Porjou an Env, digoret (Diviz)
An Dud.
1. Porjou an Env digoret,
Vit ma klevimp erfad,
Gant ar zent ha zentezet
Penoz ema o stad.
Ar Zent.
O eürustet hep he far !
Diez eo disklerian
Dre gomjou tud an douar,
Pegen mad omp aman !
An Dud.
2. Dreist ol ni fel d’imp gouzout
Kelou euz hon C’hrouer :
E vadeles, e c’hallout,
E peb lec’h a weler...
Ar Zent.
— Anaout reiz anezan
Morse na rei hini,
Nemet ar re zo gantan
En Env eveldomp-ni !
An Dud.
3. C’houi, merzerien didrec’hus,
Deurveet disrevel
Pegement ez oc’h eürus
Aboe fin ar brezel.
Ar Zent.
— War hon fen ar gurunen,
En hon dorn al lore,
Ru-goad ha splan hon roben,
Ni zo gwir rouane.
An Dud.
4. Ha c’houi, doktoret zantel,
Zo ken lem ho speret,
Hirie d’imp c’hoaz reit kentel,
Euz an Env d’imp komzet
Ar Zent.
— Pez a skrivemp a gaeran,
Kenver ar wirione
Zo vel elvenigou tan
Etal an heol kreiste !
An Dud.
5. C’houi, ermitet ar c’hoajou,
Pel euz ar bed kuzet,
Goude ho pinijenou
Penos enem gavet ?
Ar Zent.
— Hon c’halon a zo beuet
En eur mor a zudi,
Ha wardro gant an elet
E kanomp meulodi.
An Dud.
6. Gwerc’hezet leun a vertu,
Aliez disprizet,
Petra breman a ret-hu
E pales ho Pried ?
Ar Zent.
— Kreiz ar roz hag al lili
Ni a heuill Oan Doue ;
Tostoc’h dezan n’euz hini
Dre-ol lec’h ma vale.
An Dud.
7. C’houi labourerien douar,
Ken dister ho madou,
Petra ’c’h euz-hu bet er gloar
O kuitat ho parkou ?
Ar Zent.
— An nec’h a zo tremenet,
Dreist muzul eo an est
A zo genimp dastumet
O senti ouz hon Mest !
An Dud.
8. C’houi paourien gez, dilezet
Gant ar pinvik digar,
Ho naon hag hen zo torret
Evel hini Lazar ?
Ar Zent.
— Ouz tol Doue azeet,
Euz e voed e tebromp,
Ha peb a vantel aouret
War hon c’hein a dougomp.
An Dud.
9. Pec’herien a n-euz gouelet
Ken c’houerv hoc’h ofansou,
Hag hen ema dizec’het
Ar wej-man ho taerou ?
Ar Zent.
— An daerou a n-euz goalc’het
Hon ineou kablus :
Splanoc’h eget ar steret
Ez omp e lez Jezus.
An Dud.
10. Ol zent, diskuillet d’imp c’hoaz
Pegeit e pad ho kloar :
Marfad keit ha ma padas
Ho puez a c’hlac’har ?
Ar Zent.
— Hon gloar bepred a bado,
Kreski a ra bemde...
Mar karet c’houi he zanvo
Aman genimp ive.
An Dud.
11. Desket d’imp eta breman
Euz kement a henchou
Pehini eo ar zuran
Evit mont d’ar joaiou ?
Ar Zent.
— Dre hent an dek gourc’hemen
Mar heuillet hon roudou,
Eveldomp, c’houi, da viken
Vo eürus en Envou.
K. G.