Elet euz ar Barados

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Aelez eus ar Baradoz.

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 24-25)


N° 14. — Elet euz ar Barados.
War an ton anavet N° 14.


  1. Elet euz ar Baradoz, zellet pebes enor
    A ra d’imp er Zakramant Jezus hon Redemptor :
    Eur wej evit hon prenan ec’h eo bet inkarnet,
    Hag evit dont d’hon magan genimp e chom bepret !

  2. Mari, gwir Vam da Jezus, Mari ma Mam dener,
    Ma zikouret da resev ho Mab ha ma Zalver :
    Me na n-on ziouas netra, netra nemet pec’het,
    Mes enoc’h ec’h esperan, o ma Mam beniget.

  3. Krouer an Env, an douar, war an oter bemde,
    Dre goms nerzus ar belek a zisken a neve ;
    Eun Doue kalz hueloc’h evit ar firmamant,
    Enem izela didan spesou ar zakramant.

  4. Eun Doue na chanj james epad an ol amzer.
    Eun Doue war bal e zorn a doug ar bed antier,
    Enem lez gant ar belek da vezan diblaset
    Evit disken e kalon ar paouran euz ar bed !

  1. O mirakl ar zouezusan e-touez ar miraklou,
    O burzud na hell kompren ar c’haeran sperejou :
    Evit gonit kalonou ho pugale ingrad,
    O maget, o ma Jezus, gant ho Korf ha ho Koad !

  2. Nan, evit eur mab unik ar vam an deneran,
    Biskoaz na zantas kement he c’halon o toman !
    Goude ken braz karante piou a helfe refus
    Konsakri e ol galon d’ho karet, ma Jezus ?

  3. Mar d-eo dister kalonou ar zent hag an ele,
    Evit karet eun Doue ken dign a garante,
    Penos e prizet, Jezus, dre ar gomunion,
    E kalonou ken sklaset dont da ober ho tron !

  4. Penos kredi azean ouz tol zakr eun Doue,
    Goude bezan offanset kement e vajeste ?
    D’ho taoulagad, ma Zalver, na heliomp prezanti
    Nemet kalonou ziouas ! leun a ingrateri.

  5. Koulskoude pa hon galvet da vont ol d’ar banket,
    Dre eur gomz a drugare effaset hon fec’het :
    Teuet sklas hon c’halonou gant tan ho karante,
    Leun a joa hag a fians e tostaïmp neuze.

  6. Pebes eürustet breman pa zantin em c’halon
    Jezus o vevan genin evel eur gwir vignon :
    E ine gant ma ine pelloc’h enem vesko,
    Gant ma goad em izili e oad pur a redo.

  7. Prestet d’in ho tiou-askel, ma El-mad zoursius,
    Ma ninjin evel eur goulm etre divrec’h Jezus ;
    Me rei dezan ma c’halon, hen rei d’in e hini,
    Gantan me a repozo e peoc’h ha dizoursi.