Pevare Sul goude Pask
Er mareou-ze, Jezuz a lavaraz d’he ziskibien : Me ia daved ann hini en deuz va digaset ; ha nikun ac’hanoc’h ne c’houlenn ouzin : da beleac’h ez it ? Mes, o veza m’am euz lavaret ann dra-ze d’ehoc’h ho kaloun a zo melkoniet. Koulzgoude me lavar d’ehoc’h ar virionez ; talvouduz eo d’ehoc’h ez afen kuit ; rak ma ne d’an ket, ar Paraklet ne deui ket davedoc’h ; ha m’ar d’an kuit, me hen digaso d’ehoc’h. Hag hennez pa vezo deuet, a ziskuezo d’ar bed e pe leac’h ema ar pec’hed, ar zantelez hag al lealdet. Ar pec’hed, er re n’o deuz ket kredet ennhon ; ar zanlelez, pa’z an daved va zad ha n’am guelot mui ; al lealdet, abalamour roue ar bed-ma a zo dija barnet. Kalz traou am euz c’hoaz da lavaret d’ehoc’h ; mes re veac’h e vent d’ehoc’h brema. Ar spered-ze a virionez, pa vezo deuet, a zesko d’ehoc’h peb guirionez. Ne gomso ket anezhan he unan, mes, lavaret a rai kement a glevo, ha diskleria rai d’ehoc’h ann traou zo da c’hoarvezout. Hennez a roi brud d’inn-me ; rak kemeret a rai euz ar pez zo d’inn, hag hen disklerio d’ehoc’hui.
Hervez a lennemp enn Aviel disul diveza, ann diskibien ne goumprenent ket ar c’homsou-ma : Eunn nebeut c’hoaz ha n’am guelot mui. Hirio eta Jezuz a lavar d’ezho skleroc’h : Me ia daved ann hini en deuz va digaset ; ha setu ive o c’hoarvezout ar pez a ziskuille divarbenn ho guelvan hag ho zristidigez ; rak chom a reont mantret holl, oc’h anaout e kimmiado heb dale diontho. A dra zûr, ho glac’har a ziskuez her c’harout ; ha koulzgoude Hor Zalver a ra d’ezho ar rebech-ma : Penaoz, emezhan, pa zisklerian beza varnez mont kuit, hini ebet ac’hanoc’h ne c’houlenn da be leac’h ez ân ?
Tro en doa, e guirionez, d'en em glemm a gement-ze ; rak, ar garantez a ra d’eomp klask, bepred ha dreist holl, mad ann hini a garomp. Ar pez a vezo talvouduz d’ezhan a c’houlennimp, petra bennag ma c’helfe beza tenn ha poaniuz d’eomp hon unan. Kenta a dlie ann diskibien d’ober oa eta guelet pe goll pe c’hounit a rea Jezuz o pellaat dioutho, evit en em laouenaat ganthan pa anavesjent e pigne da azeza er c’hloar, enn tu deou d’he Dad. Hogen, n’her greont ket, ha sklear eo ne zonjont nemed er c’holl a ziguez gantho.
Evelato, goude ar rebech-ze leun a zouzder, Hor Zalver bepred madelezuz a ziskuez d’ann diskibien eo talvoudeg d’ezho ive ez afe digantho. Ma ne d’an kuit, emezhan, ar Paraklet ne deui ket davedoc’h. Me eo hen digaso d’ehoc’h pa vezin eat d’ann envou ; hag hennez eo ar spered a virionez a roi d’ehoc’h nerz da herzel ouz poan ha labour, ha d’ho gouzanv a galoun vad, evel ma roi d’ehoc’h ive sklerijenn da goumpren ar c’henteliou oc’h euz bet dija, hag ar re a vezo c’hoaz roet d’ehoc’h a berz Doue. Kalz traou am euz diskleriet d’ehoc’h, ha muioc’h am befe c’hoaz da ziskleria ; mes, re veac’h a rofent brema d’ho kaloun ha d’ho spered. Pa vezo deuet ann hini a zigasin d’ehoc’h euz ann env, neuze e c’hellot beza skoliet ganthan var bep tra, ha n’o pezo dienez ebet ac’hanon-me. Ober a rai ive d’ann dud digemeret guelloc’h ho kelennadurez pa ziskuezo sklear peger braz oa pec’hed ar Iuzevien a reaz fae var va c’homsou-me hag a zianavezaz ann hini a zeue davedho a berz Doue. Pa glevint ganthan oun azezet e gloar va Zad, ec’h anavezint va lealdet ha va zantelez ; rak ma vijen bet eur gaouiad hag eur pec’her ec'hiz ma tamallent d’inn beza, n’edo ket va flas er baradoz. Dre gement-ze e velint ive oa deread teuler enn traon galloud ann diaoul a deuaz, dre laeronsi, da veza roue ar bed ; hag ann neb a zalc’ho d’her servicha a vezo evedhan stlapet enn ifern.
Evit gouzout ha ni on euz eur guir garantez e kenver Doue, guelomp ha klask a reomp he c’hloar kent eged hor mad pe hor plijadur hon unan. Ma ne fell d’eomp gouzanv na dioueret netra evithan, neuze daoust ma tremenfemp evit kristenien, n’her c’haromp ket ec’hiz ma tle ha ma c’houlenn beza karet.
Pedenn. — O va Zalver, evel ho tiskibien genta am be c’hoant d’ho kaout ato em c’hichenn, rak ganehoc’h eo brao hag eaz beva ; mes, mar d’eo talvoudekoc’h d’ho kloar ha d’am zilvidigez e ven ec’hiz dilezet ganehoc’h, er c’hlac’har hag enn dristidigez, ra vezo great ho polontez santel !