Plac’h Sant-Riwall

Imprimerie Francisque Guyon, 1922  (p. 35-36)



Plac’h Sant-Riwall
————

Ti ar Boudiged
Pe ar C’horriked
A zo war ziskenn
Hent ar menez Gwenn [1].
Di an dud diroll,
Dare d’en em goll,
Hervez hon tud koz,
Ganl an Drouk-spered
A veze stlejet
En eun dans padus
Ha meurbet drastus.
Eun hevelep avel-dro
’Guitaer hanter-varo,
Ha, gwasa ’zo d’an den,
Kondaonet da viken !
Ma n’em c’hredit,
Selaouit :

Eur plac’h eus ar re goanta,
Ouspenn ar binvidika,
Aet da bardon Brenniliz,
A zisprizas an iliz.
En eur ober mil buhez
E tremenas he devez.
Gant eur c’horrigan,
’N eur waremmad lann,
Ez eas da goania,
O Itron Varia !
Goude e tansas,
E lammas !…

Antronoz vintin,
E troad eur bod pin,
Tost d’eun ti balan,
En em gavas dialan…
Parrosianiz Sant-Riwall,
Eus ho pro ’z oa ar plac’h fall !

Pa voe en-dro d’ar gêr,
E klevas he fater.


Chom a reas digas ha dilavar
Dirak he zad, labourer-douar.
Eun den en e stad
A oa da glemm mad :
Karget da urzia eur bugel didalve
E pep tu, e pep lec’h mezus he bale.
E drubuilh, siouaz, echu n’ez oa ket :
Bemde e weled e verc’h o kerzet
Er gwaremmou,
Er yuniou.

Eur zadorn, he daoulagad fero,
Ne lare nemet komzou c’houero.
En eur drouk-pedi,
En eur vallozi,
E krias :
« Mallaz !
« Dre an drein ha dre an drêz,
« Dre ar siminal er-maez !… »

Kerkent e tisparisas,
’Keit ha ma rêd sin ar Groaz…
Er vro,
Tro-war-dro,
Er menez,
E yun Elez,
E weled eur skeudenn
En devalijenn ;
En ti, e kêr e renas eun hevelep spont
Ken na grede den na mont na dont.

Bep sizun, d’ar zadorn,
War-lerc’h konchou born,
Ar plac’h kêz,
Gwechall leun a furnez,
A gerze d’he dizurziou.
’Vit he zud pebez poaniou !

A bell ne vevas,
An diaoul he sammas…

Setu termen pep buhez fall !
Dalc’homp sonj eus plac’h Sant-Riwall.


  1. E Brenniliz