Pemped pennad — III

R. Prud’homme, 1903  (p. 136-138)



III


Iliz-veur ar C’hinivelez : sizailh ; skubelen ; goad ru.


Breman ’n em lodennomp etre hon ambrougerien *hegarad evit mont da Gleuzen ar C’hinivelez.

N’ankouain biken ar pez a gleviz hon hini o laret d’imp pa dremenjomp dre geur Iliz-Veur ar C’hinivelez. « Bet eo laeret ar c’heur-man gant ar C’hresianed, breman ’zo tri-ugent ’la, hag int o deuz savet evit se ar voger a welet aze. Dre aman, koulskoude, e tle al Latined tremen evit mont euz o iliz-parrouz d’ar Gleuzen zantel. Evit o harz da dremen, na gredaz ket al laeron stoufan an nor ; ledan ’rejont diraki, avad, eur *balen vraz a c’holoe al leur a-bez. Herve doare ober ar vro-man, ze ’oa laret d’al Latined : « Aman eo d’in hepken ! » Er Siri, neb a c’hall golo eul læc’h bennak, pe rei d’ean eun taul skubelen, a dremen ’vit bean perc’hen d’al læc’h-ze. Petra ’reaz neuze menec’h Sant-Fransez ? Gant sizailho e teujont, an noz war-lerc’h, da grennan ar balen, kement ha digeri eun hent. Pa daulaz ple ar C’hresianed, e savaz drouk enne. Petra, ’vit-se, o dije græt ? Ar *gwir a oa eneb d’ê. Na larjont netra, hag aboue o deuz lezet ganimp frankiz da dremen aman. » Setu petra a laraz d’imp an Tad Fransezad. »

Poan ’moa neuze o kredi ze : ken iskiz hen kaven ! Ar pez ’zo c’hoarveet aboue, ar bevared a viz du 1901, war leur-rauk iliz ar Be Santel, en Jeruzalem, a diskoue d’in na gleven nemet ar wirione. Pevarzek manac’h euz a urz Sant-Fransez a zo bet brevet ha gouliet an de-ze, ’vel oaned heb difenn, gant mein braz a daule warne ar venec’h c’hresian. Hag abalamour da betra ? Dre m’an nevoa unan anê, herve ar c’hiz bet a-viskoaz, skubet ar *vinz a gas, a ziavez d’an iliz, da chapel ar Franked. Ar beure-ze e fellaz d’ar C’hresianed harz ar skuber d’ober e labour, war digare e skube o zra-i. E vreudeur, ’vit-se, a yeaz d’e zikour hag en em lakaz ’n o zav war ar vinz evit diskoel e oa d’ê. Koustet ’n euz d’ê, eur wech ouspenn, na blegan ket ; ruilhet an euz eur wech ouspenn o goad evit difenn *gwirio ar Gatoliked war al læc’hio santel. Koustet an euz ive d’ar C’hresianed noazout oute : kondaonet int bet gant ar pacha da bæan an digoll ha, da c’hortoz, e zo bet laket meur a hini anê en disheol.

Ar gentel-ze, emichans, na harzo ket anê da hadkrigi gant o zroio disleal ha vil pa gavfont an tu : a-viskoaz ec’h int bet techet d’al laeronsi ha d’an drubarderez.

Ha, dre-holl, ec’h int an hevelep re.

En Betleem o deuz c’hoariet o reuz evel en Jeruzalem, bete ’barz al læc’h m’eo ganet ennan hon Zalver.


————