Reflexion var enterramant hor Salver

L. Prud'homme, 1849  (p. 254-255)


REFLEXION PROFITABL
Var an Enterramant eus hor Salver er bez.

COnsiderit ama penaus e falvezas d’hor Salver beza ivez sebeliet, evit na chomse netra da ober en he andret a guement a ve grêt en andret an dud-all en ho maro, hac evit rei deoc’h da entent penaus e tleit mervel epad ho puez ive d’ho passionou ha d’hoc’h inclinationou fall, evel ma tere ouz ur guir gristen : ha penaus, mar d’oc’h en em roet da servij Doue en ur fæçon particulier, e tleit en em consideri evel un den maro ha sebeliet evit ar bed-ma.

Remerquit ama c’hoas penaus ho corf en pehini e recevit corf Jesus-Christ er gommunion santel a ell beza galvet ur bez ive dezan, pehini a so taillet e roc’h, pa vezit ferm ha fidel en graç Doue ; hac e serrit ho pez, me lavar, ho poan, gant ur mean bras ha poner, pa guemerit ur resolution quer cre ha quer constant da zerc’hel mad da Jesus, na ell nac ar c’hic, nac ar bed, nac an drouc speret caout antre ebet enni.

Ouspen evel ma chômas ar merc’het devot-se an teir Mari da gonsideri ar bez, ha da velet penaus e tiazezet c’horf hor Salver ebars, ha ma ejont goude-se da brepari parfumou hac onganchou precius evit distrei d’he onganti d’ar sul vintin varlerc’h ; c’houi ive o veza recevet en hoc’h estomac corf hor Salver evel en ur bez dre ar gommunion, a dle lacat evez ouz an oll distractionou a speret ha perseveri gant an teir Mari-se da gontempli an hini a so evel sebeliet en ho calon, ha d’en em antreteni ganta ur maread en hoc’h interieur abars mont da entent ouz an occupationou exterieur en quêver traou ar bed hac ouz ho sourciou temporel.

Erfin ne d’ê quet aoualc’h ho pe ambomet hac ongantet corf hor Salver ur veich dre ar ferveur eus ho tevotion o communia, evel ma en ongantas Joseph d’Arimatie ha Nicodemus oc’h he sebelia, prepari a dleit c’hoas onganchou a-nevez gant ar merc’het devot-ma evit dont d’he onganti adarre ; ar pez a ellit da ober en ur fæçon spiriluel, o tont alies da renta bizit dezan er sacramant adorabl eus an auter, hac en ur fæçon corporel, o vont da velet ar beorien hac an dud clan pere a ongantot evel memprou da Jesus-Christ dre ar gonsolation hac an œuvrou a drugarez a exerçot en ho andret.