Doue a zo ur speret infinimant parfet pehini en deus crouet pep tra hac a c’houarn pep tra dre e brovidanç divin.
I. Doue a zo ur speret, rac n’en deus na corf na liou, ha n’ell beza tizet gant nicun eus hor squianchou naturel. Pa barlant ar Scritur eus a zaoulagad, a zaouarn hac eus a dreid an Autrou Doue, n’er gra nemet evit en em rei guelloc’h deomp da entent ; mar repræsanter an Tad eternel evel un den coz, n’er grear nemet evit digaç deomp da zonch penos ema a bep eternite. Mar repraesanter ive ar Mab etre divrec’h e Dad, pe evel un den samet eus e groas, n’er grear nemet evit rei deomp da gompren, penos Jesus-Christ, Doue a bep eternite evel e Dad, en deus bet evel den ur gommançamant ha douguet e groas evit hor prêna eus a gaptivite ar pec’het. Ar Speret Santel a vez repræsantet dindan furm ur goulm, abalamour ma tisquennas dindan ar furm-se var ben hor Zalver, en deiz ma recevas ar vadiziant ebarz ê rifyer Jourden, digant sant Yan, e brecursor [1].
II. Infinimant parfet, abalamour m’en deus an oll berfectionou ha ma’z-int oll infinit, da lavaret eo hep muzul na fin-ebet. Ur berfection a zo un dra-vad, hac an imperfection a zo un dra fall da gaout. Doue en deus an oll berfectionou possubl, hep an disterra imperfection. Impossubl eo parlant ama eus a oll berfectionou Doue; cetu ama hepquen un darn-vian-anezo... Doue a zo eternel ; da c’houzout eo penos n’en deus bet biscoas
commançamant, na birviquen n’en devezo fin : c’hui a oa, ô va Doue, eme ar profet, aroc ma oa furmet ar meneziou, ha c’hui a vezo evit ur jamæs : al labour eus ho taouarn a dremeno ; mæs c’hui a chomo æternelamant, hac ho plaveziou n’o devezo fin-ebet… Doue a zo oll-galloudec : ên eo, eme ar Scritur, an ini pehini gant unan eus e zivrec’h a zalc’h ar firmamant, ha gant ar vrec’h-all a vuzul goëled ar mor ; an ini a laca ar meneziou er valanç hac a had an enezennou, evel ma c’had an den ar boultren dre an hent ; an ini dirac pehini an oll nationou a zo evel pa na vent quet : tanquàm nihilum ante te [2]… Doue ne zepand eus a zen, nac eus a netra : en effet, eus a biou hac eus a betra e tepandfe Doue ? Ar bed-oll a zo etre e zaouarn evel un pod pri etre daouarn ar poder : sicut lutum in manu figuli [3] ; inutilamant en em armfe an oll dud crouet en e enep ; evit o lacat-oll da guemeret an tec’h, n’en deus nemet en em zisquez : un act eus e volontez, ur gomz eus e berz a zo avoalc’h evit o c’honfonti, an ezen eus e halan a ell o discar-oll hac o distrugea… An oll draou crouet a cench, mæs Doue a zo ato ar memes tra. Pa leveromp penos Doue a bunis hac a bardon, quemen-se ne zupos cenchamant ebet ê Doue, ni eo ar re a cench : Doue a zo ato just, ha dre eno ato courroucet ous ar pec’het ; beza ez-eo ato trugarezus, ha dre eno ato touchet dre ar glac’har hon deus da veza en offancet. En em bræsantit dirac ur mellezour pa viod ê coler ; ar mellezour ho repræsanto coleret ; mæs en em bræsantit dirazan leun a joa hac a gontantamant, hac ho repræsanto joaus ha contant ; c’hui eo eta a cench, ha non pas ar mellezour : livirit ar memes tra eus a Zoue.
III. Crouet en deus pep tra : Doue eo en deus crouet an êe, an douar, ar mor, an ælez, an dud, en ur guer, an oll draou a veler hac ar re na veler quet. Croui a sinifi ober un dra bennac eus a netra, hac a zupos ur galloud infinit. Un artisan a ell ober ur peç dillad, ur voguer, ur peç meubl, mæs red eo dezan caout peadra evit gallout ober e labour, ne all ober netra eus a netra : Doue er c’hontrol en deus græt quement-so, hepquen, dre e volontez, e c’halloud hac e goms : lavaret en deus, eme ar Scritur, ha pep tra a zo bet græt : dixit et facta sunt [4]. Ur general a arme a lavar d’e soudardet : baleit, hac e valeont ; chomit, hac e chomont ; senti ha mania a reont assamblez evel pa na vê nemet un den : cetu, eme Vossuet, un imach dister eus ar galloud a Zoue pehini en deus græt pep tra hac a gommand da bep tra.
IV. Doue ive a c’houarn pep tra dre e brovidanç divin. Ar zourci a guemer an Autrou Doue eus an oll draou crouet a zo hanvet e brovidanç. Gouarn a ra pep tra ha ne erru netra er bed nemed dre e volontez pe e bermission. An amzer-vad hac an amzer-fall, an domder hac ar yenien, an abondanç hac an dienez, ar brosperite hac an adversite, ar vuez bac ar maro a recevomp oll digantan : bona et mala, vita et mors à Deo sunt [5]. Doue a ro deomp pep tra, hac hor priv, hervez e volontez, mæs ato evit hor brassa-mad. Mar guëlit an dud fall pinvidic hac enoret var an douar, hac an dud just er c’hontrol, en dienez ha dispriset, ne guemerit quet ac’hano occasion da vurmuli a enep ar Brovidanç divin : an dud falla-tout a ra un œuvr-vad-bennac, ha Doue o recompanç er bed-ma hac a zuport o c’hrimou, abalamour ma tle o funissa æternelamant er bed-all : alies memes, ar brosperite apparant-se a zo ur bunition ar vrassa eus a zorn an Autrou Doue pehini a lez an dud fall da gousquet diremorç var bord an abymou eternel ê pere ema-int var ar poënt da guëza : Doue a fell dezan alies e vê an dud just en dienez, affliget, dispriset, persecutet er bed-ma, pe evit peur-achui da satisfia d’e justiç evit o fec’hejou tremenet, hac evit an imperfectionou a gometont bemdez, pe evit cresqui o milit, ha dre eno, o gloar en êe, pe autramant er fin, evit disquez o vertuziou d’ar bed, da behini e tleont servichout da squer ha da exempl. Vertuziou an dud just cuzet evel un tenzor pe ur fleuren brecius, ne vezont anavezet nemet pa deu an adversite pe ar bersecution da remui pep tra en-dro dezo ; neuse, laqueet en tân, ar greun ezanç venniguet-se a deu da veza veritablamant c’huez-vad hor Zalver Jesus-Christ ; da gaeraat o c’hurunen a immortalite, ha da c’hlorifia Doue er vuez-ma ræmes : neque hic peccavit, neque parentes ejus, sed ut manifestentur opera Dei in illo [6]. An disprisanç, ar poaniou hac an afflictionou a zo evel ar morzoliou, eus a bere en em zervich dorn Doue evit terri al laçou pere hor stague ous an douar, hac evit ober hor c’hurunennou en êe : avantajus ez-int ive evidomp abalamour ma reont deomp antren ennomp hon-unan ha caout recours da Doue : an den ne zant morse guel ar bouez eus e fragilite hac an ezom en deus eus a zicour Doue, eguet pa en em gav affliget, dispriset, persecutet : neuse e teu da hirvoudi ha da bedi Doue d’en dilivra eus ar boan a souffr. Evel-se ar bobl a Israel a zistroe præst ous Doue, pa vize punisset gantan, hac evel-se ive cals a bec’herien o deus c’hoas ar honor d’en em anaout pa ro Doue dezo ur c’hlênved pe un affliction-bennac.
Pep tra-oll a erru eta, dre an urz eus ar Brovidanç divin pehini a veill var bep-unan ac’hanomp ha var an oll draou crouet, cetu ama un ezempl bennac tennet eus ar Scritur : Joseph [7] guerzet gant e vreudeur ha cacet en Ægypt a voue taulet en ur prison tênval ; mæs Doue n’en abandonas quet : sortial a reas eus e brison ha dont a eure da veza ar c’henta en Ægypt, var-lerc’h ar roue : e vreudeur, en o dienez, en em bræsantas dirazan hep en anaout, hac o veza er c’hlêvet o lavaret e oa Joseph a guemeras cals a spount ; mæs respont a reas dezo : n’ho bezit aoun-ebet, dre urz ar Brovidanç divin eo erruet quemen-ma oll... Pharaon [8] courroucet a enep ar bobl a Israel, a ordrenas ma vize exposet var ur ster-vras hanvet an Nil, oll vibien nevez ganet ar bobl paour-ma : Moyses eta o veza bet laqueet en ur baner vroen, var an dour, merc’h Pharaon pehini er guelas, en ur bourmen, a guemeras truez outhan hac a roas urz d’er maga ha d’er zevel ê cuz. Piou nemet ar Brovidanç a gunduas eno merc’h Pharaon hac a inspiras dezi an dezir da zavetei Moyses pehini a oa choaset gant Doue evit dilivra e bobl ?... Saül [9] en em bræsant dirac ar profet Samuel evit goulen quëlou [sic] eus a azened e dad pere a oa dianquet, hac a zo en instant-se memes sacret roue a Israel dre urz Doue e-unan a behini an dorn invisibl er c’hunduas da gaout Samuel... Hep parlant eus a draou-queit-all tremenet, consideromp ar pez a dremen bemdez dirazomp : guelet a rit penos an douar hac ar guez a ro, bep bloas, o frouez ê poent hac en amzer ? Penos an traou communna eo an traou utilla d’an den, ha penos an traou noazus a zo dibot ha diessoc’h da gaout : evel-se ur c’hreunen a ro cant evit unan, mæs al louzaou bilimus n’en em broduont quet er memes tra. An tân, ar glao, an avel, an tempest, ar gurun a zent ous ar vouez a Zoue pehini a c’houarn quement-so : adoromp eta, ha meulomp ar Brovidanç divin bepret hac e pep amzer ! bezomp leun a fizianç ê Doue pehini a guemer sourci ac’hanomp hac hor c’hundu hervez e volontez.