N° LXIX. — Sant Jozeb ni ’zeu d’ho pedi.
- Eveldoc’h mirout ni ’garfe,
E-kreiz ar bed, Lezenn Doue,
Trec’hi war hon holl fallblegou,
Ha mont eeun gant hent an Nenvou.
- Ho ti ’zo bet ti hon Salver,
Ho heulia ’ rae war ho micher ;
Hon c’halon a dridfe ’n hon c’hreiz,
Gant Jesuz-Krist enni noz-deiz.
- Met dre bec’hi ma tigouezfe
D’imp e bellaat diouz hon ene,
E gavout ni ’garfe raktal,
’vel p’ho poa e gollet gwechall.
- Gant ho micher start ha poanius
Hoc’h eus maget ho Mab Jezuz ;
Dre hon oberou ni’garfe
Maga e c’hras en hon ene.
- Echu ganimp hon reuz aman,
Pa vimp o kuitaat ar bed-man,
Eveldoc’h ni varvfe eürus,
En hon c’hichen Mari, Jezuz.
- Ha neuze goude beza bet
Aman war-eun-dro ho pedet,
Er Baradoz c’hoaz, war-eun-dro,
Da virviken ni ho meulo.
|