Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 63

troet gant Frañsez Vallée.
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944  (p. 410-428)


KEVRENN III : GIZIOU AR GELTED KOZ


Ar bloaz gant ar Gelted. — Rannet e oa ar bloaz gant ar Gelted 1°) e diou hanterenn ; samos, an hañv ; giamos, *gamos, ar goañv [1], c’houec’h miz e pep-hini anezo ; — 2°) e peder c’hevrenn a bep a dri miz : *ersâkos, *vesantênos [2], an nevez-amzer (c’houevrer, meurz, ebrel) ; samos, an hañv (mae, mezeven, gouhere) ; *sutrebos [3], an diskar-amzer (eost, gwengolo, here) ; giamos, *gamos, ar goañv (du, kerzu, genver).

Deiz kala-mae a veze graet anezañ en Iwerzon hag e Breiz-Veur kintusamonos pe kintusamonios « deiz kenta samos ». Mediosamonos « kreiz-samos » a veze graet gant Breiziz eus miz mezeven. E Galia hervez an deiziadur kavet e Coligny, e oa gant an daouzek miz an anoiou da heul [4] :

1. Samonios (mezeven)
2. Dumannios (gouhere)
3. Riuros (eost)
4. Anagantios (gwengolo)
5. Ogronios [5] (here)
6. Kutios (du)

7. Giamonios (kerzu)
8. Simivisonnios (genver)
9. Equos (c’houevrer)
10. Elembivios (meurz)
11. Edrinios (ebrel)
12. Kantlos [6] (mae)

An daouzek-miz-se, tregont noz en darn anezo ha nao noz war-nugent er re all, a oa anezo eur bloavez-loar a 355 noz. Toueziet e veze ganto adviziou ; Ambaxtos ha Kiallos, da geita ar bloavez-loar gant « red an heol », sonnokingos. Noz al loar-gann a veze graet anezi atenoux « noz-veur » [7].


Goueliou bras ar bloaz en Iwerzon. — Kenta deiz pep koulz-amzer eus ar bloaz a veze graet anezañ en iwerzoneg eun ano dioutañ e-unan : lmbolc « gwalc’hadeg, emwalc’hadeg » [8], oi-melc « laez dañvadez » (ar c’henta a c’houevrer) ; Beltene (ar c’henta a vae) ; Lugnasad « gouel Lug » (ar c’henta a eost) ; samhain pe samfuin « dibenn-hañv » (ar c’henta a viz du).

D’an deiziou-se, dreist-holl d’an tri diweza anezo, e veze dalc’het e lec’hiennou a Iwerzon bodadegou a gaver diwar o fenn diskleriadur stank e skridou ar Grenn-amzer. Ar re benna eus ar bodadegou-se e oa :

1° Bodadeg Tlachga, er Munster, bep bloaz, ar c’henta a viz du ;

2° Bodadeg Temair (Tara), el Leinster, bep seiz vloaz, da zeiz kala-goañv. Seiz devez e pade, eus an trivet devez kent d’an trivet devez goude samhain ;

3° Bodadeg Uisnech, er C’honnac’ht, bep bloaz da gala-mae. Krec’hienn Uisnech a greded e oa kreizenn Iwerzon [9].

4° Bodadeg Tailtiu, e Bro-Ulad, bep bloaz, an deiz kenta, a viz eost. Brudet e oa dre ar c’hoariou-ouesk a raed enni ;

5° Bodadeg Carman, el Leinster, bep tri bloaz. Digeri a rae ar c’henta a eost hag e kloze ar c’houec’hvet.

Sakr e oa ar bodadegou-se e meur a feur :

a) dre ar penn-orin a Iakaed d’ezo en Hen-amzer ; an doue-Lugus e-unan eo en dije savet gouel Tailtiu ;

b) dre natur al lec’hiou ma vezent dalc’het : beredou koz ha brudet a oa anezo peurvuia [10] ha da gehela ar re varo e oa gouestlet ar c’hoariou a veur a stumm, redadegou kirri, gourenadegou, hag all, a raed enno ;

k) dre an talvoudegeziou dreist-natur a oa stag outo : dre lida gouel Carman o deveze Leinsteriz eurvad, madou puilh, ed, laez, frouez ha pesked, ha trec’h er brezel. M’o dije e zilezet, avat, e tlejent beza en gortoz a wall-reuziou : kozni brim, moalded, gwanded, rouanez diboell, piz ha disleal ;

d) dre al lidou sakr a yae a-gevret ganto : c’hoaz er Vet kantved goude H. S., e Tailtiu e lazed d’an doueed ejened ha buoc’hed ; digoret e veze gant an drouized gouel Tlachga dre gregi war ar grec’hienn a zoug an ano-se eun tantad e tlee holl oaledou Iwerzon kemerout o zan dioutañ. E gouel kala-mae, an drouized, en eur gana kanaouennou-hud meur, a enaoue tantadou ma raent d’al loened chatal tremen dreist d’ezo ; miret e veze ar chatal ouz ar c’hleñved ken ar bloaz da heul.

N’eo ket hepken da enori dre lidou ha c’hoariou an doueed hag an anaon e veze gouestlet bodadegou Iwerzon ; kendalc’hiou a vererez-bro hag a varnerez e oant ouspenn hag ivez gwir foariou [11]. Enno en em guzulie ar roueed, ar pennou-meuriadou hag an uhelidi all diwar-benn pouezusa talvoudegeziou ar vro ; embannet e veze lezennou nevez hag adembannet lezennou koz, d’o lakaat dounoc’h a se e spered ar bobl ; ar brosezerien a gave ivez breutaerien da zifenn o c’haoz ha barnerien d’he barn. E Carman e oa tri marc’hallac’h ; er c’henta e werzed dilhad, boued hag evaj ; en eil e kaved a bep seurt chatal ; staliet e veze en trede an arc’hant hag ar gweadennou prizius degaset gant ar varc’hadourien estren. Eun tu-dinaou eus ar grec’hienn a veze miret d’ar brouderezed a laboure el lec’h-se a-ouez d’an holl.

A bep doare c’hoariou ha dihuedou a gaved eno ivez. Paotred kreñv ha farwelled ouesk a zeue ganto troiou-nerz pe soupleseou. Sonerien a c’hoarie an delenn pe an drompilh ha barzed a zisplege gwerzennou pe vojennou. Brudet e veze ouspenn bodadegou Uisnech ha Tailtiu dre an unaniezou a skoulmed enno ; ar merc’hed graet ganto euredou-bloaz e gouel ar bloavez a-raok, en em gemere diouz m’edo kalz a wazed war al lec’h da zibab ezec’h nevez ma raent d’o zadou o gwerza d’ezo [12]. Ar roueed, diouz o zu, a rae o mad eus an engroez tud-se da c’houestlaoui soudarded.

Ar seurt goueliou a voe bras al lec’h anezo e buhez Iwerzoniz koz. Enno e veze kavet peadra da zic’hoanta pep ezomm pe youl mab-den. Dre-se e tennent daveto eur mor divent a dud. E gouel Temair (Tara) e tegoueze holl rouanez vras pe vihan Iwerzon gant o gwragez hag o bugale. E Tailtiu e tireded eus pevar c’horn Iwerzon hag eus enez-Vreiz zoken. War hed eur steudennad a ouspenn dek kilometr, hep enni na torr na kilpleg, en em astenne a-wechou an dachenn dalc’het gant ar c’hirri hag ar c’hezeg hepken, hep ober meneg eus an dud war droad.

Evez bras e veze lakaet ouz kement tra a zeuje da zireiza an urz-vat. Keit ha ma pade ar gouel e veze arzao-meur ; berzet e oa pep kann pe rendael. Pep-unan a veze d’ezañ e Iec’h, bet merket en a-raok, diouz e veuriad pe e renk er Gevredigez. Da bep meuriad ha da bep stad a dud e veze lakaet o deiz hag o eur da lida o c’hoariou. E Carman, an dachenn viret da roue an Ossorigion [13] ha d’e gosgor a oa diouz an tu dehou da dachenn al Leinster. Tud an Ossorigion o doa o devez ma renent o redadegou kirri. Gouestlet e oa eun devez all da c’hoariou an dud a wad roue ; den nemeto n’en doa degemer enno. Merc’hed al Leinster a oa d’ezo, en endervez, c’hoariou d’ezo o-unan. Paotred eus meuriad Laighis eo a oa en o c’harg evesaat ouz ar c’hoariou-se. Kred e oant, neket hepken evit an urz-vat, hogen ivez evit ar braoigou a veze douget e-leiz gant merc’hed al Leinster hag a ziwiskent d’ar mare. Ar merc’hed a oa d’ezo o c’huzuliadegou diouto o-unan da vreujata enno war gement poent a denne d’o reiz-plac’h. N’helle paotr ebet kaout perz er bodadennou-se ; evel-se ivez, n’helle plac’h ebet en em gavout e kuzuliadegou serret ar baotred. Er c’hendalc’hiou digor d’an holl, ken paotred ken merc’hed, ar re-mañ a gemere lec’h gant o zud en tachennadou miret da bep meuriad. En abardaez an diweza devez, peurc’hraet pep tra, paotred ar vodadeg, holl en o sav, a enaoue eun dourni vras dre steki an eil ouz egile fustou o goafiou. Hounnez e oa evit an engroez an arouez ma ranke divoda.


Bodadegou-meur ar bloaz en enez-Vreiz ha war an Douar-bras. E-touez Breiziz ha Kelted an Douar-bras ez eus bet, hep mar ebet, goueliou heñvel ouz re Iwerzon. Nemet ne gaver ano anezo e skrivagnerien an Hen-amzer. Meneg a zo ganto hep-ken eus ar bodadegou-mañ da heul :

1° Er C’halatia, bodadeg an tri c’hant barner war an dachenn a anved Drumeneton ;

2° E Galia, ar gouel a goueze bep pemp bloaz ha ma teved ennañ manekinou prenn divent leun-tenn a dorfetourien hag a loened. Eur gouel damheñvel nemet na raed ket ennañ lazrôadou ken bras-se a vije bet lidet ivez, bep bloaz, marteze da vare barr an hañv ;

3° E Galia c’hoaz, bodadeg an drouized a veze dalc’het bep bloaz en eul lec’h sakr eus bro ar Garnuted a selled evel kreizenn (medios) Galia [14]. D’ar vodadeg-se e teue an neb, prosezou gantañ a felle d’ezañ o c’hinnig da varn an drouized ;

4° Kuzuliadeg-veur Galia ; ouz hen ober ar pep uhela eus noblañs pep brôad, ec’h en em vode diou wech ar bloaz war a greder (en nevez-amzer hag en diskar-amzer) d’en em guzulia diwar-benn an talvoudegeziou boutin da holl boblou Galia [15]. Ar genta eus ar bodadegou-se a anavezomp a voe dalc’het er bloaz 58 goude ma voe trec’het an Helveted gant Kaesar. Kuz ha lidet-bras e voe ar c’hendalc’hiou anezi, ne gavas neb Roman degemer enno hag e touas an holl gannaded tevel war ar breutadegoù hag ar moueziadegou anezo. Pa voe bet disrannet ar vodadeg, klozet ar c’huzuliadegou ha savet ar menoziou, pennou ar bobl a chomas, fiziet ma ’z oa bet enno ar gefridi da gas da Gaesar mennadou Galia. En emweladenn a voe etrezo ha pengadour an arme roman, an drouiz Dêvikiakos eo a gomzas evit an holl.

E Bibrakt e voe dalc’het marteze bodadeg ar bloaz 58. Hini ar bloaz 55 (nevez-amzer), galvet gant Kasear, a voe graet e Samarobriva (Amiens) ; hini ar bloaz 54 e porz Iktios. Er bloaz 53, e oa bet galvet bodadeg an nevez-amzer (e miz meurz), e Samarobriva ; nemet kaset e voe ar gannaded en-dro hogos raktal gant Kaesar a c’hourc’hemennas d’ezo ma ’z ajent d’e c’hortoz e Lutetia e-lec’h e voe ar vodadeg dalc’het ha torret. E Bibrakt eo e voe savet bodadeg ar bloavez 52, engalvet gant Verkingetorix ;

5° Kuzuliadeg ar Velged, concilium commune Belgarum, gouez da Gaesar. En em voda a rae ouz son an drompilh hag e oa ouz hen ober kannaded eus holl boblou ar « Belgion » Hini ar bloaz 57 a zivizas ober brezel d’ar Romaned hag a verkas kementad ar genlodenn soudarded a dlee pep poblad kas d’an arme ;

6° Dindan aotrouniez ar Romaned, ar gouel lidet ar c’henta a eost e Lugudunon en enor d’an impalaer Augustus lakaet e renk an doueed. Fiziet e oa en evezerez izili ar « concilium Galliarum » hon eus komzet anezo en hor pennad II. Bez’ e oa anezañ lidrôadou d’an doueed, ergerzadegou sakr, c’hoariou a bep doare, ha betek kenstrivadegou war ar barzonia hag ar prezegenni. Dalc’het e veze eur foar e-kichen. Eur gouel roman n’oa ken, nemet ano al lec’h ma veze dalc’het hag an deiz lakaet d’ezañ, kenta deiz eus diskar-amzer ar Gelted, a ro da gredi en dije kemeret lec’h eur gouel kent, heñvel ouz an hini a veze graet, en deiz-se, en Iwerzon, en enor d’an Doue Lugus.

Lidet e veze gant Breiziz ivez gouel ar c’henta a viz eost en enor da Augustus ; ac’hane e teu an ano a « gwyl Awst » « gouel Eost » (da lavarout eo gouel Augustus) a vez graet bremañ c’hoaz gant Kembreïz eus an deiz kenta a eost.

Goueliou ha bodadegou meur ar bloavez keltiek o deus lezet betek an XIXet kantved roudou doun a-walc’h e giziou broiz el lec’hiou a voe gwechall e dalc’h ar Gelted. Setu amañ eur roll eus ar giziou-se hag eus ar c’hredennou a zo stag outo :

1° foar ar Beuvray. Dalc’het e veze er c’henta merc’hervez a vae war lein menez Beuvray, el lec’h end-eeun ma save, er c’henta kantved kent H. S., Bibrakt ar Gelted. C’hoaz er Grenn-amzer e oa brudet foar ar Beuvray dre bevar c’horn Bro-C’hall. Eun engroez a dud a denne daveti hag e kased di chatal e-leiz ;

2° ar voaz heuliet en eur rann a Vro-C’hall da rei da dermen d’al lizerou-ferm war ar maez pe gouel-Yann (24 a vezeven) pe gouel sant Marzin (11 a viz du), kemeret ganto lec’h gouel kala-mae ha gouel kala-goañv ;

3° ar voaz heuliet er Champagn da c’hopra ar vevelien hag ar mitizien evit ar bloaz diwar foar sant Yann « Troyes » (24 a vezeven) ;

4° goude kuz-heol, derc’hent gouel-Yann, gouel an Holl-Sent, pe c’houel ar rouanez, enaoui er parkou ha war lein ar c’hrec’hiennou tantadou, e pellaer diouto gant evez an douerien-Doue hag ar vezvierien. Kana ha korolli en-dro d’an tantadou-se. Lammat dreist d’ezo hag ober d’al loened-chatal lammat. Kredi e viro gwrez an tan-se ouz an dud hag al loened da gaout an derzienn pe gleñvedou all e-pad ar bloaz hag e roio nerz d’an den da vedi hep skuiza (Breiz-Veur, ar Frañs, an Alamagn, kreiz Europa) ;

5° derc’hent gouel-Yann, en noz teñval, lakaat eur rod entanet da ziskenn war ruilh eus lein eur grec’hienn. Kredi ez eus gant ar rod-tan-se eun nerz da strujusaat ar parkou hag e weljed, ma vije tremenet eur bloavez hep he ruilha, al loened taget gant ar penn-foll, ar glizi, hag o tañsal en o c’hrevier (Breiz-Veur, ar Frañs, an Alamagn) ;

6° e lec’hiennou a Vro-C’hall, devi ez veo a baneradou kizier ha loened all e tantadou gouel-Yann. An trede sul a vezeven pe an trede deiz a c’houhere, diouz ar vro, devi eur ramz aozilh ;

7° er broiou meneziek, da veure gouel-Yann, sevel war lein eur gribenn uhel da welout ar sav-heol (war an Douar-bras) ;

8° mont deiz gouel-Yann, da lakaat kurunennou war ar beziou (Alamagn) ;

9° en em virout, e-pad an daouzek devez etre Nedeleg ha gouel ar Rouanez, da ruilha eur rod-karr, da neza, da zic’houzeria ar c’hrevier (Belgia, Alamagn, Danmark) ;

10° derc’hent gouel ar Rouanez pe sul al Lard pe sul-Fask redek a-dreuz parkeier gant gouleier-torchou war enaou, da lakaat an douarou frouezusoc’h ha pellat diouz an trevadou-da-zont an askol pe ar mergl (ar Frañs, an Alamagn).


Ar c’hoariou. — Meneget e vez gant skridou iwerzonek ar Grenn-amzer redadegou kezeg stag ouz kirri, redadegou bagou, redadegou etre kezeg ha gwazed, redadegou bagou ha kirri, emgannou chas, gourenadegou, hag all. Meur a c’hoari meneget ganto, mel, horell, hag all, a oa ar voaz anezo c’hoaz en hor maeziou en XIX°‘ kantved. Ano a vez ivez a droiou-nerz hag a droiou-ouesk. Brudeta kadourien ne zisprizent ket diskouez o ampartiz dre sigota gant gouglezeier, avalou metal, nadoziou hag all.

N’oa dizanat hini eus ar c’hoariou-se moarvat, da Vreiziz ha da Gelted an Douar-bras. War an Douar-bras, ar redadegou kezeg stag ouz kirri a oa anezo e-touez Illiriiz, eur bobl, eme Strabon, ha n’oa ken disheñvelded etrezi hag ar Gelted nemet ar yez. Paotred en noaz-dibourc’h o c’houren kenetrezo a weler skeudennet war gelorniou arem diwar zourn Illiriiz, a zo bet kavet en Alpou : en o c’hichen emañ ar maout a dlee gopra an trec’her hag eun tok-houarn a zeuje da zizoania an trec’het. Paotred o c’hoari bannikat gant boulou a zo linennet war eur feilhenn arem stampet, kavet e bered Haguenau, tost d’ar Rênos.

E kreñvlec’hiou an Ten, er Suis, ha Stradonitz, er Vohemia, ez eus bet kavet diñsou arem pe askourn. E diñsou kavet e Stradonitz emañ an niverennou brasa war an talbennou bihana, e doare da lakaat dizegouezusoc’h d’ar c’hoarier tenna eun niverenn uhel.

Gant Breiziz hag Iwerzoniz ar Grenn-amzer e oa eun doare c’hoari anvet gwezboell gant ar re genta, fidchell gant ar re all hag a oa heñvel a-walc’h ouz c’hoari an echedou. O veza ma reer eus ar c’hoari-se an hevelep ano en iwerzoneg hag e brezoneg e c’heller lakaat edo anavezet ganto diwar ar c’henta kantved kent H. S.


An hemolc’h. — Edo an hemolc’h dihued penna an uhelidi geltiat. Diwar c’hoari e veze hemolc’het loened gouez a zo, evel ar c’had, al louarn, an arz, ar moc’h-gouez, ar c’hirvi a veur a ouenn hag an oc’hen gouez. Re all, evel ar bleiz, a hemolc’hed e sell hepken d’o diouenna. Diouz al loen e oa doare an hemolc’h. Hemolc’het e veze ar c’had gant ar Gelted war varc’h ha graet d’ar chas he dihelc’hat diwar red. An tourc’h-gouez hag an arz e veze aet d’ezo gant ar goaf, ar c’hleze pe ar gontell. A dennou saez e lazed ar c’hirvi peurliesa. Ar c’haro-meur hag an oc’hen gouez a baked, dreist-holl, gant pechou. Da evneta e raed gant an dalm hag eun doare dared prenn a strinked gant an dourn hag a dize pelloc’h, war a greder, an hed-taol anezañ eget hini ar saez-wareg.

Kontammet e veze alies armou an hemolc’herien. Eus al louzaouenn anvet limeon e tenne ar C’halianed eur c’hontamm a raent anezañ « kontamm ar c’haro » hag e soubent ennañ begou o saeziou. Kig an anevaled lazet gant armou kontammet a oa brudet beza teneroc’h eget hini ar re a oa o bet laket d’ar maro e mod-all. E zibri a c’helled hep riskl, nemet aketus e vije an hemolc’hiad, eur wech kouezet al loen, da lemel dioutañ gant e gontell eur bastellad en-dro d’ar gouli.

Dezrevellet eo gant Arrianos ar voazamant-mañ a rene e-touez Kelted-zo : seul loen a bakent, e tuent eun nebeut peziou-moneiz : diou « obolenn » evit eur c’had, c’houec’h evit eul louarn, peder-war-nugent evit eur yourc’h. A-benn bloaz, da zeiz-ha-bloaz doueez an Hemolc’h, e tigorent an teñzor o doa savet evelse hag e raent diwarnañ mizou eul lidrôad d’an doueez hag eur banvez m’en em ziskoueze ennañ ar c’houn kurunet a vleuniou.

An hemolc’hidi edo ar voaz ganto, evit doare, lakaat a-wel ha mirout pennou ar brava loened o doa lazet. E Galia, d’ar marevez kelt-ha-roman, e kaver meneg eus kerniel karo-meur en eun herez a-ziwarlerc’h eul Lingon [16]. E dismantrou templou eus an hevelep amzer, hag a zo e-kreiz koadou, ez eus bet kavet alies a-walc’h skilfou moc’h-gouez. Er Vet kantved goude H. S., Germanus (sant Jermen) a oa d’ezañ, dirak e di en Autissioduron (Auxerre), eur wezenn-bin ma skourre ouz ar barrou anezi pennou al loened gouez lazet gantañ.

E-doug an amzer-beoc’h a zeuas da heul ar stagedigez ouz an impalaerez roman, e voe distaolet, evit eun darn, war an hemolc’h gant Kelted an Douar-bras ar beoder-se a lakaent en araok er brezeliou-diabarz. Er c’henta, en eil hag en trede kantved goude H. S., senedourien Galia a veze pourvezet-dreist a gezeg, a goun hag a bep doare binviou-hemolc’h : lindagou, rouedou, stignou, spontailhou, goafiou, klezeier, kontilli. Diwar ar IVet kantved e veze pleustret zoken gant darn anezo war an hemolc’h gant ar falc’hun (pe ar sparfell) hag an hemolc’h gant ar groazwareg (an arbalastr).

Brudet e oa e-touez ar Romaned douarou-hemolc’h Galia. Varro a ra meneg eus eun T. Pompeius bennak a biaoue, er vro-se, eur park-hemolc’h a ouspenn 8 hektar, ennañ demmed ha moc’h-gouez. Ar parkou-hemolc’h stag ouz ar c’henkiziou, a anved e latin leporaria « gedonegou », a oa anezo tachennadou ec’hon, o terc’hel a-wechou koadou a-bez, a gaelied enno, neket gedon hepken, hogen ivez bandennadou kirvi ha yourc’hed. Klozet e oa darn eus ar parkou-se gant muriou mein, brikennou pe brenn.


Ar pesketerez. — N’oa ket ar pesketerez, war a heñvel, e ken bras a enor gant ar Gelted hag an hemolc’h. Pleustret e veze warnañ koulskoude, gant eur maread binviou ; treantou, higennou arem pe houarn, rouedou ha, da gredi eo ivez, baouigou a veur a stumm. Da get ez eo aet, hep ma vije manet roudenn anezo, ar rouedou e kerden lin pe gouarc’h hag ar baouigou aozilh. Nemet e c’heller kredi e oa rouedou ar Gelted heñvel a-walc’h ouz ar rouedou a veze en implij gant meuriadou kreizenn Europa da vare an armou mein. Kavet ez eus e dismantrou kêriadennou war zour eun tamm bennak eus ar rouedou-se bet miret gant al lec’hid ; mailhet stank e oa darn anezo ha re all mailhed rouez, ha stag outo poueziou maen ha spoueennou graet gant rusk pin.


Ar sonerez. — Enoret-tre e oa ar sonerez gant holl boblou koz Europa. Betek e-touez ar C’hresianed e oa brudet sonerien an Dhraked : Linos, Thamuris, Orpheus, a zo meneg anezo e kosa lennegez ar C’hres, a oa Thrakiz. Tremen a rae an Dardaned evit beza pleustret a bep amzer war ar sonerez ha graet implij a vinviou dre c’houez pe dre gerden. En armeou al Ligured, war a lavarer, ne veze nepred oc’h emganna nemet an hanter eus ar vrezelidi : ar re all a rae sonerez da denna daveto grad-vat an doueed. Diodôros, o tegas komzou Hekataios, eur skrivagner eus ar IVet kantved kent H. S., a lavar e vije bet, en eun enezenn vras diouz korn hanternoz Galia, eur gêr gouestlet da zoue an heol ; sonerien e oa ar pep brasa eus kêriz hag e c’hoarient an delenn en eur gana meulganou d’o doue. Kavet ez eus bet er Sued hag en Danmark trompilhou arem o tiskouez anat e oa diwar ar VIet kantved kent H. S. gant poblou ar broiou-se anaoudegeziou doun war ar sonerez.

Skridou ha skeudennou an Hen-amzer a ro da anaout d’eomp daou eus binviou-sonerez ar Gelted : an delenn (krotta, krotto) hag an drompilh (karnux, karnon).

An delenn skeudennet war beziou-moneiz keltiek a zo warni peder pe bemp korden. Henvel e oa, gant-se, ouz ar gosa telenn boaziet gant ar C’hresianed. Ober a raed ganti pe el lidou-azeuli da gensonia ar c’hanaouennou sakr pe ar pedennou, pe er banveziou hag er meulganou pe ar flemmganou.

Embreget e veze an drompilh, moarvat, kerkoulz en azeulerez hag en emgannou. Heñvel-tre eo an trompilhou keltiek engravet war ar peziou-moneiz hag an izel-vosou ouz ar re a veze e boaz gant ar Skandinaved diwar oadvez an armou arem. Diou eus an trompilhou skandinavek-se kavet e Gallehus (Jutland) a oa holl en aour ; bez’ e oa anezo, moarvat, darn eus arrebeuri eun templ bennak. Golôet e oant a dresou o skeudenna doueed kornek en o fuch, naered, kezeg, steredennou hag aroueziou all a gaver alies war beziou-moneiz hag izelvosou Keltia.


Ar c’horoll. — Evel poblou all Europa, ar Gelted o deus bet korollou-brezel ha korollou sakr. Eur geriennou bennak hon eus lavaret er pennad IV diwar-benn ar c’horollou sakr a raed en enor d’an doueed. Meneg a gaver meur a wech er skridou gresian ha latin eus ar c’horollou-emgann graet dirak an enebour. Bez’ e veze anezo lammou a-sounn, jestrou a-bouez ha jestrou-tro iskis ; en eur gorolli ar brezelour a heje armou hag a gane a vouez kreñv. Er bloaz 361 kent H. S. e voe gwelet eur c’hadour keltiat, hag heñ mentet-ramzel, oc’h ober eur c’horoll-brezel dirak arme ar Romaned ; derc’hel a rae eur c’hleze e pep dourn hag eur skoued a oa en e vrec’h kleiz ; e noaz-dibourc’h e oa, nemet eun dro-c’houzoug en e gerc’hen ha troiou-brec’h en e arzourniou.

Skeudennaduriou ’zo war beziou-moneiz keltiek a ziskouez evit doare korollou-brezel.


Al le. — An daou gred ma rae ar Gelted ganto da suraat miridigez ar c’hontradou e oa 1° ar gouestlou-tud (gêslos), 2° al le (oitos pe lugion). Tri doare leou a anavezent ;

Al le war an doueed, ezomm ebet evidomp diskleria hiroc’h diwar e benn. E danevellou iwerzonek eus ar Grenn-amzer e kaver alies an douadell-mañ : « Me a dou d’an doue a vez touet warnañ gant va meuriad-tud (tongu do dia toinges mo thuath) ». Eun douadenn all berroc’h ha kosoc’h ivez marteze, e oa : « Me a dou ar pez a vez touet gant va meuriad-tud » da lavarout eo « e touan war al le a ra va meuriad implij anezañ » ;

Al le war an armou. Eur gredenn voutin da holl boblou Europa e oa penaos en armou-brezel en em gave eun dra bennak a sakr ; dindan furm eur goaf eo e veze azeulet gant ar gosa Romaned doue ar brezel ha war o c’hlezeier e toue Germaned ar IVet kantved goude H. S. mirout ar feuriou a skoulment ouz ar Romaned. E-touez Kelted Iwerzon e toued pe war ar c’hleze hepken, pe war ar c’hleze hag an armou all. Al le diweza-mañ a zo evel-hen en danevellou-meur an douadenn anezañ : « Me a dou war va skoed, va c’hleze ha va holl armou ».

Al le war nerzennou an natur. Meur a skouer a gaver anezañ e lennegez koz Iwerzon : ar Bikted, o sevel eur feur a emgleo gant Iwerzoniz, a dou derc’hel d’ezañ war an heol (grâna) hag al loar (esca) ; pa ro e c’her na c’houlenno ken digant Leinsteriz ma rofent an truach rivinus anvet Borome, Loegaire, roue-meur Iwerzon (Vet kantved goude H. S.), a gemer da gred d’e le an holl elfennou, an heol hag al loar, an dour hag an aer, an deiz hag an noz, ar mor hag an douar.

Kelted an Douar-bras, gwirheñvel eo, edo ar voaz ganto, er IVet kantved kent H. S., toui o le war an deir rann benna eus ar bed, an neñv, an douar hag ar mor. Dre an touet-se, war a greder, e sielljont ar feur a gevredigez divizet ouz Alexandros-Veur er bloaz 336. « Mar na virfomp ket hor ger », o dije lavaret, « ra gouezo an neñv warnomp d’hor flastra, ra skarro an douar d’hor lonka, ra zic’hlanno ar mor d’hor beuzi ! »

An douadenn-se a gaver displeget ez varzonius en eun danevell iwerzonek eus ar Grenn-amzer. Argadet eo bet Bro-Ulad a-daol-trumm gant eun armead enebourien hag e tired eur marc’heg d’ar gêr-benn, Emania, da rei kelou d’ar roue ha d’e vrezelourien : « Ar wazed a lazer, ar merc’hed a skraper, ar buoc’hed a laerer, o Uladed », emezañ. Neuze ar roue Kunokobros a zeuas gantañ an douadenn-mañ : « An neñv a zo a-zioc’h, an douar a-is, ar mor en-dro d’eomp. Nemet koueza a rafe an neñv gant e gazarc’had steredennou war zremm an douar e-lec’h m’emaomp kampet, nemet terri a rafe an douar o krena ha redek a rafe ar mor, louet ha glas ar gouelec’hiou anezañ, war dal blevek ar vuhez (da lavarout eo war bennou ar re veo, an dud), e tegasin en-dro dre stourmadou hag emgannou-trec’h ar buoc’hed d’ar c’hraou hag ar merc’hed d’ar gêr. »

Diazezet eo an touet-nerzennou-natur war ar gredenn ez eo an nerzennou-se noueañsou kuz a wel hag a glev pep tra ; pa vez goulennet outo gant eun den o sevel kontrad kensakri anezañ, e klevont ar c’halvadenn ha, ma na vez ket sevenet ar c’hontrad, e tegasont an doare kastiz a zo diouto : Loegaire en doa torret e le ; mouget e voe gant an avel, losket gant an heol ha lonket gant an douar.


Emgann-daou diwar ziviz. — An emgann etre daou zen a veze, e-touez ar Gelted, unan eus an troiou a raed ganto da drouc’ha ar rouestlou breutaüs. Evel n’he devoa ket ar Stad gwir d’emellout evit suraat da bep-unan eus ar sujidi tañva e vadou e frankiz, e c’helle pep breutadeg rei abeg d’eur brezel etre tiegeziou, nemet en em glevje an diou gevrenn da zegemerout eun unvanour pa e tivizjent, evit erbedi gwad o c’herent hag o gwizien, trei ouz an emgann etre daou.

Er Grenn-amzer, e-touez Iwerzoniz, pa zivize daou zen en em ganna evit rei eun diskoulm d’eur prosez e skourr, e oa ret d’ezo en a-raok kontradi dre gomz dirak testou ha gant asant an daou diegez, hini ar goulenner ha hini an difenner. Reizet e veze dre an emgleo-se da begeit ez aje gwiriou an trec’hour. Gant piou bennak e tegouezje neuze an trec’h, pe gant ar goulenner pe gant an difenner, ne veze dleet gopr-dic’haou ebet evit muntr egile [17].

Boaziet e veze, moarvat, an emgann etre daou diwar ziviz gant an holl boblou keltiek ; testeniet da vat er skridou n’eo ket avat nemet evit ar Geltibered er bloaz 296 kent H. S., ar Galianed en IIet kantved kent H. S., Breiziz ar Grenn-amzer [18] hag Iwerzoniz eus an hevelep mare.


Ar sebelia ar re varo. — Ar sebelia ar re varo a zo bet anezañ lies meurbet a zoareou diouz ar mare, ar vro ha renk an hini maro er Gevredigez. Disheñvela lidou-kañv a gaver alies keñver-ha-keñver en hevelep poblou. A bep eil e vez graet gant an douara hag an devi korfou maro e-pad an holl varevez keltiek, hini pe hini eus an daou zoare-sebelia o veza trec’h d’egile kentoc’h diouz al lec’h eget diouz an amzer. An dilezel ar c’horfou d’ar bleizi ha d’ar guped n’eus rneneg gant skrivagnerien an Hen-amzer e vije bet anezañ e-touez ar Gelted, nernet da vare an argadenn-veur, er C’hres (279 kent H. S.).

1) An douara korfou : an douara korfou a oa bet heuliet ar c’hiz anezañ, e rann-amzer an armou hag ar binviou maen lufret hag er genta hanterenn eus oadvez an arem, en holl vroiou Europa nemet en Arvorig. War rouesaat ez eas an doare sebelia-se en eilvet hanterenn eus oadvez an arem ; sevel a reas en-dro war varr en oadvez an armou houarn hag e tistankas adarre niver e zalc’hidi en amzer kelt-ha-roman.

Kelc’hiek pe bevarc’hornek e oa ar poull-bez. An hini maro a veze astennet a-hed e gein, nemet puchet e veze a-wechou gant e zaoulin ouz e vruched ; gwechou all ivez e veze en sav pe en e goazez.

2) an devi-korfou : trec’h edo en oadvez an armou arem, ken en enezennou ken war an Douar-bras. En Arvorig hag er c’hreisteiz pe er c’hornog eus enez-Vreiz e voe heuliet-dreist ar c’hiz-se eus dibenn oadvez an armou hag ar binviou maen lufret (XXet kantved kent H. S.) betek an amzervez kristen. Roudou he deus lezet e brezoneg ar Grenn-amzer e-lec’h e talveze ar ger regez « glaou beo » da lavarout ouspenn « maro, ankou ». Deiz regez « deiz ar maro » eme Daliesin en unan eus e varzoniezou.

Peurliesa e veze lakaet al ludu hag ar bruzun eskern pulluc’het en eur jarlig pri. E krugell arverniat Celles, tost da Neussargues, savet er c’henta kantved kent H. S., e oa bet, evit doare, devet ar c’horf maro war ar savenn end-eeun ha, moarvat, en eun doare forn vein, enni avel-c’houez vras, rak grizias-tre e oa bet an tan evel m’hen diskouez anat ar stad m’edo tammou traezou a-zilerc’h en houarn hag en arem hag ar rouezder end-eeun eus an tammou-se.

3) arrebeuri ar beziou hag ar rôadou-boued : beziet e veze ar re varo en o dilhad gant o bragereziou, o armou hag o binviou stiperez ; aotennou evit ar baotred, mezelouriou arem pe houarn evit ar merc’hed. Ar roueed hag an uhelidi, paotred pe verc’hed, a veze astennet alies war o c’harr pompadus, stag outañ e zaou loen-kezeg. Pa voe digoret ar ganol eus ar « Marn » d’ar « Rhein », e voe dizolôet eur vag dero graet ganti da sebeliadur er marevez keltiek ; bez’ e oa enni relegou eun den gant e armou.

Lakaet e veze er bez a-wechou, e-kichen an den maro, traezou enep-hud, eskern toullet, skilfou moc’h-gouez toullou enno d’o skourra, pe c’hoaz binviou sakr, kelorniou arem, kirriigou en arem gouestlet d’an doueed, hag all. Alies ivez e veze serret er bez podou arem pe bri, enno bier ha boued. En eur bez eus ar « Marne », da skouer, eur pod lakaet e-kichen relegou eun den a oa ennañ eskern yer ha moc’h ha pluskennou viou.

4) al lidlazadou loened : edo ar c’hiz gant ar Gelted lidlaza loened a greded e heuilhjent an hini maro er bed-all. Er beziou eus marevez Halstatt e Baviera, hag er re eus marevez an Ten e Breiz-Veur e kaver alies eskern moc’h-gouez, eul loen sakr gant ar Gelted. Hiniennou eus krugou ar Vourgogn o deus daskoret d’ar goulou relegou pulluc’het oc’hen ha kezeg. Gant ar c’havadennou-se eus hon amzer e vez testeniet gwirionded ar pennad-mañ diwar skridou Kaesar : « Kañvou an uhelidi », emezañ, « e-skoaz da sevenedigez ar Gelted, a zo kaer-dreist ha lorc’hus. Kement a zo bet karet gant an hini maro en e vuhez a vez devet, zoken al loened. N’eus ket gwall-bell c’hoaz, da enori-tre anezañ, e losked a-gevret ar sklaved hag ar wizien en devoa karet. »

5) al lidlazadou tud : testeniet int, evit pez a sell Kelted Galia dre ar geriou diwar skridou Kaesar emaomp o paouez menegi. E beziou ar Palatinat Uhela ez eus roudou e-leiz o tiskleria anat a-walc’h boazamant al lidlazadou tud [19]. En Iwerzon, eur skrid eus ar Grenn-amzer a ra meneg eus eul lazadeg prizonidi da enori eur c’hadour maro. Mibien Eochaid Muigmedoine (358 goude H. S.), graet ganto eun argadenn er Munster, a drec’has, en eun emgann, gwazed ar rannvro-se. Nemet e voe gloazet grevus unan eus ar vreudeur, Fiachra e ano. Kaset e voe en-dro d’ar gêr ha gantañ hanter-kant prizoniad, paket en emgann. A-benn eur miz e varvas Fiachra gant e c’houliou. E vreudeur e sebelias hag a zouaras ez veo an hanter-kant prizoniad en-dro d’e vez.

6) ar c’hlemgan d’an hini maro : kleuza ar bez, klemmgana d’an hini maro, laza e loened pevarzroadek e oa, hervez eur skrid iwerzonek eus ar Grenn-amzer, kenta lidou eur beziadur. Ar c’hlemmgana a oa anezañ ivez e-touez Breiziz. En danevell varzek war Dristan hag Isilt, e weler Isilt hag he mamm, pa zegouez maro Morholt, o vleina bep eil tro e-touez ar merc’hed ar geuziadeg-kañv : stouet war ar c’horf meur ec’h adlavaront dibaouez meuleudi an hini lazet hag e taolont hep ehan an hevelep malloz ouz al lazer [20].

7) ar c’hoariou-kañv : ar c’hañvou a zeue d’o heul, en Iwerzon, banveziou ha c’hoariou, redadegou kirri ha gourenadegou, a lakaed en enor d’an hini maro. Gant Breiziz ha Kelted an Douar-bras edo ar voazamant-se ivez, moarvat. Boutin eo bet da holl Europiz.

8) stumm-diavaez ar beziou : ar beziou a saved warno alies a-walc’h eur c’hrug. Ar c’hrugou eus an oadvez keltiek a vez peurvuia eus unan da bevar metrad uhelder war zek pe bemzek (pe ouspenn) metrad treuz. Stank eo ivez ar beziou digrug. Merket e oant gwechall marteze gant aroueziou prenn pe danveziou dibad all a zo aet da get hep lezel roudenn war o lerc’h. N’eus tra, evelato, a gement hel lakfe anat.

9) ar bezskrivaduriou : e-touez Kelted an Itali eo e renas da genta, diouz skouer an Etrusked hag ar Romaned, ar voaz da engravi war eun maen-bez ano an hini maro. Goude alouberez ar Romaned, en em astennas dre bevar c’horn Keltia. E Todi, e kreizenn an Itali, ez eo bet kavet kosa bezenskrivadur keltiek. Skrivet eo e lizerennou etruskek gant eun droidigez e latin. Daouzek ger eo. Bez’ ez eus anezan an hira bezenskrivadur keltiek deut betek ennomp.

10) ar beredou : a-hed an hentou pe tost d’ezo edo ar beziou hag ar beredou peurvuia. Douaret e veze alïes a-walc’h micherourien Bibrakt el lec’h end-eeun m’o doa bevet, da lavarout eo dindan leurenn o govell. « Derc’hel a raed gant al labour tenn ha trouzus war ar poull-bez m’edo ennañ ar c’horf maro ». (G. Julian).

Ar beredou keltiek brudeta, ken dre niver o beziou ken dre dalvoudegez an arrebeuri a oa enno hag ar sklerijenn o deus taolet dre se war sevenadur ar Gelted, eo re ar Vaviera hag ar Palatinat-Uhela en Alamagn, Ornavasso ha Montefortino en Itali, ar Vourgogn hag ar Champagn e Bro-C’hall, Aylesford hag Arras e Bro-Saoz. Nemet kavet ez eus beziou keltiek pell en diavaez eus ar broiou a voe gwechall e dalc’h ar Gelted. E-kreiz beredou ec’hon etruskek pe ombrek eus kreizenn Italia, e voe dizolôet beziou Kelted lakaet anat gant an arrebeuri anezo. Kosa bezenskrivadur er yez keltiek a zo bet dizouaret e Todi, n’eo ket pell diouz Roma. En Ejipt, eur vered ec’hon dindan douar, a oa bet lakaet, en eilvet hag er c’henta kantved kent H. S., da sebelia ar c’hopr-soudarded gwarnizonet e kêr Aleksandria, kerkoulz hag ar gwragez hag ar vugale anezo, a oa enni meur a vez Kelted anat, neket hepken dre an ano-gouenn Keltos pe Galatês oc’h heulia ano ar soudard maro, hogen ouspenn dre stumm keltiek diarvar hiniennou eus an anoiou-se : Aedosotis, Aedoaratos, Bitos, Sisonon, hag all. Meur a hini eus ar mein-bez anezo a oa warno livaduriou, gwall-deuc’h siouaz, o skeudenni brezelourien war sav, ganto ar skoued bras hir-gelc’hiek.

12) eun nebeut treuskredennou o sellout ouz an anaon : diwar dreuskredenn e oa savet, anat, ar voaz a zo bet kavet roudou anezi en eur bez bennak da wea pe da wara armou an hini maro, hag an hini dibaot a-walc’h, da lakaat an tan war e di. En Iwerzon, er Grenn-amzer, e veze douaret a-wechou ar roueed hag ar pennou-brezel war o sav, en o gwiskamant-brezel, trôet o dremm war-du bro o enebourien. Keit ha ma vane ar c’horf trôet en e sav evelse, e veze ennañ, war a greded, eun nerz hag a noaze ouz an enebourien, ma veze ar re-se trec’het dalc’hmat en emgannou. Ar gredenn e drouk-nerz korf ar c’hadour maro ouz e enebourien a oa anezi ivez e-touez Breiziz.

Hervez Ploutarkhos ha Pausanias n’edo ket ar voaz gant ar Gelted gouela d’ar re varo. Lakaat a c’heller a-geñver d’al lavarenn-se al linennou da heul gant Pomponius Mela : « An Dhraked », emezañ, « a zegemer gant daerou ha gouelvan ar vugale nevez-c’hanet hag a gas ar re varo d’ar vered e-kreiz ar c’han hag al laouenedigez, rak ma ’z eo gwell ar maro eget ar vuhez ». Er Grenn-amzer, ar Skandinaved a grede ganto e veze strafilhet gwenvidigez an anaon gant daerou ar re veo :

« Te da-unan a zo kiriek, Sigruna », eme Edda goz, « ma ’z eo Helg beuzet e gliz ar boan. Gouelet ac’h eus ez pragereziou aour, maouez skedus-heol. Daerou kriz ac’h eus skuilhet kent mont d’az kwele. Pep daerenn a zo kouezet war askre ar roue, ha hi yen-skorn ha koeñvet a c’hlac’har. »

Hag e lavar gwerz koz Aag hag Elsa :

« Pa lenvez, e vez va geler en he diabarz evel gwad morlivet ; pa laouenaez, e vez va geler leun-holl a rozennou c’houez-vat ».

13) pirc’hirinerez d’ar beziou ha koun an anaon : peziou moneiz roman dastumet war c’horre meur a grug bet savet en oadvez ar maen lufret, hag ar re-mañ kollet e-kreiz ar maeziou pell a-walc’h diouz pep kêr-annez, a dennfe da destenia edo ar beziou-se, er c’henta kantved goude H. S., lec’hiou a birc’hirinerez.

E Geligneux, departamant an Ain, ez eus bet kavet eun enskrivadur latin, ennañ daou c’her keltiek, o rei eun ti bihan hag eur winieg da lakaat da viken eur banvez bloaziek a vefe pedet d’ezañ an trikonti (tregont) hag a vefe graet petrudekameto, da lavarout eo ar bevarzekvet devez eus eur miz bennak (evit doare ar miz a vez graet anezañ Riuros e deiziadur Coligny). E-touez Arianed an Indez edo ivez pevarzekvet devez eur miz rôet d’ar banveziou-kañv.

  1. Samos ha giamos, *gamos a raed ivez ganto a-wechou da verka ar bloaz en e bez. Ac’hano eo tarzet *gamonios « leue-goañv » da lavarout eo « leue-bloaz », deut da gamuin en iwerzoneg. Ac’hano ivez, e brezoneg, ar geriou hañvesken ha gaonac’h. Deut eo samos da sam en iwerzoneg ha da ham en hen-vrezonegi.
  2. *Ersâkos a zo deut da errach en iwerzoneg, *vesantênos a zo deut da guaintoin e kerneveg.
  3. « Mad d’ar medi ». Deut e brezoneg da hezreff, diwezatoc’h here, ano miz. Talvoudegez kenta ar ger-se a zo bet miret e gouhere, ar miz « dindan an diskar-amzer » (*vo-sutrebos) da lavarout eo a zeu en e raok.
  4. Hervez Rhys. Ar geriou-se adsavet en o fez, o veza m’en em gav darn anezo skrivet e berr : Midsamon, Duman, Anakan, Ogron, Giamon, Elembiv, Edrini. Hervez tud-all e vije ar genveregez evel-hen : Samon (du), Duman (kerzu), Riuros (genver), Ogron (c’houevrer), Kutios (meurz), Giamon (ebrel), Simivisonn (mae), Equos (mezeven), Elembiv (gouhere), Edrini (eost), Kantlos (gwengolo), Zeitschrift für keltische Philologie und Volksforschung, 1943, pp. 258-69.
  5. An iwerzoneg uar, kembraeg oer « yen », a c’houlenn en o raok eur furm hen-geltiek *ogros.
  6. An hevelep ger marteze ha kantalon, deut en iwerzoneg da cetal « kan ».
  7. Seymour de Ricci, war Rev. celt. 1898, p. 220.
  8. Rev. celt. 1924, pp. 241-4.
  9. En IIet kantved goude H. S. e voe furmet en-dro da grec’hienn Uisnech gant rannou diouz an Ulster, ar C’honnac’ht, ar Munster hag al Leinster eur bastell-vro nevez a voe rôet d’ar roue-meur. Tlachga, Teinair ha Tailtiu en em gavas diwar neuze er rouantelez nevez a voe graet anezi an ano a Medios — a zeuas da « Mide » diwezatoc’h, — da lavarout eo « kreizenn ».
  10. Tiez d’ar re veo a gaved enno ivez : Temair ha Tailtiu a oa chomlec’hiou ar roue-meur hag e weler eno c’hoaz roudou kreñvlec’hiou ec’hon kelc’hiek pe hirgelc’hiek.
  11. Eus an doare bodadeg a veze gouestlet dreist-holl d’ar c’henwerz ha d’an dihuedou e raed oinakos, deut da oinach, aenach en iwerzoneg. Datla e oa ano an hini ma tivized enni war varnerez, lezennerez, renerez-bro. Deut eo ar ger-se datla da datl en hen-vrezoneg, ha da dael e brezoneg-bremañ. En eur skrid eus an IXet kantved e vez graet dadltig da drei al latin « curia ». Dadltig a vije hizio daeldi.
  12. Serc’hed e oa ar merc’hed-se. An eured-bloaz a vane bepred war e lerc’h eun doare saotradur hag Iwerzonadezed-zo a voe gwell ganto ar maro. Sellout ouz ar pennad X, kevrenn genta.
  13. An Ossorigion, « rouantelez Ossos (an Demm) » « Ossory » hizio, a oa eur bastell-vro eus al Leinster.
  14. E koad Orleañs e tleer da glask al lec’h sakr-se ha neket en-dro da Chartrez. Sellout ouz Jullian, Histoire de la Gaule, II, p. 98, notenn 1. — Adnotenn. Hervez an imbourc’hiou graet gant an aotrou Jalm Soyer, e vije bet kreizen sakr Galia war douar kumunenn Sant-Benead-war-Loar, Iec’h m’eman breman Fleury (Floriacus), eul lec’h brudet hennez er Grenn-amzer penn-da-benn ha betek hizio. E Fleury eo e voe savet er VIIet kantved, war zismantrou ha gant dismantrou eur maensavadur bras eus an oadvez kelt-ha-roman, an abati holl-vrudet a zo bet a-hed ar Grenn-amzer eur greizenn eus ar re virvidika a vuhez speredel, a zeskadurez kristen. N’en deus ket paouezet ar santual anezañ a zedenna, abaoe deiz e savidigez betek hizio, pirc’hirined a-viliadou. Abati Fleurieg o sevel war an dachenn m’edo medio-nemeton « neved kreiz » Gallia, hag ar Werc’hez Vari o kemer lec’h ar Vamm Veur (an Itron dindan zouar, Itron an uhel-goadou-meur) en he mougeo a gêr Chartrez a zo diou skouer anat eus gwirionez al lavar : « Ne vez distrujet da vat eun dra nemet dre lakaat eun dra-all en he lec’h ». J. Soyer, Le temple du dieu gaulois Rudiobus à Cassiciate : identification de cette localité, war Bull. de la Section de Géogr. XXIV, 1920, embannet gant ar Comité des travaux historiques.
  15. N’eus prouenn ebet e vije koz-koz ar voazamant-se. Da vare impalaerded Bituitos ne save ken marteze (IIet kantved kent H. S.).
  16. Corpus inscriptionum latinarum, XIII, 5, 708, 28. Al Lingoned a oa eur bobl eus reter Galia, d’ezi da gêr-benn Andematunnon (Langres).
  17. Bez’ e oa eun drôad all en Iwerzon ma n’oa ket lakaet trec’hour an emgann-a-zaou e mar da baea ar gopr-dic’haou hag e oa suraet d’ezañ ar gounid er vreutadeg e skourr : pa save an emgann diwar ma nac’he an difenner lezel lakaat ar sezi warnañ diouz m’her reize boazamantou ar vro. Neuze ar goulenner-sezizer, pa laze e zleour, ne baee ket a zic’haou, gant ma vije bet aketus en a-raok d’ober galv war gerent an dleour evit ma rojent e wir d’ezañ.
  18. Sellout war se J. Loth, Etudes sur le droit celtique, pajenn 10, Paris, 1896. Pennad tennet eus ar Revue de l’Histoire des Religions, XXXIII, pajennou 368-388.
  19. Julius Naue, L’époque de Hallstatt en Bavière, trôet e galleg gant Salaün Reinac’h, war Rev. archéol. 1895, pp. 40-77. Hollvedell, kouls lavarout, hag, e boaz gant kosa ha seveneta poblou ar raghen-istorvez eo bet al lidlaza-tud war ar beziou. E-touez Sumeriz, etro dibenn ar pevare milved kent H. S., e lidlazed tud a-vern war beziou ar roueed. En unan eus ar beziou meur-se, ez eus bet kavet, en o gourvez en trepas o kas d’ar c’hao-bez, soudarded gwardoniez ar roue, tokhouaraiou kouevr en o fenn, goafiou en o daouarn. Nao itron eus al lez, brageriziou aour kaer-dispar golo o fenn, a oa gourvezet er gambr-vez. Dirak an nor, e oa daou garr peder rod, bep a dri ejen outo : er gludell edo relegou an daou garrvlenier hag ouz penn al loened re an daou vevel. En eur bez meur-all, hini ar rouanez Shub-ad, e oa itronezed al lez war diou rezad, er penn anezo telennerez ar rouanez, eskern he divrec’h e-touez aspadennou he benveg. Stank ha pinvidik-mor, pinvidik dreist-kred, e oa arrebeuri ar beziou koz-se : aour hag arc’hant e oa ar podou, pladou, listri, hanafou, kleuzeuriou, h. a., ha neket hepken ar brageriziou-korf. Gant aour hag arc’hant e oa kaeraet an armou kouevr. C. L. Woolley, Les Sumériens, laket e galleg gant E Lévy, kentskrivet gant an Doktor Contenau, 1930, pp. 47-8.
  20. Joseph Bédier, « Le Roman de Tristan et d’Iseult, traduit et restauré », pajenn 45.