O ! na hir eo an noz

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout O ! na hir eo an noz (1934).

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 22-24)


N° 13. — O ! na hir eo an noz.
War an ton N° 13.


1. O na hir eo an noz, pegouls e tei an de,
Ma’z in da zigemer Jezus ma c’harante !
O na hir eo an noz ! Pegouls e tei an de ?


Diskan.

Dispozet ma c’halon d’ho resev, ma Doue :
Laket en-on fe grenv, esperans, karante,
Dispozet ma c’halon d’ho resev, ma Doue !

2. Dihun ha zav, ma c’horf, deomp da gavet Jezus,
Me glev ouz ma gervel e vouez karantezus.
Dihun ha zav..., etc.

3. Pegouls e vin arru, o ! hent, na hir out-te !
War lein ho tiouaskel, Elet, ma douget-me.
Pegouls e vin...., etc.

4. O ma c’halon em c’hreiz, bez leun a levene,
Gwelet a ran erfin ti zantel ma Doue.
O ma c’halon..., etc.

5. O ilis beniget, hast digor d’in an or,
Ma redin da gavet ma Jezus, ma zensor.
O ilis beniget..., etc

6. Diwar dreujou ho ti, Jezus, ho saludan,
Eur pec’her evel-d-on a dlefe chom aman...
Diwar dreujou..., etc.

7. Me ho salud ive, zent hag elet eürus,
A zo en ilis-man tro-war-dro da Jezus.
Me ho salud ive..., etc.

8. Tabernakl alaouret, te zo tron ma Roue,
Setu me d’an daoulin dirag e vajeste.
Tabernakl alaouret..., etc.

9. Jezus, me hoc’h anav dre zaoulagad ar fe :
C’houi welan en Hosti, ma Zalver, ma Doue !
Jezus, me hoc’h anav..., etc.

10. Diskenet, o Jezus, euz an oter breman,
E diabars ma c’halon, diskenet d’am magan.
Diskenet, o Jezus..., etc.


11. Jezus a zo genin ha me zo gant Jezus,
Nemet er Baradoz netra ken dudius.
Jezus a zo genin..., etc.

12. Pelloc’h, o ma Jezus, c’houi hepken a garin,
Dalc’hmad em ezomou c’houi hepken a glaskin.
Pelloc’h, o ma Jezus..., etc.