Pedennou quent ha goude ar repas

L. Prud'homme, 1849  (p. 54-56)



Ar venediction abarz ar repas, hac ar graçou he c’houde, quen en latin, guen en iez bresonec. Var an ton : Prest eo va ene disoucha ha da Zoue en em renta.

Mar ho lavarer assambles, ec’h allo unan eus ar gompaignunez lavaret peb coupl hed-a-hed, hac ar re-all a allo respont varlerc’h peb coupl ive : Evelse bezet grêt, pe autramant, Amen.

JAmæs ne dleit mancout abarz ho repas da bidi Doue da rei he venediction dezâ, o lavaret ar Benedicite, ha da drugacecât he vadelez divin he c’houde, ha lavaret an Agimus. Ar beden a so admirabl evit che-oni ar bouet, pehini a zeu alies hep-zi da veza noasus ha d’ar c’horf ha d’an ene. Mar manquit d’an dever just-mâ, e tisquesit aoualc’h a-hent-se n’hoc’h eus na carantez na anaoudeguez en andret Doue evit he vad-oberou, hac e veritit erfat dre an ingrateri-se n’ho pe eur vad ebed, ha na fournisse quet deoc’h he brovidanç divin peadra d’en em sustanti na d’en em antreteni, en punition eus ho tisanoudeguez hac eus ho neglijanç d’he drugarecât. Livirit eta bepret ar graçou pere so amâ ; ha ma n’ho pe quet ar spaç d’ho lavaret het-a-het, livirit da viana ar c’houpl quenta anezo, pa n’ho pe debret nemet un tam bara.

Ar Benedicite abarz ar repas.

O Va Jesus, hon mestr guirion !
Roït deomp ho penediction (bis).
Ha d’ar repas a guemerimp,
Evit bepret m’ho servijimp (bis).
† En hano an Tad, hac ar Map,
Hac ar Speret-Santet.
Amen.

V/. Benedicite.

R/. Dominus. Nos et ea quæ sumus sumpturi benedicat dextera Christi. † In nomine Patris, et Filii, et Spiritûs-Sancti.

Amen.

Graçou goude ar repas.

V/. RA vezo meulet an Autrou,
Eus he vôet hac he oll vadou ; bis.
Peoc’h ha graç Doue d’ar re veo,
Ha repos mad d’ar re varo. bis.
R/. Evelse bezet grêt.
V/. O va Doue oll-galloudus,
Eternel ha trugarezus, bis
Ni a rent deoc’h eta graçou
Evit hoc’h oll mad oberou. bis.
R/. Evelse bezet grêt.
V/. Ra viot gueneomp oll meulet,
Trugarecat ha benniguet. bis.

V/. Laus Deo, pax vivis, et requies æterna defunctis.

R/. Amen.

V/. Agimus tibi gratias, omnipotens Deus, pro universis beneficiis tuis, qui vivis et regnas in sæcula sæculorum.

R/. Amen.

V/. Benedicamus Domino.

R/.Deo gratias.

V/. Animæ omnium fidelium defunctorum per misericordiam Dei requiescant in pace.

R/. Amen.

V/. Et nos vivamus et requiescamus semper in pace.

R/. Amen.

V/. Beata viscera Mariæ Virginis quæ portaverunt æterni Patris Filium.

R/. Et beata ubera quae lactaverunt Christum Dominum.

Eus a guement graç ha faver
A rit bepret en hor c’henver. bis.
R/. Evelse bezet grêt.
V/. Ni ho ped dre no trugarez,
Da sellet ivez a druez bis.
Ouz an oll anaon fidel,
Ma’z aïnt d’ar repos eternel. bis.
R/. Evelse bezet grêt.
V/. Ha grit ma vevimp en peoc^h,
Gant hon nessa couls ha gueneoc’h, bis.
Evit roa’z aïmp d’ho parados
Er peoc’h eternel d’a [sic] repos. bis.
R/. Evelse bezet grêt.
V/. Eûrus eo an antraillou dîn
Eus ar Verc’hes ar vam divin. bis.
Ho deus douguet ar Map santel
A Zoue an tad eternel. bis.
R/. Eûrus e c’hoas ar poui calon
Ha mil gueich eûrus an zivron bis.
Ha deus roet ul lez an dîna
D’hon Autrou Jesus da zena. bis.