Pemped pennad — I

R. Prud’homme, 1903  (p. 129-134)



PEMPED PENNAD


————


EN JERUZALEM : EIL DEVEZ


————


DA VETLEEM


————


I


En hent ’vit Betleem. — Perak ec’h er di : noz an Nedelek.


D’ar yao, ar bemped a Wengolo. — N’am euz ket ezom da laret ec’h eo bet mad ma nozvez. C’hoant aoalc’h am ije ’vit ar beure d’he hiraat, ’vit ’n em digoll. Da Vetleem, ’vit-se, e fell d’in mont hirie d’ofernian : eno ’reomp hirie gouel an Nedelek.

Da beder heur hanter, dihunet gant son ar c’hloc’h, e teuan d’an traou. Kaout ’ra d’in da gentan na n’on ket dihun mad. ’Dalek ’m euz laket ma zreid war leur ar gambr, e santan ’nei o kouac’han dindane. Daoust hag e vefen c’hoaz war ar vatimant ? Tremen a ra ze d’in ’benn eur pennadik ha na zantan ken netra pa diskennan ’vit kemer ma læc’h ’barz unan euz ar goeturio a dle dougen anomp da Vetleem.

Darn all a ya di war droad, darn all war varc’h pe war azen, darn all zoken, ar re yaouankan, war gezek houarn : an Dr Fauvel, hon medesin, an euz kemeret eun azen, ha stad vraz a zo ennan. Mes ober ’rey al loen e benn fall : n’ei ket war rauk ha mont a rei kentoc’h e-souz, nemet pa vo skoet warnan a daulio baz gant ar « moukr », da laret eo gant an toucher : an dibr zoken a zo lausk ha bosenned. ’Benn ec’h arruo an Doktor er gær, e vo eun true hen gwelet : ’n em gignet en evo hag ar goad an evo treuzet e vrago lien gwenn.

Ni a ra buhanoc’h ha diboan en hon goetur an diou leo a zo etre Jeruzalem ha Betleem.

War hon hent e kavomp kalz a dud a zo o tont d’ar marc’had, *kanvaled gant an darnvuian anê : unan euz al loened a doug etre e diou dorten eur men hir kompouezet en hevelep doare ma na gouezo na war eun tu na war egile. An Arabed a ra holl eun diskwiz e-kichen kouent gresian Sant-Eli : rag eno ’zo eur feunteun a gemeront dour diouti gant eur grogilhen a zo stag ouz eur chadennik.

Ac’hane e welomp Betleem azeet en krab eur run, e kreiz liorzo goloet a *winienno hag a we figez.

Eur gærik eo, kalz bihanoc’h evit Gwengamp, ha kazi kement a dud enni ; n’eo ket eta frank gante al lojeiz. A-viskoaz eo bet eur gær dister, ha, koulskoude, eur gær vrudet a viskoaz, da vihanan ’boue ar roue David. Enni e chome Izaï, e dad, ha tost d’ei e oa oc’h evesaat deñved pac’h eaz ar profet Samuel d’hen kaout ha da skuilh warnan oleo sakr ar rouane : kement-ze ’roe d’ean da c’hout e oa dibabet evit bean roue war Israel, pobl an Autro Doue.

Da vil hanter kant vla goude, e kreiz ar goanv, pa oa an noz o kouean war Vetleem, ec’h errue enni daou veajour, eur pautr hag eur plac’h, o zeblante bean daou bried.

Goulen a rejont lojan evel diavezourien, hag i, koulskoude, euz kær David : dont a rænt evit rei o hano d’an hini a rene Betleem a-beurz August, impalaer ar Romaned. Heman, a felle d’ean gouzout ar bla-ze ped a dud a zente outan, an evoa gourc’hemennet da bep-hini euz e zujidi mont d’ar gær a oa e dado o chom enni ha lakat eno e hano.

Hon daou ziavezour a deue euz a Nazaret. Marvad eo o stum a reaz d’ê bean digemeret fall ebarz an hoslalerio a c’houljont digor enne ; dre-holl e vije laret d’ê na oa ket a blas, petra bennag e weled e tlee ar wreg hep dale genel eur bugelik.

Glac’haret braz e oant ha skorn a ræ hag erc’h a gouee.

Red mad e oa d’ê, eta, en em dennan en eul læc’h goasked bennag, daoust pegen dister e vije. Mont a rejont, gant-se, en eun toull kleuzet dindan eur roc’hel, tost d’eun hostaleri : ar gleuzen-ze a dalvee da graou ’vit al loened digased gant an dremenidi. Etre eun azen hag eun ejen en em lak, gwellikan ma hellont, Jozef ha Mari, hag eno, da hanter-noz, e teu war an douar ar bugel a oant o c’hortoz.

Gortozet eo ive gant a holl Judevien ha, mar ouije tud Betleem pe sort bugel eo, ec’h ajent d’hen kerc’hat hag hen lakjent ebarz ar c’haeran euz o zier hag en tomman euz o c’havello : neuze e stoujent d’an douar dirakan d’hen *azeuli. Rak ar Mesiaz eo, da laret eo ar Zalver a zo bet prometet d’o zad kentan Adam, adprometet d’o Fatriarc’hed ha *diouganet gant o Frofeted. Mar geo gwir vap da Vari, n’eo ket gwir vab da Josef, o vean mac’h eo Map da Zoue, Doue e-unan, kemeret gantan, nao miz ’zo, eur c’horf evel hon hini, en korf dinam ar Werc’hez Vari.

Mes den e-bed en Betleem na oar ze hag ar bugel-Doue n’an euz evit gwele nemet eun tammik plouz hag evit hen tomman nemet alan al loened mad a zell outan gant daoulagad leun a zousder.

Koulskoude, ’benn eun nebeudik amzer, ec’h erru. en kraou ar mabik Jezuz, mesaerien, war o divræc’h oaned bihan, pe en o daouarn kinnigo a bep sort. Rei a reont d’e dud ar pez o deuz digaset gante ha neuze e taoulinont dirakan evit ansav ec’h eo Heñ o Mestr hag o C’hrouer.

Daoust penauz eo digoueet d’ê gouzout e oa ganet o Mesias ? Evel-hen eo bet kont gante. E oant gant o deñved en eur park a weler en eun draouien, eun hanter-leo euz Betleem, pa glevjont a-greiz an noz eun drouz dudiuz ha pa weljont eur sklerijen gaer o tarzan en dro d’ê. Krenan ’rænt gant an aon. *Hogen, eun æl en em ziskoueaz d’ê hag a lavaraz d’ê a-beurz Doue : « N’ho pezit ket a aon, emean. Rag deut on da zigas d’ac’h eur c’helo a levenez a laouennao ar bobl a-bez, Ganet o zo d’ac’h hirie eur Zalver, ar C’hrist hoc’h Autro, en kær David. Ha setu aman penauz e c’hallfet hen anaout : kaout a refet eur bugel en eur c’hraou, eur vailhuren en dro d’ean. » Ha kerkent en em ziskoueaz en dro d’an æl-man eur bagad æle all a veule Doue hag a gane : « Gloar da Zoue e lein an neñvo ha peuc’h war an douar d’an dud a volonte vad ! »

Pa oe æt an æle e-kwit, e lavaraz ar vesaerien an eil d’egile : « Eomp bete Betleem ha gwelomp petra a dalv ar c’helo a zo bet embannet d’imp a-beurz au Autro. » Mont a rejont dioustu hag e kavjont pep tra ’vel m’an nevoa laret an æl.

Hag int da chom estlammet. Ken braz all e oa estlamm kæriz pa glevchont ar vesaerien o veuli Doue hag oc’h embann ar burzud. ’Pez a lake ’nê, dreist-holl, da vean souezet a oa ar stad izel an nevoa dibabet ar Mesiaz evit dont war an douar ; kaout ’vit mamm eur baourez, genel en eur c’hraou, gelvel, da gentan, pevien evit dont d’hen *azeuli, kement-se ’oa dreist o spered ! Na ouient ket c’hoaz, an dud kæz, e felle d’hon Zalver yac’haat klenvejo hon ine. ’C’hanta ! unan anê hag unan euz ar re oasan, daoust ha n’eo ket ar garante direiz a stag anomp ouz mado an douar ? Setu perak, da c’hortoz meuli ar baourante a galon, en em lak Jezuz, adalek ar mare kentan euz e vue, e-kreiz ar baourante an ezommekan, hag e ped, da gentan, da dont davetan, ar re baouran euz an dud, ar re a blij d’ean ar muian.

O ! læc’h a zo ive en kalon ar Mabik Jezuz evit ar re binvik. Ober a ra ive ar gwellan digemer d’an tri Roue, an deuz galvet deuz bro ar Zav-heol gant eur stereden hag a zo deut d’hen *azeuli. O digemer a ra, n’eo ket ebarz ar marchosi, mes en hostaliri a oa e-kichen : marvad, e oa bet true outan ’benn neuze hag e oa bet kemeret eno gant e vamm hag e dad mager.

Goude bean kinniget d’ean o frofo e tistroaz ar rouane d’ar gær ; n’eo ket, avad, dre an hent a oant deut drezan ; eun æl a laraz d’ê mont dre eun hent all, e-læc’h mont da adkavout Herodez, roue ar Judevien, a felle d’ean, hep gout d’ê, lakat ar Mesiaz d’ar maro.


————