O na hir eo an noz pegoulz e teuy an deiz
Ma ’z in da zegemer Jezuz ma c’harantez
O na hir eo an noz pegoulz e teuy an deiz.
- Tommit ma c’halon baour d’ho kemer, ma Doue;
Kreskit ennoun feiz, esperans ha karantez,
Tommit…
- Dihun ha sav, ma c’horf, deomp betek Jezus,
Me ’glev ouz ma gervel e vouez karantezus.
Dihun…
- Pegoulz e vi erru, o hent, na hir out-te !
War lein ho tiouaskell, Aelez, ma dougit-me.
Pegoulz…
- Bez leun a levenez, em c’hreiz, o ma ene,
Gwelout a ran ’velkent ti santel ma Doue.
Bez leun…
- O iliz vinniget digor huan da zor
Ma ’z in betek Jezuz : hen eo ma holl denzor.
O iliz…
- Diwar dreuzou ho ti, Jezuz, ho saludan,
Eur pec’her eveldoun a dlefe chom aman…
Diwar…
- Me ho salud ivez, sent hag aelez eurus,
A zo en iliz-man tro-war-dro da Jezuz.
Me ho…
- Armel sakr alaouret te ’zo tron ma Roue,
Setu ma taoulinan dirazan ’vel Doue.
Armel…
- Jezuz, me hoc’h anav dre zaoulagad ar Feiz :
An osti pa welan, me ho kwel en he c’hreiz.
Jezus…
- Diskennit o Jezuz, eus an Aoter breman,
Diskennit em c’halon, diskennit d’am maga(n)
Diskennit…
- Jezuz a zo ganin ha me ’zo gant Jezuz,
Nemet er Baradoz netra ken dudius.
Jezuz…
- A-vreman, ma Jezuz, c’houi hepken a garin,
Dalc’hmat em ezommou c’houi hepken a glaskin.
A-vreman…
|