Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 62

troet gant Frañsez Vallée.
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944  (p. 384-410)


KEVRENN II : AR POBLOU


Poblou nann-keltiek Keltia. — P’edo Keltia e barr he ment, ez oa enni eur maread poblou disheñvel pe zisheñveloc’h diouz ar Gelted dre o yez, o gouenn, o sevenedigez, o doueed. N’hellomp rei amañ nemet disklêriaduriou berr-ha-berr war ar re benna anezo.


An Ibered. — « Ibered » a raed eus holl boblou bro-Spagn n’oant na Phenikianed, na Gresianed, na Kelted. Nemet e oa disheñvel-tre an holl boblou iberiat-se evit ar sevenedigez hag ar yez. Yezou nann-indezeuropek, war a greder, a oa gant darn anezo. Ar re sevenaeta en o zouez e oa ar re a rae o annez e traoñienn stêr Iberos (Ebro) hag ar re a veve er c’hompezennou treuzet gant stêr Tartessos (Guadalquivir). Iberiz ha Tartessiz a oa d’ezo, er VIet kantved kent H. S., kêriou mogeriou kuklopel [1] en-dro d’ezo ha strolladou listri a yae da genwerzi gant Iwerzon hag enez-Vreiz diouz eun tu ha, diouz eun tu all, gant hanternoz Afrika ha gant an enezennou bras er c’huz-heol d’ar mor Kreizdouarek. Tartessiz o doa, ouspenn eul lennegez, barzoniezou ha danevellou bloaziek a save da 6.000 vloaz, war a leverer. Ar c’hompezennou tomm ha frouezus ma vevent enno a vage chatal e leiz. Eus dounder o douar e tennent metalou prizius a-builh. En IIIet kantved kent H. S. Tartessiz a oa ker bras o finvidigez en arc’hant ma raent gant an danvez-se prezebou o c’hezeg hag an tonnellou ma lakaent o gwin.

An Ibered all n’oant ket ker seven-se. Bez’ e oa anezo meuriadou gounideien, mesaerien, hemolc’herien ha mengleuzierien en em geje e kevredadou pe en unaniezou-brezel padusoc’h pe zibadusoc’h. Ar re gosa eus an unaniezou-se, re ar Guneted, ar Gempsed hag ar Saefed, a yeas da get gant argadennou ar Gelted [2]. Savet e voe en o lec’h re al Luzitaned hag ar Gantabred, a dennas brud d’o ano dre ar stourmad ar starta a rejont ouz ar Romaned. Al Luzitaned (tregont poblad anezo) a oa du-holl o gwiskamant ; war ar c’holo e kouskent hag en vevent diwar gig gavr ha bara mez-dero. D’an emgann ez aent gant hobregonou lin en o c’herc’henn ha, war o fenn, togou-brezel ler. Laza a raent, e lidkinnig da zoue an emgannou, bouc’hed, kezeg ha prizonidi-vrezel.


Al Ligured. — Eur yez indezeuropek evel ar c’heltieg e oa al ligureg. Ar broiou ma komzed anezañ c’hoaz er c’henta kantved kent H. S. (gevred Bro-C’hall, Italia-Uhela, an hanterenn eus aradennad an Alpou diouz ar c’huz-heol) a c’heller da anavezout war an taolennou-douaroniez dre ma kaver enno stank anoiou lec’hiou gant an dilostger -asko, -aska, -osko, -oska, -usko, -uska [3]. Kent donedigez ar Gelted, al Ligured o doa kaset trevadennou er Spagn, en enez Korsika hag en enez Sikelia (war-dro ar bloaz 1.400 kent H. S.). Hiniennou eus ar pobladou anezo a oa deut galloudek-tre. Ar Sikeled a rôas o ano d’ar Sikelia a voe, e-pad meur a gantved, Italia hogos holl en o dalc’h [4] ; piaouet o doa seiz krec’hienn Roma, pell kent ma voe diazezet ar gêr-se ha ganet ar bobl roman. Er XVIet kantved kent H. S., ar Sikeled a oa d’ezo trawalc’h a listri da dreiza ar mor Kreizdouarek, da vont da argadi an Ejipt [5]. — E kreisteiz Galia, er Vet kantved kent H. S., eur boblad liguriek all, an Elisuked, a oa anezo eur rouantelez vrudet gant Narba (Narbonne) da gêr-benn warni. — En Italia-Uhela, poblad pinvidik an Dorined a zalc’has war sav, daoust da dagadennou an Etrusked hag ar Gelted, betek alouberez ar Romaned, hag a lezas hec’h ano da gêr « Torino ».

Al Ligured all a vanas atao rannet en eur maread meuriadouigou, na zeuas nepred d’o spered en em unani da sevel kenetrezo brôadou galloudek. Ar pep brasa eus al Ligured a oa anezo gounideien galet ha poanierien start na welent ket en tu-hont da vonnou o farkeier hag o labouriou pemdeziek. Saturnus, doue an here, a oa doue-meur Ligured an Itali [6]. Anoiou daou eus o roueed e mojennou o istor, Morges ha Sikelos, a dalv, war a greder, kement ha « forc’h » ha « falc’h ». Al Ligured eus an aod a oa pesketaerien akuit ha morlaeron her. Ar re a veve er meneziou, Alpou hag Apenninou, a rae diouz kaout dre ar brezel hag ar riblerez ar pez a nac’he outo o douarou meinek ha difrouez. C’hoaz en IIet kantved kent H. S. Ligured an Apenninou a ziskenne dre vandennadou a 20 pe 40 mil a vrezelourien da breizata er c’hompezennou e-harz ar meneziou.


An Ombrianed hag an Etrusked. — An Ombrianed a oa ganto eun eilyez indezeuropek karez-nes d’an eilyezou komzet gant al Latined, ar Sabined, ar Samnited ha poblou all eus kreizenn Italia [7]. An hevelep buhez hag int a renent ivez : mesaerien, labourerien-douar ha brezelourien eeun ha kalet o buhezegez a oa anezo.

Gwall-zisheñvel diouz ar re-se e oa an Etrusked, anezo eur boblad pinvidik ha seven ouz hec’h ober dreist-holl mor-laeron, marc’hadourien ha micherourien. Ampart ez oant da labourat ar metalou, ar maen hag ar pri ha da gaeraat o labouriou gant skeudennou tud ha loened engravet, kizellet pe livet. Mailhed ez oant ivez war an doura pradeier dre zigeri kanouc’hellou. Beva a raent e kêriou bras, en-dro d’ezo mogeriou savet en doare kuklopel. En o diabarz straedou pavezet en em drouc’he a-sounn. Ar maen a veze alies danvez an tiez anezo, ha kaniou-distrouilha dindan zouar, graet a vein ivez, a gase al lastez er-maez a gêr.

N’oa ket karet nemeur an Etrusked gant ar poblou all eus Italia. Diavaezidi ez oant. Deut, war a greder, eus an Azi-Vihana, war-dro kreiz an Xet kantved kent H. S., o doa sujet tamm-ha-tamm an Ombrianed, al Latined hag an darnvuia eus al Ligured [8]. E-tro ar bloaz 450, an Etrusked a oa en o dalc’h hanternoz ha kreiz an Itali hogos holl ; war ar mor o doa o listri darempredou a genwerz stank ouz Karthada hag an Ejipt. Kreizenn o impalaerez ez oa an Doskana vremañ, ma raent enni daouzek poblad kevredet, gant pep a gêr greñv, pep a roue ha pep a renerez. Er c’hantvedou da heul e savas dizunvaniez e-mesk an Etrusked ken e voe diskaret o galloud gant ar Gelted en hanternoz Italia hag, er c’hreisteiz eus ar vro-se, gant al Latined en em savet outo hag ar Samnited [9].


An lllirianed. — Kreiz Europa hag an hanterenn walarn eus ledenez ar Balkaniou e oa ar c’horn-bro m’oa diazezet ennañ stank-ha-stank ar pobladou illiriat [10]. Ar re benna eus ar pobladou-se e oa : an Autariated, a gemeras er Vet kantved kent H. S. ar Bannonia hag eun darn eus an Dhrakia, o sevel eur rouantelez c’halloudek a voe dispennet gant ar Gelted [11] ; an Dardaned, enebourien douet da Vakedoniz, hag a renas brezeliou hir ouz ar Gelted (Skordisked ha Bastarned) keneiled d’ar C’hresianed ; an Dalmated hag an Istrianed, morlaeron ouez anezo ; ar Veneted a gevredas gant ar Romaned dre gasoni ouz ar Gelted.

N’oa ket eus an Illirianed kadourien ha morlaeron hep-ken. Bez’ e kaved ganto ivez mesaerien [12], labourerien-douar ha micherourien. E-touez ar meuriadou illiriat eo e voe ganet ar sevenadur brudet a reer anezañ sevenadur Hallstatt.


An Dhraked. — Pa raent o gwella berz, e-doug an eilvet milved kent H. S. poblou Thrakia a zalc’he an holl vro en em astenn eus aodou an Enezvor (mor Enezek) da gompezennou Skuthia. Piaouet o devoa Makedonia a-bez, graet meur a argadenn er C’hres ha kaset trevadegou en Azia-Vihana. C’hoaz er Vet kantved kent H. S., e oa anezo eur bobl vrudet. « An Dhraked », eme an hen-istorier Herodotos, « eo, goude Indeziz, ar vrasa eus holl vrôadou ar bed ; ma vijent unanet kenetrezo, e vije anezo ivez ar c’halloudeka. » Beva a raent diwar ar brezel hag ar riblerez, gounidegez an edou hag ar maga loened, kezeg dreist-holl. Gwiniegou a oa ganto ivez. Brudet e oa bet divinourien, kanerien ha telennerien an Dhraked e raghenistorvez bro-Hellaz. Er marevez istorek, kredennou-zo eus ar C’hresianed, evel an orpheuziadegez, ar buthagoriadegez, an treuzannezerez-ene, a oa bet o andon e kredennou Thrakiz. Eus Thrakia (a oa bet hec’h ano Aria, amzer a voe), e tiskouez beza en em ledet war ar bed an arouez sakr anvet « hevoud, hevoudeg » pe swastika [13]. Azeuli a raent Demêter « mamm an heiz » ha Kubêlé, doueezed an douar hag an trevadou, Sabadios, Sabazios, ha Dionusos, doueed an heol, an heiz hag an dour-heiz (ar bier), Bormos, doue an hanv (kenveria al latin formus « tomm »), Bendis, doueez al loar, bet hevelebekaet ouz Artemis gant ar C’hresianed, Heron pe Heros, doue ar re varo (war varc’h e vez skeudennet bepred), *Rêzos (bet gresiekaet e Rhesos ; eus rêz, ar stumm thrakek gwisket gant an indezeuropeg *reix, keltieg rix « ri, roue »), anezan doue-roue menez Rhodop, war eun dro hemolc’her ha marc’heger, Iambadulê, anezi moarvat, diouz an eil gevrenn a zo en hec’h ano, doueez an deliaoui (dula « delienn » : e dakeg ponpedula « pemp-delienn »), h. a. [14].

Broudvrizella ar c’hroc’hen a oa bet e boaz ganto hag a arouezie uhelder ar ouenn. Ar re vatc’hanet hepken (eugeneis e gresieg, zibuthides e thrakeg) a veze broudvrizellet o c’hen. Er marevez istorek, ar Maenadezed (an Thrakiadezed bet deskonïet el liderez dionusek) a oa broudvrizellet en o gar pe en o brec’h skeudenn eur menn-karvez. An Dhraked bet deskonïet en hevelep liderez a oa e ken o zal skeudenn eun delienn-ilio [15].

Galloudeka poblou Thrakia e voe an Driballed hag an Odrussed er c’hreisteiz da stêr Danuvios, hag, en hanternoz d’ezi, ar C’heted hag an Daked. Er Vet kantved kent H. S. roueed an Odrused a rene war an darnvuia eus meuriadou an Dhraked etre an Danuvios hag aodou an Enezvor ; betek ar bloaz 46 kent H. S. e talc’has en he sav ar rouantelez anezo, ha hi bet bihanaet gant argadennou ar Gelted hag aloubadennou Makedoniz. Brudet e oa ar C’heted evel ar re gadarna hag ar re eeuna eus an Dhraked ; bep pemp bloaz e kasent da Zalmoxis, o doue, eur c’hannad a daolent hag a zistaolent er vann war veg o goafiou ken na varvje. An Daled n’oa anezo, da genta, nemet unan eus ar meuriadou oc’h ober pobl ar C’heted. Nemet e kreskas tamm-ha-tamm o galloudegez, a zeu e barr he brud er c’henta kantved kent H. S. Kanna a reont ar Gelted (Bastarned, Taurisked ha Boged) ha sevel eur rouantelez en em astenne eus traezennou ar mor Du da harzou ar C’hermaned.

Sellet e vez evel Thraked : 1° ar Gimmerianed hag an Drered, a veve, er XVet kantved kent H. S., er c’hompezennou en hanternoz d’ar mor Du, ma voent argaset diouto gant ar Skuthed ; 2° Marianduned, Bithuniz ha Phrugianed Azia-Vihana. Phruges a zo stumm gresiek an ano. Briges a ziskouez beza bet ar stumm thrakek. Kenveria Brigia, an ano a veze laket da arvor Makedonia, d’ar mare m’edo ar vro-se anvet Emathia.

Eun eilyez tarzet diouz an indezeuropeg e oa yez an Dhraked evel hini an Illirianed. Pobladou a voe, koulskoude, o veva distag diouz ar re-all, a gomze, war a greder, eur yez nann-indezeuropek. D’an Dhraked, kerkouls ha da boblou all Europa, unvez ar yez a rae evel eur gwiskad a unvaniez-diavaez o c’holei e-diabarz liester ar gouennou-tud [16].

Ar Skoloted. — Ar Skoloted, pe Skuthed Europa, a oa anezo eur boblad a vesaerien, a c’hovien hag a vrezelourien o komz eur yez indezeuropek heñveloc’h ouz an hen-berseg eget ouz kement yez indezeuropek all eus an Europ [17]. Deut e oant, war-dro ar bloaz 1.500 kent H. S., da ziazeza er c’hompezennou bras digoad en em astenne en hanternoz d’ar mor Du (Skuthia Goz). En Xet kantved e treizjont an Turas hag e yeojont an Dhraked betek an Danuvios-izela (Skuthia Nevez), Er VIIet kantved eo e reas ar Skoloted o gwella berz er brezel : paeet e veze an truaj d’ezo gant hogos an holl boblou o veva etre ar mor Du diouz ar sav-heol hag an Alpou diouz ar c’huz-heol, etre ar mor Baltek en hanternoz hag an Danuvios er c’hreisteiz. Er c’hantvedou war-lerc’h e kouezas o impalaerded, skôet d’an traon gant an Illirianed hag an Dhraked en em savet. Trec’het e voe ar re-se d’o zro gant ar Gelted.

Ar Skuthed ne c’hounezent ket douar [18]. War varc’h bepred, e piaouent tropellou bras a gezeg, a saoud hag a zeñved, ma kantreent ganto dalc’hmat o vont a beurvan da beurvan. Beva a raent diwar gig kezeg hag ec’h event laez o c’hezekenned : ac’hano e teuas d’ezo beza lesanvet « gorôerien-gezekenned » gant hen-varzed ar C’hres. E lec’h tiez e raent gant kirri bras war beder pe c’houec’h rod stlejet gant meur a goublad ejened. Golôet e oa pep-hini anezo gant feltr ha kombodet en e ziabarz e diou pe deir c’hambr.

E diavaez ar bed keltiek, e kompezennou an Hen-Skuthia (kreisteiz Rusia-vremañ), edo o veva brudeta poblou ar Skuthed. Hogen, er Vet kantved, e kaved eur vandennad anezo war aodou mor an Hanternoz, tostik-tost da aber an Albis. E kompezennou an Danuvios-izela e kantree bandennadou all a hañval beza en em gevredet gant ar Vastarned. War an Danuvios-krenn ar Siguned, a gase marc’hadourien ha micherourien-valeerien betek e Galia, a dremene evit beza Skuthed.

O ano a oa aet da lavarout « marc’hadour » e yez al Ligured a veve etre stêr Rodanos hag an Alpou. A. Bertrand a grede d’ezan (1891, pp. 259-60) e oa bet eus ar Siguned govien ha teuzerien-arem, henvel a-walc’h ouz Tsiganed hon amzer [19]. A c’hellfe beza e vije o ano ar ger skuthek (?) sigunna a dalveze « goaf » (sibunna a vije bet ar stumm thrakek anezan, hervez Philipon, 1925, p. 2, n. 4). Nemet unvan n’eo ket testeni skrivagnerien an Hen-amzer a-zivout gouenn ha ster ar ger-se. Hervez Herodotos, e vije bet gant gresianegerien enez Kupros (Chipr) eur ger sigunos da lavarout « goaf-bann ». Apollonios ar Rhodad a ra sigunos eus ar c’hlaou-brezel e boaz gant Bebruked Azia-Vihana a oa, en IIet kantved goude H. S., o c’hêriou-penna Prusa, Libussa, Eriboia, Patavion ha Gallika (war stêr Gallos). Suidas a lavar e oa sigunê ano ar c’hleze gant Makedoniz.

Marvet eo a-benn hizio an darnvuia eus ar brôadeleziou emaomp o paouez menegi. An diskaridigez anezo, boulc’het gant ar Gelted, a voe kendalc’het gant ar Romaned ha kaset da benn gant ar C’hermaned hag ar Slaved. An Ibered hag an Illirianed hepmuiken o dije lezet war o lerc’h diskennidi a yez ganto : Euskariz pe Vasked (500.000 a dud) e mervent Bro-C’hall ha hanternoz ar Spagn, Albaniz (1.400.000 a dud), e kornog ledenez ar Balkaniou, a vije ganto yezou dedarzet, evit ar re genta eus an ibereg hag, evit an eil re, eus an illirieg [20].


Ar C’hermaned. — Ar poblou ma reomp Germaned anezo n’o doa, war a hañval, ano brôadel ebet kenetrezo. An ano « German » a oa dianav d’ezo : a zo kaeroc’h, ne veze ket lavaret anezo da genta. Meur a hini zoken, e-touez ar poblou keltiat, a fougee beza german, evel : 1° ar Velged, a argadas tu hanternoz Galia e derou an IIIet kantved ; 2° ar C’haisated a yeas, er bloaz 222 da vrezeli en Italia dindan renadur o roue Virdumaros Rênogeniknos « Virdumaros douaren Rênos » ; 3° an Oretaned, eur boblad Kelted eus ar Spagn a faezas Karthadiz er bloaz 228 en eun emgann kollus-bras d’ar re-mañ [21] ; 4° ar pobladou Kelted a zalc’he koadou hag odeou menez Penninos (« Valais »-Uhela) [22] ; 5° ar Vastarned. « Germaned » a oa eta eun ano keltiek a raed, moarvat, eus ar poblou keltiat genidik eus ar vro etre an Albis hag ar Rênos. « Keltia », eme eun douaroniezour koz gresian, « a zo daouhanteret gant ar stêr Rénos ; an darn a Geltia diouz tu ar c’huz-heol d’ar Rênos a vez graet anezi Galia ; an darn diouz tu ar sav-heol a vez anvet Germania. » Diwar an IIIet kantved, poblou nevez, treizet ganto an Albis, a vestronias poblou keltiat ar C’hermania pe a gemeras o lec’h a-nebeudou. Dont a reas da voaz ober anezo « Germaned », diouz ar vro a oa bet aloubet ganto.

Ar C’hermaned nann-keltiek ne verzer skleur diouto nemet diwezat-tre en istor an Europ. Betek en-dro d’ar IVet kantved kent H. S., e vanas, moarvat, ar meuriadou anezo o chom er c’hreisteiz d’ar Baltik, etre ar stêriou Albis ha Vistula, dindan gazelgae, darn anezo gant ar Gelted, darn-all gant ar Skuthed. Evelse o yez, komzet ma ’z edo gant eur werin dizesk, a yeas da drefoedach hag e voe enni abred-kaer distresadennou na gaver er c’heltieg nemet pell goude. Ar C’hermaned, a bouezas doun warno levezon sevenadur an Ten. Er beredou eus ar c’hantved kenta kent H. S. n’oufed a-grenn digemma etre ar C’hermaned beziet war glann zehou ar Rênos hag ar Gelted beziet war ar c’hlann gleiz anezañ, gant heñvel-rik ez eo diouz an daou du arrebeuri ar beziou. Eur merk all eus levezon ar Gelted eo ar voaz, miret pell e-mesk ar C’hermaned a bep stad, an uhelidi dreist-holl, d’en em vugadi gant anoiou keltiek. Boiorix, roue ar Gimbred (IIet kantved kent H. S.), Ariovistos, roue ar Sueved (kenta kantved kent H. S.) a zo ganto anoiou keltiek.

Rannet e oa ar C’hermaned en eun niver meuriadou a zeue d’en em voda e kevredadou-brezel graet-disc’hraet bep ar mare gant an ezommou hag an emgannou. Ar re vrudeta eus ar c’hevredadou-se a voe : — en IIet kantved kent H. S., hini ar Gimbred ; — er c’henta kantved kent H. S., hini ar Sueved, kevredet ennañ kant poblad oc’h en em astenn eus ar Vistula d’ar Rênos-uhela ; war-dro ar bloaz 60 o doa ar Sueved treizet ar stêr-mañ end-eeun ha staget da vac’homi Galia, pa voent argaset war ar c’hlann zehou gant Kaesar. Diwar ar Sueved e teuas ar Varkomaned a ziframmas digant ar Gelted douarou an Albis-Uhela hag a savas eur rouantelez en em astenne, da vare an impalaer Augustus, eus ar Baltik d’an Danuvios.

Ar C’hermaned n’oa ket disheñvel o doare-beva diouz hini poblou all Europa, pa vevent evelto diwar ar maga-loened, ar c’hounidegez-douar, ar brezel hag ar riblerez. Doueed Dras ar C’hermaned e oa Tuisko, doue an douar, tad Mannus, ar c’henta den ; Tivas [23], doue ar brezel ; Vodanas [24], doue ar ouiziegez ; Tanaros, Thunras [25], doue ar gurun.


8° Ar poblou rak-keltiek eus Breiz-Veur, Iwerzon ha gwalarn Galia. — Er c’henta kantved kent H. S. hepken e stag sklerijenn an Istor da bara war ar broiou-se. Bez’ e oa neuze, da vihana, seiz pe eiz kantved ma ’z oant bet sujet gant ar Gelted. N’ankounac’haed ket, koulskoude, e tiskenne eus an henvroïdi darn eus poblañs Galia hag enez-Vreiz. Meuriadou gwalarn Galia a oa anezo, evit doare, mesaerien ha labourerien-douar en argoad hag en arvor, pesketaerien ha morlaeron, heñvel a-walc’h o buhezegez ouz hini al Ligured eus gevred-izel Galia. Disevenoc’h e vije bet Rak-Kelted Breiz-Veur hag Iwerzon : an darnvuia anezo n’ouvezent ket ober keuz ; hiniennou a veve dindan dinellou hag a valee en noaz-dibourc’h pe peuz-noaz. War ar meuriadou rak-keltiat-se eus an enezennou pe, da vihana, war hiniennou anezo e tleer lakaat diou voaz erezus meneget gant skrivagnerien an Hen-amzer : 1° an debri-tud ; 2° an eureudi ar merc’hed gant meur a ezec’h war eun dro.

D’ar ouenn rak-keltiek e tenne en o fez, moarvat, ar poblou-mañ eus enez-Vreiz : ar Silured, ar Goritaned (Koritani), broiz enezennou Ebudou ha meneziou an Hanternoz (Kreoned, Keroned, Karnonaked ha Karined), an Novanted hag ar Selgoved. An daou veuriad diweza-mañ eo, a greder, a veze graet anezo gant ar Vrezoned Atekotted (Atekotti) « ar re goz-meurbet », da lavarout eo, moarvat, « broiz koz ».


Kadarnded ar poblou-nann-keltiek. — Skrivagner ebet eus an Hen-amzer n’en deus danevellet d’eomp an emgannou a reas ar Gelted ouz ar poblou emaomp o paouez menegi. Nemet e c’houzomp o deus an Ibered, al Ligured, an Illirianed hag an Dhraked pourchaset dre gant ha kant da Garthadiz ha d’ar C’hresianed soudarded nerzek, kalonek ha fero. Gouzout a reomp ivez pegen hir, marvus ha diaes e voe ar brezeliou a rankas ar Romaned embreger da stoui dindan o yeo an holl boblou-se : armeadou a renkas koaza, tremen a reas remziadou pengadourien a-benn ma voe kaset al labour da vad.

A-unvan e oa holl hen-boblou Europa evit ober fae gant o buhez ha kasaat ar sklavelez. Da suja Ligured ar meneziou e rankas ar Romaned diouenna meuriadou a-bez ha diframma meuriadou all diouz o douar genidik d’o skigna da bell e-touez meuriadou estren. Ar Staened, eur bobl liguriat a voe gwell ganto en em zistruja o-unan eget en em zaskori : kement a oa bet erbedet gant kleze ar Romaned en em rôas d’ar maro. « N’en em gavas hini », eme eun danevellour roman, « e-touez ar re yaouanka zoken, hag e vije karantez ar vuhez kreñv a-walc’h d’ober d’ezañ gouzañv ar sklavelez. »

Al Luzitaned, gwerzet da sklaved, a doulle en dounvor, d’o goueledi, strad al listri m’edont warno ; kontella a raent o mistri pe, o nac’h dibri boued, en em lezent da vervel gant an naon. Ar Gantabred, paket da brizonidi, en em strinke anezo o-unan war o fenn e-kreiz tantadou kamp ar Romaned ; eur c’hrennardig gant eun tamm houarn a drouc’has o gouzoug d’e dad ha d’e vreudeur a oa bet karget a chadennou gant ar Romaned ; eur vaouez a reas an hevelep tra d’he c’henbrizonidi. Kantabred all, bourreviet, staget e kroaz, a groge da gana o c’hanaouenn-emgann hag a daee o enebourien. Ibered kêr Astapa a oa bet lazet holl en eun emgann ; an hanter-kant den yaouank, lezet ganto da ziwall o ziegeziou, a skôas d’ar maro ar merc’hed hag ar vugale ; goude-se, e lakjont an tan en eun tantad prientet en a-raok hag en em strinkjont armet-holl e-kreiz ar flammou.

Par d’ar baotred evit ar gadarnded e oa ar merc’hed e-touez Barbared Europa [26]. C’hoant-kalon ha mennad-dreist n’o doa ken gwragez an Dhraked nemet kinnig o buhez war gorf maro o ezec’h ha beza sebeliet en hevelep bez ganto. Gwragez an Ambroned, eur bobl c’hermanek, o welout o c’hadourien lazet pe zindan o zec’h, a gemer da armou bouc’hili ha klezeier ; skoaziet gant o chas, ec’h adskoulmont ouz ar Romaned eun tenn a emgann. Kentoc’h eget en em lezel da veza gwallet gant ar soudarded roman, gwragez ha merc’hed ar Gimbred en em laz kenetrezo a daoliou kleze, en em daol dindan rodou ar c’hirri, en em groug ouz skourrou ar gwez hag ouz kerniel an ejened a vroudont d’o feulza.


Perak e voe trec’h ar Gelted. — Aesaet eo bet, moarvat, trec’hadenn ar Gelted, evel hini ar Romaned diwezatoc’h, gant an dizunaniez hag an dirollerez a rene e-touez o enebourien. Ibered, Ligured, Germaned, Illirianed, Thraked, holl e oant rannet en eur maread poblou kevre ebet ganto peurvuia, a vage kasoni an eil ouz eben hag en em wanae kenetrezo dre vrezeliou dibaouez ma koueze enno ar pep gwella ous o yaouankizou. Ar garantez-vro pe ar garantez-ouenn n’oa ket anezo, kouls lavarout. Gwasoc’h en em ereze poblou ar C’hermaned, er c’henta kantved goude H. S., eget na gasaent ar Romaned ; en em ouestlaoui a reas eun hanter anezo d’an impalaered roman hag, e-doug meur a gantved, e vrezeljont ouz an eil hanterenn. En em ziouenna a rae an eil eben diou boblad eus an Dhraked, p’edo unan keneilez, an eil enebourez d’ar Romaned. Dic’halloud e oa ar garantez-poblad ouz mennadou ha youlou diouto o-unan pep den pe diegez. E kement poblad c’hermanek, er c’henta kantved goude H. S., e veze an dud rannet e daou du, an eil evit ar Romaned, egile a-enep ; gwasa enebour Arminios, penn-brezel meur ar C’hermaned en em savet ouz Roma, e voe e dad-kaer e-unan, ar roue Segestos. Bresk e oa dre-holl beli ar renerien, rouanez, reizaouerien, pennou-brezel. « Ne sent an Dhraked ouz o rouanez », eme Dacitus, « nemet kement ha m’her c’havont mat. » E-touez ar C’hermaned, Arminios, tamallet d’ezañ c’hoantaat ar gurunenn, a zo kaset d’ar maro gant uhelidi e bobl end-eeun.

Ar Gelted, dre m’oa reizet ar gevredigez anezo en hevelep doare gant an holl boblou-se, a oa ivez, en o c’hreiz, hadenn an hevelep siou. Nemet lusket e oant d’ar mare m’en em skignjont en Europ, gant ret-kaer e oa d’ezo kaout douarou nevez d’o foblañs atao war gresk. Ne vane ken en o bro nemet koadou da zifraosta ha geuniou da zisec’ha, eul labour hennez hag a oa hir, tenn ha dienor. En-dro d’ezo, en enep, en tu-hont d’o harzou, e kinnige ar bed digor d’o yaouankizou paour ha brezeliat, d’o rouanez c’hoantek a vrud, peurvaniou, parkadou ed, mengleuziou, stêriou ha lennou peskedus, eun niver a vourc’hiou, a gêriou berniet enno kement tra prizius diwar zourn hag ijin mab-den, eun engroez poblou a labourje evit o mistri, eur wech trec’het ha sujet, a baeje an truach, a bourchasje dilhad, ed, chatal, kezeg, mevelien ha sklaved. An ezomm o doa da berc’henna ha da vestronia hag o c’hoantegez d’ar preizerez ha d’ar brud a voe d’ar Gelted, d’en em unani kenetrezo broudou lemm a vankas d’ezo diwezatoc’h, pa rankjont, eur wech pourvezet mat a bep tra, difenn ar pez o doa aloubet.


Petra a reas d’ar Gelted divrôa. — Aloubidigez Europa gant ar Gelted n’eo bet kaset da benn nag en eur c’hantved na gant eur boblad hepken. Merket e voe gant skrivagnerien an Hen-amzer meur a benn-abeg d’an divrôadennou anezo :

1° Dic’hlannou ar mor ; 2° kreniou-douar ; 3° eur c’hresk re vuan war ar boblañs, o tont d’e heul dienez an douarou-gounid ha kernez ; 4° dizunvaniezou ha brezeliou a-ziabarz ; 5° brezeliou a-ziavaez ; 6° ar c’hoant d’ar preizerez.


Divrôadennou ha divrôerien. —- Tri doare divrôadennou a c’heller digemma e-touez ar Gelted koz :

1° Divrôadenn eur boblad a-bez, brezelourien, kozidi, merc’hed, sklaved, chatal ha kirri. En doare-se e tivrôadennas ar Velged e derou an IIIet kantved kent H. S., hag an Helveted e 59 kent H. S. ;

2° Divrôadenn eun darn hepken eus eur boblad : er IIIet kantved kent H. S., er C’hermania, en em rannas ar bobl Volka ; eun darn anezo a dreizas ar Rênos hag a ziazezas e kreisteiz Galia ; an darn all a chomas er C’hermania.

3° An divrôerien a oa anezo tud deut a veur a lec’h. Krouet e voe, en Azia-Vihana, brôad an Dektosaged gant eun teskad tud eus ar boblad-se, ret d’ezo divrôa war-lerc’h dizunvaniezou-diabarz, hag e teuas d’en em voda en-dro d’ezo eun engroez tud eus brôadeleziou all. Er Spagn, kêr greñv Komplega a voe savet en eur gouelec’h gant tec’hidi ha kantreerien a bep gouenn ha didra.

Kaesar, en e « Commentarii », a zispleg piz ha kentelius d’imp e pe zoare e prientas an Helveted o divrôadeg eus ar bloaz 59. Strisaet e oa a bep tu an douarou a zalc’hent er bloaz 62 gant an Alpou, menez Iouris, lenn Lemanos, stêriou Rotanos ha Rênos. N’oant nag evit en em astenn da bell nag evit kas aes ar brezel er broiou nesa. Re vihan e oa an douar-se d’o zemz-spered brezeliat, d’o foblañs niverek, d’an taoliou-kaer kaset da benn gant o armou, d’o fiziañs en o c’hadarnded. War ali Orgetorix, ar pinvidika hag an uhela anezo, e rejont o menoz da zivrôa ha da vont d’ober o rann a zouarou en em gave diberc’henn tost d’ar mor Bras, war harzou ar Santoned. Da genta, e tanzeont pep tra evit ar c’himiad. Kirri ha sterniou a zastumont dre viliadou ; hada a reont an holl zouarou da gaout bevañs e-doug o ergerz ha, pa gav d’ezo e vo trawalc’h gant daou vloaz da beuraoza pep tra, e tougont eul lezenn da zeiziada an disparti a-benn nevez-amzer an trede bloavez. Dilennet e oa bet Orgetorix da ren ar gefridi-se, dre nevezi gant ar brôadou tro-dro ar feuriou a beoc’h hag a gevredad ha da zivizout an tremen frank a-dreuz Galia.

Pa gredas an Helveted e oant en em lakaet barrek-mat, e krogont an tan war o daouzek kêr greñv, o fevar c’hant a vourc’hiou hag an holl diez a-stlabez er vro. War c’hourc’hemenn ar renerien e kemeras pep penn-tiegez war e girri tri miziad bevañs. Losket e voe an ed n’oant ket evit kas ganto, evit ma vijent, gant dic’hallus m’edo lakaet an distro, heroc’h a se ha startoc’h en o menoz. Peder foblad nesa d’ezo, ar Voged, al Latoviked, an Dulinged hag ar Rauraked, o doa graet o dezo d’en em unani gant an Helveted, ma save ac’hano niver an divrôerien da 368.000 a dud, da c’houzout :

Helveted (4 meuriad)
Boged
Latoviked [27]
Tulinged
Rauraked

263.000
 32.000
 14.000
 36.000
 23.600

Ar gadourien a save an niver anezo-holl da 92.000.

En em zastum a reas an divrôerien, an 28 a veurz eus ar bloaz 59, e korn ar c’huz-heol da lenn Lemanos. El lec’h-se e oa a-dreuz da stêr Rotanos eur pont prenn. War ar ribl all e save Genava, eur vourc’h e dalc’h an Allobroged. E-sell edo an Helveted da gaout digant ar re-mañ, a oa nevez-sujet d’ar Romaned, ar frankiz da dremen, pe anez, diouz red, her c’hemerjent diganto dre nerz. Gwaz a se d’ezo, e kavjont ar pont torret hag an holl roudouriou pe dremenlec’hiou war ar Rotanos dalc’het kreñv, neket gant an Allobroged, gant soudarded Kaesar an hini e oa. Koueza a rankjont da gemerout eun hent all a zegoueze gant ar Saukona a-dreuz da vro ar Seguaned. Ken enk e oa an hent-se ma n’helle rei digor, war eun dro, nemet d’eur c’harr hepken, ha ken torgennek na zeuje e nep doare e spered an divrôerien heulia anezañ a-enep d’ar vroïdi. A-drugarez d’eur penrener an Aedued, Dumnorix, a zeuas da hanterour, e trec’hjont da gaout digant ar Sequaned an aotre da dremen. Diouz an eil tu hag egile e voe rôet gouestlou, ar Sequaned oc’h emouestla da chom hep hega an Helveted, ar re-mañ o toui en em virout diouz pep dizurz pe wallerez.


Alouberez ar Gelted ; dre be hentou disheñvel e voe kaset da benn ganto. — Mat a-walc’h emañ diskleriet d’eomp e skridou an Hen-amzer an doare rn’en em ziazezas ar Gelted en Itali, e ledenez ar Balkaniou hag en Azi-Vihana.


1 ° Itali. — Kaset e voe da benn aloubidigez an Itali diwar ar bloaz 400 (pe dost) d’ar bloaz 391, gant peder armead. Ar genta, renet gant Belovêsos, oc’h ober hent dre goadou hag odeou an « Alpis Julia », a zispenn an Etrusked war ribl stêr Ticinus hag a ziazez en hanternoz da stêr Bodinkos (Pô), er rannvro anvet « maeziou an Insubred » ; kêr « Mediolanon » a savont el lec’h-se. Dambrest goude, eun eil armead, hini ar Genomaned, renet gant Elitovios, goude treuzi an Alpou dre an hevelep hent ha Belovêsos, a zeu da chom diouz an tu reter d’an Insubred. An drede armead, ouz hec’h ober ar Voged hag al Lingoned, a ziskenn dre ode menez Penninos, a dreuz ar Bodinkos hag a skrab, diouz tu ar c’hreisteiz d’ar stêr-se, douarou dalc’het d’ar mare gant an Ombrianed hag an Etrusked. D’an diweza-holl, e teu ar Senoned. Pa gavont an holl zouarou mat piaouet a-benn neuze, e rankont en em zic’hoanta gant ar c’horn-bro meneziek a-hed ar mor Adriatik, etre stêriou Utens hag Aesis. Gwall-enk e voe ganto al lec’h-se hep dale pell.

E 391, 30.000 a Gelted, Senoned anezo evit an darnvuia, a dreuz menez Apennin hag a argad an Etruria. An Etrusked a c’halv d’o skoazell ar Romaned a zileur kannaded. Degemeret e kuzuliadeg ar Gelted, ar re-mañ a zispleg ar gefridi bet fiziet enno gant ar sened hag ar bobl roman. Ar Gelted a zistro « hag int o klevout evit ar wech kenta ano eus ar Romaned, e reont tud kadarn ganto, o veza ma ’z int bet galvet d’o skoazell gant an Etrusked. P’o deus ar Romaned kavet gwell ar c’hannaderez eget an armou evit difenn o c’hevredidi ouz ar Gelted, ne vo ket dizarbennet ar peoc’h a zeuont da ginnig, gant rôet e vefe d’ar Gelted, n’o deus ket douarou a-walc’h, eun darn eus o bro gant an Etrusked a zo ganto douarou en tu-hont d’ar pez a hellont da c’hounit. Anez-se ne vo ket aotreet ar peoc’h. Dirak ar Romaned e fell d’ezo kaout respont ha, mar n’o defe ket o goulenn, dirak ar Romaned end-eeun en em gannint, ma c’hello ar re-mañ embann en o bro pegen trec’h eo ar Gelted d’an dud all evit ar gadarnded ». Ar gannadourien roman o c’houlenn neuze diwar be wir e teuent da vac’homi douar eur bobl all, petra o doa d’ober, int-i Kelted, en Etruria, e trouc’hont, rok anezo, « e tougont o gwir en o armou hag e vez pep tra perc’hentiez ar re gadarn » [28].

E-doug ar bloaveziou 367, 366, 360, 358, 350 ha 349, brezelourien geltiat a-vandennou a beurred hag a wast maeziou pinvidik kreizenn ha kreisteiz Italia. E 279, eur bagad bras a Gelted treuzalpat a ziskenn en Italia o terc’hel taer ma vije rôet douarou d’ezo ; Kelted Italia en em unan ganto ; dont a reont holl a-gevret en Etruria hag e c’houlennont digant an Etrusked, a oa, d’ar mare, e brezel ouz ar Romaned, eun darn eus o bro. « Bez’ e voe diwar-benn-se », eme Ditus-Livius, « kuzuliadegou e-leiz e-touez an Etrusked ; hogen n’helljont koueza da ratoz unvan ebet, nebeutoc’h en abeg d’an dilezadenn a rankjed ober eus eun dachennad-douar bennak eget dre an erez en devoa pep-unan rak degemerout en e amezegiez an dud-se ken taer » [29].

E 238, ouz galv daou roue ar Voged, Ates ha Galatos, e tired eun armead Kelted eus an tu-hont d’an Alpou da stourm ouz ar Romaned. E 225, war c’houlenn ar Voged, daou roue treuzalpat a zegas en Itali eun armead all « ar vrava hag ar spontusa a gement he dije c’hoaz treuzet an Alpou », gouez da Bolubios. E 222 an Insubred a ra eur c’halvadenn c’hoaz d’ar Gelted diouz tu an hanternoz d’an Alpou ; dont a ra 30.000 anezo renet gant Virdumaros.

En IIet kantved, e oa e dalc’h ar Romaned holl Italia an Hanternoz betek an Alpou. Ar Gelted, diwar neuze, a ya dre an « enbrôa » ; e lec’h ober dre vrezel a reont dre beoc’h. E 186, 12.000 Kelt, argaset diouz an Norikon gant an diouer a zouarou hag ar gernez, a dremen er Venetia. Hag int armet mat, ne zirollont tamm ebet da zrasta na da waska. Kavet ganto eur c’horn-douar dibobl, e chomont a-sav ennañ hag e stagont da sevel eur gêr. D’ar gannadourien roman e tisklêriont n’o deus ken c’hoant na mennad nemet da c’hounit douar ar c’horn-se diberc’henn hag ec’h anavezint laouen aotrouniez ar Romaned. E 179, eur vandennad nevez, enni 3.000 a dud a dreuz an Alpou, renet gant ar venezidi, hag a ziskenn en Italia ; ne reont taol-brezel ebet hag e c’houlennont douarou, d’ezo da veva enno e sujedigez ar bobl roman.


2° Ledenez ar Balkaniou. — E 298, en em ziskouez ar Gelted war venez Haimos (ar Balkan). E 281, dindan renadur Kambaules, e wastont harzou Thrakia. E 280, eun armead kenta a Gelted, gourc’hemennet gant Brennos hag Akic’horios, a argad ar Beonia ; eun eil armead renet gant Kerethrios a zrast an Dhrakia ; eun drede armead bleniet gant Belgios a argad Makedonia. E 279, an teir armead, kevredet dindan renadur Brennos, a zic’hlann er C’hres ; gwasta a reont ar maeziou anezi hep klask avat lakaat seziz war ar c’hêriou mogeriet. Peurzrastet ar C’hres ganti, armead vras Brennos en em rann e meur a vandenn. Unan anezo, renet gant Komontorios, a chom a-sav en Thrakia hag eno, kemeret ganti kêr Dula, e ra anezi he c’hreñvlec’h. Eur vandennad all, hini ar Skordisked, dindan renadur Bathanatos, a ziazez e kember an Danuvios hag ar Savos hag a astenn he beli war darn eus enezennou bras an Danuvios.

E 277, eun armead Kelted a wast a-nevez Thrakia hag a beurred Makedonia. E-kerz dibenn an IIIet kantved e vrasa ar Skordisked o domani gant brezeliou dibaouez. Peurzalc’het e voe ganto neuze ar pep brasa eus enezennou an Danuvios, sujet hiniennou eus ar poblou illiriat hag astennet o rouantelez betek meneziou Dardania, Pannonia ha Thrakia. War-dro ar bloaz 114 e tizarbennont ar Gimbred. E-tro ar bloaz 100 e oa anezo c’hoaz eur boblad c’halloudek ha doujet. Kevrennet e oant gant stêr « Margos » (Morava) e diou boblad ; diouz tu ar c’hornog ar Skordisked vras, diouz tu ar reter ar Skordisked vihan. Heorta, Kapedunon, Singidunon (Beograd) ha Bononia (Widin) e oa penna kêriou anezo.

War-dro 210 en em ziskouez ar Vastarned war glann ar mor Du, en hanternoz d’an Turas (Dniester). Enskrivadur Olbia a daolenn d’eomp tec’hadeg ar pobladou a Skuthed ha Sarmated o chom etre an Turas hag an Hupanis (Boug) rak ar Gelted-se diskennet eus menez Karpis [30]. Eus an aradennad veneziou-se end-eeun e tiskenn, pemp ha tregont vloaz diwezatoc’h, e 175, eur rummad all, hini ar Gostoboked (Kostoboki). Kempred gant an divrôadennou-se, marteze, emañ diazezadenn ar Vritolaged (Britolagoi) er gompezenn war he led etre genaouiou an Danuvios ha red stêr Hierasos (Sereth) [31]. Er c’hreisteiz d’ar Vritolaged, etre menez Haimos hag ar mor Du edo Kelted all, ar Goralled (Koralli) o ano, a zo skeudennet d’eomp gant Ovidus evel tud bleo rnelen (flavos) ha gwisket gant krec’hin (pellitos) [32].

Evit pez a sell ouz ar vro en tu hanternoz d’an Danuvios, ez eo leuniet an eil kantved kent H. S. gant trouz ar brezeliou renet gant ar Vastarned ouz ar Skuthed, ar Sarmated, ar Yazuged, ar C’heted hag an Daked.

E-doug an eil hanterenn eus an IIIet kantved, o doa roueed ar Vakedonia adstaget gant politikerez Alexandros-Veur, hag e dad, dre gas kaout ar Gelted da gevredidi ouz an Dhraked, an Dardaned hag ar Romaned. E sell da rei d’ar c’hevrennadou eus o rouantelez a oa bet didudet gant ar brezel eur boblañs kreñv ha brezelgar, e c’halvjont daveto ar Gelted. Er bloaz 167 kent H. S. ar c’hevrennou eus Makedonia diouz ar c’hornog da stêr Axios a oa enno e leiz a enbroïdi keltiat pe illiriat « anezo-holl labourerien-douar strivant », eme Ditus-Livius.

Er bloaz 182, Philippos, roue Makedonia, o tanzen ober brezel d’ar Romaned, a reas e venoz d’ober diouenna an Dardaned, poblad illiriat, gant ar Vastarned. Diou wech, war e veno, en emgavje gwell a se : — 1° dre ma kasje da get krisa enebourien Vakedonia ; — 2° dre ma c’hellje alia ar Vastarned da lezel o gwragez hag o bugale en Dardania evit mont da wasta Italia. Gant-se, e stag ar roue d’en em guzulia gant ar Vastarned ; hoala a ra gant donezonou pennou an Dhraked, d’ezo da rei tremen ha da bourchas bitailh d’ar Gelted. E c’her a roue a ro d’ezo na raio ar Vastarned droug ebet en o bro. 30.000 brezelour, renet gant Klondikos, a dreuz an Danuvios, ganto o gwragez hag o bugale. En em leda a reont war an Dardania, oc’h entana ha laza dre ma ’z eont. Ouz o heul e tired bandennadou Skordisked ha Thraked didennet gant ar c’hoant-preizata.

Roue Makedonia o veza deut da vervel (179), ne zalc’has ket e warlerc’hiad d’ar ger en doa rôet d’ar Vastarned. Ar re-mañ neuze a zilezas an Dardania. Nemet n’ankouajont ket ar vro en tu-hont d’an Danuvios. E-doug an IIet kantved e lamont digant an Dhraked hiniennou eus brasa enezennou an Danuvios-izela hag e reont argadennou stank war c’hlann zehou ar stêr-se. En amzer-se eo, marteze, e voe savet ganto e genou an Danuvios ar c’hastell anvet Bastarnai hag o c’hreñvlec’h graet Genoukla anezañ.

E 117, 113, 112, 109, ar Skordisked e brezel ouz ar Romaned a sach a-gevret ganto er stourmad rummadou henvroiz, Bessed, Maided ha Triballed. E 113, e teuas ar penvrezelour roman Drusus a-benn da argas, evit eur pennadig-amzer, ar Vastarned en hanternoz d’an Danuvios. E 88, Mithridates, roue ar Pont, oc’h aoza brezel ouz ar Romaned, a sav kevredigez gant ar Gelted, ken re an Azi-Vihana, ken re ar Balkaniou hag an Danuvios. A-vagadou e teu Galated, Bastarned, Koralled, Kostoboked, Skordisked d’en em unani gant e armead. Ar roue, e kement prezegenn a rae, a ganmeule ar vad graet d’ezañ gant e unvanidi geltiat ; lorc’h a zo ennañ, emezañ, « o c’hallout kas ouz Roma tud n’eo deut Roma a-benn d’o lakaat da espern he buhez nemet war bouez aour ». Pa reas Mithridates lakaat d’ar maro kement Roman hag Italian a oa o chom en Azia-Vihana e kemeras perz ar Gelted el lazadeg vras-se. Eur marc’heg bastarn, d’ezañ pemp ilinad hirder [33] eo a stlejas ar renour Aquilius chadennet kent ma voe bourreviet [34].

E 85-4, ar Skordisked, o kemerout o zro eus ma oa aet kuit ar Romaned, a ya d’an armou. A-gevret gant an Dardaned ec’h argadont ar C’hres, hag e lakont en arigrap ar santualou meur anezi, Delphi ha Dodona. E 77-76, emañ argadet Makedonia gant ar Skordisked hag an Dardaned unanet.

E 77, e teu ar Goralled hag ar Vastarned d’en em engouestla en arme vras emañ Mithridates o sevel ouz ar Romaned. E 74, e kemer perz ar Vastarned e seziz Khalkedonia ; tri c’hant anezo a gav o maro en eur stourmad ouz kêr. Eur penvrezelour keltiat, Konnakorix e ano, a ra evit Mithridates en Herakleia. E 63, e varv Mithridates, lazet gant Bituitos, rener e warded keltiat.

E 61, en Istropolis, armead ar prokonsul C. Antonius Hybrida a zo kannet ha dismantret gant ar Vastarned deuet war galv kêriou gresian an arvor moesiat, n’oant ket evit gouzañv pelloc’h ar mac’homerez anezañ. Da heul an drouziwez-se, e voe diframmet evit eur pennad-amzer digant ar Romaned ar Moesia-Izela, etre menez Haimos, stêriou Oeskos (Isker) ha Danuvios.

E 44 kent H. S„ ar Vastarned a ren argadennou betek war harzou Makedonia, e-lec’h e faezont, er bloaz 30, an Danthaleted hag o roue.

E 29 kent H. S, ar prokonsul M. Licinius Crassus a gann ar Vastarned e-kichen stêr Kebros (Cibrica), er reter da Vononia (Widin). Laza a ra gant e zourn e-unan o roue Deldo.

Er bloaz 14, e c’houlenn ar Vastarned ar peoc’h digant ar Romaned.

Ar peoc’h-se ne zegasas ket d’e heul dismantr an trevadennou o doa savet e ledenez ar Balkaniou. E dibenn ar c’henta kantved kent H. S, hervez Strabon, e kaved diouz tu ar c’hreisteiz d’an Danuvios meuriadou Bastarned deuet da chom e-mesk an Dhraked. Hag eun nebeut kantvedou war-lerc’h, an impalaered Probus ha Diokletianus a c’halvas da chom e Thrakia Bastarned all. Diouz ar re-se e voe graet Basternai eus eul lec’h-annez e-kichen Beroia.


3° Azi-Vihana. — E 280 kent H. S, da heul dirollerez-soudarded, 20.000 brezelour, dindan urz Leonorios ha Loutarios, en em zisrann diouz Brennos hag a ya e Thrakia, oc’h emganna pa stourmed outo hag o sevel gwiriou pa voe goulennet ar peoc’h diganto. O veza klevet ano eus frouezusted ha pinvidigez an Azi, e kemer darn anezo listri da dreiza ar striz-mor (278). Ar re all a dreuz ivez d’o heul war listri pourchaset d’ezo gant eur roue eus Azia-Vihana e brezel ouz e amezeien.

10.000 brezelour n’oa mui ken anezo, oc’h ober teir armead : Trokmed, Tolistoboged ha Tektosaged. War-du Troia e kemeront penn o hent, dre ma kredent e c’hellje ar gêr vrudet-se talvout d’ezo da gastell kreñv. Hogen, pa welont e oa bet divogeriet, e pellaont diouti raktal. Staga a reont neuze da gerzout hed-ha-hed gant arvor pinvidik Azia-Vihana en eur breizata ar maeziou hag o venel grounnet en-dro da bep kêr vogeriet ken n’he dije graet he menoz da brena diganto o c’himiad [35].

Drasta a reont evelse e-pad meur a vloavez an tu diouz ar c’hornog hag ar greizenn eus an Azi-Vihana. Da virout ouz pep dael ha da bellaat pep digarez da dabutal pa vijent o tastum an truaj, an teir armead a oa bet rannet ar vro ganto e teir c’hevrenn, bet lodennet dre gaer etrezo : an Drokmed o devoe arvor an hanternoz, an Dolistoboged arvor ar c’huz-heol, an Dektosaged argoad ar vro.

E 241 e voe trec’het ar Gelted gant Attalos, roue Pergam. C’hoant ganto holl d’en em zizober diouto, poblou an Azi en em glev neuze evit daskori d’ezo ar vro uhel ha meneziek a zo anezi keinenn Azia-Vihana. Roueed Siria, war a hañval, a ra a-du evit diazeza ar C’halated er vro-se, a zo evel mell-kein al ledenez, gant ar sell end-eeun d’o lakaat, dre eun taol gwidre-renerez, da spia o c’hevezerien, roueed ar Gappadokia, ar Pont, ar Vithunia ha Pergam.

E 220, eur boblad Kelted, hep mar nevez deut eus Europa en Azia, ar Rigosaged, a ra evel skoazellerien en armead Antiokhos III Veur, roue Bro-Siria. Skoazell a rôont da Antiokhos da drec’hi war ar « Meded » en eun emgann ouz ar re-mañ en tu-hont da stêr « Tigr ».

E 218 eur bagad Kelted, an Agosaged o ano, a zo degaset eus Europa en Azia-Vihana gant roue Pergam e brezel ouz eur c’hevezer d’ezañ. Ar roue a ro d’ezo douarou war an arvor en hanternoz da Bergam.

Bagadou all c’hoaz a zeuas, evit doare, eus Europa da greñvaat Kelted Azia-Vihana. Dre an donedigez anezo hepken e c’heller disklêria penaos e kreskas ker buan-all poblañs ar C’halated. Eus 10.000 pa zegouezjont en Azi e 278, e savent dreist da gant mil e 189.


An darempredou etre Kelted ha Nann-Kelted. — Dre daolenni an disklêriaduriou a gavomp er pennad uheloc’h e kouezomp d’ar rolladur-mañ :

1 ° Argadennou e sell hepken da laerez ha da ribla : p’en em gav peurwastet ar vro argadet ganto, ar Gelted he dilez kerkent ;

2° Enbrôadennou dre beoc’h ; ar Gelted, ganto o gwragez hag o bugale, a ziazez en eul Iec’h dibobl pe a zired ouz galvadenn roueed estren a ro douarou d’ezo ;

3° Enbrôadennou dre vrezel : Ar Gelted, o gwragez hag o bugale ouz o heul, a zegouez gant o armou er vro ma fell d’ezo diazeza. Goulenn a reont digant tud ar vro-se lezel ganto eun darn eus o douarou, o c’hourdrouz sevel brezel ma n’her greont ket.

An doare diweza-mañ, moarvat, e voe ar boazeta. Kaout a reomp ar c’hiz anezañ e-touez ar C’hermaned er c’henta kantved kent hag er Vet kantved goude H. S. [36].

Evel pep aloubadenn, hini Europa gant ar Gelted a voe d’he heul emgannou, lazadegou, gwall-daoliou-nerz a bep seurt. E nep lec’h, avat, ne voe an dud peurziouennet, pe c’hoaz harluet gant ar Gelted diouz ar broiou ma teuent da ziazeza enno. Dre-holl e talc’has ar pep brasa eus an henvroidi da genveva gant an alouberien.

Trôadou a voe, en em unanas da vat an henvroidi-se gant ar Gelted. Da skouer : war-dro 400 kent H. S. e tegouez er vro douret gant ar Rotanos-izela bagadou Kelted. Dindan o renerez ar meuriadou liguriat bihan a zeu d’en em unani ; en em strolla a reont en eur c’hevredad a voe ar c’henta lusk anezañ da sevel argad ouz Gresianed kêr Vassalia. C’houita a reont war an taol-se, nemet derc’hel a ra ar c’hevredad en e sav : poblad keltiat-liguriat ar Salluved eo, anoiou liguriek d’an darnvuia eus an dek meuriad ouz hen ober, nemet ez eo ar roueed en he fenn, Katumandos, Teutomalos, Kelted a ano hag a ouenn ivez, moarvat.

Trôadou all, Kelted ha Rak-Kelted a vevas kichen-ha-kichen hep en em veska. Evelse eo e c’hoarvezas en Italia-Uhela. En hanternoz d’ar Bodinkos e weler eun niver a veuriadou bihan illiriat pe liguriat. Raeti, Kamuni, Trumpilini, Stoeni, Orumbovii, Laevi, Lebeki, Vertakomakori, hag all, oc’h ober kel lies a enezenn e-kreiz an dachennad-douar dalc’het gant ar Gelted Insubred pe Genomaned. Eun « enezennad » all a oa anezi Etrusked Mantua, eur gêr savet e-kreiz ar geuniou. Er c’hreisteiz d’ar Bodinkos, war douarou ar Voged, kêr Ravenna, savet a-bez war beuliou prenn e-kreiz ar geuniou, a vanas e dalc’h an Ombrianed, kerkoulz ha kêr Ariminion e bro ar Senoned [37].

Ar meuriadou hag ar c’hêriou, emaomp o paouez komz diouto, a baee, moarvat, an truaj d’ar Gelted. Diouz danvez an neb a baee edo doare an truaj, anezañ metal prizius, aour, arc’hant, kouevr, arem, moneizet pe fetis, pe, a-hend-all, gwiniz, gwin, chatal, dilhad, hag all. Pounner a-walc’h e c’halle beza. An hini a baee Gresianed Buzantion da roueed Tula, lakaet da genta da zek talant, a savas a-benn ar fin, war-dro ar bloaz 220, d’eur yalc’had vras-souezus : 80 talant (2.200.000 lur) [38].

N’en em emelle ket ar Gelted e renerez-diabarz o sujidi. Diouz o zu, an druajidi n’en em veskent ket peurliesa e rendaleou ar Gelted ouz ar poblou all. Ravenna ha Mantua ne weler roud eus an ano anezo e danevell ar brezeliou renet gant ar Gelted ouz ar Romaned.


Petra a c’houlenne ar Gelted digant o diazezadennou nevez. — Ar broiou m’edo ar Gelted dedennet d’o c’haout e oa ar re ma c’hallent gounit diouto hini pe hini pe veur a hini eus an talvoudegeziou-mañ da heul : — 1° douarou gwiniz ; — 2° peurvaniou ; — 3° mengleuziou ; — 4° hentou, stêriou, roudouriou pe odeou darempredet gant marc’hadourien.

Er Spagn, e oa diazezet an Oretaned en-dro da vengleuziou arc’hant Kastulo ; dalc’het e voe gant ar Geltibered, e-kreiz al ledenez-se, uhelennou dereat-kenañ ouz ar maga-deñved ; Varia, kêr-benn ar Veroned, a oa bet savet ganto war eun tremenlec’h pleustret meurbet eus stêr Iberos. En Itali, e tiazezas ar Gelted er c’hompezennou frouezus douret gant ar Bodinkos, hag an adstêriou anezañ. E kreizenn Europa, mengleuziou houarn pinvidik an Norikon a oa piaouet gant an Daurisked. En Europa ar Sav-heol, ar Vastarned en em astennas war vro an Daked, a oa brudet dre he mengleuziou aour.

Ar broiou paour, meneziek ha dizarempred, n’o deus ket nemeur, evit doare, tennet daveto sellou ar Gelted. Treuzi ar Pireneou hag an Apenninou ne rejont ken. En Alpou ne ziazezjont nemet en traoñiennou ledana ha strujusa hag, a-dreuz d’ar steudad-meneziou, en-dro d’an odeou penna a voe dalc’het start ganto. Ar pep brasa eus an Alpou a vanas e beli meuriadou bihan liguriat, retiat hag illiriat.

En em viret o deus dalc’hmat ar Gelted, en Itali hag en Azia-Vihana, a vont da veva er c’hêriou bras [39]. Ar c’hreñvlec’hiou a glaskent avat, d’ezo da c’horren e surentez enno o armou, o frizonidi hag o zeñzoriou, ha da gavout, diouz red, en o diabarz, minic’hi ha gwarez. Hounnez e voe roll Mediolanon ha Bononia gant Kelted an Itali, Bloukion, Ankura ha Kuballon gant ar C’halated.


  1. Mogeriou graet a vein bras divent, a zo bet savet gant poblou-zo eus an Hen-amzer.
  2. « Gant argadennou ar Gelted » a zo eur goulakadur, eur martezead. Bez’ ez eus gouizieien hag a gred d’ezo eman kuzet ar Gelted dindan an ano a Gempsed. Pez a zo diarvar eo kement-man hepken : mont a reas da get anoiou ar Guneted, ar Gempsed hag ar Saefed, hag, en o lec’h, e teuas anoiou nevez.
  3. N’eus roudenn ebet anezañ en hanternoz ha gwalarn Bro-C’hall, e Breiz-Veur nag en Iwerzon, ar pez a vije a-walc’h da gas da get tezenn C. Jullian a sell evel Ligured poblou rak-keltiek ar broiou-se.
  4. Ano Italia a zeuje eus Italos, unan eus o rouanez.
  5. Nac’het e vez kement-se gant gouizieien-zo. Hervezo ar bobl anvet Shakalasha gant an enskrivaduriou ejiptek a vije eur bobl eus Azia-Vihana, Kenveria Sagalassos e Pisidia. A. J. Reinac’h Le Disque de Phaestos et les Peuples de la Mer, 1910, p. 47 (diwar Rev. arch.). Lenn pez a lavar Autran, Tarkondemos, 1923, pp. 214, 232.
  6. Ar brezoneg had a zalc’h lec’h eur furm hen-geltiek, diwar an hevelep gwrizienn indezeuropek hag al latin satus, Saturnus, ar sanskriteg sasya « ed », an alamaneg saat hag ar saozneg seed « had ».
  7. Kalz a zanevellourien, adalek an Hen-amzer betek an XlXet kantved, o deus rôet da wir ez oa an Ombrianed eun eilouenn diwar ar Gelted. Eur gredenn hounnez n’heller ken da zifenn bremañ, pa c’houvezer e tiforc’h an ombreg diouz ar c’heltieg d’en em unvani gant al latin war gement poent a bouez a ro d’ar c’heltieg e stumm dioutañ e-unan hag a ra anezañ eur yez disheñvel diouz ar yezou indezeuropek all. Da skouer :

    Keltieg
    uer, ver
    lânos
    roudos
    beru

    Ombreg
    super
    plenos
    rôfos
    feru

    Latin
    super
    plenus
    rufus
    fero

  8. Ouspenn an Etrusked, kalz a zivroïdi-all deuet eus Azia-Vihana, eus ar C’hres douarbrazel hag eus an Enezennou, a zo deuet, e-doug an eil milved kent H. S., da ober o annez en Italia hag er broiou-all eus ar C’hornog (Sikelia, Sardinia, Iberia, Libua). Bez’ ez oa eus an divroïdi-se peurliesa tud a renk uhel, renerien, sternataerien ha frammataerien boblans, diwar veur a vrôadelez hag o komz meur a yez : Azianed, Aegaïz, Kaokaziz, Persed, h a. An divrôadegou-se a zo bet studiet piz hag aketus gant C. Autran « Phéniciens », essai de contribution à l’histoire antique de la Méditerranée, 1920 ; Tarkondemos, 1922-19213 ; La Grèce et l’Orient ancien, 1924 (diwar Babyloniaca), Introduction à l’étude critique du Nom propre grec (eiz feskennad moulet), h. a.
  9. Levezoniet-doun en o yez hag en o sevenadur eo bet al Latined gant yez ha sevenadur an Etrusked. A. Ernout, Les éléments étrusques du vocabulaire latin, war Bull. de la Soc. de Ling. de Paris, XXX, 1930 (fesk. 1, niv. 89), pp. 82-124. H. a.
  10. Aet e vije an Illirianed, war a greder, betek lenn Vrigantinos diouz tu ar c’huz-heol ha, diouz tu an hanternoz, betek meneziou ar Viadua (Oder) uhela.
  11. Skodra (Scutari) a oa, en IIIet kantved, kêrbenn war ar pez a vane eus ar rouantelez-se savet gant an Autariated.
  12. En e skrid De re rustica, e ra Varro meuleudi an Illiriadezed a zo, gouez d’ezañ, merc’hed kreñv o tereout kenañ ouz mesaerien. Ganto e vez kaset al loened da vaez ; degaset e vez keuneud-tan, aozet predou, miret kempenn aketus an arrebeuri hag al listri e-barz ar foukennou. « Gwragez dougerezed a weler en Illiria, anaoudegez d’ezo ez eo deut o amzer, o tiskregi eur pennadig diouz o labour da vont war-hed eun nebeut kammedou d’en em ziac’hubi, hag o tistrei, goude, eur bugel ganto war o brec’h, a hañval kentoc’h beza bet kavet ganto eget ganet. »
  13. A. Bertrand, Religion des Gaulois, pp. 140-84.
  14. P. Perdrizet, Relief du pays des Maedes (Thrace occidentale) représentant un Dionusos thrace, 1904 (diwar Rev. arch.) ; F. Cumont, Une statuette de Bendis, 1903 (id.) ; Les mystères de Sabazius et le Judaïsme, war Acad. des Ins. et Bel. Let. Comptes-rendus des séances, 1906 (burutellet gant A. Jamar, war Musée belge, niv. 7 ; mouladur distag, Loven, 1909). A-zivout ar roue Nannakos ha Dardanos, an Noe phrugiat, Rev. des Et. juives, 1913, II, pp. 2-5. Ouz ar marc’heg Heron, kenveria en Indez ar marc’heger dibennet (eman e benn stag ouz pomellenn e zibr) a weler war an hentou o c’hervel an dremenidi d’ar maro, Rev. de l’Hist. des Religions, 1914, p. 199. Sakr e oa al louarn (bassaris) gant an Dhraked, hag ez ae al louarngen (alôpekê) da gabell gant kalz anezo. Da ober gwiskamant (bassara) an Thrakiadezed hag al Ludianezed ez ae ivez, ha da ober boutou (bassarai), Rev. arch. 1902, pp. 242-79 ; Rev. des Et. grecques, 1913, p. 157.
  15. Rev. de RHist. des Religions, 1911, pp. 99, 382.
  16. Er geriou thrakek a anavezomp, darn a zegas da goun dre o stumm hag o ster geriou gresiek (da skouer, ar phrugianek damos « bagad », lavos « pobl, gwerin »), darn ar c’heltieg (thrakeg kotus « emgann », bria « kêr », phrugianeg bonoka « gwreg »), darn an indeziraneg (thrakeg skarkê, skarge « arc’hant », stana « lec’h, tachenn », seutês « diedkinnigour »), darn ar germaneg (thrakeg skalmê, skolmê « kleze », hen-skandinaveg skalm « kleze »), darn ar slaveg (phrugianeg doumos « bodadeg », rusianeg Douma), darn ar sumereg (phrugianeg bales « roue », sumereg bal « bouc’hal », arouez-roue hag arouez doue an oabl ; kenveria e keltieg-germaneg teutonos « rener, roue », teutona « bouc’hal »).
  17. Keverata da skouer ano ar marc’h e skoloteg, e hen-berseg hag e penyezou indezeuropek Europa :

    skoloteg
    aspos

    h.berseg
    aspa

    latin
    equus

    keltieg
    eqos, epos

    gresianeg
    hippos

    pe c’hoaz ar wrizienn-c’her reuk, ruk « luc’ha » :

    skoloteg
    roxo-

    h.berseg
    roxa-

    latin
    lux

    keltieg
    loukso-
    leuko-

    gresianeg
    leukos, lukê
    (en amphilukê « am-heol »).

  18. Meuriadou estren sujet d’ar Skuthed e oa, moarvat, ar Skuthed gounideien-douar.
  19. An Dsiganed (anvet e gaoù Jipsianed) a zo anezo minterien, labourerien houarn ha kouevr. A-ziwar c’horre ha touellus an henvélder etre o ano hag ano ar Siguned. Anavezet mat ganeomp orin an Dsiganed. Bez’ ez eus anezo an indezariegierien a oa o veva er broiou anvet Gedrosia, Arac’hosia, Drangiana gant Hen-amzeriz. Divrôa ac’hano a rejont er Vet kantved goude H. S. evit mont da veva a-skign e broiou ar C’homog. Gant iranegerien e voe adpoblet ar vro dilezet ganto : ac’hano Afganiz ha Beloutchiz hon Amzer. Nevez-indezek yez an Dsiganed, nemet e kaver enni geriou amprestet diouz ar yezou komzet er broiou m’o deus bevet enno kent tizout Kornog Europa : Persia, Armenia, Gresia, Roumania, Bohemia, Alamania, Bro-C’hall, Bro-Saoz, ar Spagn, J. Bloc’h L’Indo-aryen, du Véda aux Temps modernes, 1934, p. 18. An tsiganeg komzet gant ar meuriad en em repuet abaoe 200 vloaz e bro-Gembre a zo ennan 518 ger indezek ha 430 ger amprestet (adalek an iraneg betek ar c’hembraeg), Sampson, The dialect of the Gypsies of Wales, Oxford, 1926.
  20. Kement-se, avat, degemeret da wir gant gouizieien-zo, a zo nac’het krenn gant gouizieien-all. E-touez ar re-se, darn a lavar eman an euskareg aspadenn eur yez ragistorek nann-indezeuropek bet komzet a-goz er meneziou Pirene. Hervez darn-all, eur yez kaokazek nann-indezeuropek e vije, bet degaset d’ar Spagn gant an enbrôadegou-tud eus ar Reter a zo c’hoarvezet e-kerz an eilvet milved kent H. S. Ahendall, ez eus tud o lavarout e oa, e-touez ar yezou komzet el ledenez iberek e-pad an Hen-amzer, yezou kar d’al libuaeg (ar berbereg a vreman). An ibereg, an tartesseg, al luzitaneg hag ar c’hantabreg a anavezomp dre eun niver anoiou tud ha lec’hiou. Indezeuropek e tiskouezont beza evit an darn-vuia (Philipon, 1925). Kudenn hen-yezou Iberia a chom da ziluzia en he fez. Evit an albaneg, an andon anezan en illirieg an Hen-amzer a zo nac’het krenn gant Philipon.
  21. Diouz o c’hêr-benn, Oreton (bremañ Granatula), e tenne an Oretaned (Oretani) o ano. Ptolemaios a ra eus ar gêr-se « Oreton ar C’hermaned », e latin Oretum Germanorum. Ano an Oretaned a zo anezañ c’hoaz e hini ar peniti Nuestra Señora de Oreto (Rev. Celtique 1894, p. 3-10, 41).
  22. Dam-C’hermaned a reer eus ar Gelted o veva e traoñienn « Peninna ».
  23. An hevelep ger e oa hag ar c’heltieg dêvos « doue ». Tivas a zo deut diwezatoc’h da Tyr ha Zio er yezou nevez-c’hermanek (skandinaveg hag alamaneg).
  24. Vodanas a zalc’h Iec’h eur furm rak-germanek Vatanos diwar an hevelep gwrizienn indezeuropek hag ar c’heltieg Vatis « hudour, barzoniezour » ; Vodanas a zo aet da Wuotan, Odin, e nevez-c’hermaneg (alamaneg ha skandinaveg).
  25. Deut da Donnar, Thor e nevez-c’hermaneg (alamaneg ha skandinaveg).
  26. Ar ger « barbar » a rae gantañ ker stank ar C’hresianed hag ar Romaned a dalveze kement hag « estren, den n’eo na Gresian na Roman ». Eur gwall-fazi e vije trei anezañ gant « gouez ». An ano a Varbared a zo bet graet gant ar C’hresianed hag ar Romaned eus, poblou seven-tre, evel Ejiptiz, Kaldeïz, Persiz.
  27. Al Latoviked hag ar Voged a oa bet argaset eus ar Banonnia gant an Daked.
  28. Adrôet hon eus amañ en e bez ar pennad diouz Titus-Livius gant pouezus-tre ez eo.
  29. Spered taer ha brezelgar ar Gelted a rae anezo amezeien diaes. War a zegas d’eomp Titus-Livius, kêriz Patavium (Padou), eur gêr illiriat, a veze ret d’ezo beza dalc’hmat en armou ha war evez en abeg da amezegiez Kenomaned,
  30. E bro menez Karpis, ar Vastarned n’oant nemet trec’hourien deut a-ziavaez, moarvat eus an hanternoz. A. J. Reinach a ra Belged eus ar Vastarned hag ar Gostoboked (Delphes et les Bastarnes, Bulletin de Correspondance hellénique, 1910). Ar vro treuzet gant steudad ar C’harpis a oa rannet etre meur a boblad : Neuri, Agathursoi, Osi, Karpi, Anarti. An Agathursed a oa Thraked anezo, war a heñvel, hag an Osed a gomze an hevelep yez gant Pannoniz, da lavarout eo an illirieg. Mestroniez ar Vastarned war ar meneziou-se a voe abeg m’o anvas ar Romaned Alpes Bastarnicae. Er c’henta kantved goude H. S. e lavar Plinius edo e dalc’h ar Vastarned kein meneziek an Alpes Bastarnicae adal mel enez Peuke, en Danuvios-izela, betek stêr Maros (March) er c’hornog.
  31. Teurel a reer warno savidigez an daou greñvlec’h keltiat nesa d’ar mor Du : Noviodunon (bremañ Isaktcha, Dobroudja) hag Aliobriga (er vro anvet bremañ Bessarabia).
  32. Rev. Celtique, 1899, p. 127.
  33. War-dro 2 metrad 20 santimetrad. Ar c’horfou aet en eskern kavet e beredou keltiek oadveziou an armou houarn a zo diwar tud hirvent peurliesa : eus 1 m. 70 da 1 m. 77. Relegou diwar tud brasoc’h a gaver a-wechou. Eur bez keltiek eus departamant ar Marn en dije daskoret eur relegenn d’ezi 2 vetrad hed. Teoder ha kaleter an holl eskern-se, ha, dreist-holl, enlouc’hadou doun ar pennou kigennou outo, zoken ouz eskern ar c’hlopenn hag an diougarvan, a laka anat e oa bet gant o ferc’henned eur c’hrenvder dispar.
  34. E Pergam, e voe diskarget d’ezañ aour teuzet en e c’henou. A-zivout ar Romaned en Azia-Vihana, ar pep kelennusa a zo e levr Hatzfeld, Les trafiquants italiens dans l’Orient hellénique, 1919, hag e levr Holleaux, Rome, la Grèce et les monarchies hellénistiques au IIIe siècle avant J.-C., 1924. Teskaouadennou talvoudus da ober ouspenn el levriou-man : Tenney Frank, Roman Imperialism, New-York, 1914 : eil mouladur, 1921 ; An Economic History of Rome to the end of the Republic, Baltimore 1920 ; eil mouladur kresket ha gwellaet, 1927 ; An Economic Survey of Ancient Rome, peder levrenn, 1933 - 1938 ; Charlesworth, Trade - Routes and Commerce of the Roman Empire, Cambridge, 1924 ; Rostovtzev, The Social and Economic History of the Roman Empire, Oxford, 1926. A-zivout an arc’hantourien hag ar c’hevredadou publikaned, lenn al levriou meneget gant A. Piganiol, La Conquête romaine, trede mouladur kresket ha gwellaet, 1940, p. 291, notenn. — Diwar-benn Mithridates, Th. Reinac’h, Mithridate VI Eupatôr, 1890 ; L’histoire par les monnaies, 1902 ; F. Winter, Mithridate VI Eupatôr, war Jahrbuch des archaeologischen Instituts, 1894 (meret ennan ar skeudennadurez).
  35. Kêriou pinvidik ar C’hresianed war arvor Azia a oa en-dro d’ezo mogeriou teo hag uhel ha n’o doa ket ar Gelted an ijinou-brezel a vije bet ret da gemerout kêriou kerkoulz mogeriet. Hag, a-hend-all, n’oant ket douget d’ar sezizerez.
  36. E 61 kent H. S., ar Sueved, argadet Galia ganto, a fell d’ezo kaout digant ar Sequaned an drederenn eus o bro ; ar Sequaned o veza en em savet ha bet trec’het, e voe aloubet gant ar Sueved eun eil drederenn. E 443 goude H. S., ar Vurgonded, degouezet e Galia d’ober enni o chomadur, a venn kemerout digant broïz an drederenn eus an tïez hag an hanter eus an douarou, struj pe zistruj, koadeier ha liorzou. E 476, ar soudarded german e servij impalaer roman Ravenna a c’houlenn taer an drederenn eus douarou an Itali. Pa nac’h an impalaer rei d’ezo o mennad, e tiskaront anezañ diwar e dron, hag anvet ganto war e lerc’h unan en o zouez ec’h aloubont Italia.
  37. Lakaat e kemm, er Spagn, ar c’hreñvlec’hiou keltiek « enezennet » e-kreiz douarou an Ibered, da skouer Nertobriga e bro an Durdetaned.
  38. Lur-aour, anat d’eoc’h, da Iavarout eo lur bro-C’hall kent 1914.
  39. Hevelep erez rak ar c’hêriou bras a gaved gant an Dhraked, hag er Vet kantved goude H. S., gant ar C’hermaned.