renerien. Ar gannadourien geltiat a zirollas da c’hoarzin hag a respontas : « Bremaik e weli, roue, pe evit da vad da-unan pe evit hon hini hon eus kinniget d’it ar peoc’h. »

An impalaer Caligula, den kriz ha diskiant, en devoa empennet, e-pad m’edo o chom e Galia (39-40 goude H. S.), en em wiska e doue Yaou ha lenn an Tonkadur diwar eur gador-varn uhel, e-kreiz leur-gêr vras Lugudunon. Eur c’hoz kereour keltiat a dreuzas an engroez da zenesaat ha, paret e sellou war an impalaer, e vane difiñv, evel batet. Stad ennañ o welout ar sebez-se, a grede e oa heñ kiriek d’ezañ dre e veurdez dreist-natur, Caligula a c’halvas ar Galian da zont e-harz e dron hag a c’houlennas outañ hegarat : « Ac’hanta, petra a gav d’it ez oun-me ? » — « A gav d’in », eme egile, « ez out eur bras a benn-diboell. » — Edo, en deiz-se, an impalaer war e du mat, hag e c’hellas ar Galian dizaon en em denna kuit yac’h ha salo.


Eun nebeut skeudennou Kelted. — Ar skeudenni-mañ eus eun nebeut Kelted, linennet diouz ar skrivagnerien eus an Hen-amzer a dalvo da glokaat an notennou a-ziaraok diwar-benn temz-spered ar Gelted koz.

Olonikos, pe Salonikos, roue ar Geltibered (IIet kantved kent H. S.), a oa war eun dro ijinus ha her kenañ. Gantañ, hejet en e zourn, eur goaf arc’hant a lavare en doa bet eus an Neñv, e treveze an den-Doue, ken m’en devoa dedennet a-du gantañ an holl speredou. War a anzav Florus, e vije bet anezañ eur gwall-enebour d’ar Romaned. Nemet e voe kollet dre re vras herder. Gantañ eur c’heneil hepken, ez eas eun nozvez e-kreiz kamp ar Romaned, gant an dezo, emezo, da laza o fengadour. Gwelet e voe gant eur gward a rae ged e-harz an dinell ha lazet gant eun taol goaf-bann. E geneil a gouezas ivez, hag ar penrener roman a reas trouc’ha ar pennou anezo, o sañka e beg eur goaf hag o c’has d’ar Geltibered gant prizonidi kenvro ganto.

Er c’henta kantved goude H. S., Marikos, eur Bog [18] eus an izela renk, a gemeras warnañ beza eun doue ; aloubet gantañ ano an doue-se e rôe da gredi e tisyeoie Galia. Eiz mil den en devoa bodet endeo, hag e venne kevrennadou eus brôad an Aedued en em unani gantañ. Difrae an uhelidi c’halian, bodet en Augustodunon, a lakas termen d’ar stourmadenn. Ganto eur vandennig soudarded roman, e teujont aes a-benn eus ar goueriaded armet fall a oa anezo armead Marikos hag e kemerjont hemañ. An impalaer e daolas da breiz d’al Ioened gouez er c’helc’hva, hogen n’houle ket al loened tostaat outañ. Sebezet-holl, e youc’he tud ar werin e oa-heñ e gwirionez, eun doue, pa reas an impalaer e laza gant e soudarded.

Ar Gresian Polubios, n’heller ket nemeur diskredi warnañ e vije bet douget d’ar Gelted, a ro meuleudi da Gavaros, roue Tula. Eun den mat e oa, emezañ, d’ezañ menoziou uhel, ha dellezek eus ar roueelez e gwirionez. Pa zeuas da Vuzantion, ec’h eh em ziskouezas hegarat ha servijus, c’hoantek-tre da blijout d’an holl ; evel ma oa brezel etre Buzantiz ha roue Bithunia, e teuas da unvanour hag e reas ober ar peoc’h. Harpa a rae ar c’henwerz hag ar varc’hadourien ha, keit ha ma vevas, e voe ar vrasa surentez gant an hentou en-dro d’ar Bosfor ha d’ar mor Du, skarzet ma ’z oant bet gantañ diouz al laeron dhrakiat a zisurae anezo. Eur fazi hepken en devoe Kavaros : selaou ouz e dud a lez, Gresianed anezo.

Deiotaros, roue ar C’halated, a voe e-touez e vignoned ar Romaned uhela ha desketa eus e amzer, Pompeius Magnus, Kaesar, Crassus, hag ar breutaer Kikero, a savas d’ezañ e vreutadenn vrudet Pro Deiotaro. Deue e oa da roue an Dolistoboged war-lerc’h e dad ; ar vad a reas d’ar Romaned a dalvezas d’ezañ beza anvet gant ar sened da roue Armenia-Vihana. O veza m’en devoa bet da glemm eus e zeuñv, ar roue phrugian Kastor Tarkondarios, hag eus ar wreg anezañ, e verc’h end-eeun, e lazas anezo en o c’hreñvlec’h a Gorbeus, a voe divogeriet ha dismantret gantañ penn-da-benn. Gwirion d’al lealded en devoa touet d’ar bobl roman, ne dermas ket, daoust d’e hir-oad, da gemerout an armou, pa voe frankiz Roma lakaet en arvar gant Kaesar. Hemañ, bet an trec’h gantañ, a lamas digant Deiotaros an Armenia hag e rouantelez war an Drokmed, evit o rei d’eun den estren a Bergam. Kikero a ro da Deiotaros an uhela meuleudi ; komz a ra eus eeunded ha glanded e vuhez, eus e lealded, e gadarnded, eus madelez e galon, eus e zislontegez ; ne voe gwelet neb gwech oc’h en em vezvi pe o korolli. Brudet e oa, n’eo ket hepken evel eur roue kalonek, hogen ivez evel eun tad a diegez eus ar gwella, eur mat a c’hounideg-douar, eur merour oberiant. — « E pe vro », emezañ, « diraezet betek enni ano ar bobl roman, ne voe ket klevet meuli reizded, nerz-kalon, kadarnded, spered didouell Deiotaros ? »

Verkingetorix, a oa bet, da genta, e niver an uhelidi c’halian-se a zastume Kaesar en-dro d’ezañ o klask gounit ar garantez anezo dre e lubanerez ha spi ar c’hargou uhel. Nemet n’houle ket an den yaouank her kaout enoriou digant an estren. Er goueliou-lid hag er c’huzuliadegou m’en em vode ar C’halianed a-vandennou er c’hoadou sakr, e vroude anezo dre brezegennou taer meurbet da adc’hounid o frankiz reiz a wechall. Gounezet e voe an holl gant e yaouankiz, e gened hag e helavarded ; e vent uhel, e daoliou-kaer, e ano zoken a enaoue er c’halonou an azaouez hag an doujañs. Dont a reas a-benn da unani ar C’halianed ouz ar Romaned hag e reas da Gaesar argila a-zirak Gergovia. Trec’het d’an diwez, muioc’h dre wall e soudarded, war a heñvel, eget dre e hini e-unan, grounnet en Alesia hep ken mui a spi da veza dieubet, e vodas e genvroiz. Diskleria a eure d’ezo n’en doa ket en em gemeret gant ar brezel-se evit e vad e-unan, hogen evit mad holl boblou Galia. — « Pa rankomp plega d’an Tonkadur », emezañ, « ec’h en em ginnigan d’eoc’h hag e lezan en ho tibab, pe derri droukrañs ar Romaned dre va maro, pe va rei d’ezo ez veo. » Kerkent e voe dileuret kannaded da Gaesar. Hemañ a c’hourc’hemennas ma vije lakaet etre e zaouarn an armou hag ar benvrezelourien hag a reas sevel e gador-varn er-maez eus ar c’hamp. Hepdale, e voe gwelet eur marc’heg o tiskenn e-unan penn a-ziwar lein menez Alesia. Verkingetorix an hini e oa. Edo en e wiskamant brezel, gant e armou kaera ha, pignet war e varc’h hag heñ harnezet evel evit an emgann, e teue anezañ e-unan d’en em zaskori d’ar Romaned. Degouezet dirak ar gador-varn, e reas d’e varc’h ober eur c’helc’h en-dro da Gaesar [19] ; e lammas d’an douar hag e lavaras : « Sed aze d’it eur c’hadarn, kadarn ar c’hadarna, trec’h out ! » [20]. Teurel a reas e armou ouz treid ar penngadour roman, hag, oc’h araokaat d’e dro, e plegas e c’hlin hag e kroazas e zaouarn. Donedigez souden ar c’hadour-meur en doa graet penn d’ezo gant kement a galon hag a eurvad, he devoa, da genta, leuniet ar Romaned gant eun doare doujañs ; p’e weljont dizarm hag e tailh eun aspeder, e tenereas o c’halon galet eur pennadig. Kaesar hepken ne santas na doujañs, na truez ; tamall garo a reas da Verkingetorix beza bet diwirion d’e vignoniez hag e kemennas d’e zougerien-vouc’hili e baka hag e garga a chadennou. C’houec’h vloaz goude, e Roma, p’edo Kaesar, da zevez e drec’hlid, o sevel d’ar C’hapitol ouz sklerijenn ar gouleier douget gant daou-ugent olifant, Verkingetorix a voe mouget en e brizon gant ar bourreo.

En enezenn Vreiz, n’o devoe ket ar Romaned difraeoc’h na dalc’husoc’h enebour eget Karatakos. Mab d’ar roue Kunobelinos, red d’ezañ divroa pa gouezas stadou e dad e beli ar Romaned, e kilas war-du ar c’hornog dre ma araokae ar re-mañ, o kas da boblou nevez skoazell e gleze, e gadarnded hag e anaoudegez eus traou ar brezel. Dilennet da benn-brezel meur gant ar poblou en em gevredet ouz Roma er bloaz 51 goude H. S., Karatakos a savas e grogad diweza e meneziou an Ordoviked, tost da vor Iwerzon. Gwelet e voe a-raok an emgann o nijal a renk da renk, o kas enaoui e kalonou ar vrezelourien vreizat an tan a verve en e galon-heñ. Gervel a rae an deiz-se eun devez a frankiz pe a sklaverez da viken ; degas a rae da goun anoiou ar gadourien wechall o doa argaset Kaesar, harzet diouz o gouenn dre o nerz-kalon an tailhou hag ar bouc’hili ha miret dinamm enor o gwragez hag o bugale. — « Pep-hini eus e gomzou », eme Dacitus, « a dride an holl ouz he c’hlevout ; pep soudard a c’halve an doueed da dest n’hallje na daredou, na gouliou e lakaat da gila kammed. » — Hir, gwadus ha start e voe ar c’hann ; d’an diwez e chomas an trec’h gant ar Romaned gwelloc’h armet hag akuitaet. Karatakos a glaskas minic’hi digant ar rouanez Kartismandua a reas e serri hag e werzas d’ar Romaned. Degaset da Roma gant e holl diegez, e teuas dirak an impalaer Claudius. Ar brizonidi all, dindan o aon, a reas da hemañ pedennou digalon. Karatakos, er c’hontrol, en em ziskouezas dalc’hmat enorus-tre en e stumm ha ne rannas ger da denna outañ an druez. An impalaer a rôas d’ezañ e vuhez ha hini e dud. War a lavarer, pa weladennas Roma, o sellout ouz ar paleziou dispar a gaerae ar gêr-se, e vanas sebezet-holl : « Petra ? » emezañ d’ar Romaned e ambrouge, « traou-ker kaer a biaouit hag e c’hoantait da gaout hon lochennouigou-ni  ! » [21].

Ar Vreizaded, ar Geltibered hag ar C’halianed barnet gant tri skrivagner eus an Hen-amzer. — « Breiziz a bleg d’an engouestladennou-soudarded, paea a reont ar gwiriou, gouzañv a reont en eur ger an hoil gargou tennet warno gant an trec’h ac’hanomp, nemet miret e vefe da veza kriz outo ; ar c’hrizder nemetken o laka da stourm ; sujet d’ar sentidigez, n’int ket sujet d’ar sklaverez. » (Tacitus.)

« Tridal a ra ar Geltibered gant al laouenidigez en emgannou a ro eun dro d’ezo da vont er-maez eus ar vuhez gant brud hag eurvad. Pa zeuont da gleñvel, e leñvont dre ma ’z int barnet dre se d’eur maro mezus ha divrud. Eun dizenor e vez ganto menel beo en eun emgann war-lerc’h ar pengadour m’o devoa touet difenn e vuhez d’ezañ war var o deiziou. » (Valerius Maximus.)

« Ar C’halianed a zo brezelgar ha buanek, hogen eeun ha dizroug. An distera ma vez heget outo, en em zastumont a vandennou hag e redont d’an emgann, nemet e reont se a-ouez d’an holl ha dievez-kaer, en hevelep doare ma vez trec’het aes o strivadegou gant an ijin ha skiant ar brezelerez. Mar dint ker prim da sevel bodadennou diroll eo dre ma ra d’ezo o c’halon digor hag uhel gouzañv evel graet d’ezo o-unan an dismegañs graet d’o amezeien ha kendaeri ganto. » (Strabon.)


  1. Ar Romaned a rae Numided eus ar poblou a anvomp bremañ Berbered ha Kabiled en Aljeria hag er Marok, ha Touareged er Sahara. Diwar-benn ar poblou-se en Hen-amzer, lenn levriou E. F. Gautier, Le Sahara, 1923 ; Les siècles obscurs du Maghreb, 1927 ; L’Afrique noire occidentale, 1935 ; hag oberenn veur lieslevrennek S. Gsell, Hist. anc. de l’Afrique du Nord. A-zivout kezeg diweskenn ha divrid an Numided, Komandant Lefebvre des Noëttes, Le Cheval de selle à travers les Ages, I, 1931, pp. 226-8.
  2. Er Siria, war an « Tigr ». Kara-Amid « Du-Amid » hec’h ano breman gant an Durked.
  3. Giziou ar C’hermaned, evel ma ’z int displeget e skridou an Hen-amzer hag e kosa lennegez Skandinavia, ha diskleriet gant ar ouiziegez-vreman, a daol eun tamm sklerijenn war giziou brezelel ar Gelted. Lenn e levr Dumézil, Mythes et Dieux des Germains, 1939, an eil gevrenn, Mythes des Guerriers, pp. 65-106, hag an trede kevrenn, Mythes de la Vitalité, pp. 109-151.
  4. Florus.
  5. Ofiserien uhel o ren al « legio ». C’houec’h a oa anezo dre « legio ».
  6. Aided Conculain « lazadenn Ki Kulann ». Hervez Danevellou bloaziek Iwerzon e vije bet lazet Setantios (Setanta er Grenn-amzer) er bloaz II goude H. S., d’an oad a seiz vloaz warn-ugent. Brezonek ha neket iwerzonek eo an ano anezañ. Bez’ e oa en enez-Vreiz, en oadvez kelt-ha-roman eur boblad-tud anvet Setantii. An danevellou, meneg enno a Setantios, a zo e lavar-plaen mesket a werzennou ; diskouez a reont e-leiz a roudou eus an Hen-amzer : impli ar gae, goaf-bann anvet gaison gant ar Gelted koz, implij ar c’harr-emgann (cath-charpat) aet er-maez a c’hiz en Iwerzon en trivet kantved goude H. S., ezvezañs an tok-houarn hag an hobregon (nemet el lec’hiou ma ’z eo bet adaozet ha nevesaet ar skrid), roïdigez er banveziou eus an darn wella d’ar c’haloneka brezelour, bezañs an drouized, kredenn e oa an hud hollc’halloudek, hag all. Sellout diwar-benn an danevellou-se hon VIet pennad, ha L’épopée celtique en Irlande, gant d’Arbois de Jubainville. War Setantios e-unan lenn skrid-studi Alfred Nutt Cuchulain, the irish Achilles.
  7. Da veiza an holl draou-se, ret eo kaout koun eus ar strolladou gwazed yaouank dibabet, eus ar bagadou gouezvrezelourien « lieseneek » (eigi einhamr, gouez da Skandinaviz) a ziskouez beza bet gant indezeuropegerien ar ragistorvez. Roud anezo a zizolôer e marzdanevellou ar C’hresianed a-zivout an dud-varc’h (an dro-envel unan Kentauros a c’houlenn en he diagent eur furm ragistorek *Kentrivo-), e marzdanevellou an Indezidi ariekaet diwar benn ar C’handharvaed (Gandharva, eus eur stumm rag-istorek *Ghondherwo), e redadegou gouez an dud-vouc’h (Luperci) e-pad miz ar februa (februo, eus *Ghedhrwo) gant ar Romaned, hag ivez moarvat er c’hredennou slavek diwar benn an dud-vleiz hag ar sunerien-wad (everien-wad ha debrerien kig-kriz e oa ar ouezvrezelourien). Ar re wellla anavezet ganeomp eus ar bagadou « aet e gouez », eus ar bagadou « kounnaret »-se, dre ma par warno goulou an istor, eo re ar C’hermaned : Berser-kired « brezelourien-arz » ar Skandinaved. Lenn, e levr Dumézil meneget en notenn 24, ar pennad anvet Les guerriers-fauves, pp. 79-91. A-zivout al liesene, kenveria L’Anthr. 1929, p. 434.
  8. Sellout ouz ar pennad kenta.
  9. Luriou aour kent 1914.
  10. E Bithunia, ar roue, pa ziskrede war ar Gelted ec’h ijient hevelep tra outañ, a reas e venoz da ober laza an holl bennou anezo en eur bañvez bras m’o fedas d’ezañ. Kelennet e kentel, ar Gelted e ziarbennas dre e laza ouz e daol e-unan.
  11. Da gembraeg Guriat (IXet kantved), Guriad (XIIet k.), Gwriad (breman) eo deuet an ano brudet-se, Zeitschrift für celtische Philologie, I, 1897, pp. 52-3.
  12. « An donezoner-pinvidigeziou » a zo bet unan eus an anoiou laket da Zoue gant an indezeuropegerien. Ac’hano ar sanskriteg Bhaga, an hen-berseg Baga (Bag e persianeg-breman), ar phrugianeg Bagaios, ar slaveg Bogu « Doue » (Bog e slaveg ar Balkaniou, e poloneg hag e sorbeg-izela, Boh e sorbeg-uhela hag e tchekeg, buog e polabeg). Ouspenn Bogu « Doue » en deus ar rusianeg an daou ano-gwan bogatu « pinvidik » hag ubogu « paour ». Hervez Hellmold, Chronicon Slavorum (XIIet kantved goude H. S.) e oa gant ar Slaved daou zoue, unan mat, drouk egile, hag e raent eus an hini drouk Tchernoboh « an doue du ». Mathista baganam « ar brasa eus an doueed » a vez graet eus an doue mat Ahura-Mazda, krouer an Nenv hag an Douar, war unan eus enskrivaduriou Persepolis, Baga wazarka en eun enskrivadur war vez Darius e Naqch-i-Roustem, Huart, La Perse antique et la Civilisatian iranienne, 1925, p. 96, n. 1.
  13. Pez a veze tremenet da dra fall gant ar C’hresianed neuze, a veze kavet mat gant poblou-all a ouenn wenn, pe gempred d’ezo pe gosoc’h egeto, indezeuropek pe nann-indezeuropek, ken en Europa, ken en Azia. Hennez eo hizio c’hoaz meno ar Barsïed ha Tïbetiz. Tra dic’hlan ar c’horf maro, hervezo. Ganti e vefe saotret an douar, an dour hag an tan. Setu perak e vez laosket da breiz d’ar c’hon ha d’ar bleizi, pe wintet war eur chafod ha kinniget d’an evned. Eur wech digiget ha nêtaet an eskern, e vezont dastumet peurliesa ha klenket en eun « askornaoueg ». L. de La Vallée-Poussin, Indo-européens et Indo-iraniens : l’Inde jusqu’en l’an 300 avant J.-C., 1924, pp. 74-5, danevell ha notennou (a bouez bras) ; Supplément, 1936, pp. 364, 274-5 (ha n. 3, p. 374).
  14. En iwerzoneg Milé, mab Bilé. Ar ger keltiek Miles a rae, d’an dro-c’henel, Miletos, en iwerzoneg Miled.
  15. En iwerzoneg Togail Bruidne Da Derga.
  16. En iwerzoneg a da gai.
  17. En iwerzoneg tongu da Dia toingthe morthuatha Ulad.
  18. Boged Galia a oa anezo eur boblad vihan sujed d’an Aedued. Diskenn a raent eus enbroidi o doa kuitaet kreiz an Europ e 58 kent H. S. da heul an Helveted.
  19. Verkingetorix, moarvat, eme Herri d’Arbois de Jubainville, en doa staget gant ar c’helc’h-se a-zehou, evit e gloza a-gleiz. Hennez e oa, hervez kredenn ar Gelted, an tu da suraat berz-mat d’an unan.
  20. Habe fortem virum, vir fortissime, vicisti. Salaün Reinac’h a ziskrede start e vije bet lezet Verkingetorix da zont war varc’h, e armou gantan, dirak kador-varn Kaesar. « Re aes e vije bet d’ezan laza ar penvrezelour roman gant eun taol speg ». Hervezan, eman an danevell-se o skeudenni d’eomp pompad istorek eur redva (circus) bennak, Rev. archéol. 1923, I, p. 203, n. 1.
  21. An impalaer Augustus (27 kent H. S. — 14 goude) an hini en doa kaeraet Rom gant maensavaduriou bras a bep seurd. War zifin e vuhez, e c’helle lavarout hep mont en tu-hont d’ar wirionez : « Brikennou e oa ar gêr am eus kavet. Mein-marbr eo an hini a lezan war va lerc’h ».