Pemped pennad — II

R. Prud’homme, 1903  (p. 134-136)



II


Iliz parrouz Santez-Katel. — Kleuzen sant Jerom.


Ni a ra breman an hent a reaz ar Rouane ’n eur vont da Vetleem. Gant nebeutoc’h a boan avad ; rag an hent braz n’eo digor nemet aboue daou ’la ’zo, aboue m’eo bet Gwilherm an Eil, impalaer an Alemagn, oc’h ober e belerinaj.

N’hon deuz ket, ’vel nevoa ar Rouane, eur stereden da ziskouel d’imp en pe læc’h, en kærik Vetleem, e oe ganet ar Mabik Jezuz. Mes n’omp ket nec’het evit se : al læc’h-ze eo kalon ha bue ar gærik ; kement den a ziavez a ya di, ec’h eo evit hen gwelet.

Rener hon goetur hen goar rez mad. Setu perak, goude bean tremenet eur ru enk ha digompez, ha treuzet leur ar marc’had, e lak anomp da zisken ouz dor iliz Santez-Katel. Savet eo ho-man e-kichen iliz-veur ar C’hinivelez. Hi a dalv da iliz parrouz d’al Latined, o vean na n’eo ket d’ê an Iliz-Veur, Gwir eo na n’eo ket d’ar C’hresianed kennebeut : d’an Turked eo, a lez anei evel m’eman, da laret eo, en dishirit. N’eo ket enni, eta, e c’hellin ofernian. N’am euz ket ezom, kennebeut da vont da Gleuzen ar C’hinivelez da glask eun auter ; eman ive etre daouarn ar C’hresianed.

Chom a ran, eta, en iliz Santez-Katel a zo dalc’het gant Sant-Franseziz. Unan euz ar re-man a ra d’in disken ’barz eur gleuzen an euz bevet enni gwech-all sant Jerom, hag eno e laran ma oferen. Ha n’am euz ket a boan o telc’hel ma spered a-gær gant ma c’halon. *Koun a deu d’in, da vare ar goureo, ec’h adran ar pez a reaz an Itron Varia, damdost d’al læc’h-man, breman ’zo naontek kant ’la : lakat Mab Doue da dont war an douar ! Hag, a-greiz kalon, pa dalc’han Anean etre ma daouarn, e laran trugare d’ean da vean roet d’an disteran euz e zervijerien eur galloud ken enoruz.

Laret ganin ma oferen, e leinan evel ar belerined all e ti Sant-Franseziz ha, dioustu goude, d’an oferen bred. An oferen hanter-noz a ganer, evel noz an Nedelek, ha war an ton braz, gant *avieler hag *abostoler : gant eur brezegen ive. An darn-vuian ac’hanomp a renk chom ’n o zav, o vean n’eo ket frank aoalc’h al læc’h war ar skaonio bet digaset evidomp en Iliz ; rak, dre aman, n’euz na kador na skabel en ilizo ; pa ve skwiz au dud war o daoulin pe en o zav, e kluchont war ar pave.

Ar bautred a ve en eun tu, hag ar merc’hed en tu-all evel ma welomp breman, e traou an iliz, bugale Breudeur ar Skolio Kristen ha bugale C’hoarezed a Garante. N’am euz ket ezom da laret ec’h unan ar re-man o mouezik fresk gant hon hini pa ganomp kantiko : gout ouzont ar gallek.


————