Pevare pennad — V

R. Prud’homme, 1903  (p. 121-124)


V


War ar mene Kalvar. — Pelæc’h ha penauz eo bet kavet ar Groaz Zantel.


Achu ganin gweladen ar Be Sakr, ec’h an da daoulinan war ar Mene Kalvar. Eman er memez iliz, tost da doull an nor. Etre ar be hag heñ e c’hell bean eun tregont metr bennag. Gwech all goz, amzer hon Zalver, ne oant ket en kær Jeruzalem nag an eil nag egile : ar c’halvar ’oa eun dosennik a bigned warni dioustu pa vije æt an nen e-mæz a gær dre dor ar Justis : eno ’vije lemet o bue digant ar re a vije bet barnet d’ar maro. Setu perak e tigoueaz da groaz Jezus bean plantet eno.

Aboue, eo bet diskaret mogerio koz Jeruzalem ha hadzavet kalz pelloc’h war du ar c’huz-heol ha war du an hanter-noz : gant se, eman breman ar mene Kalvar diabarz kær. Savet ’zo bet, ’uz d’ean ha ’uz d’ar Be Santel, gant hon zado koz, ar c’hroazeged, eun iliz a doug breman hano ar Be hepken, iliz Ar Be Santel.

Miret eo bet enni, avad, al læc’hio sakr evel ma oant amzer hon Zalver. Dre ze, ’vit mont d’ar chapel a zo e læc’h ma oa bet savet e groaz, a renker krapet eur *vinz a zo enni pemzek pe c’hwezek pazen.

N’eo ket hep eur galonad ive en em gavan eno : eur beden a geu hag a dic’haou ’vit ma fec’hejo ha pec’hejo Bro-C’hall, eur beden a garante d’eur Zalver an euz teurveet, gant a vad ec’h eo, skuilh e oad evid hon goalc’hi euz hon fec’hejo hag hon lakaat da blijout adarre d’an Au. Doue, c’hwel aze ar beden a zav neuze euz ma c’halon hag a ya bete ma *diweuz. Oh ! pa vin distro en Breiz, pa dremenin a-biou d’ar c’hroajo a gaver e pep korn euz ma Bro vinniget, gant pebez fe, lemet ganin ma zok ha græt ganin sin ar Groaz, e larin-me ar beden gaer am euz disket a vihanik :

Me ho salud, kroaz vinniget,
Ha kement kroaz a zo er bed,
’Balamour d’hon Zalver binniget,
’Zo bet war ar groaz krusifiet.

Kent disken euz ar c’halvar e lakan ma dorn ’barz ar faout a droc’haz ar roc’hel pa varvaz hon Zalver ha pa grenaz an douar : eun desteni ouspenn evit diskouel eo gwir ’pez a zo skrivet en Aviel.

Seblantout a ra d’in e chomfen aman da bedi ’hed eun heur pe diou hep kaout hir an amzer. Mes eul læc’h santel-all am euz c’hoaz da welet diabarz an iliz : al læc’h m’eo bet kavet ennan kroaz hon Zalver.

A-dre d’ar c’halvar eman, en tu ar c’huz-heol, da laret eo, en tu enep d’ar Be Santel. Da zisken a zo kalz evit hen kaout, o vean ma oa bet douaret ennan kroaz an Autro, gant kroajo an daou laer.

Deut eo da vean eur chapel, a zo goestled da zantez Helenan, mamm an impalaer Konstantin. Hi eo a reaz, ar blavez 326, tri c’hant vla goude maro Jezus, ober eun enklask endro d’ar c’halvar, c’hoant ganti da c’hout ha na vije ket kavet eno e groaz. Fe vad, dizoloan a reaz he zud an taer groaz. Mes netra na diskouee pehini anê ’oa hini Jezus. Petra ’reaz neuze eskop Jeruzalem, sant Maker, nemet stokan ’nê da gorf eur wreg varo, bep-hini d’he zro. Ouz an diou gentan, re al laeron, na reaz ar c’horf van e-bed. Mes an daerved a lakaz ’nean dioustu da hadvevan.

Hep mar e-bed honnez a oa hini Jezus-Krist.

Adalek neuze e tifennaz Konstantin stagan ouz kroajo an dorfetourien kondaonet d’ar maro. Larout a reaz zoken e vije red *hiviziken sellet ar groaz ’vel ar brasan merk a enor, ha hi na oa kent nemet eun dra a boan hag a zismegans.

Ar Groaz zantel a oe bet miret eur pennad en Jeruzalem. Daou c’hant vla goude, ’vit-se, e tigoueaz d’ei bean laeret gant Kosroes, roue Bro-Bers. Setu red ober brezel d’ean, ’vit lemel digantan ar relek sakr. A drugare Doue, trec’hi ’reaz Heraklius warnan.

Mes elæc’h lezel ar Groaz Zantel en Jeruzalem, e tigasaz ’nei da Gonstantinopl, kær-benn e rouantelez. A-c’houdevez eo bet lodennet etre ilizo ar bed katolik.

C’hwel aze ’pez a gonter d’imp e-keit m’ec’h omp en chapel Zantez Helenan.

Mes na daleomp ket pelloc’h enni.


————