Pevare pennad — IV

R. Prud’homme, 1903  (p. 117-121)



IV


Iliz ar Be Santel ; petra eo ar Be-ze ’vit eur c’hristen.


Setu ni o tremen dindan dor Jaffa, a zo toullet ’kichen tour ar roue David : ec’h omp breman, da wir, en kær Jeruzalem. Diou pe daer ru moan ha kamm, da zisken enne ’vel en eur pazinier, a gavomp da gentan hag, en o goude, eul leur-vein a dreuzer arauk arruout ouz an nor-dal. Eman diragomp breman iliz ar Be Santel, da vihanan eun tu anei, rag n’haller ket he gwelet a-bez, o vean m’eo stag ouz lojeiz-all. Eun ær goz he deuz ha koz eo en gwirione, pan eo bet savet breman zo eiz kant vla gant ar vrezellerien gristen. He diavez ha dreist-holl he diabarz a diskoe he deuz goall ezom da vean dresed ; mes, o vean mac’h eo lod anei d’al Latined (da laret eo d’ar Gatoliked), lod d’ar C’hresianed (kristenien dianket), ha lod d’an Armeniaded (kristenien dianket-all), n’hell ket unan euz an tri berc’hen rei ’neb læc’h eun taul morzol, eun taul hepken, na zoken eun taul skubelen, hep *autreadur an daou-all ; setu perag e chom an treo en iliz er memez doare, « ’vel emaint emaint », herve lavar ar pacha, a displij d’ean lakat an tri berc’hen d’en em glevet.

Pa digoue d’unan lakat e bao war *wirio egile (ar C’hresianed, an drubarded ’zo anê, a zo techet d’hen ober), neuze eun ofiser turk a deu da reizan en treo etreze, C’hwel ’nean aze, ’kichen toull an nor, en diabarz an iliz ha, gantan, tri pe bevar zoudard ; azeet int evel kemenerien war o zorchen, hag i o diviz an eil gant egile, en eur jechan war o « nargile ». An hano-ze a rer euz eur c’horn-butun, ec’h an da esât diskouel ar stum iskiz anean. Græt eo gant eur voutailh, he deuz eur fonz ledan hag eur gouk moan ha hir. Hanter-leun eo a zour, louzo c’houez-vad ennan. War he geno eur fornik, a dev enni taer pe beder c’hlaouen, a dizec’h ar butun bet gleblet hag hen lak da vogedi. Ar moged a ve laket da gouean war an dour hag, ac’hane, e ve jechet dre duelenno hir ha pleguz, a gas anean betek geno ar vutunerien. Gwelet butunat er c’hiz-ze en eul læc’h ken santel a sko eun taul em c’halon.

Mes ar c’hiz a zo ar c’hiz.

Ha neuze buhan ec’h ankouaomp kement-se. Setu dindan hon daoulagad men ar balzamerez : warnan ’oa bet astennet korf hon Zalver, evit rei d’ean eur gwisk eol-balzam hag evit hen lieni. Eur pok a roomp d’ean, ’vel m’eo dleet, ha neuze ec’h eomp eün d’ar Be Santel.

En em vodan ’reomp endro d’ar Be, dindan eur volz, henvel ouz toen eur forn ha sklerijenned deuz kroec’h : ledan eo, penegwir e pouez war ugent pilhier. Er c’hreiz, eur chapelik græt gant marbr moug a c’holo ar be ec’h eo bet ennan korf sakr hon Zalver, lod a dri de. Pevar gantolor uhel-uhel ha d’ê eur palefas a ledander, a diskoue pelæc’h eman an nor da vont ebarz ; ken izel eo ken e renker plegan penn da dremen dindani.

N’efomp ket ebarz dioustu : Pan eo erru ar c’honsul gant e daou « gavas »(daou zoudard turk a digor d’ean an hent gant peb a benn-baz arc’hantet), e selaouomp eur brezegen kalonek a ra d’imp eun Tad euz urz sant Fransez ha genidik euz Bro-C’hall. N’eo ket diæz d’ean kavout hent hon c’halono : peurdeneraat a ra ’nê ha, pac’h eomp goude, hini ha hini, ’barz ar chapelik, evit poket d’ar Be Santel, e tiver an daelo euz hon daoulagad ; daelo a levenez, avad, ec’h int. An daulen-varbr a stokomp outi hon *diweuz, eo harpet warni, ’vel war eur men-korn, fe, spi ha karante ar c’hristen. Warni eo bet astennet korf maro Jezuz, paket en eul linsel, hag, en-dro d’ean, liammo bet soubet en eol c’houez-vad. Penegwir eo deut da hadvevan heñ e-unan, an dried de, ec’h eo trec’h Jezuz d’ar maro, na bleg, koulskoude, ouz den : Mab Doue ’c’h eo ha Doue e-unan, evel ma lare bean, ha gwir eo e lezenn : setu eur harp evit hon fe. Penegwir na reomp gantan, herve e lavar, nemet eur c’horf, evel an izili gant ar penn, e hellomp hen heuilh hag e vefomp adbueet gantan de ar varn divezan, adarre herve e lavar : setu peadra d’azean hon esper. Penegwir en deuz kwitaet ar vue hag adkemeret anei evit talveout d’imp ar vue da viken hag an evurusted peurbaduz, ec’h omp, eta, karet gantan dreist muzul : ha setu peadra d’*enaoui hon c’harante.

O ma Jezuz, græt ma talc’ho ar *mennozio frealzuz-ze da sklerijenni ma spered ha d’intanan ma c’halon a-hed ma bue, evel ma rejont dirak ho Pe santel !

Græt ive ma tremenfont en spered hag en kalon ma lennerien, evit eünan ha nerzan ’nê epad ar vue-man hag o lakat da c’honid ar vue-all. Evel-se bezet græt !

Setu penauz e pedan, daoulinet dirak ar Be Santel ha pleget ganin ma fenn ’uz d’ean. Pan on hadsavet, e lakan ma dorn, dre eun toull bihan, da stokan roc’h beo ar c’hao : eun norik a stouf an toull-ze, eun norik a ve dibrennet gant eur belek gresian.


————