Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/511

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
491
Gousperou an Ebestel.

ret d’an deiz memes eus ho gouel ; hac ar re-se eo am eus brema da lacât deoc’h ama varlerc’h evit peb seurt sænt.


GOUSPEROU AN EBESTEL.
Instruction evit an Ebestel hac an Evangelistet santel.

AN ebestel eo ar re pere en deveus bet choaset J.-C. evit ho c’haç dre ar bed universel da brezec an Aviel ha da gonvertissa an dud. An evangelistet santel eo ar re pere ho deus scrifet an Aviel pe an histor a vuez J.-C. Evit heul intantion an Ilis da voueliou an ebestel hac an evangelistet, e rencomp : 1. trugarecaat Doue da veza grêt deomp anaout ar virionez dre ho moyen ; 2. he bidi da rei deomp ar c’hraç da chom ferm er feiz hac er greden pehini ho deveus annoncet ; 3. goulen outan pastoret pere ho deffe ar speret fervant eus an ebestel ; 4. ober pedennou evit an Ilis pe veus a hini ê bet fondatoret an ebestel, hac evit ar bastoret ive pere so oc’h he gouarn ; ha d’ar pempet, goulen ouz an ebestel memes evit ar sujet-se ho intercession dirac Doue. Gant an intantionou-se ta e leverrot ho Gousperou er fæçon-ma.

Lavaret gueneoc’h devotamant ar Pater, an Ave, ha Deus, in adjutorium, evel en commançamant Gousperou ar Sul, e recitot ar pemp Salm-ma.

Ar c’henta Salm, Dixit Dominus (Doue en deveus lavaret), pehini a gueffot en Gousperou ar Sul.

An eil Salm Laudate, pueri Meulit an Autrou souveren), pehini a gu[e]ffot [1] eno ive.

An trede Salm Credidi, propter quod (O va Doue, o cridi enoc’h), pehini a gueffot eno ive.

Psalm. 125.

Ar pevare Salm In convertendo Dominus, eo he-ma so ama, en pehini e comser eus ar ga[p]tivite [2] a bobl Sion pe Jerusalem, pehini so un imaij eus ar gaptivite ma couezomp enni dre ar pec’het, hac eus an hini ma emaomp er vuez presant.

  1. Moullet : guffot.
  2. Moullet : ganti-.