Red eo credi ez eus un Doue

L. Prud’homme, 1846  (p. 2-4)


red eo credi ez eus un doue.

Beza ez eus un Doue : an êe, an douar, ar mor ha quement so en-dro deomp hac ennomp hon-unan, a barlant deomp sclear avoalc’h eus ar virionez-ma.

1. An artisan a vez anavezet eus e labour, evel ar vezen eus he frouez ; hoguen, m’er goulen ouzoc’h, piou nemet Doue en deus gallet croui an êe, an douar hac ar mor ? piou ell cundui an heaul dre’n hent a heuill bemdez hep an disterra fazi ? Scorni a raffemp ma iaffe re hir diouzomp, ha dêvi, ma teuffe re dost deomp ? Piou, nemed Doue, en deus laqueet er firmamant ar stered caër-se pere na ellomp quet da gonta, hac eus a bere, cals, eme an dud gouizyec, a zo brassoc’h eguet an douar ? Piou, nemed Doue, a zalc’h en ær ar c’houmoul-se pere a velomp o ruillal gant quemend a vajeste a zioc’h hor pen, ha pere, evel un dourcil ar c’haëra a scuill ar glao partout dre’r bed evit refresqui an douar ha mezur ar zourcennou ? Piou a laca an dour da redec dre voaziet ar veïn, evel ar goad dre voaziet an dud ? Ar gurun hac an tempest a zent ous ar vouez a Zoue : an douar hac ar guez a ro o froductionou er poent hac en amzer merquet gant ar Brovidanç divin, ar mor fuloret a zeblant avechou beza var ar poent da zortial eus e blaç ; mæs clêvet ha respeti a ra mouez an Autrou souveren pehini a lavar dezan : Dont a ri betec amâ, ha ne’z i quet hirroc’h ; ous ar merq-ma e teuï da derri da fulor… Evel-se an oll draou crouet a annonç deomp penos ez eus un Doue.

II. Mæs hep sortial ac’hanomp hon-unan, e cavomp ur breuven sclear eus a guemen-ma : an union-so etre ar c’horf hac an ene, pere o veza diou substanç quen diffarant, a bartach cousgoude o oll zantimanchou a joa pe a dristidiguez : an disposition admirabl eus a oll izili an den ; ar fæçon incomprenabl dre behini e c’hell en em zervichout anezo, quemen-se oll a ra da anaout patant penos ez-int al labour eus an oll-galloud a Zoue. Ar galon eo al loden breciussa eus an den, hac abalamour da ze, Doue en deus he goloet a esquern-bras pere evel ur c’hoatach-caër he diouall diouz pep goal accidant. Hon daoulagad a zo laqueet gant ar Brovidanç en ur plaç huel, evit gallout, evel diou zantinel, hon avertissa e poent eus a guement a alfe noazout deomp. Ne velomp nemet gant ur poëntic bian eus hon lagad, hac ar poëntic-se a so bras avoalc’h evit ma velomp en dro deomp ha pell diouzomp : hon ene a zo crouet gant Doue hervez e imach hac e henvelediguez; n’en dê quet infinimant parfet evel-t-an, mæs evel-t-an ez-eo ur speret ; evel-t-an, hervez e c’hondition, eo capabl da anaout, da garet, da gaout memor ; evel-t-an ez-eo immortel !… O va Doue, c’hui a zo admirabl en ho c’holl œuvrou ! laqueet hoc’h eus varnomp oll ar merq hac ar c’hachet eus hoc’h oll galloud ! Signatum est super nos lumen vultûs tui, Domine ! [1] Quement tra so er bed, hoc’h eus crouet evit an den, hac an den hoc’h eus crouet evidoc’h, ha na ell caout peoc’h na repos-ebet nemet ennoc’h, ô va Doue ! grit eta, ô va mæstr souveren, ma en em zervichin eus an oll draou crouet, evel eus a guellies a bagen evit sevel varzu-hac-ennoc’h ! Admira a ran ar mor a behini ne allan quet tizout ar goëled ; an douar a flastran gant va zreid a velan goloet a broductionou ar re gaëra, a vadou ar re breciussa ; ne gomprenan quet an huelder nac ar vajeste eus an astrou a ruill a-zioc’h va fen ; mæs lavaret a reont d’in evel da zant Augustin [2] : caër e cavit ac’hanomp, ha caër omp en effet ; non pas evidomp hon-unan, nac evit ma teuot da staga ho calon ouzimp ; mæs evit ho touguen da garet Doue pehini en deus hor c’hrouet evidoc’h hac evit ho silvidiguez !!!

  1. [Ps. IV, 7.]
  2. [Gw. Aug., Serm. de temp., CCXLI (Tempore paschali, XII : De Resurrectione corporum), II, 2.]