Tried pennad — VII

R. Prud’homme, 1903  (p. 102-106)



VII


Eur garavanen. — Ouigel a ouigel !… — Gar Bittir.


An dour-ze na deu ket euz Jeruzalem, a zo war *zinaou ’trezek ar mor Maro, ha, koulskoude, e tiskenn euz an tu-ze ; an draouien an euz kleuzet a gas eün d’ar Gær Zantel (El-Kods). Hi a heuilhomp hag a heuilfomp dam-dost bete penn hon beaj.

Drezi e tremen ive beajourien hag a ya war droad. Gant sellet piz, e welomp, o hedan gwele ar *froud, eur wenojen hanval ouz eul linen gamm ha digompez. Pleustret eo, n’eo ket gant tud hepken, gant loened eo ive. Digoueout a ra d’imp gwelet o tremen drezi eun harnezik hep karr. Larout a ran eun harnezik, rag n’euz enni nemet daou *ganval : a-wejo e vent dek pe daouzek, staget gant eur gabestren an eil ouz lost egile, o fri gante en ær, o c’herzet disneu ha divalo dindan ar zamm a zo fichet etre o daou dort ; ’raug an hini kentan e ve an toucher pe war e gein. Lakait, mar keret, eun nebeut Arabed da heuilh al lostennad ha neuze ho po eur « garavanen », ’vel m’eo dleet. Gwelet a refomp ouspenn unan a sort ganti war hencho Jeruzalem.

Homan, hi, a zo bihan bihan ; ha koulskoude, e talv ar boan he sellet. An daou ganval a zo gante bep a zamm koat sec’h ; ’rauk pep-hini anê e kerz eur pautr hag, er c’hreiz etreze, eun all, ha gantan, war e skoa, eur fuzuilh : ’michanz, o deuz da zifenn o zreo hag o bue enep ar Vedouined. Bean ’ve kalz euz ar re-man o c’hedal ar veajourien a dremen dre ar vro didud ec’h omp enni breman. En *hevelep broio hepken e kaver anê : eno ec’h hellont laerez ha lac’han hep bean nec’het. Anveet aoalc’h int gant ar Fransizien o deuz bet bevet eur pennadik en *deun an Aljeri.

Eun enebour a zo c’hoaz a fell d’hon zri Arab dioall dioutan : ar zec’hed. Setu perak, war-lerc’h ar c’hanval divezan (rak tud ha loened a dle kerzet an eil war roudo egile), e welomp eur c’hrennard a doug war e benn eur podad dour ; tost aoalc’h eman evit diskouel d’imp an euz e bod pri eur c’hof ledan hag eur c’houk ken hir ’vel m’eo striz. Peadra ’zo ennan da derri sec’hed an dud.

Ar c’hanvaled, int, n’o deuz ket kalz ezom d’evan ; an dud paour, avad, a dle o c’horzailhen bean devet. Banno an heol a goue varne a-blomm ; ha bannac’h ær fresk e-bed en *deun an draouien evit o distanan !

Hon marc’h-tan ive a dom d’ean, a dra zur. O vean eman an hent war zav, mui ouz mui an euz poan o stlejal anomp war e lerc’h : dic’houean ’ra, ha rojo ar c’hirri a ouigour hag a skrij da vreuzan hon diouskouarn. Menel, koulskoude, na reomp ket. A dammigo e savomp ha dre ma savomp e teu an draouien d’en em zigeri hag e krog ar gwe oliv d’en em ziskouel. Daou pe dri vagad gevr du a gavomp ive ha meingleunio bihan a-leiz : ’pez a diskoue nan eo ken didud ar vro. War-dro unek heur hanter, e welomp ar runio (rak kouac’het o deuz an tosenno) o c’hlasaat hag en em *gelc’han en-dro d’imp evit hon lakat evel ’barz eur *foulin. Eur oazik ive a welomp o redek : eun dudi evidomp ! Setu aman eun dra-all a lak muioc’h c’hoaz a stad ennomp. Euz eul liorzik e klevomp o sevel hopadenno hag a zo, a dra zur, evidomp, rag an daou c’hir-man a zo enne : « Bevet Frans ! » Ha, pa zellomp war an tu-ze, e welomp eur c’hropad pautred vihan ha pautred krenn bodet en disheol hag o hijan bonedo ha mouchouero. Hini ’bed ac’hanomp na oar piou ec’h int. Eun nebeudik goude e poz an tren hag e larer d’imp gant unan euz an Tado eman ar vugale-ze er skol ’ti Breudeur ar Skolio kristen en Jerusalem ; deut int aman hirie d’ober eun diskwizaden.

Ar gar a skoilhomp enni breman a doug hano koant eur geriaden a zo ive euz ar c’hoantan, an hano a Vittir. Kement e plijont d’an autro ’Normand, ma lavar d’e genvroiz Breiz, dre fent, e fell d’ean dont da vean mestr war ar gar-man.

N’eo ket kollet e gomz evidomp : meur a wech e kasfomp sonj d’ean euz Bittir ha ken liez gwech o talveo ar gir-ze d’imp ha d’ean eur c’hoarzaden kalonek.

Mar geo brav ar gar, eo bravoc’h c’hoaz an draouien a hedomp goude. Kement a roz a weler en he liorzo mac’h eo hanvet traouien ar roz.


————