Pedennou quent ha goude an Exerciçou Spirituel

L. Prud'homme, 1849  (p. 17-19)



CANT. VAR AR VENI, SANCTE SPIRITUS.

Evit goulen assistanç ar Speret Saniel arauc pep seurt Exerciçou spirituel, evel ma’z eo an oræson, ar ch’atechism pe ar sermon, ar gonferanç pe an instruction hac al lectur en ul levr mad bennac : Var an ton gallec : Esprit Divin, venez répandre.

SPeret Santel deut en hor c’halon
Ha liquit en hor volontez
Assambles gant ho seiz donæson,
An tân eveus ho carantez.
Digacit, va Doue, ho Speret
Evit hor c’hroui a-nevez,
Ma vezimp dreizan renouelet,
Oc’h ober deomp chenj a vuez.
C’houi, va Doue dre ar sclerijen
Eus ar Speret-Santel ivez,
Da galonou ho servijerien
Hoc’h eus desquet ar virionez.

VEni, Sancte Spiritus, reple tuorum corda fidelium, et tui amoris in eis ignem accende.


Emitte Spiritum tuum, et creabuntur, et renovabis faciem terræ.

Oremus.

DEus, qui corda fidelium Sancti Spiritûs illustratione docuisti, da nobis in eodem Spiritu recta sapere, et de ejus semper consolatione gaudere. Per Dominum nostrum Jesum-Christum Filium tuum, qui tecum vivit et regnat in unitate ejusdem Spiritûs Sancti, De-us, per omnia sæcula sæculorum. Amen.


Grit ma saourimp ar pes zo guirion
Dre voyen ar memes Speret,
Ha ma teui he gonsolation
Da rei ur guir joa deomp bepret.
Plijet gueneoc’h rei deomp da gompren
Hoc’h instructionou santel.
O rei deomp c’hoas, Autrou souveren,
Ar c’hraç da veza deoc’h fidel,
Ni er goulen, o Tad eternel,
Dre ho Map Jesus hon roue,
Pehini gant ar Speret Santel
A ren guenoc’h en un Doue.
Evelse bezet grêt.

CANTIC VAR PEDENNOU AN ILIS.

Evit trugarecat Doue goude ar memes exerciçou, hac evit goulen ar c’hraç digantâ da denna profit anezo : Var ar memes ton.

V/. Tu autem, Domine, miserere nobis.

R/. Deo gratias.

V/. Confirma hoc, Deus, quod opertus es in nobis.

R/. A templo sancto suo quod est in Jerusalem.

GRaçou deoc’h, va Doue, a rentan
Eus hoc’h oll instructionou,
Ha pardon ouzoc’h a c’houlennan
Eus va oll distractionou.
Allas ! coupabloc’h ven, va Salver,
O c’hout ar mad, ma n’er graen quet;
Rac se roït d’in ar c’hraç d’he ober
Bremâ pa em eus en desquet.
O va Jesus ! confirmit enon
Ar pez ao dreizoc’h operet,

Hac echuit va conversion,
Pa hoc’h eus-hi d’in inspiret.
C[’]houi ra, va Doue , ma teno profit
Ar re ho car, eus a bep tra;
Rac-se d’hor c’halonou accordit
Ar c’hraç d’ho caret ar muia.
Ha grit n’allo quet beza chenjet
Dre nep seurt tentationou
An desiderou hon eus concevet
Dre hoc’h inspirationou.
Ni er goulen, o Tad eternel !
Dre ho Map Jesus hon roue,
Pehini gant ar Speret Santel
A ren guenoc’h en un Doue.
Evellen bezet grêt.

Oremus.

DEus, qui diligentibus te facis cuncta prodesse, da cordibus nostris inviolabilem tuæ caritatis effectum, ut desideria de tua inspiratione concepta, nullâ possint tentatione mutari. Per Christum Domi-num nostrum.

Amen.