Pevare pennad — I

R. Prud’homme, 1903  (p. 107-110)



PEVARED PENNAD


————


EN JERUZALEM : KENTAN DEVEZ


————


AR BE SANTEL. — AR C’HALVAR


————


I


’N eur arruout en Jerusalem : luiasen kirri ; redadek


Na chom ket pell traouien ar roz dindan hon daoulagad. Setu ni adkrog da dreuzan eur vro noaz ha meinek. Mont a ra bepred war blenaat hag an hent houarn n’eman ken war zav ; emichanz, ec’h omp tost da Jeruzalem. Epad ma klaskomp gwelet he magorio uhel, e taulomp ple d’eun drapo braz a dri liou, stignet war veg eun tour plad : « Itron Varia Frans ! » eme unan. — « Jeruzalem ! » eme eun all. Hag eur c’haner, kenkent, da stagan gant ar psalm Lætatus sum. A greiz-kalon hen kanomp, o vean ma *tere ouzimp e gomzo, dreist-holl ar re gentan ! « ’N em roet em euz d’al *levenez o klevet ec’h æmp da vont ’barz ti an Autro Doue. Setu, o Jeruzalem, eman hon zreid war ho treujo. »

Lammet a ra hon c’halon en hon c’hreiz bep ma tostaomp da El-Kods (ar gær zantel), ha pac’h eo pozet an tren, pa ’c’h omp diskennet dioutan, e stouomp adarre d’an douar hag e pokomp d’ean, daelo en hon daoulagad. Daelo a levenez avad ec’h int. Ha, mar lakomp anê da redek, n’eo ket hepken dre ma c’houzomp ec’h eo santel an douar-man, mes ive dre ma kavomp da danva aman ’vel eur vlaz euz hon bro : kentan tra a glevomp eo ar « Marseillaise ». Oh ! n’eo ket he c’homzo a ganer en enor d’imp ; ar c’homzo-ze, ’vit laret d’ac’h ar wirione, na blijont ket holl d’in-me. Displijout a ra d’in, dreist-holl, klevet yudal « sang impur » ; ton ar c’han a gavan brao, avad. ’Hanta ? an ton-ze eman muzik Bethleem o c’hoari ’nean e-barz ar gar, pa diskennomp ! N’am euz ket ezom da laret eo renet ar zonerien gant leaned : n’euz nemete dre aman hag a c’hellfe diskouel d’imp o c’harante er stum-ze. An dek pautr yaouank a zo breman o c’hoari en hon enor a zo savet en ti beleien Dom Bosko, en Betleem, e læc’h ma tiskont al lezen gristen hag eur vicher. N’euz muzik e-bed en Bethleem nemet o hini, En Jeruzalem ive a zo daou vuzik hepken, hini an Tado Gwenn, a glevfomp unan euz an deio-man, ha hini skol-vicherio Sant-Per.

Hon daouarn a stlapomp and a-greiz kalon an eil ouz egile, ha kargan ’reomp anê da laret d’ar c’hoarierien yaouank evidomp : « Brao ! brao ! Trugare ! »

Koulskoude, eo arabad d’hon daouarn ’n em ankouaat da stlepel re bell ; eul labour-all o deuz d’ober : delc’hel mad d’hon fako evit mirout na vefent kemeret gant an Arabed a zo leiz anê war ar c’hæ hag a fell d’ê o dougen betek hon goetur, Mes na gavont kammed d’en em implian. Neuze e welan daou grennard, o lampet en hon bagonio hag oc’h ober eun dro da welet ha lezet hon deuz enne eun dra bennag. Siouaz evite ! netra, netra nemet restajo bara ha panero bihan goullou, panero ar rezin. Dastum a reont ar bara ’n eur baner, ha setu stad vraz enne : danve eur pred, ha danzeet hep poan : al labour hag an Arabed n’int ket mignoned.

Koulskoude, en porz ar gar, a zo pautred-karr ha pautred-all, ha n’o deuz ket aon rag o foan. Meskan ’reont evel diaoulo evit tapout ar belerined bep-hini en e oetur. Emaint eno eun tregont bennag ha *helibini ’zo gante da c’hout piou a dapo e lod da gentan, Biskoaz luiasen n’am euz gwelet evel homan. Hopal a ra an doucherien en eur wignal d’imp mont davete. *Bragal, tripan ’ra ar c’hezek, ha gante bout ha jech ; ’n em stokan ’ra ar moello-kirri an eil ouz egile. N’eo ket æzet d’ar belerined en em dibab euz eun *hevelep reuz : koulskoude, n’euz bet na skoa dilec’het, na troad friket. ’Vidon-me, n’am euz ket amzer da chom pell nec’het. Diou vræc’h kigennet a dap ac’hanon, hep gout d’in, dre dindan ma c’hazel, hag a zav anon, ma fako d’am heuilh, e-barz unan euz ar goeturio a oa da beurgargan. An diouvræc’h-ze a oa re eun Arab a dlee bean karget gant an toucher da duta evitan. Hag, dioustu, en eul lamp, eo æt d’azean en e gichen.

Ha breman war rauk ken a yudo. Red mad eo mont buhan, rak eun hanter leo ’zo d’ober evit kas anomp d’hostaliri Itron Varia Frans, ha c’hoant ’zo gant hon Arabed da zistrei d’ar gar evit hadkargan : ’benn eun hanter heur aman ec’h erruo an eil tren gant ar peurrest euz ar belerined.

Da zisken a zo da gentan, da zevel goude, n’euz forz ! Bepred ec’h eomp d’ar pevar lamm ru, daoust d’an hent da vean digompez. Goaz d’an toucher na dec’ho ket ’n hon rauk. Linket ’vo e gezek, linket ’vo heñ e-unan gant begen ar skourje, hag, evel-se, e tremenfomp anean evit tapout ha tremen eun all.

Poultr a zav d’ober eur voren en-dro d’imp. Memez tra, na guz ket ouzimp mogerio kær, a hedomp penn-da-benn en tu ar c’huz-heol. Eul loden euz ar gær neve a dreuzomp, hep mont kammed ’barz ar gær goz, a zo diabarz ar mogerio.


————