PEMPED KENTEL.


Diwar-benn santelez sakramant ann Aoter ha war stad ar veleien.


————


1. — Jezuz-Krist — Ha pa vec’h-hu glann evel eunn eal ha santel evel sant Iann-Vadezour, ne vec’h ket c’hoaz e stad vad evit tostaat oc’h ar zakramant zakr-ze nag evit he zerc’hel etre ho taouarn. Rak sakri ha kemeret korf Jezuz-Krist hag ive dibri bara ann elez ne d-eo ket eunn dra a zo dleet d’ann dud evit ar mad a zo enn-ho.

Mister braz-meurbed ! Na pegen huel eo stad ar veleien ho deuz bet eur garg ne d-eo ket bet roet d’ann elez ; rak n’euz nemet ar veleien hep-ken eo ho deuz bet ann ursou digant ann Iliz ; n’euz nemet-ho a hell lavaret ann oferen ha sakri korf Jezuz-Krist. Ar belek eta en deuz karg da zervicha Doue oc’h ann aoter ; gant komziou Doue eo e prezek, hervez ma’z eo bet gourc’hemennet gant Jezuz-Krist, pa reaz ar zakramant sakr. Doue avad a bleg d’ezhan kement tra zo pa blij gant-han, Doue a vez great pep tra hervez he c’hourc’hemenn, Doue eo en deuz great da genta ar mister-ze hag a ra anezhan bemdez war ann aoter hep na ve gwelet gant den e-bed.

2. — Bez’ e tleit eta, er zakramant sakr-ze, fisiout muioc’h e Doue holl-c’halloudek eget e kement tra a zeu enn ho spered pe er pez a welit dira-z-hoc’h. Rak-se ez eo red e tostafac’h oc’h ar zakramant-ze gant karantez ha doujans Doue. Bezit eta war evez hag evesait piz petra eo ar garg a zo roet d’e-hoc’h gant ann Eskop dre ann ursou sakr.

Setu c’houi belek ha sakret evit ar misteriou sakr. Evesait breman da lavaret ann oferen gant feiz ha karantez enn amzer ma’z eo red, ha da veza direbech e pep tra. Ne vezo ket skanvoc’h a ze ho peac’h, kredit se, rak breman oc’h staget startoc’h eget ne d-oac’h a-raok, hag e tleit beva enn eur zantelez vrasoc’h.

Eur belek a dle beza enn-han pep seurt mad ha pep seurt furnez ; he vuez a dle beza eur skouer vad d’ar re all ; ne dle ket beva e-c’hiz ma vev ar bobl, ne dle ket kerzet enn hent ma kerz ann darn-vuia euz ann dud ; bez’ e tle beva e-c’hiz ann elez enn env hag ober hervez ma ra ar re vad war ann douar.

3. — Pa vez he wiskamanchou sakr enn-dro d’ezhan, ar belek a zo e leac’h Jezuz-Krist he-unan hag a dle pidi Doue stard ha gant eur galoun izel, ken evit-han he-unan, ken evit ar bobl holl.

Dougen a ra kroaz ann Aotrou a-raok hag adre, evit m’en devezo atao sonj euz a c’hloasiou Jezuz-Krist. Dougen a ra ar groaz arao-z-han war ar gazul, evit ma evesaio piz oc’h buez Jezuz-Krist hag evit ma poanio kalounek da vont war he lerc’h. Dougen a ra ar groaz war he gein, evit ma c’houzanvo heb en em glemm ha dre garantez oc’h Doue, ann holl boaniou a zeuio d’ezhan a berz ar re all.

4 — Dougen a ra ar groaz enn tu diaraok euz ar gazul, evit ma ouelo dourek war he bec’hejou he-unan ; he dougen a ra a-ziadre, evit ma ouelo ive war bec’hejou ar re all dre druez out-ho, hag evit ma ouezo ez eo lekeat da hanterour etre Doue hag ar bec’herien, hag evit na baouezo da bidi Doue ha da oferenna, ken n’en devezo bet digant Doue trugarez evit ann holl.

Pa lavar ann oferen zantel, ar belek a ra enor da Zoue ha levenez d’ann elez ; rei a ra skouer vad d’ann Iliz, nerz d’ar re veo ha peoc’h d’ar re varo, hag hen he-unan en deuz he lod euz a bep seurt grasou Doue.


EVIT HOR C’HELENN.


Mar fell d’e-hoc’h anaout ervad peger braz eo stad ar veleien gristen, ez eo red d’e-hoc’h evesaat piz petra eo ar velegiach. Evel-se ec’h anavezer dourn Doue, ec’h anavezer ez eo bet lekeat ar veleien gant Doue he-unan abaoue ma’z euz anezho. Rak, eme ann Abostol, o veza n’euz nemet eunn Doue hep-ken, n’euz ive nemet eunn hanterour etre Doue hag ann dud, me lavar Jezuz-Krist, abostol ha belek-braz ar feiz ; beo bepret evit pidi Doue evid-omp. Pep belek, pa vez oc’h ober he garg, a zo e leac’h Jezuz-Krist, pe evit lavaret gwell, ar belek a zo Jezuz-Krist he-unan, a ra neuze e gwirionez ar pez a lavar hag ar pez a ra ar belek ; hen hep-ken a ere hag a ziere, hen hep-ken a ro ar c’hras, hen hep-ken a ginnig d’he Dad ann Oan a lam pec’hejou ar bed. Hag evit gwir, Jezuz o vont eur weach hep-ken gant he c’hoad ebars ar santuar, Jezuz en deuz hor prenet da viken. Er c’hiz-ze, eur zakrifiz, eur belek, eur velegiach. Me lavar ar Belek-braz euz ar madou da zont, a zo bet lekeat e pep korn euz ann douar evit ober enn he c’houde, beteg ann deiz diveza, ar pez en deuz great Jezuz-Krist he-unan pa ’z edo war ann douar.

Me am euz lavaret ne oa nemet eur velegiach, me lavar oc’h-penn ar velegiach a zo anezhi e pep leac’h, rak ann holl vroadou a zo bet roet da Jezuz-Krist, hag e pep leac’h, adalek bro ar zao-heol bete bro ar c’hus-heol, e pep leac’h ar zakrifiz a dle beza great, hag eur ginnig glann a dle beza lekeat dirag ann Aotrou. Ar velegiach a zo a viskoaz da viken, rak a beb amzer Doue en deuz lavaret da Jezuz-Krist : Te zo va map, hag hirio oud bet ganet ac’hanoun. Lavaret en deuz c’hoaz : Te zo belek da viken hervez urz Melkizedek. Ar velegiach a zo santel, rak bez’e oa deread hon divije eur belek-braz er c’hiz-ze, da lavaret eo, santel, glann, dinam, hep dalc’h e-bed gant ar bec’herien ha savet huel enn tu all d’ann envou. Ann drouk-sperejou zo-ken a zo bet trec’het gant ann hini a zo d’ezhan ar velegiach da viken, hag ho deuz testeniet ho-unan o lavaret : Ni a oar piou oc’h, sant Doue.

Na pegen huel ha peger sakr eo eta karg ar belek ; na pegen diez-braz eo ive. Ar belek enn he velegiach a zo war zaou-hanter gant Jezuz-Krist, belek-braz holl-c’halloudek ; belek eo gant-han hag enn-han e-pad ann oferen a lavar bemdez war ann aoter hep skuilla goad ; rei a ra ar bara a vuez, ar c’horf hag ar goad euz hor Zalver. Evit se eo en deuz bet ann ursou ; bez’ en deuz bet karg digant Map Doue evit silvidigez ar bed, hag ar pez a zo enn he stad da ober, a zo dioc’h ma’z eo braz ar garg sakr-ze. D’ezhan eo e gwirionez ez euz lavaret : Bezit santel, o veza ma’z ounn-me santel, me a zo ann Aotrou ho Toue.

Pec’her paour ma’z ounn, ken dinerz, ken toc’hor, ker sempl ; penaoz, o va Jezuz, ec’h hellinn-me kaout ar zantelez a fell d’e-hoc’h a ve enn-oun ? Krena a rann em c’hreiz pa zonjann e kement-se, ha koll fisians a rafenn ma ne zeufac’h, dre ho madelez, d’am c’hrevaat o lavaret : Ann dra-ze a zo dreist galloud ann dud, hogen pep tra a zo eaz da Zoue.


————