N° XI. — C’hoant ’m eus da Virviken.
- C’hoant ’m eus da virviken d’ho karout o ma Jezuz
Jezuz gwri vab Doue ma Salver madelezus
Diskan : O ma Jezuz o ma c’harantez
Bezit em c’halon ha bemnoz ha bemdez.
- Ma Jezuz, c’houi ’zo mat, c’houi a zo trugarezus,
Ma Jezuz, c’houi ’zo dous, c’houi a zo karantezus.
- Betek breman, siouaz ! Kalz amzer am eus kollet
Gant traou dister ar bed ken e oan gante dallet.
- Met breman, ma Jezuz, me a ro d’eoc’h ma ene,
Ma c’horf ha ma c’halon ’keit ma chomin e buhe(z)
- O pebez karantez hoc’h eus c’houi bet, ma Salver,
Da veza bet skuilhet ho kwad evit ar pec’her !
- Goude mervel ’vidomp er Groaz war lein ar C’halvar,
E chomit c’hoaz ganimp d’hon maga war an douar !
- Pegen euzus eta, pegen foll eo ar pec’hed,
P’en deus lazet Jezuz, ma Dasprener binniget !
- O pec’hed milliget ! birviken mui n’am zrec’hi,
N’em bezo ken ouzit nemet euz ha kasoni.
- Pegoulz e welin-me an holl oc’h ober brezel
E pevar c’horn ar bed d’an holl bec’hejou marvel !
- Setu mee koulskoude, ma Jezuz, paour ha dister,
N’hallan ket pell mont eeun ma n’am renit, ma Salver.
- ’Vit heulia ho lezenn ha plega ma gwall dechou,
Em eus ezomm bemdez eus ho nerzusa grasou.
- Grit eta, me ho ped, d’in ma-unan ma varvin
Hag evidoc’h hepken em holl amzer ma vevin !
- N’em eus ken, o Jezuz, c’hoant ebet war an douar
Nemet mont davedoc’h gant an aelez en ho kloar.
|