Oræson en enor d’ar pemp gouli ha d’ar seiz gleze

L. Prud'homme, 1849  (p. 53-54)



CANTIC VAR UN ORÆSON
D’ar pemp Gouli ha d’ar seiz Cleze.

HAc a ve mad da lavaret bemdez diouz ar mintin, varlerc’h ar seiz Pater hac Ave, en enor d’ar pemp gouli eus hor Salver, ha d’ar seiz cleze a gueuz eus he Vam ar Verc’hes, evit en em recommandi dezi ha d’he Map quer var ben heur eus hor maro.

Chetu amâ ar seiz cleze a gueuz-se pere ho deveus bet treuzet calon ar Verc’hes, o consideri ar bersecutionou en deveus bet souffret ne Map Jesus. Da guenta, pa glevas ar Verc’hes gant an den santel Simeon o presanti he Map en templ, penaus e vise treuset he ene gant calsa nec’hamant var he sujet, abalamour d’ar bersecutionou a zliet da ober dezan. D’an eil, pa rencas tec’het gantâ en Egypt a hed nôz araoc ar roue Herodes pehini er c’hlaquas da lasa. D’an drede, pa ziancas he Map diganti en templ en spaç a zri dez ma oue oc’h he glasq. D’ar pevare, pa rencontras he Map o touguen he groas da venez Calvar. D’ar pempet, pa er guelas crucifiet hac o vervel er groas en creis etre daou laër. D’ar c’huec’hvet, pa oue disquennet eus ar groas dezi var he barlen he gorf sacr en ur stad quer pitoyabl. D[’]ar seizvet, pa oue sebeliet ha lequeet er bez. Var ton, Vexilla Regis, ec’h aller cana an oræson-mâ.

ME ho salud, o pemp gouli !
Gant ur c’hoant bras d’hoc’h enori :
Ra vezo scrifet em c’halon
Jesus hac he oll bassion.
O va Salver, me ho supli,
Dre veritou ho pemp gouli,
Ho pêt truez ouz va ene
Pa’z aï dirac ho majeste.
Abarz mervel, o va Jesus !
Gant ar goat sacr ha precius
Hoc’h eus bet anezo scuillet,
Ma goalc’hit neat diouz peb pec’het.
Grit d’in ar c’hraç hivisiquen

Da ober ur guir binijen,
Ha roït d’in var [va] [1] fassion
Ur guir gueuz ha contrition.
Ha c’houi, Guerc’hes, me ho supli,
Dre ho clac’har o contempli
Ar gouliou eus ho Map quer,
Besit favorabl e[m] [2] c’henver.
Dre veritou ar seiz cleze,
Pere a dreuzas hoc’h ene,
O velet dezan cals a boan,
Asistit var va zremenvan.
Hac evel m’hoc’h eus recevet.
He gorf eus ar groas disquennet,
Recevit neuse va ene
Ha presantit hi da Zoue.


  1. Moullet : ar.
  2. Moullet : en.